Lun 25 a viz Gwengolo, niv.115
Sizhun 39 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Budapest :

manifestadegoù bepred a-enep ar ministr gaouiat

 

 

Setu bremañ eizhtez zo en em gav bemdez miliadoù a dud dirak Parlamant Hungaria e Budapest. 2 500 e oant dec'h pa oant ouzhpenn 20 000 disadorn. Manifestiñ a reont evit goulenn ma vefe kuitaet e bost gant Ferenc Gyurcsány, ar c’hentañ Ministr sokialour. Leun a dud zo e fulor war e lerc'h goude skignadenn un enrolladenn ma tisklêrie bezañ kontet gevier diwar-benn stad armerzh Hungaria da vare an dilennadegoù, e miz Ebrel. Anzavet en deus Ferenc Gyurcsány bezañ graet kement-se, met n'emañ ket e soñj lezel e garg e penn ar gouarnamant. Prest eo zoken da lakaat e anv adarre evit bezañ e penn ar strollad sokialour er bloaz a zeu.

Dimeurzh ha dimerc'her e oa aet ar manifestadegoù war daeraat, gant emgannoù etre poliserien ha manifesterien. Tud zo bet gloazet ha savadurioù ofisiel zo bet taget. 150 den zo bet harzet gant ar polis abaoe penn-kentañ ar manifestadegoù.

 

 

 

 

 

 

 

 

Biotreloskoù evit an holl er C'hwec'hkorn ?

 

 

Embannet en deus Ministr an Armerzh, Thierry Breton, e oa o vont da aotren a-benn nebeut gwerzh ar bioetanol (un trelosk a saotr nebeutoc'h evit an eoulmaen, graet diwar alkool hag a vez tennet diwar sukr da skouer). Dec'h en doa lavaret e-kerzh an abadenn "France Europe Express" war France 3, e vo dispaket plomennoù "glas" er stalioù-esañs er C'hwec’hkorn a-bezh. Ouzhpenn saotrañ nebeutoc'h an endro, e tlefe ar bioetanol bezañ marc'hadmatoc'h ivez. Fiziet en doa Ministr an Armerzh ur studiadenn war an danvez-se er blenier redadegoù Alain Prost.

Goulennet eo bet digantañ daoust hag-eñ e rankfe an dud cheñch karr-tan evit gellout ober gant an trelosk "glas". Kendalc'het en deus o lavarout en doa "souezhadennoù brav" d'ober a-benn nebeut da dud Frañs, e-keñver ar c'hirri-tan hag an tailhoù...

 

 

 

 

 

 

 

 

Livadurioù Michael Cawley e Landerne

 

 

Betek disadorn e c’hellit mont da zizoleiñ oberennoù un arzour iwerzhonat a ginnig e livadurioù evit ar wech kentañ, e ti-post Landerne. Michael Cawley zo bet o tresañ hag o livañ abaoe e vugaleaj, desket gantañ e-unan implij ar barroù-livañ. Ganet en Iwerzhon, an arzour zo bet o vevañ e Bro-Saoz hag e labour bremañ evel kelenner saozneg e Breizh. Evit e ziskouezadeg kentañ en deus dibabet kontañ mareadoù eus e vuhez gant dourlivadurioù : kregiñ a ra ar veaj gant taolennoù eus Venezia hag Italia, el lec’h ma oa bet 15 vloaz zo hag Iwerzhon, el lec’h ma oa distroet e 2000 : Dulenn ha maezioù kornôg ar vro. Hag evit echuiñ, ur sell war ar Menez Athos e Gres, ur vro anavezet mat gantañ dre m’eo bet eno meur a wech. Emañ bremañ Michael Cawley o livañ maezioù Landerne, e vro degemer nevez.

 

Hoel Louarn

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad : distro ar Ganaried

 

 

Serge Le Dizet en deus kuitaet post ambrouger Kanaried Naoned goude meur a grogad dipitus. E genseurt Georges Eo en deus kemeret e blas abaoe. Diaes e oa lakaet ar skipailh abaoe penn-kentañ bloavezh nevez ar C'hevre 1, hag e penn izelañ ar renkad e oa disul, a-raok c'hoari a-enep skipailh Marsilha, gounezet e holl grogadoù gantañ evit ar poent.

