|
|
|
|
|
|
|
21 a viz C'hwevrer
2005, niv. 44 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
"Red
an amzer" o c'hoari koach-koukoug |
|
|
Er
sizhun dremenet, d'ar Sul Siwazh,
n'eo bet kavet an diskoulm nemet evit un abadenn. D'ar Sul Evel
m'eo bet kuzuliet gant ar gevredigez "Brezhoneg 'barzh an
tele !" eus Naonaed, e c'hellit skrivañ d'ar
chadenn evit goulenn e vefe skignet bep sizhun abadennoù
brezhonek France 3 (Mouchig-Dall zo ivez) war gwagennoù
"France 3 Estuaire" : France 3 Ouest, 9 bali Janvier, 35040
Roazhon Cedex. |
|
|
|
|
|
|
|
Emglev
Kyoto lakaet da dalvezout |
|
|
D’ar
Krog
eo an hinad da cheñch ha ret eo d’ar
pennoù bras ober un dra bennak. Koulskoude e rank pep hini
en em lakaat ba’r jeu diouzh e live. Da skouer,
ba’r gêr a-benn digreskiñ ar
produiñ gaz efed ti-gwer eo trawalc’h
tommañ da Ouzhpenn
an tier zo. Rankout a reer ober war-dro an treuzdougen : chom hep
tapout ar c’harr-nij, chom hep implijout ar
“c’hlim” er c’harr, mont war
droad pe war varc’h-houarn e kêr. Hag dreist-holl
chom hep prenañ kirri-saout (4x4) hag a zo gwir maouted da
broduiñ gaz efed ti-gwer ! Kement
ha gouzout hiroc’h : www.agirpourlenvironnement.org |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
bed e-giz un daolenn |
|
|
Richard
Artschwager, John Miller, Olga Chernysheva pe c'hoazh Alain le
Quernec... A-viskoaz
eo bet liammet an Istor gant an Arz, daoust ma ne respont ket an
oberennoù arzel ouzh goulennoù an amzer
vremañ atav, pell ac'hann. Diskouez a ra an
arzourien-mañ ez eus anezho er bed, hep "adober ar bed".
Liammet eo pep taolenn gant ur mare resis en Istor, hag a-benn ar fin e
vez skeudennet gante un doare eneberezh d'ar wirionez en
taolennoù. Da larêt eo e klask an arzourien mont
dreist d'an diell istorel oc'h ober gant
diheñchadurioù ha luadennoù e-leizh.
Ma ne gomprenit netra, it d'an "Imagerie" e Lannuon da welet an
diskouezadeg-mañ ! Mont
e-barzh digoust. Imagerie : kreizenn Savidan e Lannuon. |
|
|
|
|
|
|
|
Basket |
|
|
Eizh
klub basket eus Bro-C’hall (Le Mans, Gravelines-Dukark, Paris
BR, Stade Clermontois, ASVEl, Chalon-sur-Saône, Strasbourg ha
Nancy) a genstrive evit gounit ar "Semaine des As". Ar mini
kampionad-se a zo ur seurt play-off eus ar basket e
Bro-C’hall. Ar gourfenn, c’hoariet disul paseet, a
lakae tal-ouzh-tal skipailh Nancy hag hini Gravelines-Dukark. Nancy zo
deuet da vezañ kampion o c’hounit 112 da 76. Ur
poent mat neuze evit ur skipailh hag a zo 6vet e renkadur kampionad
basket 2005. Mell-droad
26vet
devezh R1 Roazhon
(9vet) 4-1 Nice (14vet) Lens
(11vet) 2-0 Naoned (15vet) 26vet
devezh R2 Angers
(18vet) 1-0 Gwengamp (11vet) An
Oriant (16vet) - Nancy (1añ) Brest
(8vet) - ar Mañs (3e) 27vet
devezh R1 Naoned
(16vet) - Strassburg (15vet) Lille
(3e) - Roazhon (8vet) 27vet
devezh R2 Gwengamp
(12vet) - An Oriant (16vet) Gueugnon (7vet) - Brest (9vet) |
|
|
|
|
|
|
|
Constantine |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2004 Seveniñ
: Francis Lawrence Diaouled
