10 a viz Here 2005, niv. 70

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kren-douar e Pakistan hag Indez

 

 

Disadorn beure en deus krenet an douar er C'hachmir, un dachennad daouhanteret etre Stadoù Pakistan hag Indez. Kreiz ar c'hren-douar a oa lec'hiet nepell tost da gêr-benn Kachmir tu Pakistan, Muzaffarabad. 7,6 war skeuliad Richter e oa. Goude ar grenadenn vras gentañ en deus kendalc'het ar gwalleur : 45 krenadenn all zo bet war-lerc'h, o tizhout 5 pe 6 war skeuliad Richter.

Kreñv-tre eo bet ar c'hren-douar : ouzhpenn 30 000 den marv a vefe, hag ouzhpenn 42 000 a vefe bet gloazet. Kalz a dud zo bet lazhet pa oant e savadurioù zo kouezhet en o foull gant nerzh ar c'hren-douar. Goulennet he deus Stad Pakistan kaout skoazelloù arc'hant ha dafar dreist-holl (louzoù, teltennoù, gwad), biñsaskelloù pe tourterezed. An diaesañ zo bremañ tizhout ar c'hêriadennoù, dre m'eo bet distrujet an hentoù. Ouzhpenn bezañ ul lec'h diaes e-keñver temz-amzer eo start-tre an traoù er vro e-keñver politikerezh. Indeziz koulz ha Pakistaniz a fell dezho bezañ mestr war ar C'hachmir a-bezh. Ul lodenn eus an dachennad-se zo dindan beli Sinaiz ivez.

Skipailhoù skoazell zo bet kaset war ar plas gant meur a Stad (Rusia, Sina, Japan, Turkia, Stadoù-Unanet...) ha skoazelloù arc'hant zo bet kaset gant Kumuniezh Europa.

 

Evit kas skoazelloù arc'hant :

www.secours-islamique.org/dons

www.secours-catholique.asso.fr

www.fdf.org

 

 

 

 

 

 

 

 

A-zivout an nukleel, ar peoc’h hag an endro...

 

 

Digwener e oa bet roet Priz Nobel ar Peoc’h da vMohammed ElBaradei, rener meur an AIEA (Agence Internationale de l’Energie Atomique) evit loreañ e labour a-benn mirout ouzh ar broioù a ober armoù diwar an energiezh nukleel. Gallout a reer menegiñ penaos e oa bet lakaet diskred war ar Stadoù-Unanet gant Mohammed ElBaradei pa oa bet embannet gantañ en doa disfiz an AIEA e vefe armoù spontus en Irak, un digarez implijet gant ar Stadoù Unanet evit kas o brezel eno. Strivoù kaer eta, kanet meuleudi dezhe dre ar priz Nobel.

Koulskoude ez eus elfennoù all a rankfe bezañ priziet ivez. Pal an AEIA, ouzhpenn difenn implij an armoù nukleel, eo broudañ implij an nukleel er bed “sivil”. Padal e ouzer a-walc’h eo diwar an teknologiezhoù sivil e vez stummet tud gouest d’ober armoù war-lerc’h : en Iran da skouer ez eus bet desket d'an ijinourien (gant Gallaoued...) penaos sevel kreizennoù nukleel. Ha bremañ e klever o deus c’hoant Iraniz da vont da vro ar vombezenn nukleel ganti.

Perak ivez ne vez difennet gant an AIEA nemet da vroioù zo, implij an armoù nukleel (n’o deus lâret netra evit Israel da skouer) ? Perak e c’hallfe ar pemp bro gentañ gant armoù nukleel kenderc’hel e-giz ma fell dezhe (Bro-C’hall en o zouez) ? War se grik ebet gant an AIEA.

