Lun 22 a viz Du, niv.309
Sizhun 47 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Sikouret e vo Iwerzhon

 

 

Savet e oa bet dec'h en un doare ofisiel gant Brian Cowen (skeudenn), kentañ ministr Iwerzhon, ur goulenn sikour digant Unaniezh Europa hag ar Font moneizel etrebroadel (FME). Lakaet diaes eo ekonomiezh Iwerzhon abaoe meur a viz bremañ, gant un divigad* par da 32% eus Produadur Diabarzh Kriz (PDK) ar Stad a veze lesanvet an "Tigr Kelt" n'eus ket keit-se zo. Ur steuñv strizh zo bet savet gant gouarnamant Iwerzhon a-benn espern 15 miliard a euroioù war pevar bloaz evit koazhañ an divigad da 3% eus PDK ar vro. Ar skoaziad digant Europa a vo nebeutoc'h eget 100 miliard a euroioù hervez Didier Reynders, Ministr belgiat an arc'hant (Belgia zo e penn Unaniezh Europa er mare-mañ). Divizet eo bet ganto ober e doare ma ne vije ket kresket an tailhoù war an embregerezhioù en Iwerzhon, hag a zo re izelañ Europa. Ur skoaziad 110 miliard a euroioù a oa bet asantet da Stad C'hres c'hwec'h miz zo.

 

Divigad: kement a vank da gempouezañ ar gounidoù hag an dispignoù (déficit)

 

 

 

 

 

 

 

 

Bevliesseurted: sinet un emglev a-benn ar fin

 

 

D’ar Sadorn 30 a viz Here ha war-lerc’h div sizhunvezh a vreutadegoù, eo deuet a-benn ar 193 Stad bodet e Nagoya (Japan) da siñan un emglev diwar-benn gwarez ar vevliesseurted (s.o. Bremaik niv.308).

Padal ne oa ket anat betek-henn, o vezañ ma oa boulc’het ar Guzuliadeg war ur c’hwitadenn. E gwirionez e oa bet divizet e 2002, e Johannesbourg, lakaat un harz da zigresk ar vevliesseurted a-benn 2010,  ar pezh n’eo ket bet graet.

E-touez an divizoù kemeret da wareziñ an endro ha stourm a-enep diskar an niver a spesadoù, ez eus daou anezho a zo pouezus-kenañ.

An hini kentañ a zo liammet ouzh ar gounidoù a vez tennet, gant ar broioù pinvidik, eus ar mammennoù genetek o tont eus loened ha plant o vevañ e broioù ar C’hreisteiz.

An eil a sell ouzh astenn an takadoù gwarezet: a-benn 2020 e ranko bezañ gwarezet 17% eus ar gorread-douar ha 10% eus ar gorread-mor.

Daoust d’an araokadennoù-mañ e chom kalz a skoilhoù da ziskar. Arabat disoñjal da skouer n'eo ket bet degemeret ar steuñv gant Stadoù-Unanet Amerika, ha n’o deus morse peurwiriekaet ar C’henemglev diwar-benn ar vevliesseurted savet e 1992 gant Kuzuliadeg an Douar, e Rio de Janeiro.

 

C.J.

 

Ar pennad-skrid-mañ zo bet savet gant skolidi ar gentel "Komz ha krouiñ" e Skol An Emsav.

 

 

 

 

 

 

 

 

Jean-Michel Basquiat

 

 

Abaoe ar 15 a viz Here betek an 30 a viz Genver 2011 e vez aozet ur c’hilsell war oberenn Jean-Michel Basquiat da-geñver 50 vloaz e c’hanedigezh, e Pariz, evit ar wech kentañ. Ganet e oa bet e 1960 e Brooklyn ha marvet e 1988 goude bezañ tapet re a zramm.

Basquiat a oa arzour ar straedoù, eus ar rummad "grafiti" er Stadoù-Unanet. E 1977 e rae grafitioù sinet SAMO (a dalvez evit "Same Old Shit", d.l.e. "bepred ar memes kozh traoù") e lesanv arzour. E livadurioù a oa tremenet buan-kenañ eus ar mogerioù-straed d'ar mirdioù, war livadennoù en taol-mañ.