hag aeled o c’hoari gant ene mab-den ; setu ar pezh a
c’hell gwelet Constantine (Keanu Reeves oc’h ober
ar monedone etre daou wirvoud ? An dra-se a ra din
soñjal e-barzh ur film all...). Abalamour d’e
zonezonoù eo deut an den da vezañ stolier, ur
stolier doareoù kreñv dezhañ pa
lârin mat. Dont a ra an ensellerez Dodson da
c’houlenn sikour digantañ evit gouzout ar perak
hag ar penaos en afer marv kevrinus he c’hoar
c’hevell. Ur
stolier armet gant kanolioù bras eo Constantine, ur vBuffy
c’hourel flemmusoc’h he spered koulz lavaret. Un
nebeud mennozhioù dic’hortoz a zo er film-se met
gouzañv a ra un diouer a genstagded ha ne zeu ket a-benn da
sevel ur gened dezhañ e-unan. Bec’h a vo war an
arvestourien a glasko teurel kred war an istor-se. Ar
re a chomo betek fin an arlizh dibenn (ar roll klozañ) a vo
garedonet o fasianted. Kement
ha gouzout muioc'h : http://constantinemovie.warnerbros.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Radio
4 – The Stealing of a Nation |
|
|
Embannet
gant Labels/City Slang Gant
ar vezh !Tremenet on hebiou ar bladenn-se pa’z eo
deuet er-maez, gant ar soñj e vefe diaes da Radio 4 ober ken
mat ha Gotham ! Ha koulskoude ! An teir
c’hanaouenn a resever evel un taol bazh : gitar boud
punk ha dance war an dro, son ar gitaroù o nijal e pep
lec’h, hep disoñjal an taboulinoù (re
wir ha re elektronek). Goude an tri zon-se eo jentil a-walc’h
ar strollad evit leuskel ar selaouer da ziskuizhañ un
tammig : siouloc’h eo an traoù e-kreiz ar
bladenn. Met ne bad ket : adalek (Give Me All Of Your) Money e
krog ar redadeg en-dro, ha ne baouezo nemet e dibenn ar bladenn.
Sañset eo an doare punk-dance da vezañ diouzh ar
c’hiz e 2005 ? Lañs a zo gant Radio 4,
neuze. Kement
ha gouzout hiroc’h : http://www.r4ny.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Parpilhotoù
kig-yar mod Italia |
|
|
Poazhañ :
10 munutenn Lakait
an daou benn ognon skejennet hag un oeñs kignen pilet da
veleniñ en eoul olivez. Troc’hit ar
gwennoù kig-yar e lavnennoù, ha lakait anezho da
boazhañ gant an ognon e-pad un nebeud munutennoù,
en ur ouzhpennañ un dakenn hilienn soja, pebr, chug ur penn
sitron hag ur bannig gwin gwenn. Tennit ar c’hig diouzh an
tan pa vez poazhet. Er chug-poazhañ, lakait ar
c’hourjetezennigoù troc’het, hag an
tomatez pilet (evit chom hep leuskel tammoù plusk, lakait
anezho da virviñ en dour e-pad un nebeud
munutennoù, aes-tre eo tennañ o flusk da
c’houde), ouzhpennit ur bannig eoul ha gwin gwenn. Pa
vez poazhet al legumaj, savit ar parpilhotoù. E-kreiz pep
follennad brick, lakait unan all pleget e 4 evit derc’hel ar
chug. Lakait
war ar follennadoù-mañ hag en urzh : ur
gwiskad mozarella e trañchennoù bihan,
tammoù kig-yar poazhet, 2 loiad vras a legumaj –
mirout un nebeud evit ar soubilh – ha bazilik
troc’het munut. Serrit
ar parpillhotoù ha lakait anezho war ur blakenn eouliet, en
ur forn tomm a-walc’h (180°) e-pad un 10 munud
bennak. Meskit al legumaj bet miret a-gostez evit fardañ ar
soubilh. |
|
|
|