|
|
|
|
|
|
|
14 a viz C'hwevrer
2005, niv. 43 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Raktres
Fillon : ar bac lezet evel m'emañ evit ar poent |
|
|
Manifestadegoù
bras-tre zo bet e-kerzh ar sizhunvezioù tremenet gant
liseidi Frañs. Ur 100 000 bennak a vefe bet o
tibunañ e straedoù kêrioù ar
C'hwec'hkorn. A-enep ur c'hinnig resis eus raktres Fillon o deus
stourmet ar re yaouank : lakaat an notennoù a vez
roet e-kerzh ar bloaz da dalvezout evit 20 % eus notenn ar
vachelouriezh. Kinniget e vo raktres François Fillon e
Bodadenn Vroadel Frañs adalek dimeurzh. War ar memes tro o
deus raktreset liseidi Pariz ha Bourdel aozañ ur
vanifestadeg vras all en devezh-se. Divizet en deus Ministr an
Deskadurezh Stad lakaat a-gostez ar c'hemmoù a ginnige evit
arnodenn fin al lise. N'eo
stumm nevez ar bac nemet ul lodenn eus kinnigoù
François Fillon, bet prezidant Kuzul-rannvro
Broioù-al-Liger, ha na ra ket anv eus ar yezhoù
vinorelaet en e raktres war an Deskadurezh. |
|
|
|
|
|
|
|
Beajit
pell, beajit gwell ! |
|
|
An
holl a oar emañ an hinad o tommañ abalamour
d’ar saotradur : re a c’haz efed ti-gwer
kaset gant ar c’hirri-nij, ar c’hirri-tan hag ar
c’hirri-samm. Tu zo da dapout ar marc’h-houarn pe
da vont war droad pa z’eer tostik a-walc’h e
kêr. Penaos ober gant ar beajoù hiroc’h?
Siwazh alies-kaer e vez gwelet tud o tapout an nijerez evit mont a
gêr da gêr e Bro-C’hall p’eo
saotrus-spontus ar c’herozen. Padal ez eus tu da vont gant an
tren hag a zo suroc’h ha naetoc’h (ha
buanoc’h) evit ar c’hirri. Gallout
a ra an den lakaat e varc’h-houarn en trenioù
ivez, dreist-holl en TERoù hag a zo, evit al lod
brasañ anezho, digor d’an dud a gas o
marc’h-houarn asambles gante. Gwir eo e vo ret d’an
SNCF strivañ un tamm evit digeriñ an holl
drenioù hag en o zouez an TGVoù, d’ar
varc’houarnerien. Ha mantrus eo gwelet linennoù
hent-houarn bihan serret hag en o flas linennoù dre
girri-boutin war anv an SNCF. Na
c’hwi, penaos ez eot da skiañ d’ar
menezioù glan, aer fresk ha disaotr eno
c’hoazh ? A-benn
beajiñ naet : www.voyages-sncf.com |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
bed e-giz un daolenn |
|
|
Richard
Artschwager, John Miller, Olga Chernysheva pe c'hoazh Alain le
Quernec... A-viskoaz
eo bet liammet an Istor gant an Arz, daoust ma ne respont ket an
oberennoù arzel ouzh goulennoù an amzer
vremañ atav, pell ac'hann. Diskouez a ra an
arzourien-mañ ez eus anezho er bed, hep "adober ar bed".
Liammet eo pep taolenn gant ur mare resis en Istor, hag a-benn ar fin e
vez skeudennet gante un doare eneberezh d'ar wirionez en
taolennoù. Da larêt eo e klask an arzourien mont
dreist d'an diell istorel oc'h ober gant
diheñchadurioù ha luadennoù e-leizh.
