|
|
|
|
|
|
|
Lun 6 a viz Du,
niv.121 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Nevezenti
evit 8vet gouel Yaouank |
|
|
D’an
10 e vo ur fest-noz e sal ar Cité gant sonerezh hengounel a
bep seurt livioù evel rock pe funk. Hag etre an 11 hag ar E-pad an nozvezh pennañ
d’an Hoel Louarn Evit
gouzout hiroc’h : http://www.skeudenn.org |
|
|
|
|
|
|
|
Kudennoù
energiezh 3 An
tredan nukleel |
|
|
M.M. Kenderc'hel gant an tabut : http://malomorvan.free.fr/bzh/forum/phpBB2/viewtopic.php?t=391 |
|
|
|
|
|
|
|
Mec'hiko
o parañ war kêr Vrest |
|
|
E-kerzh ar
c’houlzad-mañ e vo aozet ivez un nebeud
prezegennoù, un nozvezh diapoioù, ul lennadenn
eus oberennn Juan Rulfo, ha skignet meur a film. H.L. Ergerzhour : explorateur Evit
gouzout hiroc’h : http://www.mairie-brest.fr
(Kiosque/Ajourd’hui /Le Mexique à Brest) |
|
|
|
|
|
|
|
Graet
Hent ar Rom gant Lionel Lemonchois |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Severance |
|
|
Breizh-Veur – 2006 Senario ha seveniñ :
Christopher Smith Difennet d’ar re dindan 12
vloaz
Ur film spouron a dalvezfe un dra bennak e vefe Severance ?
Oberourien armoù lakaet da arnodiñ frouezh o
ijin, pe implijidi o c’houzañv krizded an
darempredoù labour ? Kement-se a seblant
bezañ posupl e penn-kentañ ar film, peadra zo da
grediñ start e vo ur vurutelladenn sokial paket gant fent
saoz. Siwazh, adalek ma krog an darvoudoù euzhus da vat e
tistro strizh red an istor war c’horre an traoù.
Na pegen dipitus ned afe ket gopridi Palisade Defence d’en em
zrailhañ etreze a-benn ar fin. Meriadeg Vallerie Evit
gouzout muioc’h : http://www.severance-lefilm.com/
Eus an 11 d’an "Eus ar filmoù-berr d’ar
re hir" a ginnigo oberennoù Laetitia Masson hag Ursula
Meier, filmaozourezed o deus kroget o micher gant ar
filmoù-berr hag a gendalc’h bremañ gant
ar filmoù-hir. Hag evit ar wech kentañ e kinnig
ar gouel daou zastumad gant filmoù-buheziñ
nemetken, evit an dud gour hag ar re yaouank. Tro a vo da welet ar filmoù
faltazi nevez sevenet en Europa er genstrivadeg europat (44 film
faltazi berr), er genstrivadeg "Cocotte-minute" (17 film dindan 6
munutenn, eus 10 bro disheñvel), ha 6 "panorama europat". Pe
c’hoazh 7 abadenn evit an dud yaouank, kejadennoù
gant filmaozourien, hag ivez darvoudoù dreistordinal, da
skouer, strolladoù filmoù etrebroadel
danvezioù a bep seurt : "Fent ha merc’hed",
"Roumania ha Bulgaria", "Ur sell war filmoù-berr Kebek"... .
Ne vo ket disoñjet ar sonerezh : aozet e vo ur
"film-sonadeg", Duel, gant Spielberg. Skignet e vo filmoù
evit ar wech kentañ, en o zouez "Microclimat", gant
filmaozourez ar vro Marie Hélias. Ha filmoù
produet e Breizh gant "C’est arrivé
près de chez nous". A bep seurt darvoudoù all a vo
kinniget evel an diskouezadeg "Un den zo marv" gant Kris Davodeau,
diwar-benn ur film gant René Vautier, hag a bep seurt
divizoù tro-dro da c’hreanterezh ar
filmoù-berr. H.L.. Etre an 11 hag an Evit
gouzout hiroc’h : http://www.filmcourt.fr |
|
|
|
|
|
|
|
The
Pipettes – We Are The Pipettes |
|
|
Embannet
gant Memphis Industries / V2
Ma !
Trist eo Yann Lenner, fellout a ra dezhañ kaout
strolladoù merc’hed (girl groups e galleg flour)
eus ar c’hentañ. Just a-walc’h,
profitomp evit menegiñ strolladoù all pe
bladennoù a dalvez ar boan evit ar re a zo dedennet gant
seurt sonerezh. Evit kaout ur sell hollek, tapit an
dastumadegoù Here Come The Girls (10 pladenn deuet er-maez),
enno a bep seurt tonioù savet gant strolladoù
merc’hed eus Bro-Saoz e-pad ar bloavezhioù 1960.
