|
|
|
|
|
|
|
Lun 27 a viz Gwengolo, niv.301 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Dilez Ministr Roumania an diabarzh |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Yasuní-ITT
en Ecuador |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg Gabriel Orozco e
Beaubourg |
|
|
Prederiañ a ra kalz
diwar-benn ar gweledva er c'hêrioù, ar c’hof, darvoudoù pemdeziek ha
traoù (lastez a-wechoù) kavet war ar straedoù... Magañ a ra e awen hag e labour
gant ar c'hoant krouiñ ur pezh arz a gavfe e blas en ul lec’h boutin,
hep harz ebet etre an arz hag ar gwirvoud. Labourat a ra gant doareoù
liesseurt: luc’hskeudennerezh, tresañ, livadur mentoniel ha kizellañ
(gant gwez sec'h dastumet war an dachenn didud mec’hikan da skouer).
Kammed ha kammed e vo kinniget deoc’h un hentad panellet gant un 80
oberenn bennak, dre ar sal-diskouez treuzfurmet en ur stal-labour divent. "La
DS (1997)" da skouer: karr-tan milvrudet Citroën, bet
troc’het, hag adstummet da c’houde, en un doare iskis... Gwelet
eus ar c'hostez, eo heñvel ar c'harr-tan ouzh un DS boutin. Gwelet a-dal pe a-viziez
hag ez eo disheñvel-krenn. Bez ez eus un neuz mekanik hiron gantañ, ur
spont! S.B. Evit gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
Un
dibenn-sizhun leun a sport |
|
|
En dibenn-sizhun ez eus bet
leun a zarvoudoù sport. Alies eo aet ar maout gant Bretoned.
Alexandra Lacrabere,
c’hoarierez e skipailh Arvor 29 – Bro Vrest, hag he
c’henseurtezed, o deus gounezet ar gourfenn bihan a-enep an Danezed,
28-26. Echuet o deus neuze trede e tourmanant ar World Cup 2010, a zo bet
dalc’het e Aarhus, eil kêr brasañ Denmark. Aet eo ar maout gant ar
Roumanezed a-enep merc’hed Norvegia, 24-23. Tennis Goude kudennoù
yec’hed a bep seurt eo distroet Gilles Simon d’e live gwellañ.
Daoust ma oa bet diaes dezhañ e penn-kentañ Open Lmoselles, eo aet war
wellaat e c’hoari a-hed ar sizhun. Trec’h eo bet neuze war Misha
Zverev, eus Alamagn, kazi dillo (6-3, 6-2). Kentañ titl Gilles Simon eo e
2010! Mell-droad: devezh
gouel evit kleuboù Breizh e R1! An Oriant – Monaco (2-1) Kroget e oa bet mat an
traoù gant eil pal Kevin Gameiro (5’), ar c’hoarier etrebroadel
nevez, met rampo eo bet lakaet an daou skipailh gant Dieumerci Mbokani
(25’). Ur wezh skarzhet Puygrenier e fin an hanterenn gentañ, e oa echu
an traoù evit Monaco. Hirc‘hortozet eo bet an eil pal (Kitambala
89’), ken mestr e oa an Oriant war ar c’hoari! Niça – Roazhon (1-2) A-drugarez d’an
trec’h war skipailh an Ereriged emañ skipailh Roazhon en eil plas ar
rummad kentañ ! Stéphane Dalmat en deus lakaet ar pal kentañ buan (6’),
met Daniel Ljoboja, evit Niça (26’), en deus roet un tammig spi
d’e genseurted. Victor Montaño (78’), paotr Kolombia, en deus
lakaet pal an trec’h (78’). Ur pal meritet met ma vije chomet rampo
an daou skipailh ne vije bet tra bet da lavarout.
