Lun 12 a viz Here, niv.256
Sizhun 42 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

"Taget" al Loar gant an Nasa
a-benn kavout dour

 

 

Digwener e oa bet kaset daou vekanik da bladañ e penn-ahel Su al Loar. Estaj goullo ur fuzeenn, div donenn, zo bet bannet d'un tizh bras war toull Cabeus, nepell diouzh ar penn-ahel, hag a zo bepred en noz, da 11e31 (eur Grennwich). Ar sonterez LCROSS he deus heuliet peder munutenn war-lerc'h. N'eus bet skeudenn ebet eus ar stokad evel m'o doa raktreset tud an Nasa siwazh. Spi o deus eo tremenet an traoù evel ma oa jedet ganto. Gant binvioù ar sonterez ha pellsellerioù an Douar e vo klasket studiañ an danvez bet skarzhet gant an darzhadenn. Pal an "dagadenn"-mañ zo gouzout hag-eñ ez eus skorn war al Loar. Hervez studiadennoù embannet nevez zo, e vefe roudoù dour dister-kenañ, e traezh al Loar. Soñjal a ra da skiantourien an Nasa e c'hellfe bezañ etre 2% ha 3% skorn e douar al Loar e toull Cabeus. N'eus bet takenn sklêrijenn ebet el lec'h-se abaoe ur miliard a vloavezhioù.

 

 

 

 

 

 

 

 

An eoul-maen en traezh: raktresoù dañjerus Total

 

 

Pa ya ar c'hementadoù eoul-maen da hesk eo dav kavout mammennoù all evit en em bourveziñ. Betek-henn e veze implijet nebeut a-walc'h an eoul-maen mesket en traezh: dre ma vez ezhomm kalzik labour evit dispartiañ an eil diouzh egile, ne oa ket spletus ober kement-se. Met, bremañ, pa vez diaesoc'h-diaesañ kavout eoul-maen, e teu da vezañ dedennetoc'h-dedennetañ an embregerezhioù gant an eoul-maen-se. En Alberta (Kanada; skeudenn), er Venezuela, hag e Madagaskar dreist-holl e vez kavet eoul-maen a-seurt-se. Er C'hanada ez eus bet dismantret ouzhpenn 3000km² a goadeier evit-se, ha diheñchet stêrioù evit reiñ dour d'ar fabrikoù. Evit dont a-benn da eztennañ an eoul-maen eo dav lakaat produoù e-barzh an traezh, hag ar re-se a vez adkavet en dour, el loened, en dud da c'houde. Dre ma vez ezhomm kalzik treuzfurmadurioù e vez eztaolet CO2 forzh pegement evit kinnig an eoul-maen-se (etre 3 ha 5 gwech muioc'h eget an eoul-maen boutin).

 

M.M.

 

Er mare-mañ emañ Greenpeace gant ul luskad stourm a-enep da Total war an danvez-se. Titouroù ouzhpenn a vo kavet amañ :
http://www.greenpeace.fr/
http://www.greenpeace.org/
http://www.greenpeace.org/

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur mizvezh gouel gant Gouel Digor

 

 

 Etre ar 16 a viz Here hag an 8 a viz Du, e vo lidet sevenadur Breizh e Bro-Wengamp gant Gouel Digor, aozet ingal bep bloaz gant ar gevredigezh Digor. Liesseurt ha pinvidik e vo roll an abadennoù kinniget. Krouidigezh Kelc'h keltiek Kroaz-Hent Gwengamp, "Ar Manu", d'ar Gwener 16, ur sonadeg gant Erik Marchand ha Rodolphe Burger d'ar Sadorn 17, ur pred kig-ha-fars evit Skol Diwan Gwengamp d'ar Sul 18, un devezhiad hip-hop (graf, slam ha rap) e brezhoneg evit skolidi Bro Wengamp, ur veaj e Myanmar kinniget gant René Monfort d'ar Gwener 23, fest-noz e Pabu d'an 24... D'ar Merc'her 28 a viz Here e vo kinniget e sinema Kallag un nozvezh "sinema brezhonek", gant an traoù nevez war tachenn ar filmoù faltazi savet en hor yezh. Kinniget e vo ar film Davet Loula (skeudenn), savet gant ur skipailhig tud a-vicher, hag a-youl vat, da vare Gouel Filmoù Douarnenez: e-kerzh ar festival e oa bet savet pep tra. Ar filmañ, ar frammañ, ar sonerezh...

