|
|
|
|
|
|
|
Lun 23 a viz Here,
niv.119 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
17vet
Saloñs Levrioù Karaez |
|
|
Tem
ar bloaz-mañ eo Kebek. Pedet eo bet "Levraoueg Kebek" Pariz
da gemer perzh er Saloñs. Prezidantez a-enor Gouel
Levrioù 2006 eo ar romantourez vreizhat Irène
Frain. Bez' e vo neuze e sal Leurenn Glenmor Karaez e-touez an 200
skrivagner pedet, hag an 60 embanner e fin miz Here. Prizioù
a vo roet adarre, en o zouez priz Ti-kêr Karaez, priz Liseidi
Diwan ha Priz ar Yaouankiz. Ur souezhadenn a vo kinniget evit
lidañ 20vet deiz-ha-bloaz Saloñs Romantourien
Breizh gant embannadur un dastumad danevelloù divyezhek gant
un dek skrivagner breizhat brudet. |
|
|
|
|
|
|
|
Kudennoù
energiezh 1 An
eoul-maen o vont da hesk |
|
|
M.M. Titouroù
ouzhpenn : |
|
|
|
|
|
|
|
Gwalleur
d’ar merc’hed met eürusted ebet
d’ar chas |
|
|
Bruno Geslin en deus dibabet ar c’homedian Denis Lavant evit c’hoari ar pezh diazezet war skridoù orin Joël Bousquet : e zanevell buhez, lizhiri a bep seurt ha skridoù orgedus. Hoel
Louarn Meurzh
Mont-tre
etre 11 hag 21 euro. Mel-livenn:
moelle épinière.
Stultennoù: fantasmes. Orgedus: érotique. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
An
Inconvenient Truth (Une vérité qui
dérange) |
|
|
Seveniñ
: Davis Guggenheim En
arvar bras emañ an Douar. Bloavezhioù zo e ouzer
an dra-se met nebeut a draoù a cheñch er
fedoù. Hervez ar skiantourien ne chomfe nemet un dek vloaz
bennak evit cheñch penn d’ar vazh ha tremen hebiou
ur gwallzarvoud bedel. Marc’heien an Apokalips zo war an
hent. Mab-den eo en deus plantet reuz en hin, ha n’eus
nemetañ a c’hell diskoulmañ ar gudenn. An
teulfilm-se a heuilh Al Gore, “bet danvez prezidant ar
Stadoù-Unanet“, en e droiad prezegenniñ
a-dreuz ar bed. Kaer hon eus anavezout mui pe vui an
titouroù c’hoazh ez eus amañ peadra da
vezañ skoet bras e spered : disoñjal a
raer pegen fall emañ kont. Un teulfilm diwar-benn Al Gore eo
ivez, dizoleiñ a raer ennañ pegen mennet eo ar
politikour-se da stourm war an dachenn-se abaoe pell. Pa
soñjer eo bet darbet dezhañ bezañ
dilennet e plas egile ne ra van eus an endro... Ur film ret-holl. Met... Ouzh
ar Gornogiz e komz ar film, hag ouzh ar Stadoù-Unanediz
muioc’h c’hoazh. Peuramerikan eo doare Al Gore da
luskañ e brezegenn. Fent a zo, kalzig, met ne vir ket ouzh
ar gemennadenn da dremen ; ober a ra dezhi tremen
gwelloc’h gant tud zo zoken. N’eo ket ur gudenn
enta, an dalc’h a zo kentoc’h gant an doare "bigger
than life" d’ober. Evit diskouez war e skramm ramzel pegen
uhel e pign live ar CO2 er bloavezhioù-mañ,
daoust hag-eñ n’en defe ket gellet Al Gore kemer
ur skeul kentoc’h eget lakaat ur c’harr-saverez (chariot
élévateur) da vont en-dro ? An
dra gentañ d’ober a-raok reiñ
kentelioù d’ar bed a-bezh eo kaout un
emzalc’h disi. Tennañ splet eus
burzhudoù an teknologiezhioù nevez evit degas e
brezegenn fur a-dreuz ar bed a vefe un arouez greñv eus an
emzalc’h nevez zo da gaout evit an dazont ; en ober
gant ar c’hirri-nij a zo saotrus-spontus a gavan-me dipitus. Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout muioc’h : http://www.criseclimatique.fr/ |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
Les Inrocks e Naoned Les
