|
|
|
|
|
|
|
17 a viz Here 2005,
niv. 71 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Manifestadeg
evit an okitaneg |
|
|
Statud,
mediaoù, deskadurezh... Evel evit holl yezhoù
minorelaet all ar C'hwec'hkorn ez eus diaesterioù bras gant
an okitaneg. War
skouer manifestadeg Roazhon miz Meurzh 2003 evit ar brezhoneg e vo
aozet hini Carcassona. Bodañ ar muiañ ar
gwellañ a dud evit diskouez d'an dilennidi ez eo bev-mat
yezh ha sevenadur Okitania c'hoazh hag e c'hell an neb a gar ober un
dra bennak evit gwellaat an traoù. Etre
Kirri-boutin
a loc'ho eus Breizh, aozet gant ar C'huzul Sevenadurel. 30 euro ar
plas. Evit lakaat e anv (an abretañ ar gwellañ),
pgz : 02 99 87 17 65. |
|
|
|
|
|
|
|
An
Asháninka en arvar abalamour d’ar
c’hoad-akajou |
|
|
Evit
gwir, ar re-se o deus peadra da gaout doan : hiziv an deiz e teu ur
bern koadourien war o douaroù da bilat pezhioù
melloù gwez-akajou. Ouzhpenn an diskar-gwez-se a zistruj ar
c’hoadeier hag endro an Asháninka, e vez chaseet
forzh pegement a jiboez gant ar goadourien, pezh zo arvarus evit an
Asháninka a vev diwar ar chase. Gwashoc’h
c’hoazh, e c’hell armoù an diskarerien
gwez-akajou-se servijout a-enep ar re o defe c’hoant da glemm
a vouezh uhel diwar-benn an drougoberioù-se. Ret
eo goût memestra... Eo
difennet diskar ar gwez-akajou e Perou hep aotre ofisiel (ha
n’eus hini ebet gant ar goadourien-se) abaoe
bloavezhioù. Eo
e-maez lezenn mont war douaroù an
Asháshinka Ez
a ar goadourien-se betek diskar gwez er mirva broadel Otishi,
da lâret eo e tiskaront gwez a zo ul lodenn eus glad ar Stad. Met,
ma ne vefe den ebet evit prenañ ar prenn akajou-se ne vefe
ket kement a dud o tistrujañ ar c’hoadeier evit
tennañ gounid dioute. Neuze, m’ho peus
c’hoant da brenañ taolioù ha
kadorioù jardin, soñjit e koadeier Amazonia hag
en Asháninka ha na brenit ket arrebeuri akajou. Evit
gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg
Fañch an Henaff e Kemper |
|
|
Petra
nevez gant Fañch an Henaff ? Ul levr (Graferezh,
embannet gant Kloatr) hag un diskouezadeg e Kemper. Enni e kaver
taolennoù ha skritelloù dreist-holl, dre
ma’z eo brudet Fañch an Henaff evit e labour war
an dachenn-se. E-giz-se e c’haller gwelout ar pezh en deus
graet evit Diwan, Ar Vro Bagan pe c’hoazh
festoù-noz a bep seurt e bro Gemper. Diazezet eo e zoare war
arouezioù boutin, hag eñ a implij anezho en ur
gendestenn disheñvel (gwelout da skouer skritell Breizh Aktu
gant teod ar Rolling Stones). An oberennoù diskouezet e
Kemper a zo ivez un digarez evitañ da ziskouez al labour en
deus boulc’het evit pezh a sell ar
skrivañ : implijout a ra ar Brito, ur skritur
"kelt" ha modern, savet gantañ. An
daou levr (Skritur ha Graferezh) embannet diwar-benn e labour a
c’haller gwelout ivez. Diskouezadeg
e Kelenn, 3 straed Vande, 29000 Kemper (karter Penharz) Digor
Lun-Gwener : 9e –12e30 hag 1e30 – 5e30 Betek
ar |
|
|
|
|
|
|
|
"Skipailh"
ar merc’hed |
|
|
Ur
gazetenn-sport evit ar merc’hed, biskoazh
c’hoazh ! Hunvreet hoc’h eus anavezout
sekredoù tud brudet ar sport. Graet eo ! L'Équipe
zo o paouez embann ur stagadenn nevez d’e
embannadurioù d’ar Sadorn. An holl
ac’hanoc’h (paotred ha merc’hed) a
c’hello kaozeal diwar-benn an danvez… Er
gazetenn-se e c’helloc’h dizoleiñ ar
sport gant ur sell nevez. Giz, keginañ, sportoù
nevez, enklaskoù hag atersadennoù zo e-leizh.
