Lun 29 a viz Du, niv.310
Sizhun 48 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Erru an amzer yen!

 

 

Dispaket eo prim-ha-prim ar yenien ha n'omp ket kustumet gwall vat amañ e Breizh. Diaezamantoù a zo bet neuze, gant an hentoù riklus hag erc’h ken dañjerus all evit ar vlenierien. Troc'hadennoù tredan a zo bet ivez. Abaoe disadorn da noz eo e ra erc’h e-kostez Bro-Leon dreist-holl, Aodoù-an-Arvor, ar Mor-Bihan ha Kreiz-Breizh. Nullet eo bet ar c'hirri-boutin evit kas ar vugale d'ar skol e lec’hioù zo, evel er Mor-Bihan, e lec'h m'eo chomet 90% eus ar c'hirri-boutin er c'harrdioù hiziv. Abalamour d'an erc'h ha d'ar riell ne oa karr-boutin ebet evit kas ar vugale d'ar skol kostez Lannuon kennebeut, Gwengamp pe Rostrenenn, e Bro-Leon ha kostez Redon ivez. Gwelloc'h doujañ d'an alioù fur evit chom hep riklañ war an hent: loc'hañ an oto goustadik, krennañ war ho tizh hag evit nompas chom boud eo gwelloc'h ober gant starderez ar c'heflusker.Gant an amzer yen ki-se en deus goulennet RTE (Réseau de transport d'électricité) ouzh ar Vretoned diwall da veveziñ re a dredan etre 6e hag 8e noz dreist-holl. Hervez Marcel Le Stumm, e-penn Météo-France e Brest, "e vo yen an amzer e-pad ar sizhun c'hoazh ha sec'hoc'h e vo. Tommoc'h e vo an amzer adalek ar Gwener 3 a viz Kerzu sañset, met erc'h a raio adarre a-benn dimerc'her, d'ar 1añ a viz Kerzu". Ur rekord evit ur miz Du a zo bet pilet e-kerzh an nozvezh etre disul ha dilun e Ploermael, gant -8,3 derez!

 

 

 

 

 

 

 

 

Hag a nevez gant ar glaou?

 

 

Pa vez kaoz eus energiezhioù fosil ha gazoù un efed-gor ganto e vez soñjet alies en eoul-maen, gwech an amzer e-barzh ar gaz. Met unan eus ar re saotrusañ a vez ankouaet alies-mat: ar glaou, evel pa vije bet dilezet abaoe an naontekvet kantved, ar pezh n'eo ket gwir tamm ebet. Un drederenn eus an energiezh a zo o tont eus ar glaou, muioc'h eget evit ar gaz, hag ar vammenn saotrusañ eo. E 2009 ez eo bet diskennet un tammig (-1,1%) lodenn an energiezhioù fosil implijet, abalamour d'an enkadenn ekonomikel. Daoust da se eo kendalc'het da greskiñ feurioù ar gazoù un efed-gor ganto (CO2, CH4, N2O), betek tizhout al liveoù uhelañ a zo bet a-viskoazh. Evit ar pezh a sell ouzh ar glaou, diskennet eo eus 0,5% er bed, met kenderc'hel a ra da greskiñ en Indez ha Sina (ma vez 78% eus an tredan o tont diwar ar glaou!). En Europa e oa sañset ul lezenn tremen evit ma vije paouezet da arc'hantañ ar glaou gant an arc'hant-Stad adal 2014, met emañ parlamant Europa o paouez kinnig ma vije kendalc'het betek 2018. Feuket e vez kalz ekologourien gant ar c'hinnig-mañ, a gavont diboell penn-da-benn, ober a reont anv eus ar gwask lakaet gant embregerezhioù bras an energiezh. Da heuliañ evit gouzout penaos ec'h emdroy an traoù.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kenstrivadeg danevelloù brezhonek Redon

 

 

Abaoe ar bloavezh-skol 1999-2000, e kinnig izili Redon an "Association Bretonne" ur genstrivadeg danevelloù brezhonek. Gellout a ra an holl re a ra gant ar brezhoneg kemer perzh: deskidi pe brezhonegerien da vat. Pemp rann a vo: skolioù kentañ derez, skolajoù, liseoù, oadourien o teskiñ, brezhonegerien ampart.

