Lun 12 a viz Gouere, niv.294
Sizhun 28 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Hañvezh laouen deoc'h holl!

 

 

Hañvezh laouen ha plijus deoc'h holl, lennerien ger!

D'al Lun 16 a viz Eost e tistroio Bremaik!

 

 

 

 

 

 

 

 

Digoadañ evit ar paper

 

 

Kaoz a zo bet dija eus an digoadañ a servij da lakaat gwez palmez da greskiñ, evit kaout eoul palmez hag a vez implijet forzh pegement da fardañ boued greantel. Met penaos emañ kont gant ar paper?

 


Sinar Mas

 

En ur pennad tremenet hor boa gwelet penaos e oa deuet embregerezhioù zo (Nestlé, Unilelver, Kraft) da voikotiñ an eoul palmez o tont eus an embregerezh Sinar Mas, goude ma voe diskuilhet e oberiantiz gant Greenpeace. Digoadañ evit produiñ eoul palmez a dalvez skarzhañ an dud a zo o vevañ war al lec’h, lazhañ al loened ha distruj o annez, ha deviñ ar gwez, ar pezh a saotr forzh pegement.

Ha neuze ne vezer ket souezhet o welet eo Sinar Mas adarre, dre e izembregerezh APP, a vije taget gant Greenpeace evit e oberoù a-enep d'an dud ha d'an endro. Embannet ez eus bet un danevell gantañ, How Sinar Mas is pulping the Planet, hag a ziskouez peseurt mod e vez distrujet ar c'hoadeier gant an embregerezh evit produiñ paper. Gant ar spi e vounto gouarnamant Indonezia da gemer divizoù.

 

http://bit.ly/9uMpPw : danevell Greenpeace (e saozneg)

http://bit.ly/bFtThO: un diverrañ (e galleg)

 


Marion Cotillard

 

E penn-kentañ miz Even eo bet an aktorez vrudet Marion Cotillard (Taxi, Big Fish, La Môme...) gant skipailh Greenpeace oc’h ober un enklask war an digoadañ e Kongo RDC. Diwar-se ez eus bet savet un diellfilm dedennus-kenañ, a ziskouez pegen pell eo aet an traoù eno hag ar prezegennoù brav a vez dalc'het e lec'h all, o vountañ ar broioù pinvidik da baeañ evit ma vefe gwarezet koadeier Kongo.

Brudet eo Marion Cotillard evit difenn an endro. Nac'het he doa da skouer ober bruderezh evit ar merk L'Oréal, dre m'emañ war listenn zu Greenpeace.

 

http://greenpeace.fr/ : filmoù troiad Marion Cotillard

 

 

Ul lezenn

 

D'ar merc'her 7 a viz Gouere ez eus bet votet ul lezenn a verzo kenwerzh ar c'hoad bet produet diwar hentennoù maez-lezenn, hag a greñvaio an doareoù evit ma c'hellfed adkavout orin ar c'hoad. Poent e oa ez errufe hounnezh, pa ouzer da skouer e vez kavet koad maez-lezenn e savadurioù publik Brusel... Abaoe bloavezhioù m'emañ tud Greenpeace o stourm evit ar c'hoadoù, int laouen o welet al lezenn-mañ.

Siwazh, n'eo ket kreñv tamm ebet ar c'hastizoù, keñveriet gant ar boan a ra d'an dud ha d'an endro, hag ouzhpenn-se ne vez ket kontet ar paper e-barzh al lezenn-se evit c'hoazh.

 

 

Petra ober?

 

Petra ober neuze da c'hortoz? 150 kg a baper a vez implijet gant pep hini bep bloaz. Soñjet e oa bet e c'hellfemp implijout nebeutoc'h gant diorren an teuliadoù war an urzhiataerioù, met moullet e vez forzh pegement evit lenn aezetoc'h eget war ar skramm, ha forzh penaos n'eo ket un diskoulm, dre ma vez saotret forzh pegement evit sevel tammoù an urzhiataerioù, ha dispignet kalz tredan evit o lakaat da vont en-dro.

