|
|
|
|
|
|
|
Lun 20 a viz Kerzu,
niv.313 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev
kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ ! Evit
distreiñ d'ar bajenn degemer Nedeleg laouen da
lennerien Bremaik! Distreiñ a raio Bremaik d'al Lun 10 a viz Genver
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Freuz ha reuz e Belarus |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Produoù OGK : ul lezenn
o tont eus ar bobl ? |
|
|
Ouzh
an holl redioù-se ez eus bet doujet gant ar raktres-lezenn
kinniget gant Avaaz ha Greenpeace: ouzhpenn 1 milion a
sinadurioù a zo bet dastumet ganto, e-touez ar 27 Stad a
gaver en Europa, gant a-walc'h a ditouroù diwar-benn pep
hini, ha dindan an amzer ret. Sañset
neuze e vo rediet Bodad Europa da zegemer an danvez-lezenn kinniget
ganto: goulenn a ra ar re o deus sinet ar sinadeg e vije gortozet kaout
titouroù skiantel sklaer hag asur a-walc'h a-raok aotren ar
gounit plant OGK en Europa, ar pezh a dalvezfe herzel ouzh an
aotreoù a zo bet roet betek-henn. Ur
miz zo e oa bet klasket nullañ an ICE gant lod eus
politikourien Bodad Europa, gant an aon na vije implijet kalzik ar
benveg-se gant ar bobl evit kinnig lezennoù. Met, gant
stourm Avaaz, e oa bet dalc'het penn ouzh ar poent-se. Al lezenn
kinniget amañ diwar-benn ar plant OGK a vije an hini
gentañ oc'h ober gant an ICE, hag hounnezh ivez a oa bet
klasket nullañ gant Jose-Manuel Barroso. Dre ma 'z eo bet
difennet al lezenn-mañ gant ar Parlamant e ranko
bezañ ensellet gant ar Bodad. Ur
c'hammed ouzhpenn evit an demokratelezh eeun en Europa? M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg
Mondrian-De Stijl |
|
|
E-touesk
diazezerien al luskad-se e kaved livourien, kizellerien, tisavourien,
dizagnourien, pe barzhed zoken. Piet Mondrian, Theo Van Doesburg,
Gerrit Rietveld, Bart Van der Leck, Georges Vantongerloo,
Vilmos Huszar, J.J.P. Oud, Robert van't Hoff ha Jan Wils pe
c’hoazh Anthony Kok a oa en o zouez. Krouet
e oa bet luskad De Stijl e 1918 en Izelvroioù. Padet e oa 14
vloaz. Ul luskad a dalveze evit tachennoù arz liesseurt e
oa, a-benn klask an "emglev dre welet". Arzourien an
avant-garde a lakae aozadur an egor e kalon hor c'hevredigezh. De Stijl
a oa un doare da ijinañ un Utopia ha da grouiñ ur
respont d’an ezhommoù nevez: kevredigezh an
ijinouriezh. Goude ar gejadenn etre Mondrian ha kubouriezh
Picasso, e tilaosk hennezh livadur dre rannañ hag al luskad
De Stijl a gendalc’h e-unan. Diskouezadeg
Pompidou a ro tro da anavezout ur mare resis eus istor an arz modern,
gant labour Modrian hag al luskad De Stijl. S.B Evit gouzout hiroc’h: Kinkladurioù
Nedeleg gant Séverine Aubry
Hiziv
an deiz e ra Séverine Aubry ur bern traoù all
ivez bannoù-treset
evit levrioù, evit keleier e kelaouennoù, evit
stalioù (Hérisson da skouer,
ur showroom e Pariz), evit pratikoù
prevez ha kement tra zo… Evit
Nedeleg e kinnig Séverine Aubry deoc’h war he
blog, sevel kinkladurioù evit ho ti, mod Rusia (bloavezh
Rusia eo ar bloaz-mañ e Frañs). Peadra da
grouiñ ennañ un aergelc’h nevez, gant
