20 a viz Kerzu 2004, niv. 37

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur politikerezh yezh evit Breizh

 

 

Sed aze anv un destenn votet a-unvouezh digwener (17 a viz Kerzu) gant Kuzul-rannvro Breizh. Fellout a rae da brezidant ar C'huzul-rannvro, Jean-Yves an Drian, e vefe degemeret an destenn-se gant an holl dilennidi er Rannvro. Savet ha kinniget eo bet an destenn-mañ gant ur bodad-labour kaset war-raok gant Yann-Bêr Thomin, e-karg eus ar politikerezh yezh. Anavezet eo bremañ en-ofisiel ar brezhoneg hag ar gallaoueg, gant ar galleg, evel yezhoù ar Rannvro gant ar C'huzul-rannvro. Klask a ra an destenn kemer e kont holl dachennoù buhez ar yezh : deskadurezh, mediaoù (skingomz, skinwel, embann), stummadur... N'eus bet divizet yalc'had ebet evit kas ar politikerezh yezh war-raok evit poent. Graet e vo e miz C'hwevrer.

 

 

 

 

 

 

 

 

Manikin saotret Tad-kozh an Nedeleg

 

 

A-benn nebeut e vo lidet Nedeleg. Piv en defe c’hoant da brofañ profoù ampoezonet? Den ebet evel just ha koulskoude ez eo ar pezh a vez graet gant an darn vrasañ ac’hanomp!

E-barzh ar c’hoarielloù pe an traouajoù a bep seurt e vez kavet danvezioù saotrus ha dañjerus. Da skouer e vez kavet e-barzh ar PVC soupl “ftalatoù” hag a zo lakaet da zañjerus evit ar strujañ gant ar skiantourien. Danvezioù e-touez ar “ftalatoù” a zirenk mont-en-dro an hormon pe a zo pistri evit an avu. E-barzh ar c’hoarielloù PVC e vez kavet organostaenioù a zistruj difennoù ar c’horf. En-ofisiel e anavez produerien vras e-giz Mattel (Fisher Price) pe Hasbro (Playskool) ez eus seurt kozh danvezioù en o froduioù met ne glaskont ket lemel anezhe.... N’eus nemet ar Playmobil-où a vefe yac’hus.

Pa n’hallit ket prenañ c’hoarielloù, prenit dilhad. Siwazh! Kavet e oa bet e miz Ebrel 2004 e-barzh dilhad dindan ar merk Dysney metaloù ponner, “ftalatoù”, organostaenioù ha nonufenol, danvez dañjerus evit hon hormon hag a zistruj an ADN, ha formaldehidoù a zegas krign-bev.

Ha na soñjit ket e vefe yac’hoc’h profañ dour-frond ar merkoù brudet. Leun a ftalatoù zo e-barzh!

A-benn bezañ sur da brofañ traoù dizañjer : www.vigitox.org.

 

Organostaenioù : organoétains (danvezioù organek atomoù staen enno)

Strujañ : reproduction

 

 

 

 

 

 

 

 

 

"Emgavioù Arzel" e miz Genver e Roazhon

 

 

Aozet e vo un diskouezadeg a vesk meur a zoare arz en davarn "Scaramouche", e Roazhon, gant arzourien yaouank eus ar c'horn-bro.
Sonadegoù a vo kinniget bemdez, war-bouez an dibennoù-sizhun, etre 20e45 ha 21e45. Sonerezh a-vremañ a vo, gant pezhioù savet gant Wolf, Cage, ha re all savet gant Roazhoniz, evit binvioù a bep seurt. Skignet e vo filmoù war memes tro, un abadenn dañs a vo ivez...

Pep abadenn a vo kinniget meur a-wezh e-kerzh miz Genver, ar programm a vo kavet war ar plas.
Ul lid digeriñ a vo d'ar Gwener 7 a viz Genver er Scaramouche.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : Scaramouche, 3 bis straed Duhamel (e-kichen savadur Frañs3 war bali Jean Janvier), e Roazhon.

 

 

 

 

 

 

 

 

Bageal

 

 

Graet an hanter eus an hent gant an holl vartoloded, ar pezh a dalvez emaint bremañ er Meurvor Habask, ez eo Vincent Riou a zo an hini kentañ. Met an den eus Penn-ar-Bed a zo atav heuliet a-dost gant Jean ar C’hamm (6,1 miltir eus al leader). Ur rakweladenn a laka Riou da dremen ar C’hab Horn d’ar c’hentañ a viz Genver da lavaret eo pemp devezh en a-raok war taol-dreist Michel Desjoyaux e 2001 (gant 93 devezh ha 3 eurvezh 57’32’’). Arabat mont re vuan koulskoude peogwir ne seblant ket eus ar gwellañ, an amzer er Meurvor Habask, e-tro Zeland-Nevez dreist-holl.

 

Mell-droad

 

19vet devezh R1

Strasbourg (18vet) 1-0 Roazhon (11vet)

Naoned (16vet) 2–2 Sochaux (7vet)

 

19vet devezh R2

An Oriant (15vet) 3-0 Brest (4e)

Gwengamp (16vet) 1–0 An Havr Nevez (20vet)

 

20vet devezh R1

Bastia (18vet) – Naoned (17vet)

Roazhon (13vet) – Auxerre (3vet)

 

20vet devezh R2

Brest (5vet) – Gwengamp (13vet)

Châteauroux (8vet) – An Oriant (11vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Forgotten (Mémoire effacée)

 

 

Stadoù-Unanet - 2003

Seveniñ : Joseph Ruben

 

Ne zeu ket a-benn Telly (Julianne Moore) da zigañviñ. Bloaz zo eo marv he fennhêr ha stroñset eo c’hoazh ar vamm yaouank gant ar gwallzarvoud en doa skrapet he mab. Daoust da strivoù he bredelfenner ne zeu ket a-benn Telly da zisoñjal. An holl dud all e seblant bezañ aes tre dezho disoñjal avat, hag un deiz bennak e krog he gwaz da lavaret dezhi n’o deus bet bugel ebet morse.

Dalc’het e vezer e-pad ar film gant senario prederiek Gerald diPego hep gouzout en a-raok petra a c’hoarvezo gwech ebet. Traoù divoutin a zo er film-mañ e gwirionez : talañ ouzh c’hoarvoudennoù dreistnatur a zo d’ober met ne vezer ket boas da welet an armoù a vez implijet gant tudenn Julianne Moore er stourm-se. Un tamm faltazi eus ar re wellañ.

 

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.columbiatristar.fr/k/memoire/

 

 

 

 

 

 

 

 

Ellen Allien – My Parade /DJ Mix

 

 

Embannet gant Bpitch Control

 

Ar bloaz tremenet e oa deuet er-maez ur bladenn sonerezh elektronek dispar : Berlinette, gant Ellen Allien. Distreiñ a ra-hi gant ur bladenn nevez. Diwar an 13 kanaouenn n’eus nemet 2 savet ganti, ar peurrest a zo sonerezh elektronek alaman (Modeslektor, Apparat) pe saoz (Plaid). E gwirionez e c’haller lakaat ar bladenn da vont eus ar penn kentañ betek ar fin : pep tra a zo bet mesket ganti, n’eus troc’h ebet, evel ma vefe ur ganaouenn hir gant meur a lodenn. Un dra voutin a zo d’an holl ganaouennoù : sonerezh elektronek eo, gant sonioù eeun o tont a-frapadoù.

 

Kement ha gouzout hiroc'h :

www.ellenallien.de

www.bpitchcontrol.de

 

 

 

 

 

 

 

 

Koton klub

 

 

Ar c’hoton a vez soñjet ennañ alies evel un elfenn c’hlan. Koulskoude ez eo unan eus an danvezioù a brodu ar muiañ a saotradur. 24 % eus al lazh-amprevaned a raer gantañ er bed a vez implijet evit gounit koton. Ar pezh a zo fall-put evit an dud a labour er parkeier. Ar c’hementad dour dispignet a zo divent ivez. Pa ouezer peseurt dalc’h a vo gant an dour en amzer da zont… Ar merk IDEO zo bet krouet gant div blac’h, Rachel Liu hag Antoinette Giorgi o deus bet c’hoant da implijout ar c’hoton en ur mod-all. Labourat a reont diouzh reolennoù ar c’henwerzh kempouez. Sevel a reont o dilhad diwar goton bio hepken. Ne vez ket implijet na louzoù na lazh-amprevaned evit e c’hounit. Ne labouront nemet gant produourien vihan ha paeañ a reont o implijidi en un doare reizh. Ne implijont ket PVC kennebeut evit fardañ an tresadennoù a zo ouzh an ticheurtoù, met un doare all ha na brodu ket saotradurioù. Ouzhpenn-se ne ankouaont ket sevel dilhad diouzh ar c’hiz, treset brav hag a liv kaer ! Da zizoleiñ un tamm e pep lec’h e Breizh…

Kement ha gouzout hiroc'h : www.ideo-wear.com