Lun 29 a viz Here, niv.165
Sizhun 44 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Arc'hantina:

gwreg ar prezidant kozh

prezidantez d'he zro

 

 

Dec'h da noz e oa bet dilennet Cristina Fernandez (tuad kleiz-kreizour) e penn Republik Arc'hantina. Tro gentañ an dilennadegoù e oa. En Arc'hantina e c'hell un danvez-prezidant bezañ anvet en dro gentañ ma tastum da nebeutañ 40% eus ar mouezhioù gant an eil danvez-dilennad o kaout 10 poent nebeutoc'h. Er republik-se eo rediet an dud da vont da votiñ ivez. Gwreg ar prezidant a oa o ren ar vro etre 2003 ha 2007, Néstor Kirchner, he deus bet 43,6% eus mouezhioù Arc'hantiniz, pa oa bet dastumet 22,6% gant an danvez-prezidantez tostañ, Elisa Carrio (tuad frankizour-kristen). Kaset he doa Cristina Fernandez he c'houlzad war stad an traoù er vro goude renad he gwaz. Néstor Kirchner zo gwelet evel ar prezidant zo deuet a-benn da dennañ ar vro eus an enkadenn ekonomikel grevus a oa bet e 2001-2002. Kendalc'het e vo gant memes politikerezh neuze. Berzh a ra er renkadoù sokial paourañ: dek vloaz zo ne oa ket bet ken nebeud a dud dilabour, hag ur c'hard eus poblañs Arc'hantina zo paour. Pemp bloaz zo e kresk ingal ekonomiezh ar vro eus 8% da 9% bep bloaz. Distreiñ a rafe Néstor Kirchner war ar renk evit bezañ prezidant en-dro e 2012.

 

 

 

 

 

 

 

 

Grenelle an Endro : peseurt diskoulmoù ?

 

 

Liesseurt a-walc'h eo alioù an dud diwar-benn Grenelle an Endro. Ar batroned, ar sindikadoù, ar PS, ar Modem, Unaniezh Europa hag Al Gore a seblant bezañ laouen eus an disoc'hoù.  José Bové zoken, en deus kemeret ar gaoz war France Inter evit lavaret e oa laouen eus ar pezh a oa bet lavaret diwar-benn an OGK. Pierre Radanne, bet e penn an ADEME, a zo etre daou soñj: laouen eo o welet ez eus bet kavet diskoulmoù fetis e-keñver ar savadurioù hag an doare "demokratel" d'ober, da skouer, daoust ma lavar e vo moarvat diaes da lakat pep tra e pleustr dre m'emañ dislavaret divizoù ar Grenelle gant politikerezh hollek Bro-C'hall. Gwir eo war dachenn ar sevel tiez ez eus ar muiañ a zivizoù fetis ha sklaer. Diouzh un tu all e tiskouez mat Paul Ariès, o skrivañ er gazetenn La Décroissance, poent-ha-poent, pegen gwan eo an divizoù a vez kemeret, keñveriet ouzh ar pezh a c'hoarvez e gwirionez. Savet en deus an enep-Grenelle, klok ha dedennus eo o lec'hienn.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Romeo ha Julieta" o tañsal e Brest

 

 

Un abadenn rouez a vo kinniget er c'h-Quartz, e Brest, d'an 8 ha d'an 9 a viz Du. "Romeo ha Julieta" a vo c'hoariet gant ar strollad 24 dañser renet gant ar c'horollour [chorégraphe] Angelin Preljocaj. Met disheñvel mat e vo diouzh skrid Shakespeare gant sonerezh ar sonaozour meur Serge Prokofiev hag ul leurenn gant klinkadurioù divent hag arnevez an treser Enki Bilal en deus krouet ivez ar gwiskamantoù. Hag ouzhpenn en deus Angelin Preljocaj, a orin eus Albania,  lec'hiet an istor karantez hollvedel e broioù hollveliour [totalitaire] ar reter: en abadenn-mañ, a oa aet ar maout ganti evit ar "Victoires de la Musique" e 1997, e vez lakaet war wel ur stourm etre ar vezen [milice] karget da lakaat da ren an urzh sokial ha bed an dud didi.

