Lun 14 a viz Gwengolo, niv.252
Sizhun 38 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Votadeg e Norvegia

 

 

Etre dec'h ha hiziv e vouezhie Norvegiz a-benn dilenn o c'hannaded. Klozet e vo ar burevioù votiñ da 9e fenoz. Ur sontadeg embannet disadorn a lakae emglev ar c'hostezennoù kreiz-ha-kleiz  a oa e penn ar gouarnamant evit poent da goll muiañniver ar parlamant (ret eo kaout 85 diwar 169). Kalz a verzh zo bet er sizhunioù tremen gant ar strollad eus an tu dehou-pellañ (Strollad an Araokaat), en e benn Siv Jensen (skeudenn), a c'hellfe tapout 39 sez. 48 a sezoù a dapfe hervez ar sontadeg tri strollad bloc'had hengounel ar gostezenn zehou, ar virourien, ar frankizourien hag ar gristenien-demokrat. Daoust d'an tu dehou kaout ar spi, dre ar sifroù, da dapout ar brasañniver, ez eus disrann ha dizemglev etre ar strolladoù-se gant berzh Siv Jensen, ganti mennozhioù awenet diwar re Margaret Thatcher, evit krennañ an dispignoù publik, an tailhoù, strishaat an enbroañ, ha lakaat ar servijoù publik da brevez. Gellout a rafe neuze an emglev kleiz-ha-kreiz dont a-benn da virout ar gouarnamant.

 

 

 

 

 

 

 

 

Manifestadeg ramzel d'an 21/09

 

 

Komzet hor boa, nebeud zo, eus an oberennoù a oa raktreset evit desachañ evezh an divizourien diwar-benn an hin a-benn kendalc'h Kopenhagen, gant al luskad tck-tck. Penaos emañ kont gant kement-mañ? Avaaz a aoz ur vanifestadeg bedel d'an 21 a viz Gwengolo. Ar pal a zo aozañ darvoudoù liesseurt e pep lec'h er bed, en un doare emren. Ar wech kentañ eo ma vez aozet seurt oberenn war ur skeul ken bras, gant kement a dud o kemer perzh. War e lec'hienn e c'hell pep hini displegañ peseurt darvoud a vo aozet gantañ/ganti. Ur wech kinniget un darvoud, pe gwelet unan a zo kinniget tost ouzh al lec'h m'emaomp, e c'hellomp brudañ an darvoud-mañ ar muiañ ar gwellañ, ha d'an 21 e ranko an holl en em gavout el lec'h divizet. Doare "flashmob" emren eo ar manifestadegoù, da lâret eo en em gav an holl en ul lec'h er memes mare, d'ober un dra bennak souezhus, ha mont kuit da c'houde. Evit poent ez eus bet kinniget darvoudoù e Redon, Kemper, ha Roazhon, evit ar pezh a sell ouzh Breizh. En holl eo ouzhpenn 350 darvoud a zo bet kinniget dija, e-barzh 54 bro, war pep kevandir!

 

M.M.

Kit da welet, kinnigit un darvoud :

www.avaaz.org/fr/sept21_hosts/

 

 

 

 

 

 

 

 

Mirdi Arzoù-kaer Pont-Aven e brezhoneg

 

 

D'ar Sadorn 19 a viz Gwengolo da 11e, e kinnigo skipailh Mirdi Arzoù-kaer Pont-Aven ur weladenn vrezhonek, digoust ha digor d'an holl, da-geñver Devezhioù Europa ar Glad. Lakaet e vo war-wel oberennoù dastumad padus ar mirdi. E gwirionez eo un dibenn-sizhun a-bezh a weladennoù digoust a vo kinniget gant ar mirdi, war tem an "digeriñ", digeriñ an arz d'ar muiañ ar gwellañ a dud. Ouzhpenn ar weladenn vrezhonek e vo ivez unan e yezh ar sinoù, ha lod all, e galleg, war temoù resisoc'h. Un 850 oberenn bennak a gaver e diaz padus ar mirdi, en o zouez taolennoù, livadurioù, engravadurioù sinet gant Emile Bernard, Maurice Denis, Paul Gauguin, Georges Lacombe, Paul Sérusier ha degadoù a arzourien all.

 

Gweladenn vrezhonek, Sadorn 19 a viz Gwengolo, 11e. Digoust.

