Lun 3 a viz Gouere, niv.107
Sizhun 27 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Bremaik an hañv

 

 

Setu erru an amzer domm !

Kinnig a ra skipailh Bremaik deoc'h ur rummad pennadoù a c'hellot lenn hag adlenn p’ho po c'hoant.
Distreiñ a raio Bremaik a-benn al Lun
7 a viz Eost.

 

Hañvezh plijus deoc'h holl !

 

 

 

 

 

 

 

 

Vakañsoù evit an EPR ?

 

 

Evit prederiañ war dazont ar vro ha goulenn e-barzh un “enklask publik” ali an holl sitoaianed er vro eo ret kaout ur prantad a-zoare, ma c’hallo ar geodedourien kaout amzer a-benn sevel goulennoù. Gant ar soñj kaer-se ez eus bet divizet e-korf 4 devezh sevel an enklask publik war ar reaktor EPR e Flamanville (Bro Normandi) etre ar 15 a viz Even hag an 31 a viz Gouere, pa vez tapet an holl gant Kib ar Bed, ar vachelouriezh pe ar vakañsoù... Hag ouzhpenn-se ne vo aozet an enklask nemet e 18 kumun war un dachenn bihan a-walc’h. Emañ ar c’hevredigezhioù a-enep an nukleel o sevel ur vrudadeg evit ma c’hello an dud kas kartennoù-post da gemer perzh en enklask publik. Skrivit ur gartenn-bost a-raok mont da hañviñ !

Morwena Audic

Evit gouzout hiroc’h :

www.agirpourlenvironnement.org

www.greenpeace.org

www.sortirdunucleaire.org

 

 

Privezioù sec’h evit an hañv ?

 

A-benn nebeut ez aio lod ac’hanoc’h da vakañsiñ hag ho po tro d’ober gant privezioù disheñvel: privezioù chimik e-barzh ho karavanenn, reoù “à la Turque” war tachennoù kampiñ zo pe c’hoazh, da vont da blegañ e kreiz ar c’hoadoù. Ha sur a-walc’h e vioc’h dibreder war an doare ma vez graet war-dro ho... lastez, padal bremañ oc’h boas da zibab ho lastez plastik diouzh ar re gartoñs pe diouzh ar gwer pe me oar. Ya ’vat, ar privezioù hag ar pezh zo lakaet e-barzh a gont kalzig e-barzh kudennoù ar saotradur.

Da gentañ e vez implijet e-tro 40 litrad dour mat da evañ evit skarzhañ fank un den bemdez (da lâret eo war-dro 14m3 ar bloaz) hep soñjal en diouer a zour mat a zo o kreskiñ. Met gwashoc’h a zo : 60% eus an dour zo da buraat a zeu eus ar privezioù, pezh a goust ker-ruz d’an holl hag a saotr ar stêrioù ivez. Kollet e vez ar fank-se ha ned a ket da “humus” ken : an douar a ya war baouraat abalamour ma sachomp warnañ gant hor boued met ne restaolomp ket ar pezh a zebromp.

Peseurt diskoulm? Ar privezioù sec’h, pe war gouzer, ha n’int ket un distro d’an toull lous a veze kavet e foñs jardin hon tud-kozh : lakaet e vez div loiad vras a vrenn-heskenn e-lec’h dour, e mod-se ne zeu ket c’hwezh hag a vez kroget gant ar roteliñ diouzhtu. Goude-se ur wezh ar sizhun e vez goullonderet ar sailh war ar rotel. Ha war-lerc’h bloaz e c’heller implijout ar rotel el liorzh. Ret eo kompren ez eo ar fank ul lodenn eus kelc’hiad ar c’harbon ha n’eo ket eus kelc’hiad an dour : ur sotoni ekologel ha kimiek eus ar re washañ eo meskañ dour ha fank. Hag abalamour d’an dour e teu ar c’hwezh ivez : n’eo ket ar memes go a ya en-dro er c’harbon, en dour pe hep aer.