Cheñch penn d'ar vazh o deus graet Dimitri Payet ha Guillaume Norbert, pa oa aet ur pal gant pep hini anezho. Klasket o deus Marsilhiz, souezhet-mik gant startijenn Naonediz, bezañ mestr war ar c'hrogad, met en aner. C'hoarier an OM Mamadou Niang en deus gellet memes tra pakañ ur poent.

Setu Naoned pignet un tamm e renkad ar C'hevre 1 ; Niça o vezañ bremañ er penn izelañ. Mont a ra skipailh Naoned da c'hoari a-enep Auxerre disul, gwelet e vo ha kenderc'hel a ra ar Ganaried da gaout kement a nerzh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Quand j’étais chanteur

 

 

Frañs – 2005

Senario ha seveniñ : Xavier Giannoli

 

“Boy meets girl”. War an oad ez a Alain Moreau (Gérard Depardieu), kaner bal e Clermont-Ferrand. Hoaler a vicher eo koulz lavaret, setu p’en em gav gant Marion (Cécile de France), ne chom ket pell a-raok mont ganti. Met un nozvezh n’eo ket a-walc’h evitañ en taol-mañ : trumm eo tapet ar c’haner gant ar c’hoant da brenañ un ti, ha perak ket mont d’ober gweladennoù gant Marion a labour en ajañs-tiez ur mignon, dres ?

 

War ar c’houblad-se penn da benn eo savet Quand j’étais chanteur. Kemer a ra amzer da reiñ tevder d’an div dudenn : ouzhpenn o seblantoù e tizoloer tamm ha tamm o anien, evel ma tremener a-hed ar film eus sked ar salioù arvestoù da noazhded tiez goullo. Pell zo ne oa ket bet gwelet Depardieu gant ur roll ken kaer ha Cécile de France a ziskouez pegen ampart e c’hell bezañ war dachenn an drama.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout muioc’h : http://www.quandjetaischanteur.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

10 vloaz DAW e Speied

 

 

Evit lidañ 10 vloaz DAW (Dre Ar Wenojenn) e vo aozet 3 devezh gouel e Speied : pedet e vo 80 arzour da gemer perzh en 20 sonadeg war pemp leurenn disheñvel ha kinniget ur foar divoaz hag abadennoù ru.

Digwener adalek 8 eur noz e krogo gant Burek a zegaso sonioù eus ar Balkanioù a-raok klevet ar c’hoarier violoñs Jacky Molard gant e strollad nevez : Yannick Jory hag e dreujenn-gaol, Janick Martin ouzh an akordeoñs hag Hélène Labarrière o c’hoari gourrebed. Kerzh’ta eo a lakao an dud da zañsal betek fin an noz, pe dost rak daou DJ, eus Douarnenez ha Bamako, hag Erik Marchand, a vo pedet da glozañ an abadenn. Disadorn e vo klevet arzourien eus ar vro evel Bernez Tangi, Gigi Bourdin pe c’hoazh Jacques Pellen. Plijadur vras a vo gant L’Affaire Foraine : ur foar mod gwechall hag un abadenn "Lucien et les papys féroces", a vo adkavet disul ivez. Evit an devezh diwezhañ e vo abadennoù c’hoazh hag adarre, ur pred-kan hag ur fest-deiz digoust.

Deiz-ha-bloaz laouen DAW.

Hoel Louarn

29 ha 30 a viz Gwengolo ha 1añ a viz Here e Speied

Hervez an abadennoù : digoust pe betek 13€

 

 

 

 

 

 

 

 

Bragoù jean produet reizh

 

 

Lañset eo bet e "vragoù jean produet en ur mod reizh" gant ar merk Rica Lewis, a werzh ar muiañ a vragoù jean er gourmarc’hadoù. Graet diwar koton gant al label Max Havelaar, produet e Kameroun (strizh eo an doare produiñ e-keñver endro met n’eo ket bio), int gwiadet en Italia ha gwriet e Tunizia. "Ret eo bet kendrec’hiñ ur gwiader italian da genlabourat" eme zDominique Lanson, rener R. Lewis, "rak a-raok e veze prenet danvez gwriet ha tout. Evit sevel ar bragoù jean-mañ eo ret deomp gwiadiñ ar c’hoton a zeu eus Kameroun". 100 000 bragoù jean evit ar baotred ha 30000 evit ar merc’hed (gwerzhet war-dro 35 €, priz uhelañ ar merk) zo bet produet. 5% eus an 2,8 milion a bezhioù graet ganto bep bloaz. Ar pal eo tizhout 10%. Mat eo bet an degemer, met ar rener a zo chalet memestra gant ar plas roet d’e broduioù. "Beuzet eo hor bragoù "reizh" gant re n’int ket. Ret e vefe talvoudekaat ar produioù dre ouestlañ lec’hioù resis dezho ha bodañ ar boued, an dilhad hag ar produioù kened produet en ur mod reizh."

