31 a viz Genver 2005, niv. 41

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Votadeg en Irak

 

 

Ret e oa da Irakiz bezañ kalonek evit mont da votiñ dec'h. Meur a walldaol a-enep burevioù votiñ o deus lazher un 40 den bennak. Daoust d'an dañjerioù, 60 % eus an dud enskrivet er vro war al listennoù votiñ a vefe aet da vouezhiañ. Kalz anezho a oa Chiited ha Kurded, hervez ar mediaoù etrebroadel. Mont a ra ar Chiited d'ober an darn vrasañ eus poblañs Irak, hag ar Gurded a oa pedet da vouezhiañ evit o c’hannaded, 111 anezho, a labouro e Bodadenn Emren ar Gurded. Votiñ a rae Irakiz evit dilenn kannaded ar Parlamant Broadel a savo Bonreizh nevez ar vro. Mouezhiañ a raent ivez evit dilenn piv a yelo da ezel eus Kuzul Bagdad ha Kuzulioù ar Proviñsoù. Daoust d'ar feulster ha d'ar c'hudennoù aozañ, e seblante Irakiz entanet bras gant ar votadeg kentañ aozet er vro abaoe diskar an diktatour Saddam Hussein.

 

 

 

 

 

 

 

 

Al laboused hag an dud

 

 

En em ober ouzh ur bed aloubet gant mab-den a goust ker d’al laboused. Da skouer e varv ar gwennilied diwar al louzeier ouzh an amprevaned pa ne zebront nemet amprevaned. En nevez-amzer 2004 e oa bet kavet ur c’hant bennak anezhe marvet en Yonne, hag en o c’horfoù marv e oa molekulennoù Régent ha Gaucho, a lazh ar gwenan dija hervez kont.

Mod all e vez lazhet laboused gant ar seier plastik a vez roet a verniadoù er gourmarc’hadoù. Alies-kaer e vezont laosket war-lerc’h an dud en natur, prest da strobañ al labousedigoù en o skouarnioù.

Un dañjer all eo ar gouleier er c’hêrioù. En ur bern savadurioù e chom ar gouleier war enaou e-pad an noz. Ha bep bloaz e teu miliadoù a laboused da frikañ ouzh ar prenestroù goude bezañ boemet gant ar gouloù. E Chicago e oa 80 % nebeutoc’h a laboused marv pa oa bet divizet lazhañ ar gouloù en holl burevioù goude 11e noz.

Ret eo dezhe en em ober ouzh an trouz ivez : 14 dekibel kreñvoc’h e kan en eostiged e kêr a-benn goloiñ tousmac’h ar c’hirri. Ar c’han kreñvañ enrollet a oa 95 dekibel, da lâret eo kement hag ur mell keflusker karr-samm !

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar bed e-giz un daolenn

 

 

Richard Artschwager, John Miller, Olga Chernysheva pe c'hoazh Alain le Quernec...

A-viskoaz eo bet liammet an Istor gant an Arz, daoust ma ne respont ket an oberennoù arzel ouzh goulennoù an amzer vremañ atav, pell ac'hann. Diskouez a ra an arzourien-mañ ez eus anezho er bed, hep "adober ar bed". Liammet eo pep taolenn gant ur mare resis en Istor, hag a-benn ar fin e vez skeudennet gante un doare eneberezh d'ar wirionez en taolennoù. Da larêt eo e klask an arzourien mont dreist d'an diell istorel oc'h ober gant diheñchadurioù ha luadennoù e-leizh. Ma ne gomprenit netra, it d'an "Imagerie" e Lannuon da welet an diskouezadeg-mañ !

Mont e-barzh digoust. Imagerie : kreizenn Savidan e Lannuon.

 

 

 

 

 

 

 

 

Cross war velo

 

 

Ar Belgiad Sven Nys zo kampion nevez ar c’hross war velo dibaoe disul. War droiad Sankt Wendel, en Alamagn, ez eo bet sakret kampion 2005. Hag evit ober an traoù brav, eñ hag a veze sellet outañ dija evel an hini kreñvañ (war-lerc’h bezañ gounezet 6 eus an 10 troiad paseet), en deus echuet da gentañ ur wech ouzhpenn, evel evit diskouez n’en deus ket laeret e ditl. Daou Velgiad all a zo pignet war ar podiom gantañ, Erwin Vervecken ha Sven Vanthourenhout. D’ar pevare plas eo erruet ar Gall kentañ, Francis Mourey. Gant e drec’h, Nys eo ar pempvet Belgiad o vezañ kampion ar bed en ur ober ... pemp bloaz. Peadra da vagañ soñjoù...

 

Mell-droad

 

24vet devezh R1

Roazhon (11vet) 2-0 Bourdel (8vet)

Istres (20vet) 0–1 Naoned (15vet)

 

24vet devezh R2

Brest (9vet) 1-0 Créteil (18vet)

Angers (20vet) 2-0 An Oriant (15vet)

Dijon (13vet) ampellet Gwengamp (8vet)

 

25vet devezh R1

Naoned  (15vet) – Monaco (3e)

Marseille (5vet) – Roazhon (8vet)

 

25vet devezh R2

Reims (11vet) – Brest (7vet)

An Oriant (15vet) – Laval (10vet)

Gwengamp (9vet) – Troyes (3e)

 

Bageal

Da 787,2 miltir eus ar pal, Jean ar C’hamm zo tostoc’h- tostañ da Vincent Riou, atav dirak gant 26,8 miltir lañs.