 

Hoel Louarn

 

Yaou 8 a viz Du da 7e30 noz (Gwener 9 a viz Du, abadenn glok)

Etre 16 ha 30 euro

Evit gouzout hiroc'h: www.lequartz.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad:

Sylvain Wiltord a gas Stad Roazhon war-raok

 

 

Aet eo an trec'h dec'h gant Stad Roazhon war dachenn skipailh Lens (1-2), evit 12vet devezh Kevre 1 Mell-droad Frañs. O klask adpignat e oa paotred an "Nord", 19vet, goude daou grogad gounezet a-enep Nancy hag Auxerre. Graet en deus ar skipailh gourdonet gant Jean-Pierre Papin ul labour vat dec'h koulskoude. Ar pal kentañ zo bet evitañ zoken (gant Monterrubio d'an 50vet munutenn). Aozet en deus tamm-ha-tamm un doare c'hoari solut, met en taol-mañ e oa c'hoazh gwan doare c'hoari paotred Lens evit fin ar fiñvioù hag e dibenn ar c'hrogad. Diouzh tu Roazhon eo bet kadarnaet pouez ar c'hoarier nevez erruet Sylvain Wiltord (skeudenn), merket gantañ pal kentañ Roazhon dec'h (d'ar 57vet munutenn). Un eil pal zo aet gant ar Vretoned d'ar 77vet munutenn gant Jérôme Leroy, en doa resevet ar vell digant Wiltord. Hemañ en deus lakaet tri fal e tri c'hrogad diwezhañ Stad Roazhon. Un afer vat evit ar skipailh ruz-ha-du, zo pignet d'an trede plas er C'hevre 1, war roudoù Lyon ha Nancy.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Meet the Robinsons

(Bienvenue chez les Robinson)

 

 

Stadoù-Unanet – 2007
Seveniñ: Stephen J. Anderson

 

Ur paotr a 12 vloaz leun a ijin hag a youl-grouiñ eo Lewis. An ardivink diwezhañ bet krouet gantañ eo ul Lenner Eñvor a roio an tu dezhañ da adkavout koun eus e vamm. Emzivad eo Lewis, e gwirionez, hag ar c’hrennoad o tostaat ne aesaio ket e advabidigezh; kenkoulz eo klask adkavout roud e dud “gwir”. Met tra m’emañ ar paotr yaouank war-nes lakaat al Lenner Eñvor da c’hoari e tifluk “eus an dazont” ur c’hrennard deuet da wareziñ Lewis diouzh “paotr e dog-meloñs”.

 

Poent e oa ober un tamm kempenn da di Disney. Graet eo bremañ war a seblant a drugarez da atiz a-feson e skourr teirmentek, Pixar. Er bloavezhioù diwezhañ e teue“frañchiz Disney“ da vezañ pounner ha ne zigase ket filmoù dispar tra ma rae berzh fent ha mailhoni labour Pixar. Deuet eo ar c’hemm gant Meet the Robinsons a c’hellfe bezañ ur film Pixar. N’eo ket dre zegouezh: John Lasseter, bet rener Pixar ha sevener filmoù dreist evel Toy Story (1996), zo bet lakaet e penn rann ar bevaat e ti Disney. Ar wech kentañ eo emañ ur sevener o ren war ar c’hrouiñ ennañ abaoe marv Disney e-unan. Poent bras e oa.

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout muioc’h: http://disney.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Eil gouel Les Indisciplinées en Oriant

Etre ar 7 hag an 11 a viz Du

 

 

E penn-kentañ ar miz o tont e vo kinniget eil gouel Les Indisciplinées en Oriant, er sal Cosmao du Manoir, hag a zo bet nevesaet a-ratozh. En holl neuze, peder nozvezh, pep hini anezho gouestlet d’un dodenn resis.

D’ar Merc’her 7 e krogo an traoù gant un abadenn dizoloadenn "Le Printemps de Bourges" ha Maion ha Wenn, div blac’h eus ar vro a glever muioc’h-mui a draoù diwar o fenn. An abadenn-se a vo digoust. An deiz war-lerc’h e cheñcho an traoù, dre ma vo kinniget un nozvezh pop-rock indie. Dont a raio Yelle (skeudenn), plac’h diroll eus Sant-Brieg, Stuck in the Sound (rock nerzhus), Turzi (sonerezh elektro sioul a-walc’h) hag ivez Hey Hey My My, un daouad pop-folk eus Pariz.

Nozvezh ar Gwener 9  vo gouestlet d’ar sonerezh rock evit riboulat (evel ma lavarer), hag e vo tu da selaou Spoke Orkestra, Fils de Teuhpu, Mon Côté Punk hag Electric Bazar. D’ar Sadorn e cheñcho an traoù: sonerezh elektro a vo a-hed an nozvezh gant Sayag Jazz Machine (elektro jazz a-vremañ), DJ Zebra, Strup X, La Phaze e-touez re all. Echuiñ a raio an traoù d’ar Sul da 4 eur goude kreisteiz gant un abadenn sonerezh-sinema gant Microfilm (post-rock) hag Olivier Mellano (gitarour en deus kenlabouret gant Miossec pe c’hoazh Yann Tiersen).