fiñvelloù, liketennoù da
begañ war pakadoù ar profoù,
merkoù da blasañ an dud diouzh taol, fotofor evit
gouleier-koar, pegsunioù pe c’hoazh
margodennoù matrioshka. Paper
pegsun, paper bristol, neud, un tamm peg, stagelloù Pariz,
gwerennoù, paper treuzwelus, seizennoù-peg
daoudu, kreionoù ho po ezhomm da gaout. Setu c'hwi prest
bremañ evit mont da weladenniñ
lec’hienn Séverine Aubry! S.B Evit gouzout hiroc’h: |
|
|
|
|
|
|
|
Marc'h-houarn: Floyd Landis ar spier |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Koufrigoù leun a
DVDoù |
|
||
|
Setu
film diwezhañ James Cameron e DVD. Ur c’houfrig
gant teir fladenn, tri stumm eus ar film (sinema, "special edition" ha
hir, peseurt diforc’h a zo etrezo a vo tu deoc’h
dizoleiñ) ha teir eurvezh a deulfilmoù diwar-benn
penaos eo bet savet Avatar! Inception
(30€) 2
Blu-Ray, un DVD hag ur stumm niverel eus film Christopher Nolan! War an
eil pladenn Blu-Ray, ur bern teulfilmouigoù met ivez
sonerezh ar film. An hollad en ur voest metal cheuc'h. Seven
(30€) Film
David Fincher e stumm Blu-Ray, gant un toulladig traoù
ouzhpenn met dreist-holl ul levr bannoù-treset evit kement
Pec’hed Kapital a zo (7 neuze) ! Un doare dedennus da
zizoleiñ en-dro ar film-mañ. Il
était une fois Setu
ur sapre dastumad filmoù kozh eus studio amerikan RKO. 25
film ho po da zizoleiñ hag addizoleiñ. En o
zouez: Citizen Kane, King Kong,
Soupçons, F.W.
Murnau (35€) E
DVD pe Blu-Ray e kavfet daou film gant Murnau Sunrise: A Song
of Two Humans (L’aurore) ha City
Girl (ne veze ket kavet hemañ e DVD a-raok hirie).
Ouzhpenn ar filmoù kozh-se ez eus ur bern
teulfilmoù ha traoù ouzhpenn diwar-benn pep film.
Ur gwir bennoberenn eus ar sinema mut eo L’aurore
(1927). Evel-just
ho po tro ivez da gavout koufrigoù gant ar pevar Indiana
Jones, an tri Millenium, an tri Toy
Story, an tri Back to the Future e
Blu-Ray… Nedeleg
laouen deoc’h ha plijadur dirak ho skrammoù ! G.L. Barnadennoù
filmoù all a c'hellit lenn e blog hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Trouz
an Noz: "War sav" e ti an hardcore
brezhonek! |
|
|
Ha
neuze, petra eo an eil abeg? Kalite an albom an hini eo, ha netra all.
Ar pezh a zo ouzhpenn gant ar strollad-se e-keñver ar re all
marteze eo ar wirionez a santer en ur selaou ar bladenn. N'eo ket ur
strollad krouet gant brezhonegerien hag a zo o klask seniñ
punk/hardcore. Ur strollad brezhonegerien o seniñ
punk/hardcore an hini eo, hag aze 'mañ tout an diforc'h! Evit
ar re o dije aon da vezañ skuizh gant komzoù eeun
ha simpl, na chomit ket boud abalamour da se. Ur stil
heñvel-vi ouzh ar pezh 'vez graet gant n'eus forzh peseurt
strollad punk/hardcore, met sonet mat, aozet mat, gant
komzoù leun a fulor ha soñjoù
kreñv enno. Da vezañ lakaet e kentañ
plas pladennoù ar bloavezh e Breizh. Unan eus ar
gwellañ albomoù rock e brezhoneg a-dra-sur! Morvan
Richard Evit gouzout hiroc'h: www.tan.lautre.net Roazhon
dre ganañ Bez’
e c’heller mont da weladenniñ un diskouezadeg
gouestlet da istor kêr Roazhon e Mirdi Breizh. Divoutin
a-walc’h eo, peogwir e weladenner an afer en ur selaou...