Degaset gant un ton plijus. Bec’h dezhi ! E
2,50 euro e vo d’ar Sadorn : L'Équipe
(boutin), ar magazin, ha L'Équipe ar
merc’hed ! |
|
|
|
|
|
|
|
The
Brothers Grimm |
|
|
Seveniñ
: Terry Gilliam Ouzhpenn gant arme Napoleon eo spontet Alamagn e deroù an 19vet kantved gant strobinelloù a-vil-vern : tasmantoù, sorserezed, trolled, tud-vleiz, h.a. Dre chañs ez a ar baotred Grimm a geriadenn da geriadenn evit gwerzhañ o skiant da stourm ouzh ar strobinelloù-se. N’int nemet touellerien evel-just, met ouzh ur c’hoadig milliget evit gwir o deus afer en taol-mañ. N’eo
ket The Brothers Grimm film gwellañ
Terry Gilliam, pell alese. Setu un dastumad tudennoù o
fistoullat dizehan gant red un istor disouezh diazezet war ur patchwork
eus elfennoù boutin ar marvailhoù. N’eo
ket displijus avat, ha doare Gilliam a vez anavezet memes tra
(kadarnaet eo gant ar film-mañ pegen tost e c’hell
bezañ e sinema ouzh hini Tim Burton a-wechoù).
Frealzus eo dreist-holl gouzout ez embann Terry Gilliam d’ar
pevar avel bezañ troet ur film kenwerzhel evit rastellat
arc’hant da adsevel raktres dilezet e Don Quixote.
Plijet e vo an holl re o deus gwelet an teul-film mantrus Lost
in la Mancha gant ar c’heloù-se. Evit
gouzout muioc’h : http://www.lesfreresgrimm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
The
Fall – Fall Heads Roll Franz
Ferdinand – You Could Have It So Much Better |
|
|
Ha
kaer ho po selaou ar bladenn e vo diposupl deoc’h kaout
soñj eus an tonioù. Penaos ober neuze ?
kenderc’hel da selaou pladenn gentañ ar strollad
ha disoñjal homañ ar buanañ ar
gwellañ !
|
|
|
|
|
|
|
|
Steredouriezh :
ar balañsoù ( |
|
|
Brokus
oc’h ha frankiz pep hini zo a bouez evidoc’h. Ho
stourm(où) a c’hell kas
ac’hanoc’h davet bed ar politikerezh zoken. An
arzoù a zo diouzh ho toare ivez, dañsal ha
kanañ a rit ken aes ha tra. Boazet e vezit da gemer amzer da
studiañ an arguzennoù a-raok tapout un diviz.
Evit
re an degad kentañ eus ar sin e vo sioul an
traoù. Muioc’h a draoù a zlefe
c’hoarvezout en eil lodenn eus ar bloavezh. Evit a sell ouzh
al labour, na vezit ket re a vall warnoc’h, dont a
reoc’h a-benn eus ho raktresoù ma tiskouezit
pasianted. Evit re an eil degad, splann e vo ho puhez kalon. El labour
e kavoc’h sikourioù hag ho raktresoù a
vo diorroet en un doare efedus-tre. Kredit en ho hunvreoù.
Re an degad diwezhañ a vevo traoù
startoc’h. Mankoù ha dalc’hoù
a santoc’h e-pad al lodenn gentañ eus ar bloavezh.
Diaes e vo deoc’h ezteuler ho santimantoù. Klaskit
chom hep duañ an traoù betek re. El labour ivez
ne vo ket splann ar jeu. Disfiz ho po diouzh pep tra. Arabat koll
kalon, rak aesoc’h e vo an eil lodenn eus ar bloavezh.
Cheñchamantoù yac’h a sikouro
ac’hanoc’h da welet sklaeroc’h. |
|
|
|