Ur bern labelioù disheñvel a vez kavet diwar-benn ar paper: lod a bouez muioc'h war ar saotradur er fabrik pa vez produet paper nevez (Nordic Swan, Ecolabel, Ange Bleu). Lod all a bouez war merañs "padus" ar c'hoadoù, da lâret eo teurel evezh da adplantañ kement ha ma vez troc'het (FSC, PEFC), ha lod all a zo gouestlet d'ar paper adaozet (Möbius, APUR). Evit an embregerezhioù pe ar stalioù e kaver ivez al label Imprim'vert. Da ziwall a zo gant ar paper adaozet: ma vez implijet klor evit gwennaat anezhañ e vo saotrus-kenañ ivez. Setu ma prenit paper adaozet eo gwelloc'h prenañ unan gant ul label TFC (hep klor ebet) pe ECF (gant nebeut a glor).

Ar pep gwellañ a chom diwall da voullañ re ha n'eus forzh penaos. Lakaat ur pegsun a-enep d'ar bruderezh war ar boest-lizhiri, adimplijout eil tu ar follennoù, skrivañ gant ur c'hreion koad evit gallout diverkañ da c'houde...

 

M.M.

 

Evit kompren gwelloc'h al labelioù :

http://www.caractere-sa.fr/

http://www.achatsverts.be/

http://fr.ekopedia.org/

Evit gouzout hiroc'h :

Le papier recyclé est-il plus écologique? Ur pennad dedennus evit ar preder:

http://agnostique.terre-finance.fr

De l'utilité du papier recylé. Ur pennad all o tifenn ar paper adaozet:

http://www.notre-planete.info/:


Pennadoù Greenpeace :

Abegoù ha mont en-dro an digoadañ: http://www.greenpeace.org/

Digoadañ e Gevred Azia: http://www.greenpeace.org/

Digoadañ e Kongo RDC: http://www.greenpeace.org/

Digoadañ en Amazonia: http://www.greenpeace.org

Fichennoù all Greenpeace war an danvez: http://www.greenpeace.org

 

 

Saotradur kevrinus e Stêr an Elorn

 

D'ar Sul 11 a viz Gouere diouzh ar mintin e oa bet dizoloet saotradur e dour ar Stêr Elorn. Seizh tonennad pesked a zo marvet e magerezh-pesked Pont ar Sal e Logeginer-Plouziri e-kichen Landerne ha Landivizio ha marv eo pep tra e Stêr Elorn a-hed ur c'hilometr war-lerc'h labouradeg riboulat Groasmoal etre Lokmelar ha  Logeginer-Plouziri. Betek-henn n'eo ket bet kavet abeg ar saotradur-mañ. Ne weler netra ha ne glever c'hwezh ebet. "Chomet omp a-sav da gontañ. Dluzhed, eoged, loched... pep tra a zo marv memes an divellkeineged, amprevaned. Da lavaret eo ez eo grevus-tre ar saotradur" eme Jean-Yves Kermarreg ha Guy ar Maoût, prezidant ha rener ar gevredigezh evit ar pesketaerezh ha gwarez metoù dourel ar Stêr Elorn, an AAPPMA. Hervez David Collet e-penn magerezh-pesked Pont ar Sal "ez eo c'hoarvezet e-kerzh an noz, sur eo. P'hon doa graet un dro evel boaz, da 10e30 noz d’ar Sadorn 10, pep tra a oa reizh ha da 8e vintin d’ar Sul e oa marv an holl besked". Savadennoù-dour a zo bet kaset d’un arnodva e Roazhon evit gouzout hiroc'h war ar saotradur-mañ hag un enklask a zo bet digoret evit kompren penaos eo c'hoarvezet.

 

 

 

 

 

 

 

 

Festival kontadennoù e Gwened

 

 

Evit ar 7vet gwech e vo aozet e-pad an hañv-mañ ar festival Contes en Balades e Gwened. Aozet gant ar gevredigezh Contes d'ici et d'ailleurs hag ar c'hontour Remy Cochen, ar festival-se en deus da bal lakaat an dud da bourmen e kostez Gwened ha Pleg-mor ar Mor-Bihan ha da veajiñ dre ar c'hontadennoù.