Evit ar re o defe c’hoant kaout un tañva eus ar
strolladoù amerikan, tapit Myrmidons of Melodrama (33
c’hanaouenn, peadra da selaou, hañ !), un
dastumadeg enni tonioù gwellañ ar strollad
Shangri-La’s, hag a zo bet ur skouer evit tud evel ar
Ramones. Ha ma’z oc’h kentoc’h plijet
gant ar sonerezh soul, ur bladenn gant The Supremes a blijo
deoc’h. R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Mein
bev |
|
|
Traoù
all he deus krouet Stéphanie Marin : ur blueg e
stumm ur rozenn-aer, ruz tan. Pe rideozioù diwar lien
kotonñs, koublet, a stager dirak ur prenestr hag a
c’hell fiñval diouzh an avel. Un doare
kinklañ simpl hag awenet. Katell
Leon Evit
gouzout hiroc’h : http://www.smarin.net
Gwened
- Koncept & C - 10b straed Lieut. Colonel Maury Gwenrann
- Le chat au manoir - Manoir de porte Calon - Faubourg St Michel 02 51 73 04 22 Karnag
- Le Rendez-vous - 25 bali de
Danvez
evit 4 den : Dibluskit
ar potiron. Tennit ar greun ha didroc’hit ar potiron e
tammoù pas re dev. Lakait an tammoù potiron da
virviñ en ur gastolodenn dour sall e-pad 5 mn. Dibluskit an
irvin. Gwalc’hit ar skourennoù ach, ha lamit kuit
an neudennoù. Troc’hit anezho a dammoù
bihan. Raktommit ar forn (180°) / tommder 6). Ledit an toaz
bresk, ha gwarnisit ur moull-tartez gantañ. Pikit ar
foñs gant ur fourchetez. Ledit an tammoù legumaj
war an toaz. En
ur plad-saladenn, diskargit an dienn, ouzhpennit an daou velen-vi, pebr
ha holen. Ma
vez ezhomm, ouzhpennit ur banne dour, ma vez re dev an aozad. Meskit
mat. Diskargit an aozad war al legumaj ha lakait er forn e-pad 25 mn. Gallout
a rit ouzhpennañ tammoù kig-sall pe
tammoù kig-houad koñfiset. Mari
Lubrano
( Ar
pep pouezusañ evit ar re zo bet ganet dindan sin ar Skorpion
a vo adkavout fiziañs ha gwellwelusted. Perzhioù
o deus manket dezho abaoe bloavezhioù. Gallout a raio ar
meskaj planedennoù zo en ho sin (Loar du, Ouran, Yaou ha
Ploudon) degas trubuilhoù – ha danvez tarzh
– en ho puhez kalon !
Deoc’h-c’hwi e vo da c’hoari neuze.
C’hwi e vo mestr-ez ar jeu. Diouzhoc’h ez aio ho
tarempredoù war-raok pe get. Ma vezit evezhiek ha fur e
teuoc’h a-benn da seveniñ ho
c’hoantoù. Ma vezit emgar ho po keuz. Netra
logikoc’h ! Diwallit memestra ma vevit gant unan
all. Ne vo ket pardonet kalz a dra deoc’h. Alies
e c’hoarvez deoc’h ober van da chom hep merzout tra
ebet. Dreist-holl pa vez jeu en ho koublad. E fin ar bloaz aze e vo
disheñvel an traoù. Klask a reoc’h
kompren da vat petra a zo kaoz ez eus kudennoù
etrezoc’h. Komz a reoc’h eus se didro. Diaes pe
boanius e c’hello bezañ. Met talvoudus e vo
deoc’h an onestiz-se. Stabiloc’h e vo ho koublad
goude se. Ma vezit hoc’h-unan e kavo deoc’h
n’eo ket ken dreist-se ! Bezit frealzet, rak ar
wezh-mañ ho po tro da gejañ gant un den a
cheñcho ho puhez en un doare plijus-tre. Evit a sell ouzh al labour emañ Yaou, mestr ar chañs, ganeoc’h. Dindan e ren e vioc’h furoc’h. Palioù tizhapl a vo lakaet ganeoc’h. Al Loar du a vroudo ac’hanoc’h da beurlipat ho labour. Katell
Leon Ar
Skorpion: ar Grug. An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|