6 a viz Kerzu 2004, niv. 35

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur politikerezh yezh kinniget d'ar 17 a viz Kerzu

 

 

Disadorn e oa bet aozet un emgav e Pondi, etre dilennidi ar rannvro ha stourmerien evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ur rak-kinnig politikerezh yezh a oa bet savet gant Bodad Yezh ha Sevenadur Breizh ar C'huzul-rannvro, kaset war-raok gant Yann-Bêr Thomin. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, a oa eno, ha selaouet en deus evezhiadennoù an oberourien yezhel.

Traoù da ouzhpennañ, da dennañ kuit, da gemm. Gouzout petra a dalvez ar pezh a anver "brezhoneg ar bobl" e testenn ar Rannvro, da skouer. War-zu peseurt palioù mont e-keñver kelenn brezhoneg d'an dud deuet. Penaos pouezañ war ar Stad hag ar Rektoriezh evit gwellaat an traoù e-keñver deskadurezh. Fellout a rae d'ar oberourien yezhel resisaat kalz a draoù. Adlabouret e vo war an destenn gant bodad ar C'huzul-rannvro e-karg eus an teuliad-se, a-benn mouezhiadeg ar guzulierien-rannvro.

Embannet en deus meur a wezh prezidant ar Rannvro e felle dezhañ e vefe votet an destenn a-unvouezh, d'ar 17 a viz Kerzu 2004.

 

 

 

 

 

 

 

 

Petra eo an diorren padus ?

 

 

Gant tout ar pennoù bras e vez anv eus diorren padus. Met petra a sinifi e gwirionez ? Daoust hag-eñ n’eo ket ur ger hep ster resis ebet a vez implijet evit lâret un dra hag e gontrol-bev ?

E 1987, gant Bodad Bedel an Endro, e oa bet termenet resis petra eo an diorren padus : “un diorren a glot gant an ezhommoù zo bremañ hep mirout ouzh ar rummadoù da zont a bourvezañ d’o ezhommoù dezhe”.

A-benn en ober eo diazezet an diorren padus war 3 reolenn-aour :

Reolenn an diwall : gwelloc’h eo dilezel un teknologiezh ma c’hell e heuliadoù bezañ re zrastus.

Reolenn an unaniezh etre ar rummadoù : ret eo derc’hel kont eus disoc’hoù hon choazoù war an amzer da zont.

Reolenn ar c’hemer perzh : ret eo d’an holl kemer perzh en diorren padus, an dibaboù a rank bezañ graet en un doare demokratel.

Gant an “Agenda 21” e vez lakaet e pleustr an diorren padus, da lâret eo ur program evit an 21vet kantved. Gallout a ra bezañ da live ar bed, ur stad, ur rannvro pe ur c’horn-bro. Rannvro Breizh he deus kroget da lakaat e pleustr he “agenda 21” er bloaz-mañ.

 

Bodad Bedel an Endro : Commission Mondiale sur l’Environnement

Reolenn an diwall : principe de précaution

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Robert Capa

 

 

Pemp brezel a zo bet poltredet gant Robert Capa. Brezel diabarzh Bro-Spagn (1936-1939), eneberezh ar Sinaiz ouzh ar Japaniz (du-hont e oa e 1938), an eil Brezel-Bed en Europa (1941-1945), ar brezel kentañ etre Israel ha Palestina (1948), ha brezel Indezsina e 1954. N’eus bet den ebet gouest da boltrediñ kement a vrezelioù, pa ouier e vez  atav buhez an tenner-poltredoù en arvar a-benn ar fin. Endre Friedmann eo anv gwirion Robert Capa. E Budapest e oa bet ganet e 1913, yuzev e oa. Ur stal dilhad cheuc’h a oa gant e dud.

 

 

 

 

 

 

 

 

Marc’houarnerezh

 

 

Lance Armstrong n’eo ket sur da redek Tro Bro-C’hall 2005. Evit ar reder, bet trec’h 6 gwech c’hoazh er redadeg-se, pep tra a vo dibabet e-keñver e youl e penn kentañ ar bloaz 2005. Un dra zo sur avat, ma vez gwelet Armstrong e Tro Bro-C’hall c’hoazh ur wech e 2005, ne vo nemet evit klask gounit ar redadeg ur 7vet gwech. Evit santout an nerzh a chom gantañ da 33 bloaz, e adkrogo an embreg abred a-walc’h e miz Kerzu en Texas. Met e zibab ne vo gouezet nemet e-tro miz Chwevrer 2005.

 

Bageal

 

Da 15852,4 miltir eus an diwezh, Jean ar C’hamm zo atav kentañ gant 36,7 miltir lañs war Vincent Riou, e poursuer kentãn.

