|
|
|
|
|
|
|
Lun 6 a viz Kerzu, niv.311 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Aod-an-Olifant: rannet ar Stad |
|
|
Testenioù tud eus Aod-an-Olifant dastumet hag
embannet gant kelaouenn Le Monde (galleg): www.lemonde.fr/ |
|
|
|
|
|
|
|
Yenijenn,
tredan, ha bruderezh |
|
|
M.M. Lec'hienn dedennus evit gouzout pegen buan e
cheñch ar bed: www.worldometers.info |
|
|
|
|
|
|
|
Amandine Piu, skeudennaouerez |
|
|
E-kerzh he studioù e Skol
Arzoù ha Kinkladur Strasbourg he doa kroget da dresañ bruderezhioù-faos. Pa e
oa-hi studierez bepred e oa bet e Saloñs Levrioù Montreuil, ha kejet aze gant
tud tiez-embann. Ha roet lañs da labour Amandine ganto goude-se !
Skeudennaouet he deus kalz a vannoù-treset. Evit an embann levrioù (Les
pâtes de Francesca, Le riz de Ly, Le maïs de Luisa, da
skouer) pe evit keleier kelaouennoù evit ar vugale (gant Milan Presse evit Toboggan,
Histoires pour les petits, J’apprends à lire, da skouer). Tresañ a ra kalz a loened
ivez peogwir e oa o chom e tiez-feurm he zadoù-kozh pa oa bihan, e-pad ar
vakañsoù. E-touesk al loened e veze neuze: chas, houidi, kezeg, yer, lapined,
hag all. Peseurt teknikoù a implij
Amandine Piu evit krouiñ e skeudennadurioù? Gant livaj gouach hag akrilik,
stiloioù Bic pe c’hoazh kreionoù-liv. Labourat a ra gant an urzhiataer
ivez: skanniñ a ra un dresadenn ha livañ
anezhi gant un doalenn-c'hrafek goude-se. Teknikoù liesseurt a vez ganti
a-benn ar fin. S.B. Evit gouzout hiroc’h: www.piupiu.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Tennis: gourfenn
Kib Davies |
|
|
Evit an daou grogad kentañ
eo aet buan evit penn-c'hoarierien Frañs ha Serbia. Janko Tsiparevic – Gaël
Monfils 1-6, 6-7 [4], 0-6 Novak Djokovic –
Gilles Simon 6-3, 6-1, 7-5 Evit an daou-ha-daou eo bet
un afer all avat. Kroget e oa bet fall an traoù evit Mikael Llodra hag evit
Arnaud Clément, met tamm-ha-tamm, hag a-drugarez da hemañ diwezhañ, eo
distroet ar C’hallaoued er jeu, hag echuet o deus mat ur wezh
m’eo deuet Mikaël Llodra en-dro e-barzh ar c’hoari. Troiki ha Zimonjic –
Llodra ha Clément 6-3, 7-6 [3], 4-6, 5-7, 4-6 D'ar Sul e chome d'an daou
c’hoarier wellañ da c’hoari an eil a-enep egile. Novak Djokovic
n’eo ket 3e er renk ATP evit netra... Dreist eo bet ar c’hoarier
serb, kazi disi! Novak Djokovic –
Gaël Monfils 6-2 6-2 6-4 Disoc’h ar gourfenn a
oa etre daouarn Viktor Troiki ha Mikaël Llodra neuze. Viktor Troiki –
Mikaël Llodra 6-2 6-2 6-3 Aet eo ar maout gant
skipailh Serbia: 3-2 Mell-droad Roazhon 1-0 Monaco Tristik eo bet an traoù e
Stad hent an Oriant. Gwelloc’h eo bet an traoù gant distro Jérôme Leroy
e-touez e genseurted. Ur pal lakaet a-drugarez d’un dorn en
takad-kastiz, a seblante diratozh.
Nann, n’emaomp ket
ken o komz diwar-benn tennis met eus disoc’h ar c’hrogad foot a
zo bet dilec’hiet a-gaoz d’an erc’h ha c'hoariet disadorn
da noz e Lille. Daoust ma oa kroget mat an traoù evit ar Pennoù-Merluz, betek
tri-tri zoken, met n’o deus ket dalc’het gant an hent mat ha
paket o deus c’hwec’h pal etre-tout! Emichañs o deus bet an
arvesterien un tamm mat a blijadur! Pariz 3-1 Brest Digor-frank eo bet ar
c’hoari etre an daou skipailh, ha goude pemp munutenn o klask gouzout
pelec’h e oant, eo distroet Brestiz er jeu. Tapet ur pal ganto e
keit-se memes tra. A-drugarez da Nolan Roux eo deuet a-benn Brest da vezañ
rampo ouzh Pariz, hogen daou bal all a zo bet lakaet gant re gêr-benn Bro-C’hall. Goude ar 16vet devezh
c’hoari emañ Roazhon e 3de plas ar R1, Brest 6vet hag an Oriant 12vet. |
|
|
|
|
|
|
|
Machete |
|
||
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2010 Seveniñ : Robert Rodriguez & Ethan Maniquis Difennet dindan 12 vloaz
M’ho peus gwelet Planet Terror, eil
lodenn raktres Grindhouse [s.o. Bremaik niv.156] ne vo ket dianav Machete
deoc’h. Abalamour d'ur bomm-bruderezh faos (ha dispar) bet bannet
a-raok ar film-se. Koshoc’h c’hoazh eo raktres Machete dre
ma oa bet skrivet e 1993 gant Robert Rodriguez ha bet gwelet e-barzh filmoù
all c’hoazh (e-barzh Spy Kids da skouer). Penaos lakaat ur
bruderezh fentus da vezañ ur gwir film? Mirout ar fent, ouzhpennañ merc’hed
koant, ur preder diwar-benn politikerezh an envroañ e Stadoù-Unanet Amerika,
Steven Seagal evel den drouk, sonerezh kreñv hag emgannoù e-leizh. Daoust hag
e tistroio Machete? Gwelet e vo... G.L. Barnadennoù filmoù all a c'hellit lenn war blog
hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
30 vloaz zo e varve John Lennon |
|
|
"Daoust hag-eñ e
c’hell ar re a zo azezet er c’hadorioù marc’hadmatañ strakal
o daouarn? Ar re all n’o do ket ’met hejañ o bravigoù" eme John
Lennon, e-kerzh ur sonadeg dirak familh Rouanez Bro-Saoz, e miz Du 1963. F.O. Off an Trans'Musicales
Ouzhpenn d’an abadennoù
ofisiel a goust ker a-walc’h, e c’hell ar re gozh koulz hag ar re
yaouank mont da gemer perzh el lodennoù "off" ar fest meur: "Bars
en Trans" a ginnig sonadegoù e tavarnioù kreiz-kêr Roazhon. Koñsertoù zo na gaver war
roll ebet, setu e felle din sachañ evezh lennerien Bremaik war div
sonadeg a c'helloc’h klevet d’ar Yaou 9 ha d’ar Gwener 10 a
viz Kerzu en davarn euskarat Le comptoir basque, plasenn Santez-Anna. Roet e vo
tro da glevet daou strollad trouzus a ra gant ar brezhoneg hag... an euskareg
anat deoc’h! Dr. Fañchenstein zo
strollad nevez Fañch Roy, ur Roazhonad brudet evit e vlev hir hag e deod lemm,
bet e penn ar strollad hard-core Lik-Ha-Lik. Ur strollad kustum da ganañ e
brezhoneg, hervez kont e vez graet memes mod gant e strollad nevez asambles
gant daou vignon all. Ar sonerezh a vije warni liv ar funk, mesket gant energiezh
an hard-core! Adalek 9e noz digwener, digoust. Willis Drummond a sono er
memes lec'h, diriaou ha digwener da noz, adalek 9e noz., hag a vo digoust ivez Ur strollad a-orin eus hanternoz Bro-Euskal an hini
eo. An holl bozioù zo en o yezh hag ar sonerezh a denn da hini ar strollad hard-core
brudet Fugazi. Abegoù mat evit mont e kêr a-benn diriaou ha
digwener, neketa? G.R. Myspace Willis Drummond: |
|
|
|
|
|
|
|
An damgomz pe an hantergomz |
|
|||
|
Deiziataer 2011
Nevez er bloaz-mañ:
"Ar brezhoneg war ar Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e
brezhoneg war ar Genrouedad renket e 6 rumm. E gwerzh emañ Deiziataer
2011 abaoe ar 15 a viz Gwengolo 2010, 10€ an tamm. Gellout a reer
gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just, en ur vont e darempred gant
Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout hiroc'h:
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se
ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a
sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik,
n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
Kerzu 2010!
An teuliad zo gouestlet er
miz-mañ d'ar brezhoneg er velestradurezh publik. E kumunioù zo eo aet mat an
traoù war-raok, koulskoude kalz a dud c’hoazh ne ouzont ket e c'hell ar
paperennoù hag an aktaoù ofisiel bezañ embannet e brezhoneg, keit m'emañ an
diell e galleg ivez... Atav e kinnig Bremañ
div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e
kinnig kelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn
Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||