Lun 23 a viz Eost, niv.296
Sizhun 34 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Romed skarzhet eus Frañs:

katoliked a sav o mouezh ivez

 

 

Fellout a ra da ouarnamant Nicolas Sarkozy skarzhañ 700 Rom eus tachenn ar Stad c'hall, ha diskar 300 kamp kantreourien Rom, e-korf tri miz. Tamall a reer dezho bezañ felladennerien. Ur youl lakaet e pleustr gant ar Ministr Brice Hortefeux (skeudenn) en hañv-mañ. Meur a gamp zo bet diskaret abaoe penn-kentañ miz Eost, hag ouzhpenn 200 Rom zo bet kaset da Roumania ha Bulgaria dre garr-nij. Kalz a dud o deus savet o mouezh a-enep da seurt politikerezh, dilennidi eus ar gostezenn gleiz (PS, Europa Ekologiezh), hag eus ar gostezenn zehou ivez (Alain Juppé, maer Bourdel ha ministr kozh) oc’h embann e oa dañjerus teurel ar bec’h war ur gumuniezh tud. Hag abaoe un toullad devezhioù e klever ivez mouezhioù pennoù bras en Iliz Katolik. Beleien, eskibien hag arc'heskibien zo e Frañs o deus disklêriet int gwall nec'het gant doareoù ar gouarnamant gall. Distaget en deus ar Pab Benead XVI ivez, e-kerzh ur bedadenn disul, e galleg, komzoù diwar-benn degemer ar geneiled. Embannet en deus ar Ministr Brice Hortefeux ez eo prest da gaozeal gant an dud a Iliz.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tanzania: ur raktres gourhent o treuziñ park broadel Serengeti

 

 

Park broadel Seregenti zo enskrivet war roll "Glad bedel mab-den" gant an Unesco. Bep bloaz, e tremen kantadoù a viliadoù a loened, gnoued, zebred ha gazeled, dre ar park evit mont da virva Masai Mara, en tu all d’an harzoù, e Kenya. En arvar emañ tremenerezh an tropelladoù loened gouez gant ur raktres gourhent 480km, bet boulc’het gant gouarnamant Tanzania, da liammañ kêrioù Arusha ha Musoma. 50km eus an hent a dreuzo Park Seregenti a vo war hent tremen al loened. En tu all d’an hent bras e vefe neuze ar stêr Mara (e Kenya), al lec'h nemetañ anavezet gant miliadoù a loened ma vez dour a-hed ar bloaz. Hervez arbennigourien Kevredigezh al Loened eus Frankfurt, e c'hellfe ar boblañs gnoued tremen eus 1,3 milion a loened da 200.000 dindan nebeud a amzer. Riskl zo ive ez errufe loened all dre ar gourhent hag a vefe noazhus evit endro ar Park. Prezidant Tanzania, Jakaya Kikwet a ginnig lezel ul lodenn eus ar gourhent gant douar hepken (hep koultron). Enebourien ar raktres a ginnig-int un tres all evit ar gourhent, a dremenfe er su da Bark Serengeti, e-lerc'h en norzh.

 

 

 

 

 

 

 

 

"L’art chemin faisant" e Pont-Skorf

 

 

Bep bloaz e vez aozet un diskouezadeg arzoù a-vremañ e Pont-Skorf e-pad an hañv.Anvet eo L’art chemin faisant ha tem ar bloaz-mañ eo UTOPI(R)ES da lavaret ez eus bet goulennet gant arzourien krouiñ oberennoù liammet ouzh an utopiezhioù. Evit an 12vet gwezh e vez roet tro da bep hini da vont da zizoloiñ traoù a bep seurt en ur vale war hentoù kêr priñsed Roc’han-Gemene. E gwirionez e vo gwelloc’h mont gant an bourmenadenn-dro, 12 km dezhi, nemet e vefe un tammig re hir war-droad met gant an oto ez eus tu ivez.