Evit ar merk R. Lewis eo ar c’henwerzh reizh ur arguzenn werzhañ dreist-holl. Dominique Lanson a daol evezh evit ma chomfe marc’had-mat e vragoù. "Emaomp o varc’hata gant Max Havelaar evit kavout ul labouradeg en India he defe o label, da broduiñ bragoù gant prizioù izeloc’h". Daoust hag-eñ eo reizh dilezel al labouradeg e Tunizia ? "N’eo ket reishoc’h eget pa oa bet paouezet gant ar produiñ e Frañs" a respont D. Lanson krenn-ha-krak.

Katell Leon

 

 

Saladenn pennsac'henn gant fiez

 

Danvezioù evit 4 den : 400 grammad pennsac'henn – 4 fiezenn fresk – 4 berenn vihan – 180 grammad endivez – 40 ml gwinêgr – 100 ml eoul olivez – perisilh drailhet – pebr hag holen – 1 meudad sukr

 

Troc'hit ar bennsac’henn a lavnennigoù voan. Dibluskit ha troc’hit ar fiez a-bastelloù. Dibluskit ha troc’hit ar per a bastelloù moan. Gwalc’hit ha troc’hit an endivez. Meskit ar gwinêgr gant ar pebr hag an holen hag ouzhpennit an tamm sukr. Meskit gant ar banne eoul olivez war-bouez ur baser. Meskit an holl aozennoù ha kinnigit war asiedoù. Goloit gant hili ha poultrennit gant perisilh drailhet.

 

Mari Lubrano

 


Ar balañsoù

(23 a viz Gwengolo - 22 a viz Here)

 

Gant an niver a blanedennoù liammet gant hoc’h arouez en un doare kenson n’ho po ket ezhomm ur bern kuzulioù evit dont a-benn anezhi ! N’eus nemet Sadorn a gendalc’ho da drubuilhañ ac’hanoc’h. Ne zegaso netra grevus deoc’h, nemet daleañ pe diheñchañ darvoudoù zo. N’eus netra d’ober a-enep Sadorn siwazh, nemet gortoz e vefe paouezet ganti da hadañ skoilhoù war ho hent. Ho pet pasianted ! Ger-stur ar bloavezh eo. Kompren gwelloc’h ar re all, setu ar pezh a vo ret ober evit ar re zo ganet dindan sin ar Balañsoù. Familh, kenlabourerien, amezeien… Ret e vo gouestlañ da bep hini amzer ha madelezh.

Evit a sell ouzh ar garantez ez eus chañsoù e vefe kreñvoc’h ho c’hoant da gaout plijadur evit surentez ; hag evit un nebeud prantadoù-dudi emaoc’h en arvar da derriñ un darempred stabil. Ma ne anzavit ket ho fazi e vo ar brezel ! Ma vevit hoc’h-unan, ha ma fell deoc’h kejañ ouzh unan all, ez eus spi da gaout. Meur a zen a hañval bezañ dedennet ganeoc’h, met marteze n’hoc’h eus ket merzet anezho c’hoazh. Ne c’hortozont nemet un tamm jestr eus ho perzh koulskoude.

El labour e vioc’h broudet ha kalonekaet gant Meurzh. Da ziwall zo memestra : Meurzh a zegas dihabaskter, neuze diwallit diouzh an emgannoù gant ho kenlabourerien. Mod-all, stabilaet e vo buhez labour ar re o doa bet poan betek-henn.

 

Katell Leon

 

Deiziataer hollvrezhonek 2007

 

An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg talvoudus bepred : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm.

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon:
Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.frhttp://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav.