Lun 30 a viz Eost, niv.297
Sizhun 35 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Indonezia:

ur menez-tan a zihun goude 400 vloaz

 

 

Galvet eo bet an dud d’an evezh d'ar Sul 29 a viz Eost en enez Sumatra en Indonezia e-lec'h m’en deus dislonket ar menez-tan Sinabung goude ar c'housk a 400 vloaz. Miliadoù ha miliadoù a dud a zo bet rediet da vont kuit. Repuioù a zo bet staliet buan evito, 21000 den a zo bet degemeret enno dija d'al Lun 30 a viz Eost. "Un eil dislonkadenn danveneziek a zo bet d'al Lun 30 da 6e30 mintin e Indonezia. Moged ha ludu a zo bet betek 2000 metr uhelder" eme Agus Budianto, ur meneztanour. Aliet eo bet ar c'hompagnunezhioù-aer da cheñch hent d'o c'hirri-nij. "Gallout a rafe lakaat reuz evit an tremenerezh-aer, gwelet e vo hervez pelec'h e vo an ahel" eme vBambang Ervan, mouezh aotreet ministerezh an treuzdougen. E norzh enez Sumatra emañ ar menez-tan Sinabung, 2460 metr uhelder dezhañ. Betek-henn ez eus marvet daou zen gant un taol-kalon met n’eus bet lazhet den all ebet abalamour da zislonkadenn ar menez-tan. Bremañ, ouzhpenn ar menez Sinabung, ez eus 69 menez-tan oberiat en enezeg Indonezia.

 

 

 

 

 

 

 

 

Emañ an dour-sec’h o vont da cheñch ar bed

 

 

Amañ ez eus gerioù n’hor bije ket ijinet lakaat kichen-ha-kichen, padal e vo ret ober anv eus dour-sec’h adalek bremañ. Tennañ a ra an dour-sec’h da sukr poultr met pep partikulenn dour-sec’h a zo enni un dakenn dour goloet gant silik (un tamm traezh). 95% a zour gleb a zo en dour sec’h neuze. Daoust ma oa bet kinniget e enklaskoù war an dour-sec’h gant an doktor Ben Carter da vare an American Chemical Society (ar brasañ kevredigezh skiantel er bed) e oa bet dizoloet an dour-sec’h un dek vloaz bennak ‘zo gant daou C’hall: Pascale Aussillous ha David Quéré. Ha gant an dour-sec’h-se e vo tu d’ober louzeier, produioù boued ha produioù a vez bevezet alies ha kalz aesoc’h e vo ha dreist-holl ne vo ket ken saotrus evit an douar. Ha gallet e vo implijout an teknik-se evit produioù ken dañjerus pe ken saotrus hag an eoul-maen da skouer. Kemeret e vo kalz nebeutoc’h a riskloù evit stokiñ ha treuzdougen anezho, ar pezh n’eo ket fall pa soñjer el lanvioù-du a zo bet hag en enkadenn spontus al leur-diroul BP e pleg-mor Mec’hiko!

 

 

 

 

 

 

 

 

"Breizh-Mex, regards croisés", skeudennoù Breizh ha Mec'hiko

 

 

Ur raktres anvet "Breizh-Mex, regards croisés" a zo dalc'het ar mare-mañ e Breizh hag e Mec'hiko. Ar pal a zo degemer luc'hskeudennerien a-vicher eus Breizh e Mec'hiko hag ar c'hontrol. Un eskemm a zo etre c'hwec'h tenner poltridi, tri Mec'hikan: Aldo Sazen, Luis Carlos Hurtado ha Ramiro Chaves, ha tri Breizhad: Chimène Denneulin, Erwan Fichou ha Nicolas Comment. Arzourien en annez int, da lavaret eo e chom pep hini anezho e-pad daou viz eus ar bloavezh 2010 er vro all. Er mare-mañ, da skouer, emañ  Ramiro Chaves, ul luc'hskeudenner mec'hikan 31 bloaz, e Brest er Centre atlantique de la photographie evit kemer skeudennoù eus Breizh diwar-benn an tem Mojennoù ar mor hag ar c'hoadoù. Aldo Sanchez Gonzalez alias Aldo Sazen en deus studiet penaos e vez kelennet ar brezhoneg ha perak ez eus bet un troc'h e-barzh en treuzkas, poltriji en deus graet gant Yann-Fañch Kemener pe c'hoazh Goulc'han Kervella hag Strollad ar Vro Bagan. An disoc'h a vo moaien da welet e Breizh hag e Mec'hiko e 2011.