A-drugarez da Nolan Roux adarre
(77’) eo aet ar maout gant Brestiz. Pemp munutenn a-raok (72’)
avat, e c’hellje bezañ cheñchet red ar c’hrogad penn-da-benn! Un
tenn-kastiz a zo bet roet da C’hregory Pujol, met Steve Elana,
diwaller-palioù Brest, a zo bet dispar. |
|
|
|
|
|
|
|
Ces
amours-là |
|
||
|
Frañs
– 2010 Senario
ha seveniñ : Claude
Lelouch
“50 vloaz zo e faot
din sevel ar film-mañ” eme Claude Lelouche. An
dalc’h, marteze, eo en doa e filmet 29 bloaz zo en ur stumm kempleshoc’h
(Les uns et les autres, 1981). Met piv a lâr n’eus ket ar gwir da
zistreiñ war traoù graet dija? Tuadurioù hegasus a vez atav e filmoù Lelouch;
peadra a vefe d’ober al lu a-wechoù zoken. Ret eo anzav e oar an den e
vicher memes tra. Bommoù brav da vat zo, ha Lelouch a oar dibab hag ober gant
e aktored pennañ (Audrey Dana ha Laurent Couson). Evit gouzout hiroc’h: |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Perak skrivañ ? |
|
|
Hunter S. Thompson en dije
roet ur respont all e 1965, p'en doa lavaret da rener e di-embann e felle
dezhañ skrivañ ul levr diwar-benn an Hell’s Angels: evit kas e D(t)riumph betek 130 Mph (miles per hour),
c’hoari-daou betek fin an noz ha tañva blaz houarn an LSD dindan e
deod. En em silañ e-barzh ur
strollad ken dañjerus a oa ur glaoustre, damc’hounezet gant ar
skrivagner. Displeget en deus Thompson
d'e lennerien er Stadoù-Unanet, dre ar munudoùigoù, buhez pemdeziek ar
varc’hegerien mirc'hi-tan, penaos e tegase arc’hant dezho gwerzh
an drammoù hag an armoù, eus pelec’h e teue o zech evit ar feulster... Gwerzh e levr en deus roet brud
dezhañ hag ar frankiz da sevel oberennoù lennegel all. An Hell’s Angels
a briz c’hwezh an US Dollars siwazh. Torret eo bet klopenn Thompson
gant taolioù botoù e vignoned, ha dilezet eñ peuzvarv a-drek un davarn. Kanomp a-bouez-penn ganto: "Born
to be wiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiild!" Tangi Legavre Hell’s Angels gant
Hunter S. Thompson. Embannet gant Robert Laffont (2000) |
|
|
|
|
|
|
|
Ar "shit box" pe ar
voest-kakac’h |
|
|||
|
Dreist eo pa yeer da
gampiñ, da besketa pe war an aod. Eus ar c’hentañ er festivalioù pa
vezont leun-chouk (lostadoù tud dirak ar privezioù boutin). Dispar eo evit ar
vugale ivez pa vez re hir an hent ha ma teu c’hoant kac’hat
dezho. N’eus nemet tennañ anezhi eus he sac’h, plegañ ar
c’hartoñs evel m’eo diskouezet ha graet eo ar jeu. Meur a vent a
zo, meur a liv hag e c’hell tud 100kg ober ganti. Evit poent ne
c’heller prenañ anezhi nemet war internet ha ret eo kontañ £13,84 (e-tro
17€) evit unan vihan, ha £15,67 (19€) evit unan vras. Arabat
disoñjal prenañ seier ouzhpenn! £1,51 an 10 sac’h (1,85€). Evit gouzout hiroc’h :
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se
ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a
sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez
Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h
postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
Gwengolo 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an abadennoù
brezhonek en tele. Tud nevez o kinnig Mouchig-dall ha Te ha Me
hag ur rummad abadennoù gouestlet d'an Istor evit Frañs 3. Ur statud nevez
evit Brezhoweb, chadenn skinwel ar web renet gant Lionel Buannic. Sevel ar poent
a reer ivez gant lusker ar produiñ evit an teir chadenn lec'hel TV Roazhon
35, Tébéo ha Ty Télé. Keleier ar gevredigezh Dizale a vo tu da lenn ivez en
teuliad peder fajennad. Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div
bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||