kanaouennoù ! An holl anezho a gomz eus Roazhon. Enno e reer
anv eus darvoudoù istorel (brezelioù,
prosezioù, gwallzarvoudoù…) pe eus
buhez pemdez annezidi kêr-benn Breizh. An darn
vrasañ eus ar c’hanaouennoù zo e
galleg, met n’eo ket bet disoñjet ar brezhoneg
tamm ebet. Adkavout a reer dre an tonioù, ar
filmoù hag ar skeudennoù bet kendibabet gant
Dastum, elfennoù tonkadoù, tud o-unan pe
strolladoù tud, micherourien, gisti, soudarded, riboulerien
Roazhon a-hed ar c’hantvedoù. Bez’ e c’hellit
mont d’ober un tamm tro d’ar Maezioù
Frank betek an 13 a viz Meurzh 2011. G.R. Evit gouzout hiroc'h kit da
surfiñ dre aze: http://rennes-en-chansons.fr Bez' e c’hellit ivez mont
da selaou Paskal Nignol, a labour er Mirdi, hag a zo bet aterset gant
Gwagenn TV : Level
26 gant Jeremy Zuiker
Bloavezhioù
zo e oa bet krouet mennozh an "hyper-lennadenn": klotañ a
ra mat bremañ gant diorren ar Gwiad. Al lec’hienn www.level26.com
a ginnig ur blog, filmoù, un chat room hag all... Arabat eo
deomp disoñjal ez eo al lennegezh ur marc’had evit
gwir er Stadoù-Unanet, ha spletus e c'hell bezañ
seurt lec’hienn pa fell d’an ti-embann
krouiñ bruderezh a-feson. Kalite
ar filmoù kinniget zo uhel, par d’an hini a vez
kavet er filmoù spont. Gwelout a reomp gant al
levr-mañ e c'heller treuziñ ha teuziñ
an harzoù etre al lennegezh, ar sinema, ar
c’hoarioù-video hag ar rouedad. Mesket eo ar
mediaoù evit ma vefe kelc’hiet an arvesterien. Ur
goulenn zo. Hag-eñ ne vo ket bihanoc’h plas an
ijin? Hag ezhomm hon eus e gwirionez da glevet skrijadennoù
pa lennomp ar frazenn "John a denne goustadik daoulagad ar
goantenn gant ul loa zir" ? Tangi Legavre Level 26 gant Jeremy
Zuiker, embannet gant J’Ai Lu (2010) |
|
|
|
|
|
|
|
2010:
ur Redadeg eo bet! |
|
|||
|
Familhoù
zo e Roazhon zo o c’hortoz e tegasfe an tad Nedeleg ul levrig
familh divyezhek galleg-brezhoneg e traoñ ar wezenn-sapr,
evel m’eo bet displeget e niverenn Kerzu 2010 Bremañ.
Gouezet e vo hiroc’h marteze er bloaz nevez... Da
c’hortoz kement-se, e c’heller teurel ur
c’hilsell war ar bloavezh zo o vont war e dalaroù.
En ur sellet ouzh Gwagenn TV da skouer! Ar brezhoneg er
familhoù a oa tem pennañ Redadeg 2010. Berzh o
deus graet an aozerien, ha skipailh Gwagenn TV en deus bet ar blijadur
da welet e niver a selladennoù o kreskiñ forzhik
d’ar mare-se. Ret eo lavaret ez eo ar media brezhonek
nemetañ a oa deuet a-benn d’ober ur filmig bemdez
(pe bemnoz) pemp devezh-pad ! Ouzhpenn 10.000 gwezh ez eus bet sellet
ouzh videoioù Gwagenn TV er bloaz mañ. Evit
trugarekaat an holl ez eus bet lakaet ur 6vet filmig enlinenn, evit
chom hep ankouaat tem ar redadeg e c’hellit mont
d’e welet war : G.R. Taol Kurun 2011: "Bezañ en e
vleud!"
Evit gouzout hiroc'h:
http://taolkurun.free.fr Deiziataer
2011
Nevez
er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar Genrouedad" renabl al
lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E
gwerzh emañ Deiziataer 2011 abaoe ar 15 a viz Gwengolo 2010,
10€ an tamm. Gellout a reer gourc'hemenn anezhañ
dre ar Post ivez evel-just, en ur vont e darempred gant Skol an Emsav
(12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout
hiroc'h:
Plijet
oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik?
Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù,
ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an
danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik!
Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun
abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù"
nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit gouzout hiroch war an doare da
vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet
aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit
Bremañ
Kerzu 2010!
An
teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'ar brezhoneg er
velestradurezh publik. E kumunioù zo eo aet mat an
traoù war-raok, koulskoude kalz a dud c’hoazh ne
ouzont ket e c'hell ar paperennoù hag an aktaoù
ofisiel bezañ embannet e brezhoneg, keit m'emañ
an diell e galleg ivez... Atav
e kinnig Bremañ div bajennad "Lennomp!".
Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg
gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep
miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar
bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,50€ an tamm) Koumanant: 50€ evit ur
bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E gwerzh er
stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre
goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||