 

Evit gouzout hiroc'h, ez eus ur bloag savet gant al luc'hskeudennerien : http://mcruzadas.blogspot.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Disoc’hoù mell-droad an dibenn-sizhun

 

 

Rummad 1 (4e devezh-c’hoari)

 

Arles-Avignon – Roazhon: 0-1

Trec’h eo bet skipailh Provañs evit ar pevare gwezh en ur ober pevar devezh. Emaint o tizoleiñ ar c’hentañ rummad hag an doare diaesañ o deus dibabet! Gant ma ne heuliint ket skouer Grenoble warlene, 12 krogad kollet diouzh renk!

Evit Roazhon eo bet kreñv-kenañ an difenn, ha trawalc’h zo bet gant ar pal lakaet gant ar c’holombian Victor Montaño (28’).

 

An Oriant – Lyon : 2-0 (skeudenn)

E Bourdel e oa Yoann Gourcuff disul tremenet c’hoazh ha dilun ez eus bet sinet un emglev etre Bourdel ha Lyon evit 22 milion a euroioù! Evit ar wezh kentañ dindan roched ar C’honed eo tremenet fall an traoù! Kroget en deus ar c’hrogad war ar bank ouzhpenn se, met p’eo deuet da c’hoari en deus degaset buhez ha startijenn.

Nag un doare evit Kevin Gameiro da lidañ e gentañ ‘cap’ gant skipailh Bro-C’hall: lakaet en deus ur pal (8’ tenn-kastiz). Eñ hag e genseurted a zo bet kalz gwelloc’h eget c’hoarierien Lyon, hag an eil pal, lakaet gant Kitambala (66’), a oa reizh penn-da-benn.

 

Caen – Brest : 0-2

Kentañ trec’h evit c’hoarierien Alex Dupont, ha war tachenn Caen ouzhpenn! Gwir eo eo aesoc’h pa c’hoarier 11 a-enep 10 met ar pal lakaet gant Nolan Roux (75’) a oa brav-eston. Evit an eil pal lakaet gant Licka (78’ tenn-kastiz), avat, ne oa tenn-kastiz ebet dre ma oa bet graet ar fazi er-maez eus tachenn ar penalti!

 

Daleet eo bet an derbi etre Brest hag an Oriant, abalamour d’ar skinwel. Bez e vo neuze d’ar Sul 12 a viz Gwengolo da 5e00 d’enderv e-lec’h ar Sadorn.

 

Rummad 2 (5vet devezh-c’hoari)

 

Naoned – Gwened : 2-0

Aet eo ar maout en un doare aes a-walc’h gant Naoned. Djilobodji (25e) ha Djordjevic (69e) o deus lakaet palioù evit Naoned. Mont a ra kalz gwelloc’h evit skipailh ar C’hanaried met dav e vo da baotred ar VOC diwall.

 

 

 

 

 

 

 

 

Marv eo Satoshi Kon

 

 

Satoshi Kon a oa ur sevener filmoù-bevaat japanat, bet ganet e 1963 ha marvet d’ar 24 a viz Eost 2010. Dizoloet e voe e labour treser gant Katsuhiro Otomo a ginnigas dezhañ kemer perzh e Roujin-Z hag en dastumad filmoù Memories (rann Magnetic Rose). E 1997 eo e savas e film hir kentañ: Perfect Blue.