Tem ar genstrivadeg er bloaz-mañ a zo "an huñvreoù/un huñvre". Dav e vo d'ar skrid bezañ ur bajennad. Da gas dre lizher a-benn ar 15 a viz Meurzh 2011.

Ur juri a zibabo al loreidi, hag a vo pedet gant Ti-kêr Redon d'ul lid d'ar 16 a viz Mae 2011 evit resev o frizioù.

 

Evit kemer perzh:
Bernard Bonraisin, Délégué de l'Association Bretonne pour le Pays de Redon, Bahurel, BP 30239, 35602 Redon Cedex.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Tennis: Masters ar baotred

 

 

En O2 Arena e Londrez eo bet dalc'het Masters Tennis ar baotred evit ar wezh kentañ. Bodet e vez e seurt degouezhioù an eizh c'hoarier gwellañ a zo bet a-hed ar bloavezh. Dibabet int bet diouzh o renk ATP e fin ar c'houlzad c'hoari 2010. Setu an eizh c'hoarier gwellañ, en urzh: Rafael Nadal, Roger Federer, Novak Djokovik, Robin Soderling, Andy Murray ar Skosad, Tomas Berdych, David Ferrer hag Andy Roddick. Da-heul ar c'hrogadoù a zo bet en daou strollad, ez eus bet an hanterc'hourfennoù. Ur c'hrogad brav-eston a zo bet etre Andy Murray, an arvesterien saoz o reiñ kalon dezhañ forzh pegement, ha Rafael Nadal. Goude teir eurvezh c'hoari, siwazh evit Murray, en deus gounezet ar Spagnolad. Na pegen diaes eo bet hemañ koulskoude. Evit an eil hanterc'hourfenn etre Novak Djokovic ha Roger Federer, eo bet ur gwir blijadur evit hemañ-diwezhañ, trec'h ken aes ha tra.

Andy Murray – Rafael Nadal, 6-7 6-3 6-7

Roger Federer – Novak Djokovic, 6-1 6-4

 

Evit ar gourfenn etre "Rafa" ha Roger e oa leun-kouch an O2 Arena. Gwir eo n'eus ket bet kement-se a zigarezioù da welet an eil o c'hoari a-enep egile e-kerzh an daou vloaz tremenet. Ur gourfenn hunvreet gant an holl eo, ha diskouezet en deus Roger un doare c'hoari tennis dreistordinal adarre, a-live gant ar pezh en deus graet a-hed ar sizhun e Londrez. Diouzh e du eo deuet a-benn Rafael Nadal da dapout ur set memestra, niverenn 1 en ATP na petra 'ta!

Roger Federer – Rafael Nadal, 6-3 3-6 6-1

 

 

 

Mell-droad

 

Evit a sell ouzh ar R2. Trec'h eo bet Naoned war Clermont-Foot, 2-0, daou bal lakaet gant Rodelin (23', 68'). Pignet eo skipailh ar Ganaried war ar 5vet pazenn! Evit Gwened ne ya ket gwelloc'h an traoù, rampo mann ouzh mann a-enep Angers, chom a reont er 17vet plas.

Naoned 2-0 Clermont

Gwened 0-0 Angers

 

Evit a sell ouzh ar Rummad 1. Arestet eo bet ar c'hrogad etre Brest ha Lens, kement a erc'h a oa o kouezhañ war Stad Francis Leblé. Adc'hoariet e vo ar match-mañ e-kerzh ar sizhun gant ma ne raio ket erc'h adarre. Evit an derbi etre Roazhoniz hag Oriantiz eo aet ar maout gant ar Pennoù-Merluz. Daou bal a zo bet lakaet gant Jacques-Alaixys Romao (61') ha Jeremy Morel (86'), ha meritet eo bet evit paotred Christian Gourcuff. Daoust m'eo bet c'hoariet propik gant Roazhoniz n'int ket bet dañjerus a-walc'h evit soñjal gounit.