 

Yaou 15 a viz Gouere: An arvest anvet Passages gant ar c'hontour Rémy Cochen hag ar soner Pascal Lamour a vo kinniget. Ar gejadenn etre an daou arzour a ro un abadenn e lec'h ma’z eus liammoù etre ar sonerezh hag ar gerioù gant leun a varzhoniezh hag a huderezh.

 

Lun 26 a viz Gouere: An abadenn Apple Paille a vo kinniget. Ouzhpenn d'ar c'hontadennoù e vo baleet war hentoù Pleg-mor ar Mor-Bihan gant Serge Pittalis ha Magali Frachon. Livioù Marsilha a vo gant an daou-mañ!

 

Lun 2 a viz Eost: Il était une fois, Ur wech e oa, ur wech ne oa ket eo titl an abadenn-se. Ar gontourien a gaso an arvesterien da vale o kejañ gant an dud a zo deuet da vezañ mojennek gant, evel-just, ur bern istorioù karantez!

 

Lun 9 a viz Eost: Un abadenn gant Laurence Lechantre a vo. P'oa mestrez-skol dek vloaz zo he doa Laurence Lechantre dizoloet pegen plijet e veze o kontañ istorioù. Istorioù evit ar vugale hag evit o c'herent a zeuio ganti.

 

Lun 16 a viz Eost: Jean-Luc Bescond a gonto penaos eo bet krouet ar bed, ar vuhez, ar garantez hag ar marv gant tonioù sonerezh rak dont a raio gant e c’hitar.

 

Lun 23 a viz Eost: Paotr Speied, Rémy Cochen a gonto kontadennoù mojennoù diwar-benn kann al loar.

 

Lun 30 a viz Eost: Etre an arvor hag an argoad e vo kontadennoù Rémy Cochen. Istorioù holl liammet gant Breizh, un douar tomm d'e galon.

 

Kregiñ a raio da 8e30 noz hag al lec'h emgav a zo lakaet dirak Ti an Natur e Gwened, straed ar Silinoùs. Koustañ a ra 6€ evit an dud deuet ha 3€ evit ar vugale etre 4 ha 12 vloaz.

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.mondoral.org pe www.remy-cochen.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Skipailh Spagn kampion ar bed

 

 

Ar wirionez a oa gant Paol ar Morgazh: Aet eo ar maout gant paotred Spagn. N’eo ket bet ken aes a se dre ma n’eus ket bet trawalc’h gant 90 mn hag ezhomm ez eus bet eus un astenn c’hoari. Gant Andres Iniesta, c’hoarier FC Barcelona, eo bet lakaet ar pal goude 116 munutenn c’hoari pa ne chome nemet peder munutenn a-raok lotiri an tennoù d’ar palioù. Evit ar wezh kentañ e veze c’hoariet gourfenn Kib ar bed gant skipailh Bro-Spagn, ha trec’h int bet war an Izelvroiz. Diouzh o zu, izili skipailh an Orañjez o deus c’hoariet tri gourfenn ha kollet an holl anezho!

Goude bezañ bet kampioned Europa, setu ar Spagnoled kampioned ar bed, gourc’hemennoù dezho.

Evit an trede plas eo aet ar maout gant skipailh Alamagn.

 

Alamagn – Uruguay : 3-2

Izelvroioù – Spagn : 0-1 (goude an astenn-c’hoari)

 

 

Kib Davis

 

D’ ar Sadorn 10 ha d’ar Sul 11 a viz Gouere, eo bet c’hoariet kard-gourfenn Kib Davis. Amañ e komzer eus tennis anat, ha c’hoarierien Frañs a oa a-enep re Spagn. Mankout a rae Jo-Wilfried Tsonga, ar gwellañ c’hoarier gall evit ar mare, met eus an tu all e vanke ivez Rafael Nadal, gwellañ c’hoarier ar bed, bet gounezet Wimbledon gantañ un nebeud devezhioù zo. Daoust d’ar pezh a seblante bezañ, pa seller ouzh an traoù war baper, eo aet ar maout gant skipailh Frañs en un doare aes a-walc’h. Pemp krogad, pemp trec’h! Evit an dro a zeu, an hanter-gourfenn enta, e c’hoariint a-enep skipailh Arc’hantina, etre ar 17 hag an 19 a viz Gwengolo e Bro-C’hall.

 

Frañs – Spagn : 5-0

Rusia – Arc’hantina : 2-3

Kroatia – Serbia : 1-4

Chile – Republik Tchek : 1-4

 

 

Galfione ha Troussel prest evit La Route du Rhum 2010

 

E-penn kentañ miz Gouere eo bet moret bag nevez Jean Galfione, e-kichen Pont Moros e Konk-Kerne. War-lerc'h bezañ bet kampion olimpek lammat gant ar berchenn e 1996 eo aet sot Jean Galfione gant ar bigi ha c'hoant en doa da gaout ur vag. Sponsoret gant Kengredit Breizh, ar vag-se, unan Classe 40, a vo sturiet gant Nicolas Troussel evit redadeg "La Route du Rhum" a loc'ho eus Sant-Maloù d'an 31 a viz Here 2010. "Kroget on da vageal e 2005 p'on chomet a-sav gant lammat gant ar berchenn. Graet em eus un nebeud redadegoù evel Kib Amerika e Valence, ar Figaro pe pleustriñ evit an AG2R met n'en em santan ket prest da vont ma-unan evit ur redadeg ken diaes hag ar Route du Rhum setu perak em eus soñjet e Nicolas Troussel evit leviañ ma bag" eme Jean Galfione. "Barrek-tre eo Nicolas, aet eo ar maout gantañ evit ar Redadeg Figaro e 2008". Savet eo bet bag Jean Galfione gant chanter-bigi Structures e Kombrid, netra souezhus evit paotr ar Vro-Vigoudenn!

 

 

 

 

 

 

 

 

07/07/2010

 

 

 

Copacabana

Frañs – 2010

Senario ha seveniñ: Marc Fitoussi

 

"Berzet eo berzañ" eo ger-stur remziad Babou (Isabelle Huppert). Evel-se he deus renet ur vuhez digabestr pell eus kement redienn sokial. Hogen bevet fall eo bet an emzalc’h-se gant he merc’h (Lolita Chammah) betek nac’hañ pediñ he mamm d’he eured gant ar vezh a sav enni. Ur film denelour, sur-mat, a laka Isabelle Huppert tal-ouzh-tal gant he merc’h evit ar wech kentañ.

 

 

14/07/2010

 

Toy Story 3

Stadoù-unanet – 2010

Seveniñ: Lee Unkrich

 

C’hoarvezout a ra ar pezh a oa da c’hoarvezout: kresket eo Andy, un den deuet eo koulz lavaret. Dizale ez aio d’ar Skol-veur. An dalc’h eo petra a zeuio da vezañ e c’hoarielloù kozh, Woody, Buzz hag ar re all? Peurliesañ n’eus ket da dortal a-raok mont da welet ur film bevaat gant Pixar. Neuze, nemet e vefe ur gwallzarvoud, plijadur a vo...

 

 

21/07/2010

 

Nanjing ! Nanjing ! (City of Life and Death)

Sina – 2010

Senario ha seveniñ: Chuan Lu

 

Taget eo kêr-benn Republik Sina, Nanjing, gant Arme Impalaerezh Japan e 1937. Diwar al lodenn bouezus-se eus istor e vro e sav Chuan Lu un oberenn e gwenn-ha-du hep mont gant ur sell manikean, ar pezh zo bet rebechet dezhañ. Cheñch a raio eus filmoù ramzel Sina a laka muioc’h ar gaoz war ar grennamzer peurliesañ.

 

 

28/07/2010

 

The Fourth Kind (Phénomènes Paranormaux)

Stadoù-unanet – 2009

Senario ha seveniñ: Olatunde Osunsanmi

 

Da Alaska ez a ar psikologourez Abigail Tyler (Milla Jovovich) da labourat. Filmañ a ra he abadennoù teoghun (hypnose) gant klañvourien traomatizet, met dont a ra war-c’horre traoù dic’hortoz. Adkavout a reer blaz an heuliad X-files gant tem ar film arc’hantaouet berr-se. Daoust ha talvezout a raio ar boan mont d’e welet?

