|
|
|
|
|
|
|
Lun 13 a viz Kerzu,
niv.312 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev
kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kannaded kentañ Kosovo
dizalc'h |
|
|
Emañ
Hashim Thaçi o ren war buhez politikel ar vro abaoe m'eo
dizalc'h. Krignet e vije koulskoude ar galloud gant
strolladoù all abaoe un toullad mizioù, rak
nec'het bras eo tud ar vro gant stad an ekonomiezh hag ar baourentez
dreist-holl. 48% eus ar dud en oad da labourat zo dilabour, ha breinet
pep tra gant ar prenadur. Ouzhpenn-se emañ ivez minorelezh
ar Serbed (120.000 den) o klask sevel he mouezh e mod pe vod, nac'het
gant re hanternoz ar vro votiñ dec'h zoken. |
|
|
|
|
|
|
|
Petra zo bet divizet e
Cancún ? |
|
|
War
daou dra eo ret ober un diforc'h: da gentañ, an
heuliadoù da reiñ da emglev Kyoto. Hennezh a
vevenne ar feurioù gazoù karbonek eztaolet gant
ar broioù, ha tizhout a raio an termen a-benn 2012.
Diwar-benn hennezh e oa savet broioù pinvidik zo a-enep d'un
emglev war memes diazezoù, dre ma ne veze ket, hervezo,
goulennet a-walc'h a strivoù digant ar broioù
paour. Ar re-se a responte e oa dreist-holl ar re binvidik a oa kablus
eus ar saotradur abaoe an 19vet kantved, hag o devoa int ezhomm da
"ziorren". War heuliadoù emglev Kyoto, n'eus bet kemeret
diviz ebet, gwelet e vo e Durban a-benn bloaz. Met
traoù a zo bet divizet memes tra: asantet o deus ar
broioù disklêriañ e oant a-du d'ober
strivoù evit ma ne bignfe ket ar gwrezverk en tu-hont da
2°C, hag evit ma vije savet ur C'hef a servijfe da
arc'hantañ an ekologiezh, war skeul ar bed. Met, dre ma
n'eus bet kemeret diviz sifret ebet, a-benn ar fin ne vo redi ebet evit
ar broioù. A-benn ar fin, ma vez ur gounid gant ar
c'hendalc'h, n'eo ket tre evit an divizoù bet kemeret, met
kentoc'h dre m'en deus roet tro en-dro d'ar broioù d'en em
lakaat a-du war an danvez-se. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Fest-noz
Kalanna e Kaodan |
|
|
Un
tamm abretoc'h, e kinnigo ivez Tarzh an Deiz ur pred ispisial en ur sal
all nepell alese. Friko ha filaj a vo war roll ar meuzioù,
kement ha boued an "Arvor" hag an "Argoad" (boued mor lipous ha
traoù an douar a vo tro da dañva neuze). Ne vo
ket plas evit an holl, gwelloc'h e vo pellgomz en a-raok neuze
(51€ ar pred hag ar Fest-noz bras). Evit gouzout hiroc'h: www.tarzhandeiz.org Postel: gwenn.du@laposte.net |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad: dister match Bourdel-Roazhon |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Harry Potter and the Deathly Hallows -
Part 1 (Harry Potter et les reliques de la mort -
partie 1) |
|
||
|
Stadoù-Unanet,
Breizh-Veur – 2010 Seveniñ
: David Yates
Abadenn
deñvalañ ar saga eo Harry Potter and
the Deathly Hallows, hep mar. Muioc’h-mui en o-unan
emañ an tudennoù pennañ ha
pouneroc’h-pounerañ eo ar bec’h zo war o
chouk. E-se, ar steuñvenn a ro kalz da soñjal e
hini The Lord of the Rings. Gwelloc’h eo
gouzout en a-raok n’eo ar film-mañ nemet lodenn
gentañ rann diwezhañ troioù kaer
Harry; evit an eil rann e vo ret gortoz miz Gouere 2011. Meriadeg Vallerie Trede
film David Yates eo e rummad filmoù Harry Potter.
Techet eo c’hoazh da zibab un doare frammañ tost
da hini ar skinwel. Sevel daou film a ro tro evit al lodenn
gentañ da vezañ an hini dostañ eus ar
romantoù. Ne seblant ket hir tamm ebet avat ha kalzik
tammoù fromus a zo. Ul lodenn bevaat brav-kenañ a
zo ivez. Dre m’eo ret deomp gortoz miz Gouere 2011 a-benn
gouzout klozadur troioù-kaer Harry Potter,
ar re o do c’hoant o do amzer da (ad)lenn al
levr(ioù)! G.L. Barnadennoù
filmoù all a c'hellit lenn war blog hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com Evit gouzout
hiroc’h : |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Jean
Lorrain, ever eter |
|
|
Ar
beajoù, profet gant an dramm-mañ, a
c’helle bezañ skrijus. Evit Jean Lorrain e oa ivez
ar beajoù-se un digarez lennegel da rannañ e
eriunelloù hag e wallhuñvreoù ganeomp. Contes
d’un Buveur d’Ether zo un dastumad
danevelloù berr-tre a ginnig priziañ
aergelc’h dibenn ar c’hantved deomp. Edo
ar skiantoù nevez war-nes trec’hiñ war
deñvalijenn an amzer dremenet. Koulskoude e chome teuzien,
eneoù kollet hag aeled drouk e kalon ar c’hozh
tiez. Lakaat anezho war wel a c'helled ober gant efedoù
aezhennoù an eter. Hervez
e dech e c’hell kavout pep lenner un diskoulm, frealzus pe
nec’hus, evit an trouzoù a veze klevet a-hed an
noz, evit ar maskloù a guzhe dremmoù o daoulagad
marv, evit ar c’hwezh spontus a veze diwar ar
bleuñv. Evel
e vignon Oscar Wilde, e kave Jean Lorrain e awen e kornioù
duañ Paris. Ken direizh ha diyac’hus e oa e vuhez
ma oa bet graet "le vice errant" dioutañ. Tangi Legavre Contes d’un Buveur
d’Ether gant Jean Lorrain. Embannet gant Mille et
une nuits (2002) 'Kreiz da fas! gant
Startijenn
Aet
e oa skipailhig Gwagenn TV da doullañ kaoz gant paotred
Startijenn e-kerzh festival Yaouank er miz tremenet. Sed
amañ dindan ar filmig: 12 ton (53 mn). Dasparzhet gant Coop
Breizh. Evit gouzout hiroc'h:
www.startijenn.com |
|
|
|
|
|
|
|
Un
ti a zo ur 1 miliard a zollarioù e briz! |
|
|||
|
Deiziataer
2011
Nevez
er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar Genrouedad" renabl al
lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E
gwerzh emañ Deiziataer 2011 abaoe ar 15 a viz Gwengolo 2010,
10€ an tamm. Gellout a reer gourc'hemenn anezhañ
dre ar Post ivez evel-just, en ur vont e darempred gant Skol an Emsav
(12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout
hiroc'h:
Plijet
oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik?
Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù,
ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an
danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik!
Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun
abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù"
nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit gouzout hiroch war an doare da
vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet
aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit
Bremañ
Kerzu 2010!
An
teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'ar brezhoneg er
velestradurezh publik. E kumunioù zo eo aet mat an
traoù war-raok, koulskoude kalz a dud c’hoazh ne
ouzont ket e c'hell ar paperennoù hag an aktaoù
ofisiel bezañ embannet e brezhoneg, keit m'emañ
an diell e galleg ivez... Atav
e kinnig Bremañ div bajennad "Lennomp!".
Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg
gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep
miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar
bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,50€ an tamm) Koumanant: 50€ evit ur
bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E gwerzh er
stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre
goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||