Mirdi Arzoù-kaer Pont-Aven

Plasenn an Ti-kêr, 29930 Pont-Aven

Pgz: 02 98 06 14 43

mediation@pont-aven.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Tennis: distro Kim Clijsters lidet gant ur gib

 

 

Kib US Open Flushing-Meaddows ar merc'hed zo aet dec'h gant ar Velgiadez Kim Clijsters (skeudenn). Sebezet eo bet an dud o welet pegen nerzhus eo bet distro ar c'hoarierez war an tachennoù tennis etrebroadel: paouezet he doa gant ar vicher e 2007, goude bezañ bet 1añ c'hoarierez ar bed. Aet e oa Kib 2005 an US Open c'hoazh. E-pad daou vloaz hanter he deus graet war-dro he merc'h Jada, zo 18 miz bremañ. E miz C'hwevrer he doa Kim Clijsters adkroget gant ar gourdoniñ, ha miz zo hepken he deus adkroget gant ar c'henstrivadegoù. An trede tournamant e oa eviti abaoe he distro. Deuet eo a-benn da zerc'hel penn dirak ar Stadunanadez Serena Williams en hanter-gourfenn. Er gourfenn e klozas he zrec'h en un eurvezh hanter (7-5, 6-3), e-tal an Danez 19 vloaz Caroline Wozniacki, 9vet c'hoarierez. An eil gwech eo d'ar maout mont gant ur vamm evit un tournamant Grand Chelem abaoe 1980, gant an Aostralianez Evonne Cawley-Goolagang e Wimbledon.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Non ma fille, tu n'iras pas danser

 

 

Frañs – 2009

Senario ha seveniñ : Christophe Honoré

 

Tec’hout a ra Lena (Chiara Mastroianni) diouzh Pariz, he gwaz (Jean-Marc Barr) hag he micher vedisinez. Redek a ra da Vreizh gant he bugale evit kaout herberc’h e ti he zud (Marie-Christine Barrault ha Fred Ulysse). Met itrikañ a ra ar re-se koulz hag he c’hoar (Marina Foïs) evit ober he “mad” en desped dezhi. An disoc’h eo e chom atav ken diaes Lena. Setu krog enni ar c’hoant tec’hout adarre.

 

Poltred ur vaouez distabilaet a dres Christophe Honoré. Al Lena-se ne oar ket ken penaos en em zerc’hel ha, dreist-holl, a vag disfiz bras outi hec’h-unan. Diagnostik un neuroz eo a vez filmet gant doareoù a denn d’an Nouvelle Vague atav hag en un aergelc’h klet diheson dedennus a-walc’h. Dont a ra Honoré, sevenour breizhat anezhañ, da dreiñ e Breizh evit ar wech kentañ. E-kreiz an abadenn e vez kontet marvailh Katell gollet (a zistager “Katell gaulée” e galleg flour, evel-just!). Un toullad traoù un tamm kamm a zeu war wel da-geñver Breizh, evel m’eo dleet, met ken spontusoc’h zo bet gwelet ma c’heller e zigareziñ.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h:

www.nonmafille-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Oasis : 1991-2009 (?)

 

 

Ar rock'n'roll? Un istor kasoni-karantez: McCartney-Lennon, ar vreudeur Davies (The Kinks) hag ivez Liam ha Noel Gallagher. Echu Oasis neuze? Sed ar pezh o doa ar blijadur da zizoloiñ an holl dud o doa prenet o ziked hag a c'hortoze anezho e dibenn miz Eost da-geñver Rock en Seine.

N'eo ket ar wech kentañ ma sav reuz etre an daou vreur avat: abaoe m'eo bet krouet ar strollad ez eo bet boas an daou anezho d'en em gannañ, pe war al leurenn, pe e lec'h all. N'eo ket ar wech kentañ ivez ec'h embannont ez eo echu gant ar strollad, daoust ma seblant gwir ar wech-mañ.

Petra a chomo neuze? Div bladenn direbech: Definitely Maybe e 1994 ha (What's the Story) Morning Glory e 1995. Div bladenn a glote mat-tre ivez gant ar mare ma voent savet: abaoe 1991 e rene an Amerikaned hag o sonerezh grunge war ar bed, pa zeuas ar Britpop war wel er Rouantelezh-Unanet. Hag asambles gant al luskad, kement tra a denn da sevenadur pobl an enezenn: blaz ar fish 'n' chips, troioadoù er pub, ar vell-droad. Kement tra ne c'hall ket an Amerikaned kompren, evel ma lavare egile all. Pemp pladenn all a voe embannet gant Oasis etre 1997 ha 2008 (hag ivez daou zastumad singles hag ur bladenn live). Dav eo anzav ne oant ket ken burzhudus hag an div gentañ, dav lavarout ivez ne oant ket ken fall ha ma lavaras kazetennerien zo. War pep hini anezho e oa bepred ur ganaouenn pe ziv (da nebeutañ) a dalveze ar boan. En holl ivez 70 milion a bladennoù gwerzhet.

