|
|
|
|
|
|
|
8 a viz Du 2004,
niv. 31 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gounezerien
kaol-fleur lakaet diaes |
|
|
Ne
vez ket gwerzhet a-walc'h gant gounezerien kaol-fleur Breizh, koll zo
ganto. Dibunet e oa ur1 500 produer bennak e
straedoù Roazhon digwener diwezhañ. Un nebeud
dileuridi a oa e Pariz d'ar memes koulz, evit komz gant kargidi eus
Ministrerezh al Labour-douar. |
|
|
|
|
|
|
|
Marv
eo Cannelle |
|
|
Un
nebeud deizioù zo e oa bet lazhet gant ur chaseour,
Cannelle, an arzhez diwezhañ genidik eus ar
Pireneoù. Gwarezet eo al loened-preizh vras diouzh
lezennoù Bro-C’hall, Europa hag ar bed (emglev
Berne). Rankout a ra ar Stad C’hall eta gwareziñ
ha diwall an arzhed er Pireneoù, ar bleizi en
Alpoù hag al linsed er Vogez, er Jura hag en
Alpoù. Gallout a reer kenvevañ gant ar
gouennoù loened-se pa vez ur gwir youl bolitikel :
kavet zo bet e Bro-Italia hag e Bro-Spagn an tu da ziwall ar chatal
dioute en un doare efedus. Arabat bezañ touellet neuze pa
sav pennoù bras ar Stad o mouezhioù a-enep da
seurt darvoudoù : aotreet eo bet gant ministr an
ekologiezh lazhañ 4 bleiz en Alpoù nevez zo. Ne
vo tu da wareziñ an arzhed, ar bleizi hag al linsed nemet pa
vo prest an dud da gompren n’haller ket sujañ ar
loened gouez, n’haller ket mestroniañ o
emzalc’h hag eo ret asantiñ da se. A-benn ar fin
eo an aon rak un natur gouez ha dizalc’h he deus lazhet
Cannelle hag an daou vleiz en Alpoù. Kement
ha goût hiroc’h : www.aspas-nature.org. |
|
|
|
|
|
|
|
Roger
Corbeau : poltredoù |
|
|
N’eo
ket alies e weler poltredoù ken brav hiziv an deiz. Fromet e
vez tud zo, simudet reoù all, dirak daoulagad bamet Jean
Gabin. |
|
|
|
|
|
|
|
Bageal |
|
|
Setu
aet kuit a-benn ar fin redadeg ar Vendée Globe. Ar bloaz
mañ eo 20 martolod a lakae penn da greiz, en o zouez 2
blac’h, Anne Liardet hag Karen Liibovici. Met ret eo anzav,
diwar an 20 merdeer, n’eus nemet un 10 bennak a
c’hell gounit. En o zouez, Mike Golding, Roland Jourdain,
Jean ar C’hamm pe c’hoazh Jean-Pierre Dick a
seblant kaout ar muiañ a chañsoù da
c'hounit. Ar vartoloded a oa aet kuit disul da 1 eur 02 rik en
endervezh evit tri miz redadeg tro-dro ar bed. Vincent Riou eo an hini
kentañ evit ar mare. Chañs vat dezho ! Mell-droad 13vet
devezh R1 Bastia
(16vet) 1-1 Roazhon (13vet) Naoned
(9vet) 1–1 Auxerre (3vet) 15vet
devezh R2 Gwengamp(20vet)
2-0 Créteil (17vet) An
Oriant (13vet) 1-2 Le Mans (8vet) Montpelhier
(7vet) 1-0 Brest (2vet) 14vet
devezh R1 Roazhon
(12vet) – Tolosa (10vet) Lyon
(1añ) – Naoned (9vet) 16vet
devezh R2 Brest
(2vet) – Dijon (12vet) Gueugnon
(4e) – An Oriant (15vet) Reims
(16vet) – Gwengamp (14vet) |
|
|
|
|
|
|
|
Un
long dimanche de fiançailles |
|
|
Frañs
- 2004 Seveniñ
: Jean-Pierre Jeunet Da
vare ar c’hentañ brezel bed e veze techet ar
soudarded d’en em c'hloazañ o-unan gant ar spi e
vijent skarzhet deus ar fozioù-difenn. Arvarus e oa en ober
avat pa veze kondaonet an darn vrasañ anezho da gastiz ar
marv a-benn ar fin. Kement-se a oa c’hoarvezet gant Manech
(Gaspard Ulliel) e 1917 : kaset e oa bet d’an
“no man’s land” gant pevar faotr all. Ne
zegemer ket e vestrez Mathilde (Audrey Tautou) ar soñj-se da
wir koulskoude. Ma vije marv Manech e ouije ! Gant feiz ha
kalon e kas ar plac’h yaouank hec’h enklask, a-benn
adkavout he danvez-pried. N’haller
ket lavaret ne oa ket gortozet film nevez Jean-Pierre Jeunet goude ar
berzh en doa graet "Le fabuleux destin d’Amélie
Poulain". N’eo ket ken fresk ha tener e film nevez, met tem
ar c’hentañ brezel bed a zo kaoz.
