|
|
|
|
|
|
|
7 a viz C'hwevrer
2005, niv. 42 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
10
vloaz "Produit en Bretagne" |
|
|
Mil
anavezet eo al logo melen ha glas a vez gwelet war produoù
ar rouedad embregerezhioù bodet e "Produit en Bretagne".
Savet e oa bet ar gevredigezh embregerezhioù breizhat gant
renerien Even ha Savéol e 1995. Strolladoù
kenwerzhel bras zo emezelet abaoe : Armor-Lux, Leclerc, CMB,
Carrefour, Glon, Hénaff, Plancoët, Le
Télégramme... Lidet e oa bet digwener, e
Sant-Maloù, 10 vloaz krouidigezh "Produit en Bretagne",
Xavier Leclerc o vezañ ar prezidant. Pedet e oa bet
Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh. Prizioù
zo bet roet da seizh embregerezh evit ar gwellañ
produoù nevez savet er bloavezh 2004. Hervez ar gevredigezh
e vag ar 170 embregerezh zo ezel ur 100 000 post-labour e
Breizh. 27 000 post-labour a vefe bet krouet gant an izili en
10 vloaz tremenet. War 2 000 produ e c'heller gwelet logo
"Produit en Bretagne", met hervez ar gevredigezh, ne fell ket dezhi
kreskiñ re vuan er bloavezhioù da zont (ne oa
nemet 115 ezel daou vloaz zo). Kement
ha gouzout hiroc'h : www.produitenbretagne.com |
|
|
|
|
|
|
|
Mignoned
nevez ? |
|
|
Kaout
chas, kizhier pe krignerien bihan ba’r gêr zo deut
da vezañ mod-kozh. Evit bezañ diouzh ar
c’hiz eo ret kaout ur marmouz, ur stlejvil pe un darentolenn.
Ober a ra berzh al loened ekzotek-se : ouzhpenn Siwazh
eo loened gouez ez int ha n’int ket loened doñv :
derc’hel anezhe da vevañ gant an dud a ra droug
dezhe. Rankout a reont bevañ diouzh reolennoù
strizh ha lod eus ar re zo bet profet da Nedeleg zo oc’h ober
o dalaroù en un terrarium bennak evit an deizioù.
Reoù all a zeu da vezañ kalz re vras e-giz an
igwaned (1m50 da 3 bloaz) pe re dagus evel ar marmouzed
“magot”. An diskoulm nemetañ a vez
kinniget : lazhañ al loen. Ar
gwerzhañ loened gouez eo an trede trafik er bed goude ar
gwerzhañ drammoù hag ar gwerzhañ
armoù. An darn vrasañ eus al loened a varv pa
vezont paket pe pa vezont kaset da bell vro : da skouer, 86%
eus ar gwerlazed tapet a varv e seurt degouezhioù. Met
n’eo ket strikt : daoust d’ur feur marv
ken uhel e talv ar boan ar seurt trafik, kement a glask a zo war al
loened-se. A-wezhioù e teu an douristed da vezañ
trafikourien o-unan pa gasont gante d’ar gêr loened
gouez prenet e-kerzh o beaj. Padal
eo aotreet kaout loened ekzotek eus Amerika ar Su ba’r
gêr : soñjit er
moc’h-Indez ! |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
bed e-giz un daolenn |
|
|
Richard
Artschwager, John Miller, Olga Chernysheva pe c'hoazh Alain le
Quernec... A-viskoaz
eo bet liammet an Istor gant an Arz, daoust ma ne respont ket an
oberennoù arzel ouzh goulennoù an amzer
vremañ atav, pell ac'hann. Diskouez a ra an
arzourien-mañ ez eus anezho er bed, hep "adober ar bed".
Liammet eo pep taolenn gant ur mare resis en Istor, hag a-benn ar fin e
vez skeudennet gante un doare eneberezh d'ar wirionez en
taolennoù. Da larêt eo e klask an arzourien mont
dreist d'an diell istorel oc'h ober gant
diheñchadurioù ha luadennoù e-leizh.