E 2001 e savas ur film all gant ar memes dodenn, penaos a c’hall gwirvoud ha faltazi en em veskiñ, dreist-holl evit tud a labour o kontañ istorioù, gant Millenium Actress. Tokyo Godfathers, ur film fentusoc’h gant arlivioù sokial, a savas e 2003. E film diwezhañ deuet er-maez, Paprika (2007), a reas kalz a verzh ivez. Hemañ a brederie muioc’h war an huñvreoù.

Labouret en deus evit ar skinwel ivez gant ar stirad Paranoia Agent. The Dream Machine, ma oa Satoshi Kon o labourat warnañ, a rankfe bezañ bannet war ar skrammoù e 2011.

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Krouidigezhioù arzourien ar vro en Amzer Nevez

 

 

Distro-skol zo evit ar salioù hag a aoz sonadegoù ivez. Da skouer, Daniel ar Gevell, rener sal Amzer Nevez e Plañvour en deus embannet roll an arzourien a vo war leurenn ar greizenn er bloaz-mañ.

Kregiñ a raio d'an 21 ha d'an 22 a viz Here gant Immrama, ur grouidigezh nevez gant Roland Becker (skeudenn). Ar son nerzhus, an tonioù hud, luskoù dizehan an taboulinoù, loc’h nerzhus ar vombard war son ar viell hag an delenn, setu aze danvez ur berlezenn nevez eus sonerezh Breizh a vremañ ma ra Roland Becker anv eus e vro c’henidik, Bro Wened.

D'an 19 a viz Here e vo krouidigezh Aodan. Aodan, ur strollad nevez krouet gant ar biolinour Jonathan Dour. Ar 7 soner zo ennañ zo o tont eus al leurennoù rock, hengounel ha klasel. Meskañ a reont o bedoù en-dro d'ar c'han eus Breizh-Izel, dre liammañ donder ar mouezhioù, kensoniezh ar binvioù-kerdin ha nerzh al luskoù.

Foñs ar Bed, krouidigezh gant ar strollad Bayati a vo diskouezet d'ar 5 a viz Kerzu. Ar c’hwec'h muziker a son er strollad Bayati a oa bet e Kreiz Breizh Akademi gant Erik Marchand. Diwar an taol-arnod-se eo deuet ar soñj dezho da lakaat ar gwerzioù da veajiñ war-zu ar Reter, da veskañ anezho gant luskoù eus lec’h all, gant primaozadennoù evit an oud eus du-hont, ar violin eus pep lec’h pe ar fleüt eus du-mañ.

Kregiñ a raio 2011, d'ar 14 a viz Genver gant ur sonadeg gant ar strollad Oktopus Kafe, en e douez Ifig Flatrès, Jean Floc'h, Alain Léon ha Pierrick Tardivel. Goude, d'ar 5 a viz C'hwevrer, e vo ur sonadeg gant ar strollad Sylbat. Klevet e vo Dom Duff d'ar 26 a viz C'hwevrer hag echuiñ a raio ar sezon d'ar 26 a viz Meurzh gant krouidigezh l’Instant en Trio.

 

Prizioù: 42€ ar gartenn evit 7 sonadeg (+ 8€, priz an emezeladur e Amzer Nevez), 12€ ar sonadeg pe 14€ ar grouidigezh. Distaol 2€ ma tiskouezit ho kartenn ezel eus Amzer Nevez (8€), evit ar poellgorioù embregerezh, tud yaouank dindan 16 vloaz pe tud a glask labour, izili eus Emglev Bro an Oriant hag eus ADDAV 56.