Meskañ a ra Jeunet ar sukr gant an holen ar
wech-mañ ha temzañ a ra ganto un istor (pe
istorioù) denel-tre, kinniget gant ur skeudennouriezh
dreistampart. A-drugarez da "Amélie Poulain" ez eus deuet un
tolpad aktourien a-feson da zerc’hel an eilrolloù,
zo kaeroc’h (Clovis Cornillac a ziskouez e varregezh adarre). Kement
ha gouzout muioc'h : http://wwws.warnerbros.fr/movies/unlongdimanche/ |
|
|
|
|
|
|
|
The
Go ! Team – Thunder, Lightning, Strike |
|
|
Embannet
gant Memphis Industries Forzh
piv a c’hall ober taolioù-arnod. Evit pezh a sell
ouzh an disoc’h, n’eus nemet ar re
varrekañ a zeu a-benn da gaout un dra nevez pe dereat. The
Go! Team a zo deuet a-benn da grouiñ ur seurt sonerezh
nevez-flamm, diazezet war an holl zoareoù bet ijinet abaoe
un 30 vloaz bennak. Ijinit 'ta : kemerit sonerezh rock trouzus, pop,
easy listening, country, hip-hop, an holl anezho sonet gant 6 den (2
blac’h en o zouez) o tont eus Brighton : setu ho
peus “Thunder, Lightning, Strike”, da lavaret eo 35
munutenn a sonerezh dibar. A-benn
un nebeud sizhunvezhioù e vo poent ober renta-kont
pladennoù rock ar bloaz : anat eo e vo “Thunder,
Lightning, Strike” e-touez ar re gentañ. Kement
ha gouzout hiroc'h : www.thegoteam.co.uk. |
|
|
|
|
|
|
|
Kig-moc'h
gant avaloù-ananaz |
|
|
Evit
pevar den Danvez :
400g kig-moc'h (mell-kein pe bruched), ur pezh mell skilbebrenn c'hlas,
ur wrizienn jinjebr fresk, ur pimant teod-lapous flastret, 1 voestad
vras avaloù-ananaz skejet, un domatezenn vras,
2 loaiad vras a vleud maiz, 2 loaiad vras a win gwenn sec'h, 3
loaiad vras a hilienn soja, 3 loaiad vras a eoul, ur penn-onion
skejennet. Troc'hit
ar c'hig-moc'h e diñsoù bihan. E
barzh ur bodez, meskit 1 loaiad vras a vleud maiz gant ar gwin gwenn ha
2 loaiad vras a hilienn soja. Goloit an tammoù kig-moc'h
gant ar meskaj-se. Leuskit
anezho da c'hlec'hiañ e-pad ur c'hardeur. Sec'hit
anezho ha lakait an tammoù kig-moc'h da boazhañ
en ur baelon gant 2 loaiad vras a eoul. Ur wech poazhet, lakait ar
c'hig a-gostez. Lakait
ar skilbebrenn, skejennet e laonennigoù, ur meudad a jinjebr
rasklet hag ar penn onion skejennet da boazhañ er baelon,
gant an eoul bet implijet dija. Lakait al legumaj da vitoniñ
e-pad 10 munutenn. Ouzhpennit
un domatezenn diblusket ha troc'het a dammoù. Leuskit da
vitoniñ e-pad 5-8 munutenn. En
ur volenn, meskit ar peurrest eus ar bleud maiz gant an hilienn soja,
ar gwinegr ha chug ar voestad avaloù-ananaz. Diskennit war
al legumaj, holenit. Ouzhpennit ar pimant flastret ha leuskit da
vitoniñ e-pad 5 munutenn. Ouzhpennit ar c'hig-moc'h hag ar
skejennoù avaloù-ananaz troc'het a
dammoù. Servijit gant riz kreolek. !! Arabat touchañ
ouzh ho taoulagad |
|
|
|