Penaos kompren ivez al liammoù zo etre an AIEA hag an OMS (Organisation Mondiale de la Santé) gant an emglev sinet kenetreze e 1959 hag a vir ouzh an OMS a embann en publik traoù a yafe a-enep da labour an AIEA ? Perak neuze e vez embannet en ur rentañ-kont gant an AIEA n’eus kazi riskl ebet kostez Tchernobyl, n’eo ket klañv ar vugale eno nemet gant krign-bev an tiroid met war a lâront n’eus bugel ebet a varv diwar se, ne vefe marvet nemet 4 000 den diwar ar skinoberiantiz da vat, a-benn ar fin e vefe dreist-holl en psikologel e vefe bet skoet an dud...

Pa soñjer a-walc’h e oa e-touez al loreidi un den eus Japan, Senji Yamaguchi, bet skoet gant ar vombezenn amerikan e Nagasaki e miz Eost 1945. Met marteze n’he doa ket c’hoant an Ensavadur Nobel degas da soñj ar Stadoù-Unanet dres 60 vloaz goude petra o doa-int graet gant armoù nukleel.

 

Evit goût hiroc’h :

http://www.who.int/mediacentre/news/releases/2005/pr38/fr/
(rentañ-kont ofisiel AIEA-OMS)

http://www.unesco.org/courier/2000_10/fr/planet.htm
(pennad gant Le Courrier de l’Unesco)

http://iph.bdg.by/Socium/fernex_fr.htm
(savet gant ur c’helenner bet o labourat en OMS)

http://www.monde-diplomatique.fr/2000/07/Marignac/14011.html
(pennad gant Le Monde diplomatique)

 

 

 

 

 

 

 

 

30vet Bogue d'Or e Redon

 

 

Lidet e vez er bloaz-mañ 30vet Gouel ar Bogue d'Or. Gouel bras sonerezh hengounel Breizh-Uhel ha Bro ar Gwilen dreist-holl eo. Aozet e Redon, lodennoù diwezhañ ar c'henstrivadegoù a vo e-kerzh dibenn-sizhun an 22 ha 23 a viz Here. Met ar gouel zo bet boulc'het abaoe an 11 a viz Gwengolo ! Ouzhpenn ur gouel tro-dro d'ar sonerezh eo, kaoz zo eus boued, barzhoniezh... Diskouezadegoù, kaozeadennoù, abadennoù c'hoariva a vez kinniget ivez. Labour ar c'hevredigezhioù sevenadurel a vez neuze lakaet kalz en a-raok ivez da vare ar Bogue d'Or.

 

http://www.gcbpv.free.fr/bogue/index.php

http://www.tourisme-pays-redon.com/fete/bogue_d_or.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib mell-droad ar bed 2006

 

 

Ne oa ket bet ken nerzhus skipailh mell-droad Frañs disadorn da noz a-enep skipailh Suis, e Bern. Ur pal evit pep skipailh zo bet, met dipitet e seblante bezañ ar re "C'hlas" gant o c'hoari dezho o-unan. Zinedin Zidan en deus kuitaet an dachenn da vare an ehan zoken. Gant Djibril Cissé e oa aet an traoù war-raok evit ar C'hallaoued en eil lodenn.

Evit ar poent emañ skipailh Frañs en trede plas er strollad 4 (1. Israel, 2. Suis, 3. Frañs, 4. Iwerzhon, 5. Kiprenez, 6. Inizi Feroe). Daou grogad a chom, a vo aozet dimerc'her, etre Iwerzhon ha Suis hag etre Frañs ha Kiprenez. Spi o deus ar C'hallaoued e vo trec'h Iwerzhon war ar Suised a-benn bezañ sur da vezañ dalc'het evit al lodenn diwezhañ. Alamagn, Ukraina, an Izelvroioù, Pologn, Breizh-Veur, Kroatia, Italia, Arc'hantina, Brazil, Japan, Iran, Korea ar Su, Arabia Saoudat, Stadoù-Unanet Amerika, Mec'hiko, Angola, Aod-an-Olifant, Ghana, Togo ha Tunizia zo sur da gemer perzh e lodenn diwezhañ Kib ar Bed 2006.

 

 

 

 

 

 

 

 

Nochnoi dozor
(Night Watch)

 

 

Rusia – 2004

Senario ha seveniñ : Timur Bekmambetov

Difennet d’ar re dindan 12 vloaz

 

Ar "re all", tud barregezhioù dreist-ordinal dezho, zo war ar bed-mañ a-holl-viskoazh : sorserezed, sunerien-wad, h.a. Un arsav zo er brezel etre ar Mad hag an Droug abaoe ar pevarzekvet kantved avat ha dalc’het eo bet ar peoc’h gant ar „re all“ betek hiziv an deiz. Met diouganoù a ro da c’houzout pegen bresk eo an arsav-se ha penaos e c’hellfe ar c’hempouez mont da get.

Gant kuriusted e teu tud da welet Nochnoi dozor. Ur film "kenwerzhel" eo, met ur film "kenwerzhel" rusian. N’eus netra strakus gant danvez an istor siwazh, ned a ket pelloc’h eget un abadenn eus an heuliad skinwel Buffy the Vampire Slayer (zo meneget er film war ar marc’had). Ar pep dedennusañ d’ober pa seller ouzh “Nochnoi dozor” eo renabliñ an diforc’hioù zo etrezañ hag ur film hollywoodian rik : n’eo ket rummataet kement kened an tudennoù, lousoc’h eo an endro, h.a.

 

http://www2.foxsearchlight.com/nwnd/

 

 

 

 

 

 

 

 

27vet Transmusicales e Roazhon

8-10 a viz Kerzu 2005

 

 

Ur wech ouzhpenn e tiskouez deomp aozerien an Transmusicales e sellont pizh ouzh ar pezh a dremen e bed ar sonerezh a-raok soñjal e programm o gouel. Er bloaz-mañ, evel boaz, e vo tu neuze da selaou a bep seurt traoù, strolladoù anavezet ha re all n’int ket kement. Hag evel ar bloaz tremenet e vo aozet an Transmusicales e palez an diskouezadegoù, da lavaret eo e c’hallo an dud pourmen etre meur a leurenn a-hed an nozvezh. Diaes e vefe menegiñ an holl arzourien a zo pedet, dre ma’z eo gwall leun ar rakprogramm (un nebeud cheñchamantoù a c’hall c’hoarvezout c’hoazh). Menegomp memestra : Juliette and the Licks, Gang of Four, The Fugees, Clap Your Hands Say Yeah, Coldcut, Primal Scream, Rubin Steiner pe c’hoazh The Undertones. Hag evel boaz dibaoe un nebeud bloavezhioù, DJ Morpheus pedet d’ar Gwener da noz. 27 euro e kousto deoc’h evit un nozvezh.

 

www.lestrans.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Klask zo war-lerc'h 50 000 bazhig ruz-muzelloù...

 

 

Ouzhpenn 50 000 bazhig ruz-muzelloù a oa bet laeret an dibenn-sizhun dremenet e stal ur groser e Vuleines-sur-Seine (Seine-et-Marne). War-dro 800 000 euro a dalvoudegezh zo dezho.

En holl eo 52 000 bazhig liv-dremm luks Clarins, Nina Ricci hag Orlane, da lavaret eo 7 paletennad kartoñsadoù leun hag a zo bet laeret, a embann ar polis. Al laeron zo deuet tre er mirva liv-dremm hep ne vefe desachet evezh ar gward. Ne oa son-galv ebet na tamm kamera video kennebeut.

Dizoloet e oa bet al laeroñsi dilun. An enklask a zo bet roet da bolis Melun, na oar ket dre belec’h mont da glask evit ar poent. Ar gward, "un den direbech, a zo o labourat aze abaoe tri bloaz", n’eus ket tamallet dezhañ tra ebet, a resisa ar polis.