Lun 10 a viz Genver, niv.314
Sizhun 2 - 2011

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 Bloavezh mat d'an holl!

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

La Boudeuse dalc'het e Naoned

 

 

Unan eus an teirgwernioù-goueletennoù gall diwezhañ o verdeiñ eo La Boudeuse, savet e 1916 en Izelvroioù. Diwar goulenn ministr gall an endro, Jean-Louis Borloo d'ar c'houlz-se, e ranke pare al lestr mont war-zu morioù ar Su evit ur gefridi skiantel, "Terre-Océan" (d.l.e. "Douar-Meurvor"), e-pad daou vloaz. A-benn "Grenelle ar Mor" e oa da vezañ sevenet, met a-daol-trumm e oa chomet a-sav an ergerzhadenn dre ma ne oa ket bet eus ur yalc'had a 500.000€ bet prometet gant ar Stad. 500.000€ eo dres sammad an toull a zo gant kontoù Patrice Franceschi, kabiten ar vag abaoe 2003, bloavezh ma teuas ar vag da vezañ gall diwar intrudu Skol Troioù-kaer ar Voraerien. Patrice Franceschi a zo ivez skrivagner, filmaozour ha dieller. Kemeret en deus perzh e meur a ergerzhadenn.

Gellout a reer gwelet ar vag ouzh kae an Antilhez e Naoned, ha mont d'he gweladenniñ zoken evit 4,50€, gant ma vo pellgomzet en a-raok d'an niverenn 0892 464 044 pe war www.nantes-tourisme.com.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://fr.wikipedia.org/ pe http://la-boudeuse.org

 

 

 

Ur mor a dud evit prizonidi bolitikel Euskadi

 

Tost da 80.000 den o doa dibunet d’an 9 a viz Genver e straedoù Bilbo (Euskadi) evit goulenn groñs e vefe doujet ouzh gwirioù prizonidi bolitikel Euskadi. Pell zo ne oa ket bet gwelet kement a dud oc’h embann o c’hengred gant an doullbac’hidi a gaver niverus e kelloù Frañs ha Spagn (750 den) evit bezañ bet tost pe ezel eus ETA.

Berzh bras he doa graet ar vanifestadeg, tud ha strolladoù n’int ket brudet evit skoazellañ feulster politikel ETA (evel Aralar, AB...) o doa galvet da zibuniñ skoaz-ouzh-skoaz gant luskad Batasuna, ar strollad politikel berzet e Stad Spagn evit bezañ re dost eus ar strollad armet.

Didostaat ar brizonidi e toulloù-bac’h tost eus o bro ha dieubidigezh ar re glañv a oa an daou azgoulenn pennañ bet lakaet war wel dec’h evit gwellaat jeu ar brizonidi.

Ma oa chomet a-sav an aozadur armet gant ar gwalldaolioù abaoe un toullad mizioù e ranker kontañ bremañ gant ar fed eo bet disklêriet hiziv, 10 a viz Genver,  e kroge ETA gant un arsav brezel da badout, hag a c’hellfe bezañ kadarnaet gant ar gumuniezh etrebroadel.

Ur pezh emdroadur an hini eo e buhez politikel Euskadi un nebeud mizioù a-raok dilennadegoù kêr ha lec’hel Mae 2011, evit al lodenn zo dindan beli Stad Spagn.

Emañ an holl war evezh, o klask gouzout petra a vo graet gant gouarnamantoù Madrid ha Pariz evit respont d’ar spi ganet gant disklêriadur diwezhañ ETA.

 

G.R.

 

 

 

 

 

 

 

 

Galv ar gwenan

 

 

Ur perzh a bouez a zo gant ar gwenan evit an endro : ouzhpenn dezhe bezañ ur spesad e-touez reoù all e-barzh chadenn ar boued, eo int a lak ar bleunioù da vleuniañ, o pollenañ anezhe. Ma'z afent da get eo neuze 90% eus ar plant gounezet gant mab-den a vije harzet da ouennañ : frouezh, legumaj, hag all. Gouzout a reer e oa bet gwallgaset ar gwenan gant al louzoù Gaucho ha Régent, ha soñjal a reer eo stag kement-mañ ouzh ar bloavezhioù tremenet alies. Met n'eo ket gwir kement-se. Bez' emañ Frañs o paouez aotren adarre al louzoù a zo bet anavezet evit lazhañ gwenan a viliadoù. Er broioù lec'h ma'z eus bet divizet chom a-sav gant implij ar produoù-se, eo kresket poblañsoù ar gwenan en-dro. Diwar-se eo mennet ekologourien zo da stourm a-enep d'an aotre-se. N'eo ket dre zegouezh eo deuet an aotre-se: klotañ a ra gant sammadoù arc'hant bras evit an embregerezhioù a aoz al louzoù-se.

 

M.M.

 

Lakaat e anv war ar  sinadeg evit klemm a-enep d'an aotre nevez-se a c'heller ober dre al liamm-mañ: www.avaaz.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Kertész e Pariz

 

 

Emañ labour André Kertész war ziskouez er "Jeu de Paume" e Pariz, abaoe an 28 a viz Here 2010 betek ar 6 a viz C’hwevrer 2011.

Ganet e oa bet Kertész e 1894 e Budapest, ha marvet e 1985 e New York. Ul luc’hskeudenner meur eus an 20vet kantved e oa, e-keñver pinvidigezh e oberenn hag ar c’heit ma labouras. Ne oa bet kilsell ebet war e oberenn en Europa a-raok koulskoude. Roet en doa Kertész e holl koc'hennoù-orin* d'ar Stad c’hall avat.

Heuliet e vez hentad buhez ha marevezh oberer André Kertész a-dreuz un 300 amprouenn bennak, gant teulioù orin met levrioù, kelaouennoù ha teulioù giz gwechall ivez.

Kavet e vez e oberenn Kertész, ur sort barzhoniezh dre al luc’hskeudenniñ. Kinniget e vez un hentad skeudennoù hag a lak pep hini anezho da vezañ emren. Rummadoù zo daoust da se, evel savadurioù New York, siminalioù, hag ivez doareoù diheñchet/distummet pe gouez e labourioù.

 

Nolwenn Gouzien

 

Koc'hennoù-orin: négatifs

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad : Kib Frañs

 

 

D'ar Sadorn 8 a viz Genver eo bet c'hoariet...

 

Naoned (R2) 3 – 1 Cognac (CFA2)

Drol e oa evit David Marraud, gourdoner UA Cognac, en em gavout adarre e Stad ar Beaujoire, dre m'eo bet diwaller-palioù ar Ganaried e-pad bloavezhioù, ha Nikolay Davydenko bet goudoner an diwallerien-balioù da c'houde. Evit trugarekaat anezhañ, moarvat, eo bet laosket e skipailh da lakaat ar pal kentañ, met ken kreñv e oa Naonediz m'int deuet a-benn da c'hounit aes.

 

US Montagnarde  (CFA2)  0 – 0 (6 tenn-kastiz ouzh 7) Drancy  (CFA) e Stad Manez Bras e Zinzag-Lokrist.

Domaj eo koll gant ar penaltioù, dreist-holl a-enep ur skipailh kreñvoc'h, met sede ar vuhez!

 

An Oriant  (R1) 4 – 1 Gwened  (R2)

Daoust d'ar pal kentañ bezañ bet lakaet gant kabiten ar Wenediz, Patrick Leuguen (4'), eo aet buan an traoù diouzh tu an Oriant. Plijus-kenañ eo bet ar c'hrogad, hag Oriantiz o deus diskouezet d'o amezeien petra e oa ar R1. Ken splann m'eo bet gwelet an diforc'h seul vui ma pade ar c'hrogad. James Fanchone en deus adlakaet an daou skipailh rampo (36') a-raok ober ur gasadenn aour da Lynel Kitambala evit an eil pal (56'). Diarra (90') ha Romao (90+3') o deus echuet ar c'hrogad gant ur pal pep hini.

 

D'ar Sul 9 a viz Genver eo bet c'hoariet...

 

Issy-les-Moulineaux  (DH) 0 – 1 Brest  (R1)

Mann ha mann goude ar 90' reizh. Ranket o deus neuze an daou skipailh ober un hantereurvezh ouzhpenn. Hag ar re wellañ, pe ar re ziskuishañ e fin ar c'hrogad, o deus gallet lakaat ur pal. Johan Martial an hini eo en deus graet ur vad spontus d'e skipailh, met ret eo anzav en deus bet ur bern labour Arnaud Ribeiro, an diwaller-palioù a Vro-Bariz, memestra!

 

Roazhon (R1) 7 – 0 Cannes (Nat)

4 ha 0 dindan un hantereurvezh, gant Tettey (15'), Montaño (20', 24') ha Mvila (30') hag e komprener diouzhtu perak emañ Roazhon e 3de plas ar R1! N'o deus ket gellet paotred Okitania ober kalz a dra. P'int deuet a-benn int en em gavet gant ur Sedrig Carrasso eus ar re skedusañ. Netra d'ober, kalz re greñv eo bet Roazhoniz hag o deus lakaet tri fal ouzhpenn en eil hanterenn, gant Tettey (64'), Camara (69') ha Brahimi (77').

 

Tennis

 

Kroget eo an traoù evit ar bloavezh 2011 gant tri zournamant meur, unan e Chennaï en India, hag un eil e Doha e Qatar, hag an trede e Brisbane, Aostralia.

Aet ar maout gant Roger Federer (skeudenn) e Doha. Goude bezañ bet trec'h war Jo-Wilfried Tsonga e hantergourfenn, eo deuet a-benn Federer d'en em zizober eus Nikolay Davydenko buan hag aes, 6-3 6-4.

E Brisbane eo aet ar maout gant Robin Soderling a-enep Andy Roddick, bet gounezet gantañ an tournamant ar bloaz tremenet, 6-3 7-5.

Evit echuiñ en deus gounezet ar Suis Stanislas Wawrinka, e Chennaï, a-enep ar Belgiad Xavier Malisse, 7-5 4-6 6-1.

 

Handball

 

E tournamant Pariz e oa bet c'hoariet ar gourfenn gant an daou skipailh gwellañ a zo er bed er c'houlz-mañ: Frañs ha Kroatia. An tournamant-mañ a oa ur seurt tro-c’hourdoniñ vras a-raok Kampionad ar bed a vo dalc'het e Sveden, etre an 13 hag an 30 a viz Genver 2011.

Frañs 28 – 27 Kroatia

 

 

 

 

 

 

 

 

Love and Other Drugs (Love, et autres drogues)

 

 

Stadoù-Unanet – 2010

Senario ha seveniñ : Edward Zwick

 

Ur mailh eo Jamie (Jake Gyllenhaal) evit kendrec’hiñ an dud. Barrekoc’h egetañ evit gwerzhañ traoù ha merc’heta, n’eus ket. Tra ma krog d’ar red-tan ur red-vicher e ti Pfizer e ra anaoudegezh gant Maggie (Anne Hathaway), un arzourez diroll paket gant kleñved Parkinson. Er bloavezhioù 90 emeur hag ur produ nevez a vo kinniget dizale gant Pfizer, ar Viagra.

 

Fentus ha fromus tro-ha-tro eo film nevez Edward Zwick. Jake Gyllenhaal hag Anne Hathaway a ya d’ober ur c'houblad efedus ha brav-tre da welet. Dipitus eo avat ne vefe ket burutellet labour lobiañ (lobbying) an ijinerezh apotikel, ken bras eo e berzh e kendestenn an istor. Met dres, aze emañ an dalc’h hep mar na marteze: ne baouez ket Pfizer da zont war wel a-hed an abadenn, hag e c’haller bezañ sur eo bet arc’hantaouet kalzik ar film gant ar firm. Gwastet eo ar blijadur gant an dra-se, un tamm.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h :

www.loveandotherdrugsthemovie.com

 

 

 

Dolan war TF1 gant Doc Martin

 

Adalek fenoz, Lun 10 a viz Genver, hag e-pad teir sizhun, e vo tu da welet porzh Dolan e kumun Kloar-Karnoed war ar chadenn gentañ gant ar rummad Doc Martin. Filmet ez eus bet c'hwec'h  lodenn 52 munutenn etre Ebrel ha Gouere 2010 e Breizh. Thierry Lhermitte a c’hoari perzh an dudenn bennañ, Martin Le Foll, surjian barrek ha brudet. A-daol-trumm en deus aon rak ar gwad, ar pezh a viro outañ d’ober e vicher bepred. Divizout a ra neuze da mont da labourat evel mezeg boutin e Port Garrec, e su Penn-ar-Bed, e lec’h ma'z ae pa oa yaouank. Cheñch a ra ar vuhez nevez-se pep tra evitañ. N’eo ket ur flaper, ha ret dezhañ bremañ bezañ komprenet mat gant an dud koulskoude, ar pezh ne vez ket aes atav. Sevenet eo bet ar c'hwec'h rann gant Jean-Michel Fages hag Arnaud Sélignac, produet int bet gant Ego Productions gant sikour TF1 ha Rannvro Breizh. Skignet e vo fenoz an div rann gentañ adalek 8e45 noz, an trede hag ar pevare a vo tu da welet d’al Lun 17 a viz Genver hag an div ziwezhañ d’al Lun 24 a viz Genver.

 

Ma fell deoc’h da c’houzout hiroc’h ha da sellet ouzh bommoù-brudañ, lec’hienn ispisial TF1: www.tf1.fr/doc-martin

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Belenos: Pagan, Black, Metal

 

 

Setu ouzhpenn 30 vloaz ez eus eus rock e brezhoneg. Kroget an traoù gant Storlok e 1976, hiziv-an-deiz e kaver ivez Iwan B. pe DJ Blue evit prouiñ ez eo ar brezhoneg ur yezh evel ar re all, hag ez eo posupl ober ganti er sonerezhioù "modern" (ha muioc'h c'hoazh, evel-just). Ne ra an traoù ken met kregiñ avat, mankout a ra doareoù sonerezh chomet mut e-keñver brezhoneg. Ne oa ket bet klevet hor yezh kanet en ur mod Metal bennak (tro-dro un 20 kanaouenn bennak) c'hoazh, betek ma errufe hor salver: Belenos. Ar strollad n'eo ket unan gwirion, dre ma’z eo labour un den e gwirionez: Loïc Cellier. Genidik eus Norzh Bro-C'hall, bevañ a ra-eñ bremañ e Bro-Dreger.

N'eo ket Belenos ur strollad nevez, er c'hontrol: an demo kentañ a oa bet lakaet e gwerzh e 1996, ha bez' ez eo unan eus strolladoù pennañ Black/Pagan Metal Frañs, hag ar Bed zoken. Ya, ya, ar Bed ! Met er meteier underground nemetken. Un doare strollad "underground etre-broadel", evel ma vez gwelet kement war leurennoù seurt sonerezh. Erfin, n'on ket me sur e chomo Belenos underground bepred goude Yen, Sonn, Gardis. Kenkoulz e plijo ar bladenn-mañ d'ar vrezhonegerien ha d'ar vetalourien (ar v-black-metalourien, evit bezañ resisoc'h). Kentañ abeg: implij ar yezh evit ar c'homzoù, e brezhoneg evel-just, gant sikour Dominig Jolivet-Klec'h, kelenner e Lise Diwan Karaez. Eil abeg: ar sonerezh. Ouzhpenn bezañ graet ar bladenn Metal gentañ e brezhoneg, ez eus bet fardet gant an ao. Cellier ur sapre albom Pagan Black Metal, meulet gant ar c'hazetennoù hag ar webzinoù arbennik war an tem. An tem, just-a-walc'h: klasel mat evit ar stil, ar pezh a dalv un emvrud keltiek lakaet en a-raok, mojennoù, un tamm re blaen zoken (va digarez, Loïc...). Gwirion-kenañ e chom avat, gant implij ar yezh. Ma ne glever ket ar c'homzoù mat-tre (ar pezh a zo reizh, dre ma’z eo ar c'han Black Metal unan "ispisial"), e klever mat pouez-mouezh ha son ar yezh er vouezh, ar pezh a cheñch eus ar saozneg pe ar galleg. N'emañ ket neuze ar brezhoneg amañ d'ober brav nemetken. Ar sonerezh a zo harozel mat, ur gwir veaj war douaroù Breizh, kavet er sonioù ur "c'han-sklaer" ivez gwechoù zo. Kement-se a-benn diskouez ez eus kaoz amañ eus ur garantez evit ar vro dreist pep tra.

Ma n'ho peus ket aon rak tañva ur stil sonerezh feulsoc'h eget ar pezh a vez klevet war ar pemdez ha ma’z oc'h fier-ruz da vezañ Breizhad ha brezhoneger, n'ho peus abeg ebet da chom diseblant: un darvoud pouezus eo ar bladenn-mañ, evit ar Metal kenkoulz hag evit ar brezhoneg.

 

Morvan Richard

 

Yen, Sonn, Gardis gant Belenos, Northern Silence Productions (2010).

Evit gouzout hiroc'h:

http://www.belenos.biz/

http://www.myspace.com/belenosbzh

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwastell ar Rouaned

 

 

Er mare-mañ emañ ar c'houlz evit debriñ gwastell ar Rouaned, da-geñver donedigezh an tri Roue hag o deus roet o frofoù d'ar mabig Jezuz. Dalc'het e vez, hervez lod, d'ar 6 a viz Genver, ha hervez lod all e vefe un tamm diwezhatoc'h. Ar pezh a gont avat eo rannañ ur wastell gant mignoned, kenseurted labour, tud par pe kar. Hag er bloaz-mañ e vo tu d'en ober e brezhoneg, mar plij ganeoc'h, gant favennoù dreist e-lec'h ma c'heller lenn frazennoù aes, e brezhoneg penn-da-benn! "Tomm eo an amzer" pe "Yen eo an amzer", "Ya", "Mont a ra mat"... hag un nebeud reoù all c'hoazh. Da ziskoachañ hepdale en ho ti-bara muiañ-karet!

 

 

 

Taol Kurun 2011: "Bezañ en e vleud!"

 

Breizh, douar an eskemmoù, douar ar riboul hag ar fest (noz-deiz), ar friko, ar farz, an amann (sall), ar c'hrampouezh, ar chistr, al lambig... Petra 'vefe ar vro hep ar boued? Ha padal... Produet 70% eus gwinizh du krampouezh Breizh e Turkia, moc'h ar vro a vez bouetaet gant soja OGK deuet eus Amerika ar Su koulskoude. Penaos e c'hell an neb dibab mat pa bren boued neuze? Penaos "bezañ en e vleud" ha debriñ mat? Sed aze eus petra a vo kaoz e 17vet festival Taol Kurun bro Gemperle, e-pad miz Genver 2011. Pedet oc'h da vont da zebriñ mat, evañ chug frouezh, gwin ha chistr mat, da ijinañ penaos aozañ un dazont a-stroll ha lipous er vro-mañ, war an tamm douar patatez-mañ, e brezhoneg! Pedet oc'h ivez da fardañ haiku, gant avaloù en taol-mañ, e brezhoneg, gallaoueg, galleg ha yezhoù all!

 

Evit gouzout hiroc'h: http://taolkurun.free.fr

 

 

 

Deiziataer 2011

 

 Adkavet e vo er bloaz-mañ ar stumm klasel a blij d'an dud: 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo kartoñs e liv e vo kavet an deiziataer, en taol-mañ, pevar liv penn-da-benn. Kantadoù a chomlec'hioù a gaver ivez er fin, gant roll pouezusañ aozadurioù sevenadurel ar vro (kelenn, embann, mediaoù...).

Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar Genrouedad renket e 6 rumm.

E gwerzh emañ Deiziataer 2011, 10€ an tamm. Gellout a reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just. Dont e darempred gant Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas).

 

Evit gouzout hiroc'h:
Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.
Pgz: 02.99.38.75.83. Plr 02.99.63.82.28.
Postel: sae.bzh@wanadoo.fr
Internet: www.skolanemsav.com

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

 

Lennit Bremañ Genver 2011!

 

Enkadenn bankoù Iwerzhon, yalc'hadoù Europa evit ar rannvroioù, raktres dibar an Aocher, abadennoù sonerezh liesseurt Radio Kerne, troioù-kaer Hersel Layton... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Genver 2011.

An teuliadig a ra anv er miz-mañ eus keleier kanerien zo liammet gant Breizh e mod pe vod. Kentañ albom solo Gweltaz Adeux, pladenn nevez Nolwenn Leroy, troiad da zont Yvan Le Bolloc'h er vro ha keleier all a bep seurt...

Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org