 

 

04/08/2010

 

La Doppia Ora (L'Heure du crime)

Italia – 2010

Seveniñ: Giuseppe Capotondi

 

Netra gwelloc’h da welet e-kerzh an hañv eget ur gomedienn romantel mod Italia? "Boy meets girl" eo poent loc’hañ La Doppia Ora, gwir eo, met da ziwall zo: ne hañval ket bezañ ur gomedienn kement-se; ur thriller ne lavaran ket...

 

 

11/08/2010

 

The Killer Inside Me

Stadoù-unanet – 2010

Senario ha seveniñ: Michael Winterbottom

Difennet d’ar vugale dindan 12 vloaz

 

Ur bern kudennoù en deus ar Sherif Lou Ford (Casey Affleck); hag ar fed e vefe eñ e-unan ul lazher klañv e spered n’eo ket ar gudenn disterañ en deus da dalañ outañ. Gant ur steuñvenn a-seurt-se e c’hortozer ur vurutelladenn eus mare George Bush. Gwelet e vo met gant Winterbottom ouzh ar stur e c’haller gortoz un abadenn dalvoudus.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Diluget

 

 

Ouzhpenn 6 vloaz zo bremañ e voe kinniget din ober war-dro rubrikenn sonerezh Bremaik. A-zevri-kaer e stagis gant ar raktres. War-bouez teir pe peder gwech em eus lakaet embann ur pennadig bep Lun. Dindan ar 6 bloavezh-se em eus lakaet ar gaoz war nouspet pladenn, luskad, soner, strollad pe festival. Lakaat war wel ar sonerezh evel arz ha n'eo ket ar sonerezh evel kenwerzh a oa unan eus ma falioù.

Skrivet em eus war an tachennoù a anavezan hag a blij din: sonerezh underground amplaet dre vras (marteze e soñje lod pa lennent "sed aze c'hoazh ur strollad n'em boa ket klevet kaoz anezhañ"), pe e vefe rock, pop, sonerezh folk, sonerezh elektronek pe me oar. Pouezus e kaven diskouez e c'haller implijout hor yezh da skrivañ diwar-benn dodennoù ne bleder ket kalz ganto.

Hiziv an deiz e paouezan. N'eo ket e vefen aet skuizh, met soñjal a ra din e vefe mat derc'hel d'ar rubrikenn ha kinnig ur sell nevez. Spi'm eus e vo kavet unan bennak all a vo laouen da stagañ gant ar raktres, hag a ginnigo seurtoù sonerezh n'eus ket bet kaoz anezho amañ evit c'hoazh: sonerezh ar bed, sonerezh Breizh, jazz...

 

Ur mixtape evit an hañv

 

Da echuiñ ganti e kinnigan ur roll tonioù liesseurt a denn da zodenn an hañv, ar mor, an traezh... Ar re a fell dezho a c'hallo neuze sevel ur mixtape bennak da selaou betek dibenn ar vakañsoù.

 

1 Air – Cherry Blossom Girl

2 The Beach Boys – Surfin' USA

3 Beat Happening – Down at the Sea

4 Belle and Sebastian – Ease your Feet into the Sea

5 Black Box Recorder – Seasons in the Sun

6 The Black Heart Procession – The Old Kind of Summer

7 The Chills – Double Summer

8 Clinic – August

9 Coco Rosie – The Sea is Calm

10 The Cramps – Surfin' Dead

11 Crocodiles – Summer of Hate

12 The Durutti Column – Sketch for Summer

13 The Fiery Furnaces – Here Comes the Summer

14 Foals – Like Swimming

15 Galaxie 500 - 4th of July

16 Hüsker Dü – Celebrated Summer

17 The Jesus and Mary Chain - Kill Surf City

18 Mazzy Star – I'm Sailin'

19 Medicine – Beneath the Sands

20 MIA – Sunshowers

21 Pavement – Summer Babe (Winter version)

22 The Pogues – Summer in Siam

23 The Presets – Girl and the Sea

24 Primal Scream – Beautiful Summer

25 The Raveonettes – Noisy Summer

26 Sonic Youth – Swimsuit Issue

27 Les Thugs – Summer

28 Wavves – Summer Goth

29 Wire – Sand in my Joints

30 Working for a Nuclear Free City – Sarah Dream of Summer

 

R.M.

 

 

 

Ar brasañ An dro er bed!

 

D'ar Sul 4 a viz Gouere e oa bet klasket tro-dro da Bont Roc'han e Landerne stummañ ar brasañ gavotenn er bed gant ar muiañ ar gwellañ a dud. Siwazh evit tud Landerne n'eo ket bet tizhet ar pal. Bremañ eo en Oriant e vo klasket ober ar brasañ An Dro er bed. Evel-just ez eus bet dibabet gant Oriantiz un dañs a denn d'o bro. Da-geñver 40 vloaz Gouelioù Etrekeltiek an Oriant e vo kaset da benn ar raktres An dro the World gant ar pal lakaat an dud da zañsal asambles en Oriant met ivez e lec’hioù all er bed. En nozvezh etre ar 14 hag ar 15 a viz Eost, fin ar Festival, da hanternoz rik da lavaret eo 10e noz GTM e vo lakaet an holl da zañsal an An dro e straed ar Perrière hag e pep lec'h en Oriant evit dont a-benn da gaout rekord ar brasañ An Dro er bed a-bezh. Gant Romain Sponnagel, pennsoner Kerlenn Pondi eo bet graet kempennadurioù an ton a vo sonet gant binvioù a bep seurt e pevar c’horn ar bed. Ar re a fell dezho lakaat o anv evit kemer perzh a c'hell mont e darempred gant tud Gouelioù Etrekeltiek an Oriant.

 

Evit gouzout hiroc'h pe lakaat ho anv:

http://androtheworld.free.fr/

 

 

 

Yaouvezhioù ar Porzh e Brest

 

Etre an 22 a viz Gouere hag ar 26 a viz Eost e vo bep Yaou noz nozvezhioù e Porzh Brest. Aozet abaoe un nebeud bloavezhioù gant ti-kêr Brest, Yaouvezhioù ar Porzh a zo un digarez evit an holl da gaout sonadegoù digoust a-hed an hañv.

Etre 7e hag hanternoz war Porzh-kenwerzh Brest, kae ar Valtouterezh ha Parc à Chaînes.

 

Yaou 22 a viz Gouere: Ar c'haner Michel Jonasz, David Walters a ra sonerezh folk eus Broioù Karib, ar strolladoù Meltan ha La Petite Epicerie. Hag ivez strolladoù arzoù ar straedoù evel Ulik hag ar Snob, Cirq’ulation locale ha Pied en sol.

 

Yaou 29 a viz Gouere: Nozvezh Astropolis gant Bewitched, Beat Torrent, IM Takt, DJ/Dance Floor hag ivez L’Excuse, Les Miss Trash ha Les P’tits Bras.

 

Yaou 5 a viz Eost: Taboulin gant Les Maîtres Tambours du Burundi/MaKebuko, sonerezh folk, rock, blues gant Zac Laughed. Klevet e vo ivez Who Are You Lutra Lutra ha Fanfare du Belgistan ha gwelet e vo er straedoù ar strolladoù Puzzle Théâtre, Acidu « Agrippine » ha Tony Clifton Circus.

 

Yaou 12 a viz Eost: Mélanie Pain ha Da Silva a zo pedet. Bez’ e vo ivez Médiavolo ha Féloche hag ar strolladoù Bébert ha Lolo, Albédo ha Tumble Circus.

 

Yaou 19 a viz Eost: Klevet e vo Diving With Andy, Bazbaz, Crewstypop, Le Bal Pépère ha gwelet e vo Mario Queen of the circus one man show, Azimuts hag Annibal et ses éléphants.

