|
|
|
|
|
|
|
29 a viz Du 2004,
niv. 34 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Internet :
foromoù brezhonek |
|
|
Ha
plijout a ra deoc'h kemer perzh e foromoù war an
genrouedad ? Sur a-walc'h e rit gant reoù en galleg
ha saozneg peurvuiañ... Met tamm-ha-tamm e tiwan
foromoù a bep seurt e brezhoneg. Unan zo bet savet nevez zo
gant Malo Morvan : http://malomorvan.free.fr/bzh/forum/phpBB2/index.php. Tu
vo deoc'h komz diwar-benn a bep seurt traoù, kevredigezh,
mediaoù, politikerezh, sonerezh, sinema... Ul lodenn eus ar
forom zo gouestlet d'ar farsadennoù e brezhoneg. Ne vo ket
rebechet d'al lec'hienn bezañ re sirius eta !
Deoc'h da lakaat buhez ha birvilh (en un doare seven memes tra). |
|
|
|
|
|
|
|
Bhopal
: deiz-ha-bloaz laouen? |
|
|
20
vloaz zo, e-kerzh an nozvezh etre an 2 hag an 3 a viz Kerzu 1984, e oa
aet 40 tonennad “izokianat metil” kuit eus al
labouradeg Union Carbide e Bhopal (Bro-India). E-korf 3 devezh e oa
marvet 8 000 annezad eus ar gêr, devet o skevent
gant ar gaz marvus. Abaoe 20 vloaz ez eus bet 20 000 a dud
varv ha 150 000 a dud klañv diwar ar gwallzarvoud.
Miliadoù a dud zo bet devet o daoulagad ha c’hoazh
e vez ganet bugale distummet ha nammet abalamour e oa bet tapet o mamm.
Bhopal eo ar gwallzarvoud spontusañ er greanterezh a zo bet
a-viskoazh. Padal,
abaoe 20 vloaz, e chom trankil ha disoursi renerien amerikan an Union
Carbide skoachet er Stadoù-Unanet. Prenet eo bet an Union
Carbide en-dro gant Dow Chemicals, un embregerezh kimiezh liesvroadel,
a nac’h tapout kiriegezh ar gwallzarvoud (koulskoude pa vez
prenet ur stal en-dro e vez prenet an dle war un dro, kement hag an
dafar, ar gounidoù pe ar brevedoù). Met Dow
Chemicals ’ni eo zo gwall vrudet a-benn bezañ
krouet an “agent orange” en doa distrujet
Vietnam... 20 vloaz war-lerc’h n’eo ket bet naetaet
al lec’h ha c’hoazh ez eus produioù
kimiek o saotrañ an dour. Ha ret eo d’an dud ober
gant an dour pistriet-se pe n’eus ket dour mod all. Union
Carbide e-giz AZF e Tolosa zo produerien louzeier evit ar plant,
dañjerus evit an dud zo o chom e-kichen al
labouradegoù produiñ ha dañjerus evit
ar re all peogwir e saotront dourioù an holl
stêrioù. Pa lakait “Round Up”
en ho jardrin evit kaout rozennoù kaer, soñjit
e-barzh tud Bhopal. Kement
ha goût hiroc’h: www.bhopal.net
- lec’hienn saoznek |
|
|
|
|
|
|
|
Bed
al labour hervez Pascal Rivet |
|
|
Un
diskouezadeg dedennus a vo posubl mont da welet e kreizenn
arzoù ar "Passerelle" e Brest. Kinnig a ra Pascal
Rivet un doare preder war bed al labour, o tiskouez d’an dud
ostilhoù-labour pemdeziek al labourer, e-giz an traktour
evit ar menajer, ar c’hwil-tan evit ar
c’haser-pizza hag all... Ur sammorell Darty, pe
c’hoazh karr-samm ar Brinks a vo moaien da welet. Pezh eo ret
gouzout eo emañ graet kement tra zo en diskouezadeg gant
koad, hag a vent gant ar binviji-labour gwirion a weler er parkeier pe
er straedoù. Un dastumad poltredoù hag un
displegadenn a zo da bep tra, o skeudenniñ ur
c’hamion da skouer, e bed al labour. D’an eil a viz
Kerdu e vo posubl kejañ gant Pascal Rivet, en-dro
d’ur pennad-kaoz. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-dorn |
|
|
Skipailh
Bro-C’hall en deus echuet da drede er "World Cup", tournamant
e-maez kenstrivadeg gant an 8 skipailh gwellañ eus ar bed, e
Sveden. Hervez an arbennigourien, an trede plas gounezet zo
kentoc’h kalonekaus evit an dazont dre ma oa ar skipailh un