 

Evit gouzout hiroc'h:

Amzer Nevez, Kreizenn Sevenadurel Breizhek, Soe, 56270 PLAÑVOUR. Pgz: 02 97 86 32 08. Postel: contact@amzernevez.org. Lec'hienn: www.amzernevez.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Rekipe: Skornenn gant pechez

 

 

Danvez: 20cl laezh - 20 cl koaven fresk - 125 sukr poultr - 3 melen vi - 8 pechezenn darev - ½ loaiad dour vanilhez

 

Lakaat en ur gastelodenn al laezh, ar c’hoaven hag ar sukr da dommañ (tan izel) betek ma vo teuzet ar sukr.

Meskañ mat ar melen vi en ur plad.

Lakaat ar melen vi goustadik er c’hoaven en ur veskañ dibaouez. Adlakaat da dommañ e-pad ur pennadig.

Malañ ar pechez ha lakaat er c’hoaven yen. Lakaat er skornerez.

 

Riwanon

 

 

 

Plijout a ra deoc'h keginañ?

 

Pe zebriñ ur meuz lipous? Emgav ho peus neuze disadorn ha disul, d'ar 4 ha d'ar 5 a viz Gwengolo e Naoned evit ur festival keginañ anvet "Les Goûts Uniques". Dalc'het e vo ar festival-se en ostaleri al Lieu Unique e-lec'h ma oa staliet atalieroù kozh al labouradeg LU. E-pad ar festival-se e vo desket ur bern traoù diwar-benn ar c'heginañ. War ar roll: ''Le Champ des producteurs'', emgavioù gant produerien ha keginerien-veur, ''La Tablée Unique'', koan ha lein evit 800 den gant Michel Troisgros ha ''Le Grand Chaud'' da lavaret eo e vez diskouezet penaos fardañ meuzioù.

 

Evit gouzout hiroc'h: Festival keginañ "Les Goûts Uniques", Lieu Unique, 2 straed ar  Biscuiterie e Naoned. Pgz: 02 40 12 14 34.

 

 

 

Pourmen ha tañva gwin war ribl al Liger

D'ar 4 ha 5 a viz Gwengolo e kinnigo InterLoire, ur c'hevread produerien gwin, un dibenn-sizhun gant pourmenadennoù er gwiniegi a-hed Traonienn al Liger, hag emgavioù gant produerien gwin. Pal "Vignes, vins & randos" zo brudañ gwin Traonienn al Liger (bet anavezet en un doare ofisiel gant an Unesco e roll Glad ar bed), evel re teroueroù Anjou, Saumur pe Touraine. Met e-touez izili InterLoire e kaver ivez produerien eus Bro-Naoned, n'emañ ket e Traonienn al Liger koulskoude. Daoust da se eo bet lakaet gant aozerien "Vignes, vins & randos" gwiniegi Naoned e takad Traonienn al Liger. Diwar an 12 pourmenadenn kinniget, e vo div e Bro-Naoned. E Sant-Enion-al-Lenn-Veur (hentad 9 km) hag e Meliner (hentad 7,5 km) hag a roio tro da dañva muskadig an teroueroù-se. Un digarez marteze ivez evit ar bourmenerien da gaozeal gant ar broduerien diwar-benn identelezh gwiniegi Bro-Naoned...

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.vinsdeloire.fr

 

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

 

Lennit Bremañ Gouere-Eost 2010 !

 

Dihun menez-tan Eylafjöll, Kib ar bed Suafrika, 40 vloaz Park Arvorig, 20 vloaz Océanopolis, 80 vloaz ar FALSAB, Yannig Baron o lezel e blas e penn kevredigezh Dihun... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Gouere-Eost 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'ar c'heginañ. Pennadoù-kaoz gant tri c'heginer a vo kavet: Olivier Bellin (Ploudiern), Nathalie Beauvais (An Oriant) ha Laurent Saudeau (Gorre-Goulen). Produioù lipous eus ar vro zo bet lakaet war-wel ivez: kouign-amann Lokorn, karamelennoù Henri Le Roux, ur wiski Eddu nevez...

Kendalc'het e vo en niverenn-mañ gant div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (8€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org