Beilhadegoù, pezhioù-c'hoari, stajoù dañs, prezegennoù a vo evit klokaat ar gouel betek kreiz miz Du !

 

Evit gouzout hiroc'h:

DIGOR, Kreizenn Sevenadurel Vrezhon, plasenn de Verdun, 22200 Gwengamp.

Pgz: 02 96 44 27 88. Postel : kreizenn.gwengamp@free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Rugby ha golf, sportoù olimpek e 2016

 

 

Digwener tremenet, e Kopenhagen, e oa bet disklêriet war an ton ofisiel gant ar Bodad Etrebroadel Olimpek e oa a-du gant enskrivadur ar golf hag ar rugby war roll ar sportoù a vo e C'hoarioù Olimpek an hañvezhioù 2016 ha 2020. Votet eo bet an divizioù-mañ gant brasañniver ar BEO, gant div vouezhiadeg disheñvel, aozet goude kinnigoù graet gant sportourien a live uhel (gant Tiger Woods evit ar golf da skouer) ha pennoù aozadurioù. Aet zo 63 mouezh a-du evit ar golf er c'hoarioù olimpek e-tal 27 mouezh a-enep ha div tavet. Sklaeroc'h c'hoazh eo bet ar vot evit ar rugby gant 81 mouezh a-du, 8 a-enep hag unan tavet. Un tournamant rugby a vo aozet, gant 12 skipailh seizh c'hoarier, evit paotred ha merc'hed. E-keñver ar golf, e vo un tournamant 72 toull, digor d'ar baotred ha d'ar merc'hed. Ar wech diwezhañ e oa bet kinniget rugby er C'hoarioù Olimpek a oa e 1924, gant skipailhoù 15. War roll sportoù olimpek C'hoarioù 1900 ha 1904 e oa bet enskrivet ar golf. Bez’ ez eus bremañ 28 sport war roll ar C'horioù Olimpek hañv neuze.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

(500) Days of Summer ((500) jours ensemble)

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Seveniñ : Marc Webb

 

A-raok pep tra e oant mat “a-du war ar fed ne oant ket a-du”. Kavout a rae da dTom (Joseph Gordon-Levitt) ez eus eus ar garantez ur santad a uhela an dud. Kozh kaozioù ken ez eo eme Summer (Zooey Deschanel), n’eus ket eus ar garantez nemet un touell a ra droug d’he soñj. Daoust da bep tra, deiz war-lerc’h an diviz-se e kroge an daou-se da vagañ darempredoù stank.

 

“Boy meets girl” adarre. Istor koshañ ar bed eo moarvat met, petra reot, biken n’hor bo echu d’e gontañ. Un istor trivliadel eo hemañ eta, met trivlioù ar paotr eo a vez kinniget aze, ar pezh ne c’hoarvez ket ken alies-se en doare filmoù-se. Ouzhpenn ar sell spis a vez roet war an danvez eo deuet a-benn ar senarioourien da dremen hebiou da godoù “ret” ar c’homediennoù romantel. Hag ar sevenour Marc Webb en deus lakaet kalz a ijin e servij e abadenn. Un taol kaer evit ur film hir kentañ. Panevet evit lodennig an deiz-ha-bloaz e talvez ar boan mont da welet (500) Days of Summer.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h:

http://www.foxsearchlight.com/

 

 

 

Court Métrange

Roazhon (TNB) 22-25 a viz Here 2009

 

Setu erru mare 6vet festival Court Métrange e Roazhon. Ur wech ouzhpenn e vo kinniget e-kerzh an emgav-mañ filmoù-berr, european dreist-holl, war dodenn ar faltazi en un doare ledan.

Darvoud ispisial: skignet e vo ur film hir ivez ha n’eo ket forzh pehini: Suspiria sevenet gant Dario Argento e 1977 ha kinniget gant Alain Schlockoff, e penn ar gelaouenn L’écran Fantastique.