Setu neuze ul listenn eus al lec’hioù pennañ hag an arzourien a vo tu da zizoleiñ enno betek an 19 a viz Gwengolo 2010:

-Thoma Ryse, Nathalie Stangennec ha Guy Prevost en Atalier Estienne.
-Olivier de Coux en Trieur
-Carole Jung ha Johan Parent e kalatrez ti ar Briñsed
-Gant sikour Festival an Utopialed e Naoned e Ti ar Skorf
-Marianne Penven ha Pauline Danet e ti-soul Sant-Urchao
-Rodolphe Keller e Domani Sant-Urchao
-Iza Venet ha Stéphane Adam e ti-feurm Sant-Urchao
-Georges Fortuna e Chapel Keryakel

-Stéphane Plassier e feuteun Keryakel

-Dominique de Varine e chapel Lesbin
-Gant sikour Festival an Utopialed e Naoned e Ti an Douristed

Posupl eo loc’hañ ha kemer penn an hent e kreiz kêr Pont-Skorf e: L’Atelier d’Estienne, 1 straed Terrien 56620 Pont-Skorf.

 

Evit gouzout hiroc’h :

www.pontscorff.com

pe atelier.estienne@wanadoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: start ar jeu evit Bretoned ar Rummad 1

 

 

N'eo ket bet gwall skedus Bretoned ar Rummad 1 en dibenn-sizhun tremenet, a-dra-sur. Stad Roazhon a zegemere kleub Saint-Etienne. Prientet o doa paotred reter Frañs ur c'hoari difenn da gentañ-tout: ar pal a oa chom hep reiñ palioù d'an enebour! Hag ar Roazhoniz n'o deus ket kavet an hent betek kaoued Saint-Etienne... (0-0)

Skipailh Brest (skeudenn), nevez-erruet er Rummad 1, a oa bet e Lyon. Youlet e oa Brestiz koulskoude. Hegaset e oa bet lod eus pennoù skipailh Lyon zoken, gant fazioù o c'hoarierien. Daoust d'o strivoù, n'eo ket deuet a-benn paotred Stad Brest da dapout an disterañ poent. Daoust da se, c'hoari a-enep da skipailh Lyon a c'hello bezañ kentelius evit Brestiz. (1-0)

Ar pep gwashañ zo bet evit FC an Oriant. E Marsilha e oant bet o c'hoari, ha distroet int gant daou zifenner gloazet, hag ur c'hrogad kollet. Poanius eo bet lodenn gentañ ar match evit ar Pennoù Merluz, gant ur pal evit paotred an OM adalek ar 6vet munutenn! Re a bres warno, dizampart, hag ur c'hoari disrannet... Ne oa ket seder Christian Gourcuff ha meur a cheñchamant c'hoarier zo bet e-pad ar match. Dres goude ur c'hrogad kollet e-tal da Nisa, ez eus aze danvez nec'hamant evit ar Pennoù Merluz. (2-0)

 

 

 

 

 

 

 

 

33vet Gouel ar Filmoù : Karib // Betek an 28 a viz Eost

 

 

Abaoe 30 vloaz e felle da aozerien ar festival gouestlañ ur bloavezh da sinema kornad ar Mor Karib. Abaoe digwener eo bet boulc'het al labour! Gant filmoù evel-just, divizoù, sonerezh, barzhonegoù, lennegezh, stourmoù a bep seurt hag azeulerezh vodou, a vo betek digwener e Douarnenez. Oberennoù eus an Inizi hag eus douar bras Amerika a vo kinniget. Lakaet e vo war-wel minorelezhioù eus ar Mor Karib, evel Indianed Kunas Panama da skouer, Garifunas Gwatemala pe Maroned Surinam ha Guyana. Meur a abadenn a lako ar gaoz war ar sevenadur vodou, kement hag ar sevenadur kreol. Graet e vo anv ivez eus stourmoù sokial ha politikel Gwadeloup ha Martinik, ha luskad rastafari Jamaika. Ur roll abadennoù pinvidik a vo gouestlet da Haiti. Filmoù hag oberennoù a bep seurt (kontadennoù...) a vo kinniget a-ratozh d'ar vugale, evito d'ober anaoudegezh gant tud Karib.

