Lun 9 a viz Here, niv.117
Sizhun 41 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Taol-arnod nukleel gant Korea an Norzh

 

 

Er beure-mañ en deus disklêriet Korea an Norzh he doa kaset da benn un taol-esae nukleel. Un darzhadenn dindan-douar a vefe bet. Kaset eo be ar c'heloù gant servijoù kelaouiñ Pyongyang ugent munutenn a-raok an darzhadenn, da Sina da gentañ. Kelaouet eo bet da c'houde Japan hag ar broioù all. Ministrerezh Difenn Rusia en deus disklêriet da c'houde e oa bet un darzhadenn nukleel dindan douar, evit gwir, er beure-mañ da 1e35 (eur Greenwich).

C'hoarvezout a ra an taol-esae-se dres d'ar poent m'emañ Kentañ Ministr nevez Japan, Shinzo Abe, e Seoul, e Korea ar Su. Embannet en doa ar Stad japanat e vefe evit degemer taolioù-arnod nukleel gant Korea an Norzh evel ur gourdrouz a-enep dezhi. E soñj emañ Japan da lakaat e pleustr kastizoù a-enep Korea an Norzh. Disklêriet en deus Gouarnamant Beijing, da gustum prest da reiñ harp da renad Pyongyang, e oa an taol-arnod-se ur fazi.

Goulennet o deus ar Stadoù-Unanet e vefe aozet un emvod etre izili Kuzul Surentez Aozadur ar Broadoù Unanet.

 

 

 

 

 

 

 

 

86% eus ar C'hallaoued a c'houlenn

ma vefe difennet ar produioù OGK (O Gennoù Kemmet)

 

 

Gant ar CSA ez eus bet graet ur sontadeg, ha souezhus eo he disoc'hoù : 86% eus an dud bet aterset a c'houlenn ma vefe difennet ar produioù OGK, hag, en o zouez, 58% a c’houlenn amzer da vuzuliañ o efedoù war an endro hag ar yec'hed, hag 28% ma vefent berzet penn-da-benn.
Hiziv eo diaes d'an dud gouzout daoust ha produioù OGK a zebront pe get : 80% anezho a vez implijet evit magañ loened, a yelo da fardañ produioù treuzfurmet, ha, d'ar mare-se, n'eus redi ebet e-keñver ar c'helaouiñ. N'eus nemet al label bio AB a nac'h nep implij eus ar produioù OGK, daoust ma c'houlenn 85% eus an dud bet aterset ma vefe nac'het gant al labelioù brudet all (AOC, Label ruz...).
Evit parraat ouzh an diaester-se da vezañ kelaouet ez eus bet embannet ul levrig gant Greenpeace, ma kaver ul listenn eus ar merkoù pennañ a gaver er gourmarc'hadoù.
Dav eo gouzout eo sañset ar Gouarnamant embann resis e pelec'h e vez desavet plant OGK, met ne vez ket graet gantañ. Embannet en doa Greenpeace France ur gartenn, warni al lec'hioù pennañ, savet a-drugarez tud a youl vat... ha goude ur varnadenn e oa bet rediet da dennañ anezhi diouzh ar genrouedad, pa ne rae nemet ar pezh a zlefe ar Stad ober... Lec'hiennoù all (evel Greenpeace International) o doa divizet embann anezhi neuze.

M.M.

Mammennoù hag evit gouzout hiroc'h :
http://www.greenpeace.org/france/news/86-des-fran-ais-reclament-un#
http://www.greenpeace.org/france/news/ogm-veux-pas-censure

 

 

 

 

 

 

 

 

Taolennoù gwiadoù-kevnid livet

 

 

Jean-Jacques Vigoureux  a ra gant lienoù dreistordinal : livañ a ra taolennoùigoù war danvez savet gant gwiadoù-kevnid nemetken ! Betek disadorn e c’hellit mont da zizoleiñ an oberennoù souezhus-mañ e Mirdi ar seiz e Kemper. Sed aze ul labour a grog gant sachañ war an neudennoù da sevel an diazez ha goude un hir a amzer da stummañ ar framm e loc’h ijin an arzour : dre ar stummoù, seurt tudennoù evitañ, deuet war wel gant an neudennoù mesket, e vo ijinet ar meskajoù liv a gonto un istor. Un arz bet adkrouet gantañ (ne oa mui implijet abaoe 1920) hag a c’houlenn kalz pasianted rak evit un daolenn 10 cm x 10 cm eo ret da Jean-Jacques Vigoureux dastum 300 gwiad-kevnid ha tennañ an amprevaned degouezhet enno! Ne vo tu deoc’h eta gwelet nemet 20 oberenn evit ar poent, met ar re-mañ a zo livet eus an daou du !

