|
|
|
|
|
|
|
23 a viz C'hwevrer 2004, niv. 1
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Degemer mat d'an holl war Bremaik |
|
|
Degemer
mat d'an holl war Bremaik ! Un emgav a ro deoc'h ar skipailh bep
sizhun. Da Lun kreisteiz, adkavit pennadouigoù diwar-benn
danvezioùa bep seurt ha skañv. Sinema,
sportoù, sonerezh, buhez pemdez, arzoù,
levrioù... Traoù a vez tu da lenn alies e lec'h
all, met kinniget amañ e brezhoneg. Diwar labour ur skipailh
a youl vat e vez savet Bremaik, ar c'hoant gantañ kinnig bep
sizhun pennadoù aes da lenn, evit an nevez vrezhonegerien
hag ar re a vez digalonekaet buan dirak ur pennad skrid re hir e
brezhoneg. Mont a raio al lec'hienn war wellaat tamm-ha-tamm, klokaet e
vo gant rubrikennoù nevez, klasket e vo lakaat
skeudennoù ivez... Hag evel-just ez eus tu deoc'h
dispakañ ho soñjoù deomp dre bostel. |
|
|
|
|
|
|
|
Tommat miz C'hwevrer ! |
|
|
<
/span> |
|
|
Tomm-mat
eo bet sizhunvezh kentañ miz C’hwevrer er
bloaz-mañ e Breizh, tommoc’h evit 15°C
e-kreiz an deiz. Emañ al laboused o sevel o neizh, e
bleuñv emañ ar gwez hag ar roz-kamm ur miz re
abred : krog omp moarvat da santout efedoù an
tommaat war ar blanedenn (a c’hell lakaat
lec’hioù zo da vezañ yenoc’h
ivez). |
|
|
|
|
|
|
|
Jason
Karaïndros |
|
|
23-01
/ 28-02 2004 |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad |
|
|
Un derby breizhek a vo e
kardgourfenn Kib Frañs ar vell-droad. Mont a raio skipailh
Roazhon da c'hoari a-enep Naoned e stad ar Beaujoire d'ar 17 a viz
Meurzh. An dennadenn-se n'eo ket aes evit hini ebet eus an daou
skipailh ha pa seblantfe kreñvoc'h Naoned.
Souezhadennoù a vez alies avat er gib. Ur
sell ouzh ar c'hampionad
|
|
|
|
|
|
|
|
Podium |
|
|
Frañs (2004) < /span>Droch a-walc'h eo skeudenn Benoît
Poelvoorde o tougen gwiskamant Cloclo. Ha koulskoude n'eo ket ken
droch-se ar film : finoc'h eo ar senario eget na c'hortozer. Ar
pep sabatuusañ eo labour Poelvoorde. Dre galite e
ganañ hag e gorolliñ e vez kredet en e dudenn. Si
nemetañ an istor pimpatromed : n'eo ket kendrec'hus
tamm ebet Evelyne Thomas o c'hoari roll Evelyne Thomas. |
|
|
|
|
|
|
|
Basement
Jaxx "Cish Cash" |
|
|
Paotred Basement Jaxx a oa chomet sioul abaoe
o fladenn ziwezhañ 'Rooty', e 2001. Anat eo memes tra
n’int ket chomet da ruzañ botoù e-pad
daou vloaz. Gant 'Cish Cash', o fladenn nevez, e tiskouezont o deus
kemeret amzer da selaou an holl sonioù a c’haller
klevet e karterioù Londrez. Ur wech degouezhet er studio e
oa dibosupl dezho dibab, setu o deus mesket pep tra : sonerezh 'soul'
ha taboulinoù elektronek evit 'Good Luck', tonioù
o tont eus Azia ha kan doare rap evit 'Lucky Star', ha zoken Siouxsie
Sioux, ikon bunk, a zeu da ganañ war 'Cish Cash'. Ma
soñj deoc’h ez eo echu gant ar sonerezh
elektronek, selaouit Basement Jaxx : ne reont nemet kregiñ. |
|
|
|
|
|
|
|
An trench zo diouzh ar c'hiz |
|
|
Setu an distro. E-touez ar pezhioù dilhad o tont war-eeun eus an dekvedoù tremenet, setu ar vantell-c’hlav, 'trench coat', ger savet diwar ‘trench’ a sinifi 'kleuz' e saozneg – ar seurt mantilli-se a veze gwisket gant soudarded er c’hleuzioù. Evel-just ez erru er stalioù gant un neuz kalz gwregeloc’h. Krommet eo, un tammig berroc’h ha, dreist-holl, kinniget e leun a livioù frouezh ha flamm, e-giz ma vez kalz pezhioù dilhad evit an nevez-amzer-mañ. Flamboez ha kerez evit ar re ruz, bent hag aniz evit ar re wer ; re orañjez, gwenn hag alaouret a vez kavet zoken. Klaseloc’h hag aesoc’h da wiskañ eo ar re deñvaloc’h, met spered an nevez-amzer a zo skañv ha laouen, livioù a vo e pep lec’h… |
|
|
|