Evel boaz e vo roet ur priz gant skolajidi ha liseidi (un abadenn zisheñvel 1e10 evit pep rann) ha mod all, digor d’an holl, e vo div nozvezh faltazi, unan bevaat hag unan spont. Tamm pe damm evel warlene (met gant filmoù all evel-just), pep abadenn a bad 1e20. D’ar Sul e vo roet 7 priz en holl, dibabet gant an arvesterien rak n’eus juri ebet ar bloaz-mañ.

"Court Métrange nomade" a vo ivez ar wech-mañ, evit lidañ 8vet gouel ar sinema bevaat (16-31 a viz Here), diwallit mat: e Felger, Bruz, Kistreberzh ha Rostrenn e vo tu da welet ar filmoù-berr bevaat neuze.

Festival skrijus ha plijus da bep hini!

 

G.L.

 

A-benn gouzout hiroc’h, al lec’hienn klok-tre gant ar programm resis h.a : http://www.courtmetrange.eu/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Zola Jesus – The Spoils

 

 

Ma, da gentañ, chom hep teurel re a evezh ouzh an anv (mod-all, piv goude-se: Balzac Vichnou?) ha selaou pizh ar sonerezh. Hor c'hefridi eo forzh penaos.
Raktres Nika Roza Danilova (ur plac'h 18 vloaz eus Wisconsin) eo, rak ganti eo e vez savet an holl donioù (daou soner all a vez ganti war al leurenn). Lavarout a ra e plij an opera dezhi, hag ivez sonerien evel Suicide, Kate Bush pe c'hoazh The Residents.
Ha peseurt sonerezh eo neuze? Ma, just a-walc'h, savet zo bet un dikedenn nevez a-benn envel un doare sonerezh ne oa ket bet klevet betek-henn, ha neuze ez eo sonerezh lo-fi gotek. Ijinit neuze ur meskaj etre Siouxsie hag Einstürzende Neubauten (rak luskoù greanterezh a glever ivez war ar bladenn). An tikedennoù post-urban depressive (brav, hañ) ha no-fi a zo bet kinniget ivez: anat eo n'emaomp ket amañ war dachenn ar re a fell dezho gwerzhañ pladennoù e-leizh, war hini an arzourien dieub ne lavaran ket.
Anat eo n'eo ket ur bladenn da brofañ da forzh piv na da selaou da forzh pe vare, rak gwallzarvoudoù a c'hallje c'hoarvezout pa selaouer Clowns, Clay Bodies pe Sink the Dynasty. Ur splujadenn en ur bed koulz lavarout dianv betek-henn eo kentoc'h.
Spi zo da gaout bremañ e kredo aozerien zo pediñ Zola Jesus da seniñ war leurennoù Breizh: tenn-kenañ eo ar bladenn eus ar penn-kentañ betek ar fin, ha war al leurenn e tlefe bezañ stennoc'h an traoù. Ma n'ho peus ket trawalc'h e c'hallit selaou ivez Tsra Bomba, ar bladenn vihan (7 kanaouenn) bet savet gant Zola Jesus.
Anat eo e vo kavet ur plas da Zola Jesus en hol listennad pladennoù gwellañ 2009.

 

R.M.

 

Embannet gant Sacred Bones Records

Muioc'h a Zola Jesus :

http://twitter.com/ZolaJesus

http://www.zolajesus.com/

http://www.myspace.com/zolajesus

http://www.last.fm/music/Zola+Jesus

(ar bladenn a-bezh a c'haller selaou, ha pellgargañ div ganaouenn ivez)

http://zolajesus.blogspot.com/

 

 

 

Teod ar balafenned

gant Manuel Rivas

 

Pa vez meneget Galiza e kaozeadennoù boutin e soñjer diouzhtu er gaita galega kement hag er soner mil vrudet Carlos Núñez. Estroc'h evit se zo avat! Skrivagnerien zo evel-just, Manuel Rivas en o zouez, bet ganet e 1957 en A Coruña ha savet barzhonegoù, romantoù ha danevelloù dindan e bluenn.

Troet e brezhoneg diwar ar galizeg gant Mark Kerrain e vo tu da zizoleiñ pemp eus danevelloù Manuel Rivas –Kentañ karantez, Bered La Habana, Teod ar balafenned, O'Mero ha Peroked ar Güaira o anv– e-barzh al levrig Teod ar balafenned bet embannet nevez zo gant An Alarc'h Embannadurioù. Kizellet en ur yezh yac'h hag aes-kenañ da gompren, Yann lenner a gavo e voued ennañ forzh pe live brezhoneg bennak a vefe gantañ.