Gant ar privezioù sec’h e vez espernet dour mat, ne vez ket saotret rouedaoù an dour hag ar stêrioù gant ar c’haoc’h, hag e vez pinvidikaet an douar en-dro. Ouzhpenn-se eo kalz marc’hatmatoc’h eget ar privezioù dre zour : peurliesañ e vez roet ar brenn-heskenn evit netra. Perak pas sevel privezioù sec’h lem-laka da amprouiñ e-kerzh ar vakañsoù?

 

Morwena Audic

Evit gouzout hiroc’h :

http://www.habitat-ecologique.org/toilette.html

Un p’tit coin pour soulager la planète, Christophe Elain, Editions la goûte d’or

 

 

 

 

 

 

 

 

Compagnie Derezo : "Kabarê Flottant"

 

 

Ar strollad Derezo a ginnigo etre ar 7 hag an 31 a viz Gouere ur rummad abadennoù war vord ar ganol etre Brest ha Naoned. Pemzek abadenn a vo en holl, eus Karaez da Vrest, a-hed ar ganol : al leurenn vo war an dour pa vo staliet ar sal war an hent, a-hed ar stêr... 20 arzour a ya d'ober ar Strollad Derezo, o abadenn div eurvezh a dremen eus an ened d'ar politikerezh...

7 hag 8 a viz Gouere e Karaez / 10 hag 11 a viz Gouere e Kledenn-Poc'hêr / 14 ha 15 a viz Gouere e Kastell-Nevez-ar-Faou / 17 a viz Gouere e Santoz / 19 ha 20 a viz Gouere e Pont-Koblant / 22 ha 23 a viz Gouere e Kastellin / etre an 28 hag an 31 a viz Gouere e Brest

 

Evit gouzout hiroc'h : www.derezo.com

 

 

9vet Saloñs Awen Breizh

 

Aozet e vo er bloaz-mañ e "magerezh embregerezhioù" Karaez, etre an 28 a viz Gouere hag an 31 a viz Eost. Mennozh diazez Awen Breizh, aozet gant ar gevredigezh Poellgor an Tarv, zo  kinnig barzhonegoù hag oberennoù arzoù neuziañ (livadurioù, kizelladennoù...) savet gant arzourien staliet er vro. Ar barzhonegoù a vez kinniget e div yezh d'an nebeutañ, alies-mat e teir yezh. Sizhunvezh kentañ ar Saloñs a gloto gant digoradur ar C'hendalc'h Keltiek e Karaez, war tem al levezon kelt en arzoù da welet. Prezegenn Poellgor an Tarv a vo d'an 2 a viz Eost da 9e30 e Leurenn Glenmor, diwar-benn pouez arz ar vro en identelezh vreizhek.

Ur priz a vo roet d'ar c'houblad oberennoù, barzhoneg hag oberenn arz, a genglot ar gwellañ. Ur juri arzourien, skrivagnerien eo a roio ar Priz. Labourioù e koun Glenmor a vo kinniget gant an arzourien ivez.

 

Evit gouzout hiroc'h : http://sitekreator.com/poellgoran_tarv

Ar C’hazh o vakañsin e Roazhon

Ar C’hazh, ganet e spered Philippe Geluck, goude bezañ deuet d’ober un dro e Breizh en e avanturioù diwezhañ,  a vo e Roazhon e stumm un diskouezadeg. Betek ar 1añ a viz Here e vo tu kejañ gant ar c’hazh belgiat er Maezioù Frank. Un digarez d’ober un tamm tro e bugaleaj tad Ar C’hazh, etre e dresadennoù kentañ diasur hag e c’hoarielloù eus ar bloavezhioù 50.

Met ivez evel-just anavezout tout istor ar mareñv, kinniget evel ur Joconde pe un delwenn c'hresian. Ha peadra da c’hoarzhin gant ijinadennoù souezhus Philippe Geluck, staliet e liorzh an delwennoù: Milo Pisa (stouet) da skouer e-tal da Venus Mulot (penn ul logodenn ganti).

Hoel Louarn

D’ar Meurzh etre 14e ha 21e.

Etre ar Merc’her hag ar Sul, 14e-19e.

Evit gouzout hiroc'h: www.leschampslibres.fr

"Le bossu" e Montroulez

Emañ an noz o tont hag al latar oc’h en em silañ e foz kastell Caelius. Emañ Blanche de Caelius o c’hortoz Philippe de Nevers, dimezet ganti dre guzh evit kemer Aurore e-karg, bet ganet eus o c’harantez. En hevelep mare emañ ar Priñs Philippe de Gonzague oc’h ijinañ un trap : c’hoant gantañ tapout pinvidigezh Nevers ha gwarizius eus karantez Blanche evit hemañ. Emañ de Gonzague en soñj aozañ muntr e genderv ha skrapañ ar bugel. Lazhet e vo neuze Philippe de Nevers met ar Marc’heg Henri de Lagardère a zeuio a-benn da saveteiñ Aurore hag a douo veñjiñ e dad. Nebeut amzer goudeze e vo un den tort hag iskis o tegouezhout e Kastell an Aotrou de Gonzague…

Hoel Louarn

D’ar Yaou 24 a viz Eost da 8e noz, leurennet gant Guy Simon ha c’hoariet gant ar gompagnunezh Kronope, e C’hoariva Bro Montroulez.

Evit gouzout hiroc'h: theatredupaysdemorlaix@wanadoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Tour de France : lodennoù Breizh

 

 

Pemp kumun eus Breizh a welo rederien an Tour de France o tremen er bloaz-mañ.

 

7 a viz Gouere

Gwitreg, oc'h erruout eus Lisieux

Dibenn ur prantad hent 186 km e vo Gwitreg. An trede gwech e vo evit an tour de France tremen dre Witreg (e 1995 ha 200 e oa), ur gêr brudet evit he mogerioù-kreñv.

 

8 a viz Gouere

Sant-Gregor - Roazhon

52 km hent a vo da ober, o treuziñ kêr-benn velestradurel Breizh. Ar wech kentañ e vo da rederien an Tour tremen dre Sant-Gregor, ur gêriadenn deuet da vezañ brasoc'h-brasañ er bloavezhioù tremen. Ouzhpenn kant vloaz zo e oa bet an Tour de France e Roazhon evit ar wech kentañ (1905). Ar wech war-lerc'h a oa bet e 1994.

 

9 a viz Gouere

Sant-Meven - An Oriant

Ar wech kentañ e vo da dud Sant-Meven gwelet rederien an Tour de France o tremen eno. Ur gêr vihan brudet e metoù ar varc'hhouarnerien eo, rak eno e oa bet ganet Louison ha Jean Bobet, el lec'h ma 'z eus bremañ ur mirdi Louison-Bobet.

Goude 181 km a hent ez erruo ar rederien en Oriant. An trede gwech e vo d'an Tour mont d'an Oriant : e 1939 e oa bet ar wech kentañ hag e 2002 en eil gwech.

Ur prantad diskuizh a vo goude-se. Adkregin a raio ar redadeg e Bourdel goude-se, d'ar Meurzh 11 a viz Gouere.

 

Sport Breizh : an niv. 3 er stalioù

 

Setu embannet trede niverenn Sport Breizh, ur gelaouenn daouviziek diwar-benn ar sportoù, met gant ur sell breizhat, anat eo. Evit an hañv e kinnig skipailh Sport Breizh plediñ gant sportoù  ar mor : kite-surf, kar-dre-lien, kayak, splujañ... Ar pennadoù diwar-benn ar vell-droad zo troet war skipailhoù Gwengamp ha Brest. Un teuliad dedennus a c'heller lenn diwar-benn ar boks e Sant-Brieg, unan all diwar-benn ar Gouren, hag ur poltred zo bet savet eus Solen Désert, bet div wech kampionadez Frañs ar 400 metr, eus Brest.

 

Evit gouzout hiroc'h : http://www.sportbreizh.com

 

 

 

 

 

 

 

 

War ar skrammoù e-kerzh an hañv

 

 

Penaos abuziñ e amzer pa vez glavus an amzer ? Da reiñ sikour d’hol lennerien en deus savet skipailh rubrikenn sinema Bremaik ur rakdibab eus un nebeud filmoù a zeuio er-maez er sizhunioù da zont. N’hon eus ket gwelet ar filmoù-se e gwirionez, setu e nac’homp bezañ tamallet ma’z int didalvez a-benn ar fin.

 

D’ar 5 a viz Gouere

Manuale de amore (Leçons d’amour à l’italienne)

Seveniñ : Giovanni Veronesi

Darvoudoù ha trivliadoù ar garantez evel ma vezont bevet en Italia. N’eo ket gwall nevez an tem, met un abadenn fresk ha birvidik a vefe mat evit kregiñ gant an hañv.

 

Quinceañera (Echo Park, L.A.)

Seveniñ : Richard Glatzer, Wash Westmoreland 

Dougerez eo Magdalena, a-raok lidañ he femzekvet deiz-ha-bloaz, skarzhet eo gant he zud ha mont a ra da vevañ e ti he zad-kozh, e lec’h m’emañ ivez he c’heniterv heñvelreviad.

Poltred annezidi eus Los Angeles a vez ankouazhet alies...

 

D’an 12 a viz Gouere

Superman Returns

Seveniñ : Bryan Singer

Traoù zo ne c’haller ket tremen hebiou dezho. Ingal e tistro superharozed war ar skrammoù, ha, goude Spider-Man ha Batman, eo deuet tro Superman er bloaz-mañ. N’eo ket sur e talvez ar boan mont da welet en-dro ar paotr zo techet da wiskañ e vragoù bihan war e vragoù strizh.

 

United 93 (Vol 93)

Seveniñ : Paul Greengrass

Ar re-se n’int ket bet sikouret gant Superman, dres. An nijadenn 93 eo an hini a oa tonket da ziskar an Ti Gwenn d’an 11 a viz Gwengolo 2001. E-touez ar pevar c’harr-nij bet distroet d’an deiz-se, n’eus nemet an nijadenn 93 n’he deus ket tizhet he fal a-drugarez kalonegezh he zreizhidi. Ur film “teul-ha-faltazi” (docu-fiction) eo United 93, ha gantañ e krog ar sinema da broduiñ filmoù diwar danvez darvoudoù an 11 a viz Gwengolo.

 

D’an 19 a viz Gouere

La raison du plus faible

Seveniñ : Lucas Belvaux

Troioù-kaer tri den zo en o soñj ober un hold-up. Kamm un tamm e oa teiroberenn Belvaux bet sevenet pemp vloaz zo (Un couple, Cavale, Après la vie) ; emichañs e teu bravoc’h gantañ pa sav ur film hepken (ha gant ur stumm film a zere outañ).

 

Ils

Seveniñ : Xavier Palud, David Moreau

Ur film spont gall doare Blair Witch Project, a dremen e Roumania.

 

D’ar 26 a viz Gouere

Stay

Seveniñ : Marc Forster

Fellout a ra d’un den yaouank en em zistrujañ a-benn tri devezh. Kaset eo gant e vredelfenner da veajiñ etre ar vuhez hag ar marv. Ur film c’hoariet gant Ewan McGregor ha Naomi Watts ne c’hall ket bezañ fall penn da benn.

 

D’an 2 a viz Eost

Pirates of the Caribbean 2 : Dead man’s Chest
(Pirates des Caraïbes, le secret du coffre maudit)

Seveniñ : Gore Verbinski

War-nes eurediñ emañ Elizabeth ha Will pa erru ar c’habiten Jack asambles gant trubuilhoù nevez. Ur film dudi dereat-tre e oa rann gentañ an heuliadenn. Abadenn wellañ ar sizhun evit chom dibreder moarvat (hag un trede rann a zeuio a-benn nebeut).