Awenet eo bet gant ur meskaj etre ar Bibl hag ar mojennoù Vaudou, ar bannoù-treset, ar bruderezh, ar mediaoù, ar sonerien afrikan-hag-amerikan hag ar boks. Diwar e wrizioù eus Haiti ha Puerto Rico en doa kemeret doareoù an arz kentidik*. Levezonet eo bet gant arzourien evel Jean Dubuffet, ar strollad Cobra, Robert Rauschenberg pe c’hoazh Cy Twombly. Adalek 1984 en doa labouret gant Andy Warhol (betek e varv dezhañ e 1987) hag e voe unan eus an arzourien du kentañ o vezañ ken brudet. 

Goude marv gwall abred Basquiat, e 1988, e laosk un oberenn bras-spontus evit diskouez deomp e sell diwar-benn e vuhez, ar marv, hag ar ouennelouriezh: an dra bouezusañ evitañ a oa kadarnaat e stad a zen du, evit stourm ouzh ar ouennelouriezh hag ar ouennelourien.

Ur film kentañ anvet Basquiat a oa bet savet diwar e benn e 1996, gant Julian Schnabel, hag unan all er bloaz-mañ anvet Jean-Michel Basquiat: The Radiant Child, savet gant Tamra Davis.

 

S.B

 

Evit gouzout hiroc’h: http://mam.paris.fr

 

Kentidik: evel en amzerioù kentañ (primitif)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Hent ar Rom 2010

 

 

Loc’het e oa bageerien Hent ar Rom d’ar Sul 31 viz Here da un eur ha div vunutenn goude-merenn, evit treizhañ ar mor atlantel eus Sant-Maloù da bPointe-à-Pitre,war enez Gwadeloup. 87 bag a oa aet war-zu an donvor dirak beg an Trein evit ur redadeg 6562 gilometrad. Tri rummad a oa: Unkouc’h (rummad Imoca ha rummad 40), Lieskouc’h (rummad multi 50 ha rummad diwezhañ holl) hag ar rummad Rom. Un arvest brav e oa bet pa oa tremenet ar bigi lieskouc’h hag unkouc’h e-kichen Kab Frehel evit an navet gwech. En desped d’an avel e oa kalz a dud o sellout ouzh ar c’hevezerezh etre ar vageerien. Aet e oa ar maout gant Franck Cammas war e vag lieskouc’h, Lionel Lemonchoise er rummad multi 50, gant Roland Jourdain war e vag unkouc’h er rummad Imoca ha gant Thomas Ruyant er rummad 40.

Bep pevar bloaz e vez aozet redadeg "Hent ar Rom" e-unan-penn en donvor. Aozet e vez gant Pen Duik SAS abaoe 1978. Ar bageer primañ en doa lakaet nebeutoc’h eget eizh devezh. D’an 19 a viz Du e vo roet ar prizioù.

 

David Planchet hag Erig Girard

 

Beg an Trein: Pointe du Grouin

 

Ar pennad-skrid-mañ zo bet savet gant skolidi ar gentel "Komz ha krouiñ" e Skol An Emsav.

 

 

 

Emañ mell ar Rummad 1 o vont da cheñch adarre

 

Betek-henn e veze implijet ur volotenn gwenn-gris merk Puma, pe meur a hini zoken, e Frañs, evit matchoù mell-droad ar Rummad 1 ha re ar Rummad 2. Evit an 20vet devezh avat, da lâret eo evit krogadoù kentañ eil hanterenn ar c'hampionad a grogo d’ar 15 a viz Genver 2011, e tegouezho ur vell nevez, melen-aour ar wezh-mañ, war an dachenn-c'hoari. Ne vo implijet ar bolotennoù-mañ nemet evit krogadoù mell-droad ar c'hampionadoù gall, hag amañ e vo c’hoazh peadra evit an akipamanter Puma d’ober un tammig buzz kenwerzhel diwar-benn ar vell nevez-mañ. Un emglev a 4 milion a euroioù a zo etre Kevre Mell-droad Frañs (LFP) ha Puma evit an 3 bloaz a zeu. Roet e vez ganto e-tro 12.000 mell evit pep koulzad c’hoari, d’an 40 kleub a zo e Frañs.

 

 

 

 

 

 

 

 

Rubber

 

 

Frañs - 2010

Seveniñ : Quentin Dupieux

 

Ur strollad tud a sell ouzh ur film er gouelec’h kalifornian. Ur film un tammig ispisial eo peogwir e c’hall an aktored mont e darempred gant ar sellerien. Istor ar film a zo hini Robert, ur vandenn-rod a lazh an holl war he hent...