Indixciplinées en Oriant |
|
|
Ma
ouezer abaoe pell ne servij ket da galz tra lenn Les Inrockuptibles (al
lennerien goshañ a c’hall bepred furchal en o
dastumadeg, tapout ur skouerenn embannet e Div
nozvezh ( Tost
er memes koulz (etre an 10 hag an R.M. Muioc’h
a ditouroù : http://www.lesindixciplinees.com/
Disadorn
e Kemper e vo un abadenn Jazz gant un arzour etrebroadel rouez er
vro : James Taylor septet a vo o seniñ e
c’hoariva Max Jacob. Ur muzisian ho peus moarvat bet tro da
glevet c’hoazh, hep gouzout deoc’h marteze, peogwir
eo bet o c’hoari gant strolladoù evel U2, The
Pogues, Manic Street Preachers, The Wonderstuff pe c’hoazh
Tom Jones. Met disadorn eo kentoc’h ur sonadeg doare Jimmy
Smith pe Billy Preston, jazz mod funk ha groove, ho po tro da glevet. Evit
lodenn gentañ an abadenn e vo kinniget deoc’h ar
strollad Heatwave : anavezout a reoc’h son Wilson Picket,
Isaac Hayes pe c’hoazh James Browm. Soul ha funk war un dro,
peadra da gregiñ da fringal a-raok klevet James Taylor. Hoel
Louarn |
|
|
|
|
|
|
|
81
vaouez |
|
|
E
Bolivia emaint evit an deizioù. Goude treuziñ
Amerika ar Su ez aint da Okeania hag Azia ! Evit
heuliañ o zroioù-kaer hag ober anaoudegezh gant
raktresoù ar merc’hed o deus gwelet,
n’hoc’h eus nemet mont war o lec’hienn
internet http://www.81femmes.org. Katell
Leon
Danvez :
1 voestad ananaz ( Raktommit
ar forn (gwrezverk etre). Eoulit
4 fod bihan ha lakait anezho war ur blakenn bastezerezh. E-barzh
ur bodez, meskit an ananaz, ar per hag ar banne malibu ; lakait ar
meskaj er podoù. Er
memes podez, bruzunit an edaj, ouzhpennit ar greun koulourdrenn hag ar
greun tro-heol, ar yaourt hag ar mel. Meskit mat. Lakait ar meskaj-se
er podoù, war-c’horre ar meskaj all. Lakait er
forn (etre) 20 m, betek ma vo alaouret ar
gorre. Mari
Lubrano Bruskenn :
croustillant.
( Ar
pep pouezusañ evit ar re zo bet ganet dindan sin ar Skorpion
a vo adkavout fiziañs ha gwellwelusted. Perzhioù
o deus manket dezho abaoe bloavezhioù. Gallout a raio ar
meskaj planedennoù zo en ho sin (Loar du, Ouran, Yaou ha
Ploudon) degas trubuilhoù – ha danvez tarzh
– en ho puhez kalon !
Deoc’h-c’hwi e vo da c’hoari neuze.
C’hwi e vo mestr-ez ar jeu. Diouzhoc’h ez aio ho
tarempredoù war-raok pe get. Ma vezit evezhiek ha fur e
teuoc’h a-benn da seveniñ ho
c’hoantoù. Ma vezit emgar ho po keuz. Netra
logikoc’h ! Diwallit memestra ma vevit gant unan
all. Ne vo ket pardonet kalz a dra deoc’h. Alies
e c’hoarvez deoc’h ober van da chom hep merzout tra
ebet. Dreist-holl pa vez jeu en ho koublad. E fin ar bloaz aze e vo
disheñvel an traoù. Klask a reoc’h
kompren da vat petra a zo kaoz ez eus kudennoù
etrezoc’h. Komz a reoc’h eus se didro. Diaes pe
boanius e c’hello bezañ. Met talvoudus e vo
deoc’h an onestiz-se. Stabiloc’h e vo ho koublad
goude se. Ma vezit hoc’h-unan e kavo deoc’h
n’eo ket ken dreist-se ! Bezit frealzet, rak ar
wezh-mañ ho po tro da gejañ gant un den a
cheñcho ho puhez en un doare plijus-tre. Evit a sell ouzh al labour emañ Yaou, mestr ar chañs, ganeoc’h. Dindan e ren e vioc’h furoc’h. Palioù tizhapl a vo lakaet ganeoc’h. Al Loar du a vroudo ac’hanoc’h da beurlipat ho labour. Katell
Leon Ar
Skorpion: ar Grug. An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|