tamm da adsevel goude ar C’hoarioù Olimpek
diwezhañ. Ar gourfenn zo bet c’hoariet etre
Norvegia ha Sveden hag an trec’h zo aet gant an hini
diwezhañ gant 27 poent a-enep 23. Ar gevezadeg a zeu,
kefridiel hounnezh, a vo e Tunizia e penn-kentañ miz
C’hwevrer. Bageal Jean
ar C’hamm zo atav kentañ, goude 2 sizhun war vor
gant 23, miltir lañs war Vincent Riou hag 45,4 war an trede,
Sebastian Josse. |
|
|
|
|
|
|
|
Shi
mian mai fu (Le secret des poignards volants) |
|
|
Hong-Kong
& Sina - 2004 Seveniñ
: Zhang Yimou Er
bloavezh 859 e oa drastet Sina gant stourmoù e-leizh. War
ziskar e oa ar rummad rouaned Tang hag ar gouarnamant aet brein a ranke
enebiñ ouzh un toullad bodadoù
dispac’herien. Ti ar C’hougleze Nij
a oa an arme kreñvañ e-touesk
ar bodadoù-se, hag a-benn prizoniañ penn an arme
kevrinus-se e oa aet daou gabiten, Jin (Takeshi Kaneshiro) ha Leo (Andy
Lau Tak-Wah), da gas un enklask war Mei (Zhang Ziyi), un
dañsourez dall nevez deuet e kêr. Gant
ar film "Wo hu cang long" (Tigres et dragons, 2000) e oa deut ar "wu
xia pian" da vezañ prizet gant tud ar c’huzh-heol.
Un doare filmoù diazezet war vojennoù ar
varc’hegiezh aziat eo ar "wu xia pian". Adkavet e vez
amañ korolloù diroll hag an doare barzhek da
gontañ o doa graet berzh "Wo hu cang long". Adkavout a reer
ivez Zhang Ziyi, un aktourez yaouank ha brav-abominabl bet dizoloet
gant ar film-mañ ; dougen a ra "Shi mian mai fu" e
gwirionez. "Ying xiong" (Hero, 2003) en doa savet Yimou gant an doare
filmoù-se c’hoazh, met gant e film nevez ez a
pelloc’h eget ne oa bet graet gant den ebet betek-henn. Pegen
mistr eo ar c'horolloù pa ne soñjer ket ken ez
eus emgannoù anezho. Cheuc’h, skedus, sebezus,
orgedus zoken ; mankout a ra an anvioù-gwan da
dermeniñ ar film-mañ. Kement
ha gouzout hiroc'h : www.uipfrance.com/sites/secretpoignards/index.html |
|
|
|
|
|
|
|
An
Transmusicales... da zizoleiñ |
|
|
Etre
an 2 hag ar 4 a viz Kerzu e Roazhon Er
sizhun-mañ e vo kinniget An Transmusicales 2004 e Roazhon,
unan deus gouelioù brasañ Bro Frañs
evit dizoleiñ ar pep gwellañ eus ar sonerezh a
vremañ er bed. Er bloaz-mañ e vo aozet an
abadennoù e Kreizenn Roazhon Sant-Jakez-al-Lann, met e-leizh
a sonadegoù a vo kinniget memestra e kreiz-kêr en
tavarnioù niverus a gemer perzh e "Bars en Trans". Betek
disadorn da noz e c’hello an den mont da zañsal
gant Jaojoby, ur strollad eus Madagaskar a ra sonerezh hengounel gant
binvioù a vremañ, pe da selaou jazz Spagnoliz Rao
Trio. Tu a vo ivez d'ober anaoudegezh gant sonerezh an hanternoz, unan
eus temoù ar bloaz-mañ, dre ar rock, an
elektro-jazz pe ar blues. Arzourien ar vro ne vint ket
disoñjet gant X Makeena hag e ragga-dub-rock, paotr ar rock
Dominic Sonic pe c’hoazh Erik Marchand a-gevret gant Rodolphe
Burger. Krouidigezhioù ar 26vet Trans Musicales zo bet
fiziet e Santa Cruz hag e Yann Tiersen ha Shannon Wright, goude o
fladenn asambles. Kement
ha gouzout hiroc'h : www.lestrans.com
ha www.barsentrans.com. |
|
|
|
|
|
|
|
Adreñvet-mat ! |
|
|
E
stalioù Manhattan e c’hwezh avel un
dispac’h bihan ha dous. Kroget eo bet ganti p’en
deus soñjet unan tresañ dilhad seksi
disheñvel. Netra nevez betek-henn. Met graet en deus se en
ur soñjal e tud brudet evel Beyonce Knowles pe Jennifer
Lopez ha n’int ket treut-eskern. Gwiet 5 pe 6 kantimetrad
larkoc’h ar bragoù evit ar patromoù
standard. Seksi, rond-tout ! |
|
|
|