Ma ne gomprenit netra, it d'an "Imagerie" e Lannuon da welet an
diskouezadeg-mañ ! Mont
e-barzh digoust. Imagerie : kreizenn Savidan e Lannuon. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad |
|
|
Evel
bep bloaz, Kib Frañs zo ur mare pouezus evit holl
suporterien ar c’hluboù, eus ar re
vihanañ d’ar re vrasañ. An
dibenn-sizhun-mañ e veze c’hoariet 16vet
gourfennoù ar Gib. Pevar skipailh eus Breizh a oa
c’hoazh er "redadeg", Roazhon (R1) a-enep Caen (R1), Gwened
(CFA) a-enep Auxerre (R1), Naoned (R1) a-enep Saumur (DH) ha La
Montagnarde (CFA2) a-enep Sedan (R2). Met, diwar ar pevar,
n’eus nemet daou a c’hoario an 8vet
gourfennoù, d’ar 1añ ha |
|
|
|
|
|
|
|
Mar
Adentro |
|
|
Spagn
- 2003 Senario
ha seveniñ : Alejandro Amenábar "Porque
morir ?" e oa ar goulenn kentañ he doa
graet an alvokadez Julia (Belén Rueda) p’he doa
graet anaoudegezh gant Ramón (Javier Bardem). Tost 30 vloaz
zo emañ bac’het an den en e wele gant e gorf
divuhezekaet. Tetraplegek eo deut da vezañ da-heul ur
splujadenn dañjerus. Fellout a ra da Ramón e vefe
anavezet dezhañ ar gwir d’en em zistruj ha neuze
da vezañ sikouret d’en ober pa n’eus
tamm frankiz ebet gantañ nemet mont da welet e vor diabarzh. Gwall
ziaes eo tem ar film-se diazezet war un istor gwir a soñjer.
Un drama eo, sur, met n’eo ket resammet gant ar pathos avat.
Fromus tre eo ar film met n’eo ket mantrus, gant temz-spered
an dudenn bennañ hag ar garantez a vez roet
dezhañ gant e gerent hag e vignoned. "Desket em
eus gouelañ en ur vousc’hoarzhin" eme
Ramón. Betek re zoken rak chom a ra diaes d’an
arvestourien kengouzañv gant (n’eo ket kompren) e
c’hoant mervel gant ar plijus ma seblant bezañ
buhez Ramón a-benn ar fin. Setu ar si nemetañ a
c’heller kavout e "Mar Adentro." Arvestoù
brav-spontus a zo bet sevenet gant Alejandro
Amenábar ; n’eo ket dizampart sevener
"The Others" e gwirionez. Da vezañ notennet eo ar fed en
deus Carlos Nuñez roet skoaz evit sevel sonerezh an istor a
c’hoarvez e Galiza. Kement
ha gouzout muioc'h : http://www.mar-adentro.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Breizh,
Keltia ha BT... 9vet lodenn |
|
|
N'eo
ket Timon des blés (dastumadenn
"Vécu" e ti Glénat) ul levr BT diwar-benn Breizh.
A-zivout ar chouanerezh ne lâran ket. Kregiñ a ra
e 1778 e Normandi, mont a reer da Amerika gant an emsavidi,
Breizh-Veur, Jerzenez, Normandi hag er fin Menez-Mikael ha Bro-Wened.
N'eus bet embannet nemet eizh levrenn daoust d'an istor seblantout
diechu. An hini ziwezhañ (8, 1995) a ro kalz a blas da Jorj
Kadoudal. Savet-mat eo an istor, leun a avanturioù a bep
seurt (hag a verc'hed koant) , istorioù bihan en istor bras.
Savet eo an istor gant Daniel Bardet ; an tresañ, diwar zorn
Erik Arnoux da gentañ hag Elie Klimos goude, a zo klasel,
resis-tre evit al lec'hioù ha plijus. |
|
|
|
|
|
|
|
Panna
Cotta |
|
|
Evit
4 den Danvez :
50 kantilitrad dienn fresk, Lakait
an dienn, ar sukr hag ar vanilha en ur gastelodenn. Ha war an tan. Pa
grog da virvilhañ, tennit ar gastelodenn diwar an tan hag
ouzhpennit an teir follenn gaot zo bet soubet en dour en a-raok e-pad 5
munutenn. Meskit mat ha diskennit e-barzh koupennoù. Pa vint
klouaroc’h, lakait anezho er yenerez. Pa vo sonn, e
c’hellot servijout gant ur chugonig sivi, flamboez, pe
frouezh all. |
|
|
|