|
|
|
|
|
|
|
Lun 12 a viz Du,
niv.167 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn Bremaik bep Lun, Petra
oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ur sizhunvezh a stourm sokial er C'hwec'hkorn |
|
|
Gant kalz a implijidi eus an SNCF e oa bet graet
harz-labour c'hoazh d'an 18 a viz Here. Abaoe, en deus disklêriet ar
gouarnamant ne cheñchfe ket krafoù pennañ e raktres. Hervez ar mediaoù e vefe
a-du gant ar gouarnamant al lodenn vrasañ eus an dud e Frañs. Seizh sindikad
diwar an eizh zo evit labourerien an hentoù-houarn o deus neuze galvet d'un
diskrog-labour nevez er sizhun-mañ, didermen en taol-mañ. Holl sindikadoù EDG
ha GDF o deus galvet da baouez gant al labour ivez. Sindikadoù studierien zo
o deus galvet da aloubiñ tiez-gar zo ivez, a-benn talañ da raktres ar
gouarnamant reneveziñ doare merañ ar skolioù-meur. |
|
|
|
|
|
|
|
Peseurt divizoù eus Grenelle an
Endro a vo lakaet e pleustr, penaos ha pegoulz ? |
|
|
M.M. Emañ ar pennad-mañ o tont eus un dielfennadenn glokoc'h
a c'heller kavout war lec'hienn nevez @rrêt sur images: |
|
|
|
|
|
|
|
Emgav etre sevenadurioù Breizh ha
Niger e Karaez |
|
|
Etre 2e goude kreisteiz hag an noz e vo kinniget e
Leurenn Glenmor ur rummad abadennoù. Da 2e30 e vo ur c'hendiviz diwar-benn
"Yezhoù ha sevenadur". Da 8e30 e vo ur sonadeg gant Makida Palabre,
Mamar Kassey ha Désert Rebel. Bannet e vo ivez ur film e-ser ar gouel-se, e
Kallag, d'al Lun 19 a viz Du, e sinema L'Argoat. "Al Leessi', sevenet
gant Rahmatou Keïta, a ginnig a sell dre vras war istor sinema Afrika (5
euro). Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Aet ar maout gant ar Pennoù-Merluz,
a-benn ar fin! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Eastern Promises (Les promesses de l’ombre) |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika ha Rouantelezh-Unanet - 2007 Seveniñ : David Cronenberg
Ne ’vo ket kavet amañ ur film gant un istor
tort. Met kentoc’h ur film iskis, gant un aergelc’h un tammig
ispisial: douster ha melkoni mare Nedeleg mesket gant feulster kriz. Deuet
brav eo Cronenberg a-benn da sevel ur film dedennus, dudius hag heugus war
memes tro. Spontet e vezer gant tro spered ar mafia ha nec’het gant
c’hoant tec’hout ha dienez ar bobl rusian ha beli ar stad warni.
Ur film start eo, gant aktourien donezonet: un disoc’h mat-tre! G.L. Kement ha gouzout muioc’h: www.lespromessesdelombre.com |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Soulwax – Most of the Remixes |
|
|
Hiziv an deiz e tistroont hag e kinnigont deomp ur
bladenn doubl, enni (evel ma tiskouez an titl) un nebeud kanaouennoù advesket
ganto. Ha gwechoù zo ez eo gwelloc’h ar remiks evit ar ganaouenn orin:
Gravity Rainbow gant Klaxons, da skouer. Un ganaouenn vat eo, met
advesket e tizoloer anezhi en-dro. N’eus arzour ebet ha ne vefe ket advesket
gant Soulwax: Gorillaz, Kylie Minogue pe c’hoazh Daft Punk pe Justice,
an holl a vez implijet ganto, hep ober un dibab etre ar pezh a zo, sañset,
mat da vezañ selaouet hervez Les Inrocks pe Télérama. Memes ar re evel Robbie Williams pe Sugababes a
zeu da vezañ plijus da selaou ur wech tremenet etre daouarn ar re Dewaele. Meneg
ispisial evit Seventeen savet gant Ladytron hag Robot Rock (Daft Punk): ar
remiksoù kinniget amañ a zo eus ar re wellañ. R.M. Embannet gant Parlophone Muioc’h a ditouroù: Partiet eo gant Yaouank 2007!
An abadenn veur a vo d'ar Sadorn 17 a viz Du, er
MusikHALL, ar sal vras war tachenn diskouezadegoù Sant-Jakez-al-Lann. War al
leurenn e teuio Ding Dingue Dañs (krouidigezh War'l Leur 2007), Le Big Stal,
Hamon-Martin Métamorphoses Project, Skeduz ha Manu Lann Huel, Bagad Kemper, Les
Ramoneurs de Menhirs ha Louise Ebrel, ar baotred Guichen, Fili Fala, Yudal
Combo, Ampouailh, Riopel/Leroy, Hervé Le Lu/Ronan Robert, Wipidoup, Kanerhog,
ha souezhadennoù ! Evit gouzout hiroc'h: www.myspace.com/yaouankgouel Skeudenn Bro Roazhon, pgz :
02 99 30 06 87. http:www.skeudenn.org |
|
|
|
|
|
|
|
|
Avaloù-douar farset gant meskl |
|
|
Kleuziit an avaloù-douar ha poazhit anezho er
vurezh. Fardit ar meskl gant ar gwin gwenn, ar bokedad louzoù, ar chalotez
diskolpet. Dibluskit ar meskl ha silit ar chug. War dan bras, koazhit an
hanter eus ar chug gant an dienn, Ouzhpennit ar perisilh miñset. Frikit 2 mn
hag ouzhpennit tamm-ha-tamm an amann. Gwarnisit an avaloù-douar gant ar meskl
diblusket. Pallennit gant ar chug. Kempennit 2 hanter aval-douar war asiedoù
raktommet. Deiziataer 2008 !
E gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher
gant Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 38 75
83. sae.bzh@wanadoo.fr Gouzout muioc’h hag urzh-prenañ (klikit) Lennit Bremañ miz Du !
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe
1980, pennadoù brezhonek a bep seurt,
diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, doare magazin. Reuz Birmania, penaos emañ kont gant ar gwiskad
ozon, 50 vloaz Skol gembraek Londrez, Prosez gwall-zarvoud treuzell ar
c'hQueen Mary 2, un teuliadig a vo tu da lenn ivez war emdroadur ar c'helenn
divyezhek er bloavezhioù tremenet... Kaoz zo diwar-benn tout-se ha leun a
draoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Du 2007. Teuliad ar miz zo gouestlet d'an abadennoù brezhonek
a vo er bloaz-mañ en tele. TV Roazhon 35 (peder abadenn disheñvel bep Meurzh
a viz da viz), France 3 Ouest (5vet deiz-ha-bloaz Mouchig-dall, 100vet
abadenn Te ha Me), TV Breizh (Mil dremm, eilmouezhiañ filmoù) a ginnig er
bloaz-mañ adarre abadennoù en hor yezh. Aet eo ar vrezhonegerien war ar Gwiad
ivez evit kinnig un tele "all" gant WebNoz da skouer, kinniget bep
miz gant Lionel Buannic.
Gerig d'ar goumananterien Un nebeud skouerenno ùeus hon niverenn ziwezhañ (miz Du) a oa bet troc'het fall. Al lennerien o defe degemeret unan a c'hell goulenn diganeomp kas ur skouerenn all. Ho pezit ar vadelezh d'hon digareziñ. Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|
|
|