Peadra neuze da sachañ evezh selaouerien liesseurt. Abadennoù etre 5 hag 20 euro.

R.M.

Muioc’h a ditouroù :

www.lesindisciplinees.com

 www.myspace.com/lesindisciplinees

 

 

Red: sonadeg ha pladenn nevez
Nolwenn Korbell & Soig Siberil

Un daoudad gwirion, evit brezhoneg ar galon, ha leun a ijin! Nolwenn Korbell a gan diwar-benn ar vuhez, ar garantez, trivliadoù mab-den dre he zestennoù warno blaz ar "swing" ha lusket gant he yezh. Gant Soig Siberil ouzh ar gitar, ez eo kreñv al liamm kenetrezo. Klask a reont diskouez birvidigezh ur sevenadur a-hiziv.

Goude 3 bloavezh o seniñ a-stroll e oa poent bras dezho enrolliñ ur bladenn ha lakaat da glevout kanaouennoù Nolwenn kempennet gant Soig, an hanter anezho o vezañ nevez savet. Ouzhpenn ar bladenn e vo kavet un DVD a vo gwellet ennañ tammoù eus an enrolladur, ha kanaouennoù ez-vev filmet war al leurenn. Dont a raio e-maez e miz Du 2007 gant Coop Breizh.

Ar bladenn 'vo hec'h anv Red... 'giz red ar stêr en draonienn, red ar gwad er wazhienn, red ar vuhez e-kerz ur valsenn.

 

Priz : 10€ / 12€

Evit gouzout hiroc'h:

Amzer Nevez, Soe, 56270 Plañvour. Pgz: 02 97 86 32 08

www.amzernevez.org

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Crumble kourjetez ha boursin

 

 

Evit 4 den: 3 c’hourjetezenn – holen gros – pebr – 1 boursin – un tamm amann evit ar plad

Evit an toaz: 75 g amann – 80 g parmesan – 75 g bleud – 3 loaiad vras paladur – 1 loaiad vihan tin

 

Gwalc’hit ar c’hourjetez ha dibluskit anezho gant un diblusker. Lezit ur vandenn blusk war 2. Rasklit gant ur mekanik-meskañ; lakait da zizourañ 3 eurvezh gant an holen gros.

Amanennit ur plad da rostañ. Pa vo dizouret ar c’hourjetez, lakait anezho e foñs ar plad. Pebrit. Troc’hit ar boursin a-ruilhennoù hag aozit anezho war ar c’hourjetez.

Raktommit ar forn (200°/therm 6/7). Evit an toaz, lakait an amann da vlotaat er skinforn. Rasklit ar parmesan.

En ur plad-saladenn, meskit ar bleud, ar parmesan, ar paladur, an tin hag an amann blotaet. Mezit an aozad gant an daouarn a-benn kaout un toaz sablek. Bruzunit mat. Diskargit an toaz war al legumaj. Lakait er forn 30 mn. Servijit diouzhtu.

 

 

Diskouezadeg diwar-benn ar brezhoneg e Kemper

"15 kantved emdroadur ar brezhoneg gwelet dre ar skridoù : un istor eus ar brezhoneg, adalek an indezeuropeg betek ar brezhoneg arnevez" eo he zitl. En darn gentañ e tiskouezer nested ar brezhoneg hag ar yezhoù indezeuropek all ha da heul kerentiezh yezhoù ar skourr keltiek. Klokaet eo an trosell istorel hollek-se gant dezrann saviad pep yezh keltiek kempred. Eil darn an diskouezadeg - an hini bouezusañ - zo gouestlet da emdroadur ar brezhoneg abaoe ar 5vet kantved. O vezañ m'emañ ar yezh bepred oc'h emdreiñ eo digor an darn diwezhañ war ziaweloù dazont ar brezhoneg. Pep tra zo skoueraet gant teulioù ha dielloù orin, kartennoù ha taolennoù.

E Ti ar Vro Kemper, betek ar 16 a viz Du.

Digor a Lun da Wener eus 9 eur betek 1eur g-m, hag eus 2 eur g-m betek 6 eur noz.

Da Sadorn, eus 10 eur betek kreisteiz. D'ar Sadorn 10 a viz Du e vo digor a-hed an devezh.

Strolladoù a c'hall dont, goulennit ha kinnigit un deiziad.

Evit gouzout hiroc'h : Ti ar Vro Kemper, 3 plasenn Familh Gabaï, 29000 Kemper.

Pgz: 02 98 90 70 43. www.tiarvro.org. tiarvro-kemper@wanadoo.fr