 

Eil film Quentin Dupieux eo Rubber. An hini kentañ a oa Steak (2006) gant Eric & Ramzy. Filmet e-korf pemzektez er Stadoù-Unanet, Rubber a zo ur film iskis-kenañ. Filmet eo bet gant ur benveg skeudennoù niverel (ha brav eston eo ar skeudennoù), n’eus aktor anavezet ebet hag an harozez a zo... ur vandenn-rod. Start eo gouzout m'eo fentus pe vantrus, brav pe arabadus, leun a breder pe c’houllo. Ur preder a zo war ar pezh eo ar filmoù, an dudi, sellet ouzh un arvest ha kinnig un arvest da dud all. Quentin Dupieux a embann sklaer e plij dezhañ filmoù David Lynch e-lec’h ma rank ar seller bezañ aketus ha degemer ne c’hall ket kompren pep tra dre ret. Setu, deoc’h da welet ma fell deoc’h bevañ an taol-arnod-mañ.

 

G.L.

 

A-benn gouzout hiroc’h: www.rubberfilm.com

 

Barnadennoù filmoù all a c'hellit lenn war blog hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Penaos cheñch e vuhez? En ur lazhañ un den da skouer…

 

 

Evel-henn emañ istor haroz The Big Picture, romant Douglas Kennedy (L’homme qui voulait vivre sa vie, "An den a felle dezhañ bevañ e vuhez", 1998, embannet gant Editions Belfond), en deus awenet film diwezhañ Eric Lartigau, ar memes titl dezhañ, gant Romain Duris.

Mat-kaer e ya an traoù gant an haroz Ben Bradford (Paol Exben er film gall). En e dregont vloaz emañ, dezhañ ur wreg ha daou vugel kaer, alvokad ampart ha brudet mat, o chom en un ti bras en ur bannlev chik ha cheuc'h.

N’eo ket ar vuhez a felle dezhañ kaout, siwazh. Gwasket eo gant e vuhez familh ha sokial. En em gollet eo war hent e vuhez, ankouaet gantañ e hunvreoù hag ar vicher a felle dezhañ ober: luc'hskeudenner.

E wreg Sarah, hec’h-unan ha dilezet, a zo piket he c’halon gant o amezeg. Dizesper eo Ben. Mont a ra da di ar c’hamalad-kleiz evit komz an eil gant egile, ha klask kompren pelec'h emañ an dalc'h. Trenkañ a ra ar soubenn etrezo, ha lazhet he c’henamourouz gant Ben dre wallzarvoud...

Lakaat a ra haroz Douglas Kennedy da grediñ eo marv. Lezel a ra e vuhez kentañ war  e-lerc’h. Cheñch a ra e anv hag e vuhez, ha tec’hout a ra da vMontenegro, evit dont da vezañ luc'hskeudenner a-vicher. Ha posupl eo bevañ ur vuhez all da vat?...

 

Béatrice Rabault & Patrick Moison

 

The Big Picture (L’homme qui voulait vivre sa vie), gant Douglas Kennedy, embannet e Frañs gant Editions Belfond, 1998.

 

Ar pennad-skrid-mañ zo bet savet gant skolidi ar gentel "Komz ha krouiñ" e Skol An Emsav.

 

 

 

 

 

 

 

 

Miss Frañs 2011 mod Endemol: 33 miss war ar renk

 

 

Anavezet eo bremañ anvioù an 33 "steredenn" a genstrivo evit kentañ koñkour Miss Frañs a zeu. Dalc’het e vo lid dilennadeg Miss Frañs e Caen d’ar 4 a viz Kerzu 2011, hag a vo skignet war ar chadenn brevez TF1, evel bep bloaz.

D’ar c’houlz-se e ouezimp da biv e vo roet ar gurunenn hag ar skerb bet douget e-pad ur bloaz gant Malika Ménard, Miss Frañs 2010. Er bloaz-mañ e vo Alain Delon prezidant ar juri, met ne vo ket anv ken eus Geneviève de Fontenay goude m’eo bet roet he dilez ganti e miz Ebrel 2010 eus Comité Miss France, renet gant an ti-produiñ Endemol.

Setu ma vo an dilennadeg kentañ hepti abaoe 1981! Aet eo hi neuze da aozañ ur genstrivadeg "missed" eus he zu, na vo ket gwelet en tele. Kregiñ a ra fall an traoù memes tra gant koñkour Endemol rak unan eus ar merc'hed, Pauline Darles, miss Enez-Bro-C'hall a zo aet kuit rak kavout a rae dezhi e oa dismegañs gant tud ar c'homite ouzh ar merc'hed. Hep kontañ e ra ar c'honkour nevez gant rannvro Breizh ha n'eo ket Breizh a-bezh evel ma rae ha ma ra bepred Geneviève de Fontenay.

 

Miss Elzas: Mathilde Buecher - Miss Akitania: Clémence Thill - Miss Arvern: Clémence Olesky - Miss Bourgogn: Alice Detollenaere - Miss "Breizh": Laury Thilleman - Miss Kreiz Bro-C’hall: Sarah Perrin - Miss Korsika: Jade Morel - Miss Aodoù-Azur: Marine Laugier - Miss Gwadeloup: Jenny Vulgaire - Miss Gwiana: Julie-Malika Grosse - Miss Bro-Ok: Jenna Sylvestre - Miss Limousin: Nellie Valentin - Miss Loren: Maeva Pax - Miss Martinik: Anaïs Corosine - Miss Mayotte: Elisabeth Ongaretto - Miss Kreisteiz-Pireneoù: Alison Martin - Miss Norzh Pas-de-Calais: Angeline Lagache - Miss Normandi: Juliette Polge - Miss Kaledonia-Nevez: Ornella Zinni - Miss Bro Orleañs: Chanel Haye - Miss Broioù al Liger: Laetitia Legros - Miss Broioù Savoie: Marion Guichard - Miss Pikardi: Anastasia Winnebroot - Miss Poitou-Charentes: Pearl Crosland - Miss Provañs: Analisa Kebaili - Miss Reunion : Florence Arginthe - Miss Ron-Alpoù: Elise Charbonnier - Miss Roussillon: Marion Castaing - Miss Sant-Per-ha-Mikelon: Léa Harnett - Miss Tahiti: Poehere Hutihuti Wilson - Miss Enez-Bro-C’hall: Pauline Darles he deus roet he dilez, kemer a raio perzh Jessica Muzaton neuze - Miss Champagn-Ardana: Kelly Renson - Miss Franche-Comté: Sabrina Halm

 

 

 

Deiziataer 2011

 

Adkavet e vo er bloaz-mañ ar stumm klasel a blij d'an dud : 17cm uhelder ha 9 cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo kartoñs e liv e vo kavet an deiziataer, en taol-mañ, pevar liv penn-da-benn. Kantadoù a chomlec'hioù a gaver ivez er fin, gant roll pouezusañ aozadurioù sevenadurel ar vro (kelenn, embann, mediaoù...).

Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar Genrouedad renket e 6 rumm.

E gwerzh emañ Deiziataer 2011 abaoe ar 15 a viz Gwengolo 2010, 10€ an tamm. Bez' e c'helloc'h kavout anezhañ e gwerzh war stand Skol An Emsav e Gouel al Levrioù e Karaez, a-benn an 30 ha 31 a viz Here. Gellout a reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just, en ur vont e darempred gant Skol An Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas).

 

Evit gouzout hiroc'h: Skol An Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.
Pgz: 02.99.38.75.83. Postel: sae.bzh@wanadoo.fr. Lec'hienn Internet: www.skolanemsav.com

 

 

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

Lennit Bremañ Du 2010!

 

Harz-tennañ ETA en Euskadi, kendiviz an Oriant diwar-benn an etrekeltiegezh, ar slow food lidet e Torino, raktresoù ar gevredigezh Babigoù Breizh, Hent ar Rom, Yaouank 2010... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Du 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an embann. Ur pennad-kaoz a vo kavet gant renerez Coop Breizh, Anne-Laure Marteau, e penn an ti abaoe ur bloaz-hanter, kinniget e vo ivez labour Kuzul ar Brezhoneg war tachenn an embann brezhonek, levrioù niverel kentañ an embanner Emgleo Breiz, ha kinniget ivez saloñsoù levrioù e miz Du, e Pluguen, Plistin ha Gwenrann...

Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org