 

Mell-droad

 

17vet devezh R1

Monaco (7vet) 2-0 Roazhon (9vet)

Naoned (16vet) 0-1 Nisa (13vet)

 

18vet devezh R2

Gueugnon (3e) 0-0 Gwengamp (15vet)

Brest (5vet) 1-0 Angers (17vet)

Grenoble (10vet) 1-2 An Oriant (16vet)

 

18vet devezh R1

Lille (2vet) – Naoned (16vet)

Roazhon (13vet) – Lens (10vet)

 

19vet devezh R2

An Oriant (14vet) – Brest (4e)

Gwengamp (16vet) – An Havr Nevez (20vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Incredibles (Les Indestructibles)

 

 

Stadoù-Unanet - 2004

Senario ha seveniñ : Brad Bird

 

Ur “super-haroz” deus ar re vrudetañ e oa Mr Incredible… gwechall. Met lezennoù da adlakaat ar “super-harozed” e-touesk an dudigoù a oa bet votet. Evel e wreg Elastigirl hag o mignoned e oa bet rediet Mr Incredible d’ober deus e anv kuzh e anv nemetañ neuze. Pemzek vloaz diwezhatoc’h e labour Bob Paar en un ti kretaat ha ganet ez eus tri bugel dezhañ gant e wreg Helen. Met hunvreal a ra an den talañ ouzh dañjerioù brasoc’h eget an hirvoud hag al lard fall.

Diazezet eo fent filmoù ar studioioù Pixar war dibarderioù korf o zudennoù. Da-heul ar c’hoarielloù (Toy story 1 & 2), an amprevaned (A bug's life / 1001 pattes), an euzhviled (Monster, Inc.) hag ar pesked (Finding Nemo / Le monde de Némo) e ra Pixar gant tud ar wech-mañ, met tud roet dezho donezonioù dreist-natur memestra. Kement a berzhioù mat a zo er film nevez hag er re gozh : skeudennoù kaeroc'h-kaerañ, fent diroll hag ijin forzh pegement. Ma n'eus ket ganeoc'h ur bugel da ziduiñ, kit hoc'h-unan 'ta.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.disney.fr/FilmsDisney/lesindestructibles/main.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT... Seizhvet lodenn

 

 

Istor gallegerien Amerika gwallgaset gant ar Saozon en 18vet kantved eo danvez ar rummad Les pionniers du Nouveau Monde (dastumadenn "Vécu" e ti Glénat). Kavout a reer Skosiz e-kerzh an istor koulskoude. Ar wech kentañ  (levrennoù 5 ha 6) pa vez meneg eus ar perzh kemeret gant Klan Fraser (1800 den) en arme Wolfe a drec'has Montcalm e 1759. An eil gwech  (adalek al levrenn 8) pa zimez unan eus an tudennoù pennañ (Benjamin Graindal) gant merc'h ur MacTavish, livet evel Jakobour. Savet mat eo an istor (J-F ha Maryse Charles). Gwelloc'h e c'hallfe bezañ an tresañ. Deuet eo er-maez ar 14vet levrenn e 2003. Emañ Graindal e Louiziana o vont da brenañ un domani...

 

 

 

 

 

 

 

 

Soubenn domatez gant jinjebr

 

 

1 c’hilo tomatez darev, 2 loaiad vras a soubilh-tomatez stank, 1 penn-onion bras, 2 glosenn gignen, 1 loaiad vihan a eoul olivez, 1 delienn lore, tin, 1 tamm bihan a jinjebr (3 loaiad vihan ur wezh skejennet), ¼ litrad dour , ½ loaiad sukr, 10 cl dienn fresk, holen ha pebr.

 

Dibluskit ar penn-onion, ar c’hignen hag ar jinjebr. Skejennit anezho munud. Gwalc’hit an tomatez, lemmit al lostig ha troc’hit anezho a dammoù. Lakait an onion hag ar jinjebr da alourañ en eoul olivez en ur gokelenn. Ouzhpennit ar c’hignen, ar soubilh-tomatez stank, ar sukr hag an tomatez. Stagit an delienn lore hag an tin asamblez ouzh lost ar gokelenn (an doare aesañ eo da chom hep ankouaat ar boked-mañ pa vo poent drailhañ), lakait pebr hag holen. Skuilhit an dour ha lakait da virviñ. Bihanit an tan, goloit ha laoskit da boazhañ e-pad 15 pe 20 munutenn. Tennit ar boked tin ha lore. Drailhit munud. Ouzhpennit an dienn fresk ha reizhit an temz.

 

Gallout a reer mirout ar soubenn-mañ dre skornañ anezhi.
Tu zo d’he fardañ a-hed ar bloavezh.
Evit cheñch doare e c’heller lakaat 2 loaiad vihan a gari e-lec’h jinjebr.