 

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc'h : http://www.auxfilsdelart.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad klezeiata ar Bed :

cheñchet penn d'ar vazh gant Frañs

 

 

A-raok ma krogfe an emgannoù dre skipailh e oa gwall nec'het skipailh klezeiata Frañs, a oa o kemer perzh e Kampionad ar Bed e Torino. Tud ar C'hwec'hkorn, brudet er sport-se koulskoude, ne oant ket deuet a-benn da dapout ur vedalenn en emgannoù hiniennel, war-bouez Laura Flessel, tapet ganti ur vedalenn arem. E penn izelañ ar renkad skipailhoù evit Kampionad ar Bed e oa neuze C'hwec'hkorniz d'ar poent-se.

Cheñchet penn d'ar vazh p'o deus kroget al lodennoù dre skipailh. Ha setu pemp medalenn dastumet gant ar skipailh klezeiataerien, paotred ha merc'hed. Ur vedalenn arc'hant ha peder aour, ha se e-korf c'hwec'h c'hrogad ! Ar wech kentañ eo da Frañs dastum kement a vedalennoù aour dre skipailh. A-benn ar fin o deus echuet C'hwec'hkorniz e penn uhelañ an daolenn, dirak Rusia ha Sina (gounezet ganto kalz a emgannoù hiniennel).

Siwazh evito, ne vo ket krogadoù klezeiata dre skipailh evit ar merc'hed e C'hoarioù Olimpek Beijing e 2008...

 

 

 

 

 

 

 

 

Indigènes

 

 

Frañs - 2005

Senario ha seveniñ : Rachid Bouchareb

 

1943. E barr e nerzh emañ an trede Reich, met ne bado ket. En Aljeria emeur o klask sevel en-dro arme Frañs. Muzulmaned e-leizh a zeu d'en em engouestlañ.

 

Trouz en deus graet ar film-mañ c'hoazh, ha divizoù politikel en deus degaset zoken (da brederiañ zo kentoc'h war ar bolitikourien a verzfe ar c'hudennoù dre ar sinema). Splann eo talvoudegezh ar film neuze, ha dleout a reer anavezout lodenn an dud-se e disoc'h an Eil Brezel Bed. Met kerse eo e gwirionez ne vefe ket muioc'h a arz gant an oberenn : re gaer ar ratozhioù ha re eeun red an istor marteze. Levezon Spielberg (Saving Private Ryan, 1998) a santer kalz, e fin an abadenn dreist-holl ; met arvest diwezhañ ar film eo an hini kreñvañ moarvat, reiñ a ra e dalvoudegezh d’ar film.

Ur souezh memes tra : daoust d’an arabeg bezañ hollvezant er film, ne c’heller mont war e lec’hienn Genrouedad nemet e galleg hag e saozneg.

 

Evit gouzout muioc’h : http://www.indigenes-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

REM – And I Feel Fine..

(The Best of the IRS Years 1982-1987)

 

 

Embannet gant IRS

Istor pevar den eo. Pevar den o tont eus Georgia, un tu bennak e Su ar Stadoù-Unanet. En o zouez, ur c’haner deuet da vezañ moal (pe dost) levezonet gant sonerezh punk New York (Television, Patti Smith…) hag ur gitarour genidik eus Kalifornia, da lavaret eo un den a oar lakaat e venveg da seniñ hervez an hengoun diazezet gant strolladoù evel The Byrds. An disoc’h : ur strollad, underground penn-da-benn er penn-kentañ ha deuet da vezañ, hiziv an deiz, unan eus ar re "vrasañ" er bed.

Ha petra a ginnigont deomp neuze ? Ur sell en a-dreñv war o fladennoù kentañ, dre 21 ganaouenn, al lod brasañ anezho deuet da vezañ klasel : Welcome to the Occupation, Finest Worksong pe c’hoazh It’s the End of the World (And I Feel Fine).

Setu evit pezh a sell ouzh ar bladenn hec’h-unan. Ar re a fell dezho donaat an traoù a c’hallo tapout an embannadur 2 bladenn ennañ, an eil pladenn o vezañ leun a ganaouennoù enrollet live, pe re n’int ket bet embannet betek-henn zoken. Ha ma fell deoc’h profitañ ivez eus ar skeudennoù iskis a blij d’ar strollad, tapit an DVD warnañ an videoioù bet filmet evit skeudenniñ ar c’hanaouennoù. Re eo ? Gortozit Nedeleg, ha goulennit groñs digant mamm-gozh profañ an hollad deoc’h.

R.M.

Muioc’h c’hoazh (an tonioù a c’haller klevout) :

http://www.remhq.com/flash/index.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Giz Azia

 

 

Alies e vez un tamm karget kinkladur ar pretioù giz Azia. Re a aour, re a voulouz hag a zelwennoù, re a… Aze emañ pep tra en e blas reizh. Taolioù ha kadorioù koad eeun. Kleuzeurioù paper, ha taolennoù ruz ouzh ar mogerioù. Pep tra zo sklaer. Danvez liesliv stignet ouzh ar solier. Plantennoù zo, ur poull gant pesked brav – unan tev-abominapl - delwennoù, met pas re. Ar sonerezh n’eo na re greñv na re zous.

An degemer zo eus ar re blijusañ. Hag ar boued ! Eno e vez fardet meuzioù fin ha lipous. N’int ket ar pezh a vez kavet peurliesañ e keusteurenn pretioù all. Pe kalz gwelloc’h. An digoroù-pred zo mat-kenañ. Menegiñ a c’heller ar ravioli poazhet dre vurezh : an teuzer int ! Kinniget brav-tre ha servijet mat eo ar meuzioù pennañ. Ar c’hig-houad kreunennek zo ur voem. Ar gokelennadoù zo dreist ivez. Boued-mor pe kig a bep seurt gant kari.

Ne vez ket fardet dibennoù-pred lipous ganto. Met profet e vez a galon vat ur bannig sake evit echuiñ ar pred.

Ar preti giz Azia gwellañ zo el Liger-Atlantel, da’m soñj. Gwelloc’h eo mirout, d’ar Sadorn noz dreist-holl.

Katell Leon

 

Aux Saveurs d’Asie, 20 straed la Marine (karter ar porzh),

44210 Pornizh. Pgz: 02 51 74 02 84.

 

 

Pavezadoù dluzh gant dienn sezv

 

Danvezioù : 4 favezad dluzh (200 gramm pep hini)- 800 gramm kourjetez – 1 penn-chalotez -  4 loaiad vras greun sezv – 4 loaiad vras dienn fresk – 3 loaiad vras eoul olivez – 1 loaiad vras chug sitroñs - 1 loaiad vras hugennoù roz – pebr hag holen

 

Raktommit ar forn e 240 °C (tommder 8).

Ledit an hanter eus ar sezv mesket gant an hugennoù roz pilet war ar pavezadoù dluzh. Gwalc'hit ha sec’hit ar c’hourjetez. Troc’hit ar c’hourjetez a-skejennoù, lakait eoul, pebr hag holen.

Lakait ar pavezadoù dluzh er forn. Lakait ganto ar skejennoù kourjetez ha lakait er forn etre 10 ha 15 mn. E-pad an amzer-se, meskit asambles an dienn fresk gant peurrest eus ar sezv, ar chug sitroñs hag ar chalotez pilet. Lakait pebr hag holen e-barzh an hili.

Servijiit ar pavezadoù dluzh gant ar c’hourjetez hag an hili sezv.

 

Mari Lubrano

 


Ar balañsoù

(23 a viz Gwengolo - 22 a viz Here)

 

Gant an niver a blanedennoù liammet gant hoc’h arouez en un doare kenson n’ho po ket ezhomm ur bern kuzulioù evit dont a-benn anezhi ! N’eus nemet Sadorn a gendalc’ho da drubuilhañ ac’hanoc’h. Ne zegaso netra grevus deoc’h, nemet daleañ pe diheñchañ darvoudoù zo. N’eus netra d’ober a-enep Sadorn siwazh, nemet gortoz e vefe paouezet ganti da hadañ skoilhoù war ho hent. Ho pet pasianted ! Ger-stur ar bloavezh eo. Kompren gwelloc’h ar re all, setu ar pezh a vo ret ober evit ar re zo ganet dindan sin ar Balañsoù. Familh, kenlabourerien, amezeien… Ret e vo gouestlañ da bep hini amzer ha madelezh.

Evit a sell ouzh ar garantez ez eus chañsoù e vefe kreñvoc’h ho c’hoant da gaout plijadur evit surentez ; hag evit un nebeud prantadoù-dudi emaoc’h en arvar da derriñ un darempred stabil. Ma ne anzavit ket ho fazi e vo ar brezel ! Ma vevit hoc’h-unan, ha ma fell deoc’h kejañ ouzh unan all, ez eus spi da gaout. Meur a zen a hañval bezañ dedennet ganeoc’h, met marteze n’hoc’h eus ket merzet anezho c’hoazh. Ne c’hortozont nemet un tamm jestr eus ho perzh koulskoude.

El labour e vioc’h broudet ha kalonekaet gant Meurzh. Da ziwall zo memestra : Meurzh a zegas dihabaskter, neuze diwallit diouzh an emgannoù gant ho kenlabourerien. Mod-all, stabilaet e vo buhez labour ar re o doa bet poan betek-henn.

 

Katell Leon

 

Deiziataer hollvrezhonek 2007

 

An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm.

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon:
Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.frhttp://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav.