|
|
|
|
|
|
|
Lun 9 a viz Du, niv.260 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Diskar
moger Berlin 20 vloaz zo
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
N'eo ket prest an traoù evit Kopenhagen |
|
|
M.M. http://www.greenpeace.fr/ |
|
|
|
|
|
|
|
Max Relouzat e Ti ar Vro Kemper, e
miz Du |
|
|
Ti
ar Vro Kemper, 3 leurenn Familh Gabaï, 29000 Kemper Pgz:
02 98 90 70 43 Postel
: tiarvro-kemper@wanadoo.fr |
|
|
|
|
|
|
|
R2: derby Naoned-Gwengamp fenoz |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Michael Jackson's This Is It |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2009 Seveniñ
: Kenny Ortega
Ken divoutin hag an den eo ar stumm film-se rak ne oa
ket bet rakwelet e vefe savet un abadenn sinema gant ar bommoù a veze
enrollet e-kerzh ar pleustradegoù. Evit dielloù Michael Jackson e-unan e
vezent dastumet, sañset; kredabl e vije bet implijet darn da vagañ un DVD
bennak ha setu holl. “Sed’aze an diskoulm zo bet kavet gant
produerien argant-sec’hedik da walc’hiñ koll an abadenn aet
d’ar strad” a lavarfe tud mouzhet zo. Ne gav ket din.
Gwelloc’h eo bezañ plijet un disterañ gant oberenn Michael Jackson,
evel-just, met ur bam eo gwelet e oa atav un dañsour ken bividik da 50 vloaz
ha, dreist-holl, vad a ra e welet en-dro evel un arzour klok ha neket evel
talbenn ar c’hazetennoù people. Meriadeg Vallerie Evit
gouzout hiroc’h : http://www.thisisit-movie.com/ Miz an teulfilmoù: 10vet!
Evit gouzout hiroc'h: (evit gouzout hiroc'h: 02 96 49 12 06) |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Jacno (1957-2009) |
|
|
Gantañ e
voe krouet unan eus ar strolladoù punk kentañ e Frañs e 1976, Stinky Toys e
anv. Er memes bloavezh e sonjont er festival punk kentañ aozet er 101 Club e
Londrez. Daou albom a lakjont embann e 1977 hag e 1979, a-raok ma vefe
divodet ar strollad. Goude-se e kendalc'has Jacno da seniñ ha da ganañ gant
Elli Medeiros (hag a oa ivez er Stinky Toys). E 1980 e
reas berzh bras gant un ton eeun-kenañ, savet gant ur c'henaozer nemetken,
hag anvet Rectangle, ma klever levezon Kraftwerk. Kenderc'hel a reas da
labourat gant Elli Medeiros hag e savjont sonerezh ar film Les nuits de la
pleine lune a-raok dispartiañ e 1984. En holl ec'h embannjont pemp albom
dindan an anv Elli & Jacno. Etre Un dandy
nebeutoc'h. R.M. Muioc'h
a Jacno : Plastic
Faces gant Stinky Toys : Birthday
Party gant Stinky Toys : A-youl ar Gwent ha Pirc'hirin ar Mor kinniget gant Pierrette Kermoal
Da gentañ
tout e vo kaoz eus A-youl ar Gwent, ur studienn diwar-benn Barzhonegoù
Roparz Hemon. Bed ar barzh a vez displeget gant Pierrette Kermoal en he levr,
hag e zodennoù diazez ivez: an avel, an digoradur, an huñvre, hiraezh an
harluad hag ivez barzhonegoù Gawain, ha bepred, atersoù ar c’hrouer... Gant an ti-embann Aber ez eus bet produet nevez zo ur bladenn, Pirc'hirin ar Mor, a vo kinniget gant Pierrette Kermoal ivez. Eizh skrid gant Roparz Hemon zo bet dibabet evit ar CD-mañ, lennet gant Loeiz Gwilhamot, animatour brudet war France Bleu Breizh Izel. Savet ha kempennet en deus ar soner Youenn Manchec tonioù a-ratozh evit klotañ gant ar c'homzoù. E brezhoneg e vo aozet ar gaozeadenn. L'Encre
de Bretagne, plasenn Hoche, e Roazhon, da 5e g.k. Evit
gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Brezhoneg en Ti-post: votadeg gant Ai'ta! |
|
|
Evit
gouzout hiroc'h: Lid breizhat an 11 a viz Du
Evit
gouzout hiroc'h: Kevredigezh
Bemdez, Ti ar c’hevredigezhioù, http://membres.lycos.fr/bemdez/
Goude ur bloavezh ehan en deus Pol
Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit
2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a
c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg
bemdez! Kasit ur chekenn 12€ da: Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000
Roazhon. Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ Du 2009!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da adframmañ ar
strollegezhioù. Ouzhpenn kinnigoù ar gouarnamant graet nevez zo, eo aet
maered Naoned ha Roazhon da aozañ ur c'hollok evit startaat al liammoù etre
div gêr-benn Breizh. Ha nevez er miz-mañ, div bajennad bet soñjet a-ratozh
evit ar re a grog da lenn brezhoneg: Lennomp! M’ho pez plijadurig o
lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. |
|
|
|