Un dibab filmoù a lako ivez war-wel er bloaz-mañ pobloù Myanmar (Birmania). Bez' e vo ivez Dreistdibab Breizh 2010. Filmoù produet er vro a vo lakaet en a-raok gant skipailh ar festival. Evit an eil gwech e vo ur plas ispisial roet d'ar brezhoneg, gant ur film-berr sevenet a-hed ar Gouel gant ur skipailh tud yaouank.

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.festival-douarnenez.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

38vet Festival Fisel e Rostrenenn

 

 

Dalc’het e vo e-pad an dibenn-sizhun a zeu, etre ar Yaou 26 hag ar Sul 29 a viz Eost 2010, an 38vet festival fisel e Rostrenenn. Ur bern abadennoù ha sonerezh a bep seurt a vo. D’ar Yaou 26 e vo ar sonadeg-digeriñ gant Bivoac hag ur “Feiz noz moc’h” da-heul gant Roland Conq, Lors Landat, Matèu ha Roman Baudoin eus ar Familha Artùs. D’ar Gwener 27 e vo sonadeg Oktopus Kafe gant Louise Ebrel, hini Vincendeau / Felder hag an Trio Empreintes gant Le Bigot, Veillon ha Vassalo hag ur fest-noz evel-just war al leurenn fest-noz. Evit ar re a fell dezho deskiñ treujenn-gaol ha kan-ha-diskan e vo ur staj er skol sonerezh. D’ar Sadorn 28 e vo tu da glevet Bayati, Speed Caravan ha Le choc des electrons libres war al leurenn Kabared, ur fest-noz a vo dalc’het hag obererezhioù a bep seurt a vo e Kreiz-kêr Rostrenenn. Aozet e vo stajoù binioù / bombard, boest an diaoul, dañs fisel hag evit ar wezh kentañ e vo ur master klas zoken. D’ar Sul 29 e c’helloc’h mont da welet ar c’honkourioù sonerien ha dañserien fisel pe da gemer perzh enno. Ur Fest-deiz hag ur sonadeg gant Skaramaka a vo evit klozañ ar festival.

 

Evit gouzout hiroc’h:

www.fisel.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Pourmen ha tañva gwin war ribl al Liger

 

 

D'ar 4 ha 5 a viz Gwengolo e kinnigo InterLoire, ur c'hevread produerien gwin, un dibenn-sizhun gant pourmenadennoù er gwiniegi a-hed Traonienn al Liger, hag emgavioù gant produerien gwin. Pal "Vignes, vins & randos" zo brudañ gwin Traonienn al Liger (bet anavezet en un doare ofisiel gant an Unesco e roll Glad ar bed), evel re teroueroù Anjou, Saumur pe Touraine. Met e-touez izili InterLoire e kaver ivez produerien eus Bro-Naoned, n'emañ ket e Traonienn al Liger koulskoude. Daoust da se eo bet lakaet gant aozerien "Vignes, vins & randos" gwiniegi Naoned e takad Traonienn al Liger. Diwar an 12 pourmenadenn kinniget, e vo div e Bro-Naoned. E Sant-Enion-al-Lenn-Veur (hentad 9 km) hag e Meliner (hentad 7,5 km) hag a roio tro da dañva muskadig an teroueroù-se. Un digarez marteze ivez evit ar bourmenerien da gaozeal gant ar broduerien diwar-benn identelezh gwiniegi Bro-Naoned...

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.vinsdeloire.fr

 

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

 

Lennit Bremañ Gouere-Eost 2010 !

 

Dihun menez-tan Eylafjöll, Kib ar bed Suafrika, 40 vloaz Park Arvorig, 20 vloaz Océanopolis, 80 vloaz ar FALSAB, Yannig Baron o lezel e blas e penn kevredigezh Dihun... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Gouere-Eost 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'ar c'heginañ. Pennadoù-kaoz gant tri c'heginer a vo kavet: Olivier Bellin (Ploudiern), Nathalie Beauvais (An Oriant) ha Laurent Saudeau (Gorre-Goulen). Produioù lipous eus ar vro zo bet lakaet war-wel ivez: kouign-amann Lokorn, karamelennoù Henri Le Roux, ur wiski Eddu nevez...

Kendalc'het e vo en niverenn-mañ gant div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (8€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org