R.M.

 

Muioc'h a Oasis :

www.oasisinet.com

 

 

Youenn Guillanton er chapelioù

 

Goude bezañ bet o kanañ e chapelioù hag ilizoù Breizh a-bezh etre miz Mae ha miz Gouere, eo kroget Youenn Guillanton gant eil lodenn e droiad d'ar 15 a viz Eost. Disul, d'an 20 a viz Gwengolo e kinnigo ur sonadeg e chapel Sant-Klaer e Lizmerzher da 2e30. Un abadenn un eur ha kard e brezhoneg penn-da-benn gant tonioù hengounel met ivez lod all kompozet gant ar c'haner en deus skrivet al levr "Gwez war dosennoù."

Youenn Guillanton a skriv e brezhoneg, testennoù barzhoniel n'int ket merket en amzer. En ur lenn pe selaou ar arzour-mañ e tizoloer ivez un test eus ar bed a-vremañ. E sonennoù a ziwan en hor sevenadur hengounel en ur ginnig ur sell ledan war ar bed.

An den zo pinvidik e sell ha kurius war ar gevredigezh. Evel-se e teu a-benn en e ganaouennoù da reiñ ur sell diavaez war hon endro. An arzour denel-mañ a lak ar selaouerien da glevet liv an hengoun en un doare naturel en ur gas anezho war un-dro war hentoù sevenadurioù all ar bed. Etre barzhoniezh ha c'hoariva, mouezh ar c'haner a ya da heul ur sonerezh awenet gant Susheela Raman, Robert Plant, Massive Attack, Kristen Nikolas pe c'hoazh Peter Gabriel. Kontañ a ra e Vreizh dezhañ, etre kudennoù alkoolegezh ar vro hag ur bedadenn da vont da surfiñ war ar web pe c'hoazh un devezh e Rostrenenn en 19vet kantved e-lec'h ma vez kejet gant jañdarmed war hent an Erer Kozh, koubladoù e karantez ha touristed o pourmen!

Hoel Louarn

 

Evit gouzout hiroc'h :

www.myspace.com/guillanton

pe http://magybreizh.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Iliz-veur Gwengamp kinniget e brezhoneg

 

 

Da-geñver Devezhioù ar Glad e kinnigo Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp gweladenniñ Iliz-veur Gwengamp, gant Patrick Salaün, e brezhoneg mar plij, ha digoust evel-just. "Unan eus marvailhoù Gwengamp: an Iliz-Veur hag he gwer-livet. En ur veskañ arz, relijion hag istor e teuio Patrick Salaün da gregiñ gant Devezhioù ar Glad en ur brezegenn e brezhoneg war sekredoù gwer-livet Iliz-Veur Itron Varia Gwengamp" eme dud ar gevredigezh. Degemeret e vo an dud e galleg da 2e30 goude-merenn e Kreizenn Sevenadurel Vrezhon ha diskuliet e vo sekredoù an Iliz-veur e brezhoneg goude-se. Echuiñ a raio ar brezegenn gant gweladenniñ an Iliz-Veur lec’h ma vo tro da c’houlenn tra pe dra digant Patrick Salaün, e galleg pe e brezhoneg.

 

Sadorn 19 a viz Gwengolo, adalek 2e30 goude merenn, digoust.

Kreizenn Sevenadurel Vrezhon

Plasenn Verdun, 22200 Gwengamp.

Tel/Fax : 02 96 44 27 88
Kreizenn.gwengamp@free.fr

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh .

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Gwengolo 2009!

 

Gwarez ar yec'hed er Stadoù-Unanet, manifestadegoù Iran, kammedoù kentañ ur gannadez europat er Parlamant, bezin glas dielfennet gant servijoù ar Stad c'hall, heuliadoù "Saga Brittia" hag "Istorioù Breizh"... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gwegolo 2009.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da ouelioù an hañv. Ur sell dre vras war an niver a dud bet o oueliañ e Breizh en hañv-mañ, met ivez ur taol lagad spisoc'h war an Erer Kozh, Astropolis, Hent ar Rock, Gouel ar Filmoù e Douarnenez...  Kavet e vo ivez ur pennad-kaoz gant Lou Millour, kenurzhierez evit Radio Kerne, zo bet o troiata er festivalioù a-hed an hañvezh. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org