Ma ne gomprenit netra, it d'an "Imagerie" e Lannuon da welet an
diskouezadeg-mañ ! Mont
e-barzh digoust. Imagerie : kreizenn Savidan e Lannuon. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-dorn |
|
|
Setu
echu kampionad ar Bed ar vell-dorn e Tunizia. Evit ar wech
kentañ e pign Bro-Spagn war ar bazenn uhelañ eus
ar podiom. Evit ar wech kentañ ivez dibaoe daou vloaz,
skipailh Kroatia n’eo erruet "nemet" da eil (kollet ar
gourfenn a-enep da Vro-Spagn 40-34). Ha Bro-C’hall e-barzh
tout-se ? Div sizhun e-lec’h ma vo tremenet ar
skipailh eus ar gwellañ (evel a-enep da Rusia)
d’ar fallañ (gant ar match a-enep Gres kollet
21-20 hag en dije gellet adkas ar C’hallaoued d’ar
gêr war-lerc’h ar sizhun
gentañ !). A-benn ar fin, paotred Claude Onesta (ar
gourdoner) o deus profet medalenn an trede plas da Gregory Anquetil,
Gueric Kervadeg ha Jackson Richardson goude ur match feuls a-enep
skipailh Tunizia (teir c’hartenn ruz evit
c’hoarierien Tunizia memes tra !). Peadra da
soñjal e c’hallfe ar bloavezhioù da
zont bezañ brav evit Bro-C’hall ha pa vefe tri
c’hampion bras-tre o vont kuit. Trugarez vras dezho neuze
evit tout ar pezh o deus degaset d’ar vell-dorn ha plas
bremañ d’ar re yaouank. Mell-droad 25vet
devezh R1 Marsilha
(5vet) 3-1 Roazhon (8vet) Naoned
(15vet) 0-0 Monaco (3e) 25vet
devezh R2 Gwengamp
(10vet) 0-1 Troyes (3e) Reims
(11vet) 0-0 Brest (8vet) An
Oriant (15vet) 1-1 Laval (9vet) 26vet
devezh R1 Lens
(14vet) – Naoned (15vet) Roazhon
(9vet) –Niça (13vet) 26vet
devezh R2 Angers
(18vet) – Gwengamp (11vet) Brest
(8vet) – Le Mans (3e) An
Oriant (16vet) – Nancy (1añ) Bageal 40 000
den a oa deuet da strakal an daouarn evit Vincent Riou, erruet
dimerc’her da 11eur 49 noz er Sables-d’Olonne. Jean
ar C’hamm a oa erruet da eil, 7 eurvezh war-lerc’h. |
|
|
|
|
|
|
|
The
Aviator |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2004 Seveniñ
: Martin Scorsese Dreistordinal
e oa buhez Howard Hugues (Leonardo DiCaprio). Aet e oa ar miliarder-se
e penn a-raok ar seveniñ filmoù hag ar sevel
kirri-nij. Klasket en doa mont pelloc’h, buanoc’h,
uheloc’h... dalc’hmat. Ur bugel birvilh
ennañ hag a oa badaouet gant glamour Oadvezh Aour Hollywood
eus ar bloavezhioù 20 d’ar bloavezhioù
40. Ur brashuñvreer neurozet e oa, ha tonket e oa ar
Pegasus-se d’an diskar dre forzh klask bezañ
"bigger than life." Meur
a sevener filmoù a huñvree treiñ film
buhez Howard Hugues. Scorsese an hini eo en deus kaset ar raktres da
benn gant levezon e benn-aktour. Gant aked e tres e "Aviator" daou du
an nabab-se hag e varevezh: sked o bervidigezh koulz hag o iskister.
Lusket brav-tre eo ar film-mañ a enor arz sinema ar
bloavezhioù-se met diaes eo memes tra mont war
roudoù "Citizen Kane" (1941) gant Orson Welles, ur
brashuñvreer abred all c’hoazh. Kement
ha gouzout muioc'h : http://www.miramax.com/aviator |
|
|
|
|
|
|
|
Skoazell
Azia : ur sonadeg vras |
|
|
D’ar
sul Mont-tre
etre |
|
|
|
|
|
|
|
Kanab-addict ? |
|
|
E
Bro-C’hall ez eus 850 000 den a zo boas da vutunat
kanab Indez, 450 000 a vutunfe bemdez. Ganti ar vedalenn aour
evit Europa, rampo gant Bro-Saoz ha Tchekia.
Yaouankoc’h-yaouankañ e krog ar vutunerien gant ar
butun-drol. Ouzhpenn-se eo gwall zisheñvel ar
produioù a vutunont diouzh geot ar bloavezhioù Kement
ha gouzout hiroc’h : http://www.drogues.gouv.fr/ |
|
|
|