Pedet oc'h da veajiñ, difiñv en ho kador-vrec'h, a gCaracas da La Habana en ur dremen dre Diego Suarez. Kerkent ha troet ar bajenn gentañ e savo betek ho tivfronell frond sorc'hennus ar jenofl hag ar rosanovas. Ur banne rom pe gwin ribeiro ho po? Kudenn ebet, kit en ho koazez e-barzh ostaleri straed an Orzán hag eno, ma astennit mat ho skouarn, e klevoc'h notennoù melkonius an akordeoñser Antonio Mallo marteze. Souezhet e vioc'h o tizoleiñ ar pezh a c'hoarvez da noz e La Habana e-barzh "brasañ bered Amerika". Biken ne soñjoc'h e Cristóbal Cólon evel a-raok! Teneraat a reoc'h ouzh an istor fromus a ziwan etre ar skolaer Don Gregorio ha Golvanig, "e wellañ skoliad". E 1936 emaomp, war bord an toull-don ma kouezho Bro-Spagn ennañ hag Europa a-bezh da c'houde.

Ha petra a dalvez "teod ar balafenned", 'mutu? Kit da welet hoc'h-unan e-barzh al levrig-se ha ma ne rit ket e rin "Touseg! Ptilonorink! Iris!" deoc'h...

 

Yannig Boulard

 

Troet gant Mark Kerrain.

Embannet gant An Alarc'h (6,50 an tamm)

 

 

 

 

 

 

 

 

"Miss didoenn" Belgia

 

 

Trouz bras e ra an degouezh e Belgia en deizioù-mañ. Disadorn e oa bet lidet ur gouel dic'hortoz e Belgia. Aozet e oa e Brusel dilennadeg "Miss SDF" ar vro. Aet ar maout gant Thérèse Van Belle, 58 vloaz, a-orin eus Schaerbeek. Gounezet he deus ur bloavezh feurm digoust. Roet e oa bet lañs d'ar genstrivadeg divoas-mañ d'ar 14 a viz C'hwevrer 2009 gant ur glañvdiourez sokial hag he merc'h, bet o kemer perzh e kenstrivadeg Miss Flandrez-ar-Reter. Roet ez eus bet bod gant an aozerien d'ar merc'hed war ar renk abaoe meur a viz, ha sikouret e vo ar "Miss didoenn" hag an nav flac'h erruet war he lerc'h er genstrivadeg, da gavout ul labour stabil. Skoazellet eo bet ar raktres gant embregerezhioù bihan eus Brusel, evel rener ur preti, ur stal bleunioù, da skouer. Dibabet e vefe bet Thérèse Van Belle gant ar juri (bodet gant an aozerien) peogwir e oar sikour ar re all ha sevel he mouezh pa vez ret. Fellout a ra d'an aozerien ober diouti "kannadez an dud didoenn". Ur raktres sokial eo hervezo, evit sachañ evezh Belgiz. Neoazh rebech a ra meur a gevredigezh skoazell sokial, ha gouarnamant Belgia zoken, d'an degouezh bezañ un doare "Star'Ac an dienez" ha profitañ en un doare mezhus eus diaesterioù merc'hed paour.

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh .

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Here 2009!

 

Stad an traoù en Afghanistan da heul an dilennadegoù, cheñchamant liv gouarnamant Japan goude 50 vloaz, stourm al laezh, lid 2009 Kolier an Erminig, ar strollad Gimol Dru Band... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Here 2009.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol. Un emgav eo bep bloaz evit gwelet penaos e ya an traoù er c'helenn brezhonek. P'eo seder a-walc'h renerezh Diwan gant daou lec'hiad nevez krouet er bloaz-mañ, eo splann evit tud Div Yezh ez eus lec'hioù zo e Breizh lec'h ma n'eus youl ebet evit kas war-raok an hentad. Nec'het-kenañ eo ivez renerien Dihun, a gav dezho ne vez ket prientet tamm ebet an dazont gant an Deskadurezh Katolik. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org