|
|
|
|
|
|
|
Lun 30 a viz Here,
niv.120 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Brazil
: Lula
e penn ar vro evit an eil gwech |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kudennoù
energiezh 2 An
eoul-plant |
|
|
M.M. Evit
kenderc'hel gant an tabut : |
|
|
|
|
|
|
|
Erer
kozh ha nevez e Kastell-Briant |
|
|
E
bro an douaroù legumaj, chatal ha gwinaouegoù
’z eus bet dalc’het kalz eus ar re-mañ,
kinniget en ur rouedad mirdioù al labour-douar. Peadra da
sevel an diskouezadeg "Erer ha tud". An arar zo liammet strizh gant
kêr Kastell-Briant, abaoe an amzer ma oa staliet eno an
embregerezh Huard e 1895, deuet da vezañ Kuhn
bremañ. An
diskouezadeg-mañ zo kinniget e brezhoneg ha tu vo
deoc’h profitañ evit gweladenniñ ar
c’hastell ivez. Hoel
Louarn Evit gouzout hiroc’h : 02 40 28 20
20 |
|
|
|
|
|
|
|
Aet
gant Hent ar Rom |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
The
Queen |
|
|
Bro-Saoz,
Frañs, Stadoù-Unanet - 2006
Petra
eo The Queen ? Ur film fentus gant un
danvez skrijus ? Ur film brudañ ar rouantelezh hag
ar rouanez pe kentoc’h evit sikour Tony Blair ? Gant
Stephen Frears (sevener The van, The snapper, Hero...) emeur kaset eus
kegin ti Tony Blair da gambr-gousket ar rouanez, eus lanneier Bro Skos
da borzh Buckhingham Palace. Didro. Diardoù. Ha Lady Di, aet
da Anaon, o plantañ reuz en tiegezh hollvrudet... Fent,
plijadur. Ya. Preder
war ar sistem politikel ha pouez ar mediaoù ivez. Tremen a
reer aes ha brav eus dielloù da faltazi. N’eus
tamm flemm drouk ebet er film (nemet gant pried ar rouanez e
vefe ?), soutil ha spiswel kentoc’h. Helen Mirren a
zo amañ "queen" penn kil ha troad. Ur film saoz (unan all
c’hoazh) a dalv ar boan. Gwir. A.K. |
|
|
|
|
|
|
|
Fest-noz
bedel e Kemper gant an 8vet Cyber! |
|
|
H.L. Mont-tre
: 8 euro (war al lec’h pe war lec’hienn An Tour Tan) Digoust
dindan 12 vloaz. Evit
gwelet ar Cyber-fest-noz war ar genrouedad (gant Real Player, digoust
da bellgargañ) ha gouzout hiroc’h :
Kregiñ
a ray an traoù d’ar Yaou 7 gant Cat Power (Judah
Bauer, gitarour ar strollad Jon Spencer Blues Explosion a sono asambles
ganti), Razorlight, The Horrors, Viva Voce. Emgav an deiz
war-lerc’h gant The Long Blondes, DJ Morpheus, The Books,
Cassius, Klaxons pe c’hoazh Albert Hammond Jr (gitarour The
Strokes). Hag evit echuiñ, d’ar Sadorn
9 : Kaiser Chiefs, Digitalism, Justice ha MSTRKRFT (bet
anavezet a-raok dindan an anv Death From Above 1979). Hag
evel-just, abadennoù liesseurt e tavarnioù
Roazhon (Bars en Trans), hag ivez, evit kaout un
tañva : La tournée des Trans
(adalek an R.M. Prizioù,
programm klok hag all : |
|
|
|
|
|
|
|
81 vaouez |
|
|
E
Bolivia emaint evit an deizioù. Goude treuziñ
Amerika ar Su ez aint da Okeania hag Azia ! Evit
heuliañ o zroioù-kaer hag ober anaoudegezh gant
raktresoù ar merc’hed o deus gwelet,
n’hoc’h eus nemet mont war o lec’hienn
internet http://www.81femmes.org. Katell
Leon
Danvez (evit
10 den) : Raktommit
ar forn (6/7 thermostat). Grilhit
ar c’hraoñ ha ar pistachez a-benn lemel kuit ar
c’hrochen. Drailhit
ar c’hig konikl (nemet ar spilhennoù gonikl), ar
c’hig moc’h, hag ar c’hi leue. Meskit pep
tra. Ouzpennit ar vioù, ar banne Armagnac, ar pistachez hag
ar c’hraoñ-kelvez pilet gros. Meskit
ur wech all ; sasunit gant holen ha pebr. Gwiskañ
ur girin gant larjez ha leuniañ anezhi betek an hanter. Diskargit
ar spilhennoù konikl, hag ouzhpennit ar peurrest eus ar
meskaj. Goloit gant larjez. Lakait er forn e-pad 1e30. Mari
Lubrano
( Ar
pep pouezusañ evit ar re zo bet ganet dindan sin ar Skorpion
a vo adkavout fiziañs ha gwellwelusted. Perzhioù
o deus manket dezho abaoe bloavezhioù. Gallout a raio ar
meskaj planedennoù zo en ho sin (Loar du, Ouran, Yaou ha
Ploudon) degas trubuilhoù – ha danvez tarzh
– en ho puhez kalon !
Deoc’h-c’hwi e vo da c’hoari neuze.
C’hwi e vo mestr-ez ar jeu. Diouzhoc’h ez aio ho
tarempredoù war-raok pe get. Ma vezit evezhiek ha fur e
teuoc’h a-benn da seveniñ ho
c’hoantoù. Ma vezit emgar ho po keuz. Netra
logikoc’h ! Diwallit memestra ma vevit gant unan
all. Ne vo ket pardonet kalz a dra deoc’h. Alies
e c’hoarvez deoc’h ober van da chom hep merzout tra
ebet. Dreist-holl pa vez jeu en ho koublad. E fin ar bloaz aze e vo
disheñvel an traoù. Klask a reoc’h
kompren da vat petra a zo kaoz ez eus kudennoù
etrezoc’h. Komz a reoc’h eus se didro. Diaes pe
boanius e c’hello bezañ. Met talvoudus e vo
deoc’h an onestiz-se. Stabiloc’h e vo ho koublad
goude se. Ma vezit hoc’h-unan e kavo deoc’h
n’eo ket ken dreist-se ! Bezit frealzet, rak ar
wezh-mañ ho po tro da gejañ gant un den a
cheñcho ho puhez en un doare plijus-tre. Evit a sell ouzh al labour emañ Yaou, mestr ar chañs, ganeoc’h. Dindan e ren e vioc’h furoc’h. Palioù tizhapl a vo lakaet ganeoc’h. Al Loar du a vroudo ac’hanoc’h da beurlipat ho labour. Katell
Leon Ar
Skorpion: ar Grug. An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|