 

Yaou 26 a viz Eost: Evit ar Yaou diwezhañ e vo Bill & Moi, Merzhin, Mustang, Les Groove Boys, Compagnie n°8, La Belle Image ha Jane Allan.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://www.brest.fr

 

 

 

Geriadur ar Vro-Vigoudenn

 

Emañ levr diwezhañ Patrick Tudoret o paouez dont er maez. Ur geriadur eo evit bezañ resis, hini ar Vro-Vigoudenn. Gant 360 pennad-skrid ha kement a skeudennoù en deus klasket Patrick Tudoret ober tro ar Vro-Vigoudenn gant he sevenadur, he glad, he gweledvaoù, hec’h istor, he buhez bemdez, an dud a zo o chom er c'horn bro-mañ, e su departamant Penn-ar-Bed. Desket e vez a-drugarez d'ar geriadur-mañ eo bet dispaket evit ar wech kentañ ar ger "Bigoudenn" e 1833, da skouer. Bro Marc'h al Lorc'h Per-Jakez Hélias, a zo ivez ul lec'h brudet-tre e-touez ar surferien, gant Beg an Dorchenn. Desket e vez ivez c'hoazh, e vez gounezet tulipez eno, evel en Izelvroioù, ha petra eo "Dimezell Loktudi". Ul levr graet evit ar re n'anavezont ket mat ar Vro-Vigoudenn hag a fell dezho ober gwelloc'h anaoudegezh gant ar c'horn-bro brav ha plijus eus Breizh. Skrivagner, kazetenner, senarour ha klasker war sokiologiezh ar mediaoù eo Patrick Tudoret. Skrivet en deus e-tro daouzek levr, evel L'Écrivain sacrifié. Vie et mort de l'émission littéraire, La Rochelle, e 2009 da skouer. Figures libres ha La Gloire et la cendre, L'ultime victoire de l'Empereur e 2008, pe ar pezh-c'hoari Les Hauts Plateaux e 2005.

 

Geriadur ar Vro-Vigoudenn skrivet gant Patrick Tudoret hag embannet gant Le Télégramme. 236 pajenn. (28,50€ an tamm)

 

 

 

 

 

 

 

 

Raktres "Ecoo Tour 2010":

galv d'ar vrezhonegerien!

 

 

Emañ ar gevredigezh "Ecoo: écologie, économie, coopération" o kas war-raok ur raktres a-benn miz Eost, "Ecoo Tour 2010" e anv. Etre ar 5 hag an 31 a viz Eost e vo kinniget un "Dro Breizh" war varc'h-houarn evit ober anaoudegezh gant ar pezh a ra embregerezhioù, kevredigezhioù pe tud o-unan, er vro, war dachennoù an ekologiezh, an diorren padus hag an ekonomiezh reizh ha sokial. An droiad-se a vo un digarez evit klask respont d'ur goulenn simpl: "petra a vez graet e-kichen du-mañ?"

Ouzhpenn an droiad war velo, e vo pal tud Ecoo kelaouiñ ar muiañ ar gwellañ an dud. Internet, ar video, an eskemmoù gant an dud hag ar c'helaouiñ war-eeun un tamm e pep lec'h a vo binvioù a bouez-kenañ. Fellout a ra da skipailh Ecoo Tour 2010 gellout kinnig ar muiañ ar gwellañ a zanvez e galleg, brezhoneg ha saozneg. Emañ neuze skipailh Ecoo o klask war-lerc'h brezhonegerien a vefe prest da gemer perzh a-youl vat er raktres a-benn sikour da dreiñ keleier lakaet war Internet, istitlañ pe eilmouezhiañ filmouigoù ha kelaouadennoù savet e-kerzh ar mizvezh.

Evit mont e darempred gant skipailh Ecoo: ecoo.asso@gmail.com.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://www.ecoo-asso.fr

 

 

 

Labourzo

 

Ur benveg dispar zo bet krouet gant an UBAPAR nevez zo. Labouzo e anv, ul lec’hienn Internet, digor d’an holl, evit strollañ ar c’hinnigoù hag ar goulennoù labour, ur pol implij brezhonek en ur mod. Renabliñ a ra fichennoù kinnigoù labour (postoù brezhonek pe divyezhek) ha fichennoù brezhonegerien hag a zo o klask labour. Pemp tachenn labour zo evit poent: buheziñ, diwall bugale, bugale vihan, skolioù, ober sevenadurel. Ma ra berzh al lec’hienn-se e vo ouzhpennet reoù all diwezhatoc’h (mediaoù, kenwerzh...). Ouzhpenn 100 den (implijerien ha klaskerien labour) zo enrollet abaoe miz Ebrel.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://labourzo.ubapar.org

 

 

 

Stummadurioù Kelenn

 

E Kelenn e kinniger stummadur war mestroniañ ar brezhoneg da yezh kelenn. Klotañ a ra gant ezhommoù ar studierien a zo e soñj mont da gelenn er skolioù diyezhek kentañ pe eil derez, met n'o deus ket al live ret e brezhoneg.