 

 

 

 

 

 

 

 

Closer (Closer, Entre adultes consentants)

 

 

Stadoù-Unanet - 2004

Seveniñ : Mike Nichols

 

Diskaret eo bet Alice (Natalie Portman) gant ur c’harr-tan e straedoù Londrez dirak daoulagad Dan (Jude Law). Kejadenn. Un nebeud mizioù goude e ra ar c’houblad anaoudegezh gant Anna (Julia Roberts) a ro e sac’h da zDan. Diouer. Dre zial e kas Dan ur merc’hetaer daonet davet Anna, met en em glevet a ra Larry (Clive Owen) mat tre gant al luc’hskeudennerez. Gwarizi, avoultriezh, disparti, divroc’hañ, h.a.

Lakaat war wel emzalc’h mab den gant e santimantoù dre hanterouriezh koroll karantez pevar oadour eo abeg ar film-mañ. Anat eo e vez dalc’het evezh an arvestourien gant barregezhioù an aktourien neuze. Ha barrek int e gwirionez ; merzet e vo dreist-holl amparted Clive Owen hag hini Natalie Portman o tont war dachennoù nevez dezhi.

 

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.columbiatristar.fr/k/closer/

 

Machuca (Mon ami Machuca)

Chile ha Spagn - 2004

Senario ha seveniñ : Andrès Wood

 

Nevezenti a zo er skolaj, graet en deus an tad MacEnroe ar soñj hunvre-brederour da zegemer bugale ar “poblaciones” en e skol cheuc’h. Evel-se eo ganet mignoniezh Gonzalo Infante ha Pedro Machuca. Daou vugel o vevañ e metoù disheñvel-mik int, met daou vugel en oad da c’hoari an dispac’h bihan e-ser dizoleiñ ar garantez hep teurel re a bled eus red an istor meur. E Bro Chile emaomp hag emañ an 11 a viz Gwengolo 1973 o tont .

Klasel a-walc’h eo stumm ar film, met fromus eo an istor a zo levezonet gant bugaleaj ar sevener Andrès Wood. Gwall wirion eo ar sell a vez kaset war yaouankiz an tudennoù a arvest gant souezh trubuilhoù an dispac’h ha donedigezh an diktatouriezh. Soñjal a reer kalz en "Au revoir les enfants" gant Louis Malle (1987).

 

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.machucacine.cl/

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT... lodenn 8

 

 

Levrenn 14 "Vae Victis" embannet e miz Meurzh 2004, e ti "Soleil". Savet mat eo an istor gant Simon Rocca. Treset eo gant Jean-Yves Mitton. Klasel eo an tresañ met a-wechoù e seblant bezañ graet buan-ha-buan... Heuliañ a reer Ambre anvet ivez Boudika eus Roma betek Enez Vreizh ha Galia. Avanturioù niverus hag a bep seurt a vev adalek 59 a-raok JK. Ar Voudika istorel a gaver o vrezeliñ e-kreiz ar Iañ kantved goude JK. He merc'h-vihan e tle bezañ ! Brezel Galia a heulier a-dost. Keltill (dilennet Werkingetoriks) a ziskouezer brabañser, laosk ha ribouler. Julius Caesar  a gaver evel-just e-touez tudennoù all. Emañ an harozez e Jergovia, e Alezia e vo en diwezhañ levrenn...

 

 

 

 

 

 

 

 

Davos, marc’had "people"

 

 

E forom Davos, templ ar frankizouriezh, e tasson leun a bromesaoù evit an dredebediz er bloaz-mañ. Evit a sell ouzh embann o brokusted leun a fouge, o deus ar bolitikourien da zeskiñ c’hoazh gant steredennoù ar mare avat. Pedet niverus e 2005, o deus dallet ar mediaoù gant o skeud. Sharon Stone pe Angelina Jolie o deus tost "diverket" prezidanted hor planedenn. Sharon Stone eo bet an hini gwellañ evit pediñ an embregerien da zisammañ o chakotoù evit salvidigezh bugaligoù Tanzania, tapet gant kleñved ar paludoù. Ar goantenn, dre bouezañ war koustiañs fall he avesterien, zo deuet a-benn da zegemer promesaoù evit meur a gant mil dollar e-korf pemp munutenn. Angelina Jolie, a zo unan eus dileuridi KUR, he deus embannet pegen start e oa distreiñ war al leurennoù-c’hoari goude bezañ kaset kefridioù evit KUR. Ken pouezus e oa eviti. Met, o vezañ ma c’hounez arc’hant gant ar sinema ha m’eo bezañ gwelet un doare da sikour, e kendalc’he memes tra...

Klozet brav e vez ar forom e Davos, aozet e vez nozvezhioù evit reiñ brud d’o aozerien, d’o sevenadur ha d’o embregerezhioù : korellerien Rusia, banvez giz Egipt, hag unan gall ivez. Ha divinit gant piv e oa bet degaset ar gwin ? Gant Gérard Depardieu ha Carole Bouquet.

 

KUR : Komiseriezh Uhel ar Repuidi (HCR)