|
|
|
|
|
|
|
Lun 20 a viz Eost, niv.155 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ur mare start evit inizi Martinik ha Gwadeloup |
|
|
Ar pep gwashañ evit an
div enezenn zo bet e-keñver labour-douar. Ne chom tost mann
ebet eus ar gwez-bananez, ha 70% eus ar c'horz-sukr zo bet diskaret.
Sekretour Stad an Tiriadoù Tramor, Christian Estrosi, en
deus rakjedet e vefe ezhomm etre 150 ha 200 milion a euroioù
evit mirout oberiantiz ekonomikel Martinik. Evit ekonomourien an inizi,
ne vo ket a-walc'h rak lodenn ar gounit bananez hepken a dalvezfe evit
ouzhpenn 200 milion a euroioù. Ur mare start eo evit
ekonomiezh an inizi-se, dre m'eo ar produiñ bananez ha sukr
oberiantizoù armerzhel pouezus-kenañ. Hervez
Unvaniezh ar Broduerien, e vo ret gortoz seizh miz a-raok adkavout ar
feur a 300000 tonennad bananez produet er bloavezh. 20 vloaz zo ne oa
ket c'hoarvezet un drast ken bras en Antilhez gant ur gorvetenn. |
|
|
|
|
|
|
|
Dale
gant ar greizenn nukleel EPR |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
"Ya
d’ar brezhoneg" e Pempoull |
|
|
Hoel Louarn Evit gouzout hiroc’h war
ar gouel: www.paimpol-2007.com |
|
|
|
|
|
|
|
Rummad
1 Mell-droad: An Oriant, Nancy hag ar Mañs e penn |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ratatouille |
|
|
Stadoù-Unanet –
2007
Peurliesañ ne vezer ket
dipitet gant filmoù bevaat Pixar ha n’eo ket an
taol-mañ e c’hoarvezo, sur. Un film a raio
deoc’h c’hoarzhin laouen gant tudennoù
deuet brav ha skeudennoù savet kaer (gwir sinema bevaat
graet hep motion capture, skrivet eo e dibenn ar roll
klozañ). M’ho peus afer mont da welet un abadenn
evit ar familh a-bezh, gwell vo ganeoc’h dibab
hemañ eget Transformers (a zo bugelel da
vat gant ster gwashañ ar ger). Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h:
http://www.disney.fr/FilmsDisney/ratatouille/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Maïon
ha Wenn: ur c’houblad top-struj! |
|
|
Etre fent ha barzhoniezh e huchont
ar garantez gant sonennoù punk! Kizidigezh kuzhet mat
a-dreñv un abadenn dic’hortoz a ro tro
d’an arvesterien da c’hoarzhin kement ha da
brederiañ! O c’hrouidigezh ziwezhañ: ur
"Quizz ar garantez". Da skouer: "Pegoulz eo bet aotreet
an diforc’hañ e Bro-Iwerzhon?" Deoc’h da
brederiañ pe da vont davet ar respont m’ho peus ar
chañs da zizoleiñ "al loened"
nevez-mañ! H.L. Evit gouzout hiroc’h : maionetwenn.net
pe myspace.com |
|
|
|
|
|
|
|
Aval
ar baradoz gant tin |
|
|
Dibluskit
ar 6 aval ar baradoz. Troc’hit anezho a-led evit kaout trañchennoù
a 5 mm, a-us d’ur volenn evit adtapout ar chug. Basit ar chug
gant ar mel, ar sukr, ar chug sitroñs, 5 brienenn tin.
Lakait da glouarañ war dan bihan. Raktommit ar forn (therm
7/8 – 230°). Amanennit ur blakenn bastezerezh. Aozit
ar trañchennoù. Sasunit gant ar chug gant mel.
Poazhit er forn 8-10 mm ha sasunit alies. Aozit 5 tamm aval ar baradoz dre
asied, kelc’hiet gant ar chug. Klinkit gant
brienennoù tin, ha servijit diouzhtu. Mari Lubrano |
|
|
|