Er stummadur e kinniger deskiñ hag en em varrekaat e brezhoneg (480 eurvezh), kizidikaat d'ar c'helenn danvezioù skol e brezhoneg (210 eurvezh). Ur c'hounskrid micher a zo da sevel (90 eurvezh) ha 5 sizhunvezh staj pleustrek a zo ivez. Da lavaret eo 930 eurvezh en holl war ar bloavezh (30 eurvezh /sizhun).

Dav kaout bak +3 ha bezañ kroget da zeskiñ brezhoneg. Diwar teuliad, diviz dre gomz ha priziadennoù e vez tutet ar stajidi.

Frejoù ar stummadur a c'hall bezañ kemeret e-karg gant ar Rannvro, pe gant hoc'h implijer (steuñv stummañ an embregerezh) pe dre ar stummadur dibaouez (CIF).

 

R.M.

 

Evit gouzout hiroc'h :

Kelenn, 3 straed Vañde, 29000 Kemper.

Pgz: 02 98 95 55 99. Postel: kelenn2@wanadoo.fr

 

 

 

Tasmant an HB12

 

E bro Gwengamp ez eus traoù iskis, kevrinus zoken, hag a c'hoarvez abaoe meur a vloavezh. Ul luziadell, petra! Pa erruit e-kichen redva-kezeg Plouvagor, marteze ho peus gwelet an enskrivadur bras a-walc'h "BREZHONEG YEZH OFISIEL", livet du war wenn ouzh moger an dachenn, a-hed an Hent Broadel 12 (RN12). Ha biskoazh n'ez a war zislivañ! Hañv-c'hoañv.

Piv an diaoul eo an den dianav a zeu da adfichañ ar gerioù-se a vloaz da vloaz? E-unan-penn pe a-stroll? Plac'h pe paotr? Un tasmant an hini eo? Ur stourmer kozh, ezel eus strollad ar skribouilherien, ha ne oar ket ez eus panelloù-henchañ divyezhek bremañ? Pe marteze un den all hag en doa prenet al livaj du a-bezh e stalioù war-dro Gwengamp ha poaniañ a ra da implijout anezhañ betek-penn? Peotramant ur fetichour hag a blij kalz an hieroglifoù dezhañ?

Hag abalamour da betra ar voger-se hepken? Perak n'ez a ket da skrivañ e gemennad ouzh mogerioù ti Nikolaz bihan, da skouer? Ha pelec'h e renk an istrogell-se e garr-tan? N'eus ket plas, ken tost emañ an hent-tizh! Dont a ra gant ur c'hwil-tan neuze pe o nijal? Pe c'hoazh oc'h en em bellzougen evel akipaj an USS Enterprise? Ya, Spock a c'hallfe bezañ! Da lâret eo Skrivadur Pouezus O Kenteliañ. Pe Yoda an hini fur ivez, Youl Ofisiel Da Adamzeriañ...

 

Yannig Boulard

 

 

 

Lennit Bremañ Gouere-Eost 2010 !

 

Dihun menez-tan Eylafjöll, Kib ar bed Suafrika, 40 vloaz Park Arvorig, 20 vloaz Océanopolis, 80 vloaz ar FALSAB, Yannig Baron o lezel e blas e penn kevredigezh Dihun... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Gouere-Eost 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'ar c'heginañ. Pennadoù-kaoz gant tri c'heginer a vo kavet: Olivier Bellin (Ploudiern), Nathalie Beauvais (An Oriant) ha Laurent Saudeau (Gorre-Goulen). Produioù lipous eus ar vro zo bet lakaet war-wel ivez: kouign-amann Lokorn, karamelennoù Henri Le Roux, ur wiski Eddu nevez...

Kendalc'het e vo en niverenn-mañ gant div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (8€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org