An Oriant 2-0 Roazhon

Brest – Lens (da vezañ adc'hoariet d’ar Meurzh 30 a viz Du)

 

 

 

 

 

 

 

 

Potiche

 

 

Frañs – 2010

Senario ha seveniñ : François Ozon

 

Hêrez labouradeg disglavier he zad eo Suzanne (Catherine Deneuve). He gwaz Robert Pujol (Fabrice Luchini) an hini eo a ren war an embregerezh gant doareoù kevalaour reut ha kalet. Hogen, rediet eo d’ober un ehan ha da leuskel Suzanne d’ober war-dro al labouradeg en e blas. N’eus arvar ebet, a soñj dezhañ, met e 1977 emaomp ha n’en deus ket merzet pegen don e c’hall bezañ emdroadur ar gevredigezh.

 

Liesseurt eo  oberenn  François Ozon. D’ar gomedienn sokial e tistro gant Potiche, un istor dalc’het er bloavezhioù 70 met ne baouez ket d’ober lagadennoù d’an amzer a vremañ. Aktored eus an dibab a zeu da glokaat ar skipailh (Depardieu, Viard, Godrèche, Renier, López). Plijadur o deus bet o c’hoari asambles, splann eo, hag an arvestourien o do kement-all a blijadur.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h: www.francois-ozon.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ehan gant Gweltaz Adeux

 

 

Distro eo paotr Gweltaz EV! Asambles gant Nico Guérin gant ar gitar-boud ha Christophe "Tof" Rossini gant an taboulinoù. Daou vloaz zo bremañ e oa bet tro da glevet Kelc'hioù du ha kelc'hioù glas, ar ganaouenn a voulc'h albom solo nevez-flamm Gweltaz Adeux, Ehan. Un dave da bladenn ziwezhañ EV, Dizehan? Un eil a zo e fin ar bladenn gant Ar redadeg, bet adkempennet neuze. Ar pezh zo sur eo en deus tennet splet Gweltaz Adeux eus an "ehan" abaoe fin EV. Plijadur en deus dleet kaout ivez o skrivañ ar pozioù. C'hoari a ra Gweltaz Adeux gant soniadoù ar brezhoneg ingal, gant Gerioù hud (just a-walc'h) ha Kleier o tintal (dres...) da skouer. Gerioù an natur a glever ingal, pa vije re ar plant, ar mor, al loened pe ar c'houlzoù amzer. Ur seblant laouen ha seder a achap diwar ton ar bladenn dre vras. Blaz ar rock zo bepred gant sonerezh Gweltaz koulskoude, gant tredan ar gitaroù ha luskoù efedus, arabat bezañ nec'het. Evezh zo bet taolet a dra-sur war an enrollañ hag ar sonveskañ ivez. Splann e teu e gomzoù ha son ar binvioù. Un drugar eo gwelet kanerien eveltañ pe kanerezed evel Nolwenn Korbell o kenderc'hel da vont gant o hent.

 

12 kanaouenn (46 mn). Dasparzhet gant Coop Breizh.
Evit gouzout hiroc'h:  http://gweltaz-adeux.com

 

 

 

Antonin Artaud ha Gaston Ferdière

 

"Le génie ça démarre tôt, des fois même ça rend marteau, style Antonin Artaud". Bommoù kanaouenn Serge Gainsbourg a zispleg mat pegen kriz eo dibenn buhez ar skrivagner-meur (Le Moine, Héliogabale, Le Théâtre et son Double), awenet gant luskad an dreistwirvoudelezh.

Kleñvedoù ar preder a gemer muioc’h-muiañ a amzer en e vuhez. Mont a ra an traoù war washaat gant an drammoù. A-benn ar fin eo lakaet Antonin Artaud, dre heg, en un ti evit ar re foll e Rodez. Pennrener an ospital eo Gaston Ferdière.

