|
|
|
|
|
|
|
Lun 16 a viz Eost, niv.295 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Pakistan, Rusia, Sina: drast euzhus |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Raktres
"Ecoo Tour 2010": galv d'ar vrezhonegerien ! |
|
|
Ouzhpenn an droiad war velo,
e vo pal tud Ecoo kelaouiñ ar muiañ ar gwellañ an dud. Internet, ar video, an
eskemmoù gant an dud hag ar c'helaouiñ war-eeun un tamm e pep lec'h a vo
binvioù a bouez-kenañ. Fellout a ra da skipailh Ecoo Tour 2010 gellout kinnig
ar muiañ ar gwellañ a zanvez e galleg, brezhoneg ha saozneg. Emañ neuze
skipailh Ecoo o klask war-lerc'h brezhonegerien a vefe prest da gemer perzh
a-youl vat er raktres a-benn sikour da dreiñ keleier lakaet war Internet,
istitlañ pe eilmouezhiañ filmouigoù ha kelaouadennoù savet e-kerzh ar
mizvezh. Evit mont e darempred gant
skipailh Ecoo: ecoo.asso@gmail.com. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Festival kontadennoù e Gwened |
|
|
Lun 16 a viz Eost: Jean-Luc Bescond a gonto penaos eo
bet krouet ar bed, ar vuhez, ar garantez hag ar marv gant tonioù sonerezh rak
dont a raio gant e c’hitar. Lun 23 a viz Eost: Paotr Speied, Rémy Cochen a gonto
kontadennoù mojennoù diwar-benn kann al loar. Lun 30 a viz Eost: Etre an arvor hag an argoad e vo
kontadennoù Rémy Cochen. Istorioù holl liammet gant Breizh, un douar tomm d'e
galon. Kregiñ a
raio da 8e30 noz hag al lec'h emgav a zo lakaet dirak Ti an Natur e Gwened,
straed ar Silinoùs. Koustañ a ra 6€ evit an dud deuet ha 3€ evit
ar vugale etre 4 ha 12 vloaz. Evit
gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Neuierien
Frañs laouen-bras |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Inception |
|
||
|
Stadoù-Unanet
– 2010 Senario
ha seveniñ : Christopher Nolan
Pa vesker doareoù filmoù disheñvel ne zeuer ket
a-benn atav da lakaat an toaz da sevel. Hogen, un oberenn unvan ha divoutin
en deus graet Nolan hag a denn war un dro d’ar spierezh, d’ar
polar psikologel, d’ar skiant-faltazi, d’ar filmoù gangster ha me
oar-me c’hoazh. E-unan en deus skrivet e senario war a seblant, zo
kaeroc’h, tra ma vez kentoc’h ar boaz e Hollywood d’ober
gant ur bagad senarioourien evit seurt filmoù bras. Arabat chom hep gwelet Inception
rak n’eo ket alies e vez dalc’het an arvestourien e-pign a-hed un
abadenn evel-se. Berzh en doa graet ar sevenour gant The Dark Knight e
2008; kadarnaet eo bremañ e vo mat heuliañ e labour a-dost. Evit gouzout hiroc’h : http://inceptionmovie.warnerbros.com |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Yaouvezhioù ar Porzh e Brest |
|
|
Yaou 19 a viz Eost: klevet e vo Diving With Andy, Bazbaz,
Crewstypop, Le Bal Pépère ha gwelet e vo Mario Queen of the circus one man
show, Azimuts hag Annibal et ses éléphants. Yaou 26 a viz Eost: evit ar Yaou diwezhañ e vo Bill & Moi,
Merzhin, Mustang, Les Groove Boys, Compagnie n°8, La Belle Image ha Jane Allan. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
An Dasson àr hentoù Lokmaria-Kaer |
|
|||
|
|
|
|||
|
|
|
|||