Levr Emmanuel Venet (Ferdière, Psychiatre d’Antonin Artaud, Editions Verdier, 2006) a ziskouez deomp an darempredoù souezhus etre ar skrivagner klañv hag e vezeg. Bed al lennegezh a vremañ a blij da Ferdière. Lorc’h zo ennañ oc’h ober war-dro kempouez spered Antonin Artaud. N’eo ket Ferdière ur bredvezeg dianav ken, bac’het en un ensavadur bennak er "broviñs". Dont a ra da vezañ an hini a roio un arzour, divent e varregezh, da Vro-C’hall en-dro.

D’ar c’houlz-se e veze implijet an tredan evit pareañ ar glañvourien. Ur jahinerezh evit gwir e oa. Evelkent, lezel a ra ar bredvezeg kaieroù ha kreionoù gant Antonin Artaud atav. Ne fell ket dezhañ e teufe ar gur da vezañ ur skoilh evit ar grouidigezh arzel.

Ken skedus eo personelezh arzourien zo ken e chom ar re all oc'h ober o seizh gwellañ evit souten anezho, en o skeud. Al levr-mañ a c’hell adkempouezañ brud fall Ferdière.

 

Tangi Legavre

 

Ferdière, Psychiatre d’Antonin Artaud gant Emmanuel Venet (2006).

 

 

 

 

 

 

 

 

Buhez-pad un den war Facebook

 

 

Ijinet ez eus bet gant ur realizatour petra a c’hellfe bezañ buhez-pad un den war brasañ rouedad sokial ar bed. Digoret eo bet Facebook d’an holl e 2006, hag implijet e vez bremañ gant ouzhpenn 500 milion a dud er bed a-bezh. Tud hag a vez o nevesaat bemdez o frofil zoken. Ha gouzout a rit penaos e vo hoc’h hini a-benn hanterkant vloaz? Klasket en deus ar filmaozour Maxime Luère ober kement-all e-korf ur filmig div vunutenn, a gont buhez Alex Droner, haroz (ijinet) ar filmig.

Adalek krouidigezh e gont betek an digevreañ bloavezhioù da c’houde, e kont ar filmig-mañ buhez an dudenn war Facebook. E niver a vignoned, e istorioù karantez, ar pokoù en deus bet pe kaset, kemenn e eured, pe c’hoazh fotoioù e vugale, kement tra zo hag a zo stag ouzh Facebook.

Gwir eo e c’heller soñjal eo faos-tout buhez Alex Droner, hogen pa sellit a-dostoc’h ha ma’z it war ho kont Facebook pe hini ho mignoned, daoust hag-eñ n’eo ket gwirheñvel ar pezh a zo kontet er filmig-mañ?

 

 

 

 

Deiziataer 2011

 

Adkavet e vo er bloaz-mañ ar stumm klasel a blij d'an dud: 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo kartoñs e liv e vo kavet an deiziataer, en taol-mañ, pevar liv penn-da-benn. Kantadoù a chomlec'hioù a gaver ivez er fin, gant roll pouezusañ aozadurioù sevenadurel ar vro (kelenn, embann, mediaoù...).

Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar Genrouedad renket e 6 rumm.

E gwerzh emañ Deiziataer 2011 abaoe ar 15 a viz Gwengolo 2010, 10€ an tamm. Gellout a reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just, en ur vont e darempred gant Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas).

 

Evit gouzout hiroc'h:
Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.
Pgz: 02
.99.38.75.83. Plr 02.99.63.82.28.
Postel: sae.bzh@wanadoo.fr
Internet: www.skolanemsav.com

 

 

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

Lennit Bremañ Du 2010!

 

Harz-tennañ ETA en Euskadi, kendiviz an Oriant diwar-benn an etrekeltiegezh, ar slow food lidet e Torino, raktresoù ar gevredigezh Babigoù Breizh, Hent ar Rom, Yaouank 2010... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Du 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an embann. Ur pennad-kaoz a vo kavet gant renerez Coop Breizh, Anne-Laure Marteau, e penn an ti abaoe ur bloaz-hanter, kinniget e vo ivez labour Kuzul ar Brezhoneg war tachenn an embann brezhonek, levrioù niverel kentañ an embanner Emgleo Breiz, ha kinniget ivez saloñsoù levrioù e miz Du, e Pluguen, Plistin ha Gwenrann...

Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org