 

L’équilibre de la terreur

Seveniñ : Jean-Martial Lefranc

Sell ur bagad sponterien o tont a-benn, gant sikour ur Stad, da dagañ Pariz gant un arm nukleel.

 

M.V. & G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

Sonerezh e-leizh

 

 

Evit ar re a fell dezho aozañ ur rave-party en o liorzh :

 

Miss Kittin – A Bugged Out Mix

Embannet gant Resist/Discograph

 

Bugged Out, petra eo an dra-se ? Nozvezhioù sonerezh elektro aozet e Londrez, Manchester hag un tammig e pep lec’h er bed dibaoe 1994. An DJed ? Re vrudetañ ar sonerezh elektro o deus kemeret perzh er raktres : Ellen Allien, Daft Punk, Chemical Brothers, Vitalic, Erol Alkan…

Pladenn ziwezhañ dastumadeg Bugged Out a zo bet savet gant Miss Kittin, hag ur bladenn beurvat eo, goude he "live" diwezhañ (Live at Sonar) en doa dipitet an dud un tammig. Gant he Bugged Out Mix e kinnig deomp 2 bladenn (Perfect Night, hag evit an after : Perfect Day) ouzhpenn 40 kanaouenn, da lavaret eo ouzhpenn 2 eurvezh sonerezh. A bep seurt a gaver, sonerien vrudet (Chemical Brothers, Front 242, Aphex Twin, Modeselektor, Squarepusher…), re all n’int ket kement, met en holl ez eus peadra da blijout d’an holl ha da zañsal e-pad an hañv a-bezh.

 

http://www.misskittin.com/

 

 

Evit ar re a blij dezho rouzañ en ur zeskiñ traoù :

 

Dictionnaire du rock

Dindan renerezh Michka Assayas (2 levrenn, 2244 fajennad + roll : 406 pajennad) – embannet gant Robert Laffont, en dastumadeg  Bouquins

 

Marteze ne’z po ket trawalc’h gant daou viz vakañsoù evit lenn ar geriadur-se. Ijin’ ta : stank eo ar skrid, n’eus skeudenn ebet. Boued a zo avat.

Kement strollad, kement doare sonerezh a denn d’ar rock (country, metal, indie pop met ivez blues, rap hag all) a zo displeget. Evit pep strollad / arzour e vez kinniget ivez ur bladenn da selaou. Ouzhpenn se, e kavi ivez peadra evit pezh a sell ouzh an teknikoù implijet (doare enrollañ ar pladennoù, da skouer), ar c’helaouennoù diwar-benn ar rock, hag all. Embannet eo bet ar geriadur evit ar wech kentañ e 2000, klokaet eo bet e 2002. Er roll emañ renablet an holl bladennoù meneget, an arzourien, titloù ar c’hanaouennoù hag ez eus ur c’heriaoueg ivez.

Ma ne gaver meneg ebet eus ar strolladoù nevez degouezhet e bed ar rock e chom memestra un diazez dibar evit splujañ e-barzh ar sevenadur-se. Hag anat eo : ur wech lennet an hollad ganit e vi speredekoc’h.

 

http://www.bouquins.tm.fr/livre.asp?code=2-221-08955-2

 

 

Evit a re a chom dirak o skramm a-hed an deiz :

 

Lec’hiennoù internet gouestlet d’ar sonerezh rock

 

Eh ya ! Emañ an traoù o cheñch : nebeutoc’h-nebeutañ a bladennoù prenet gant an dud, met muioc’h-mui a sonerezh war internet.

Meneget eo bet allmusic.com amañ c’hoazh. Met lec’hiennoù all a zo, e saozneg peurliesañ. Evit pezh a sell ouzh pennadoù burutellañ diwar-benn ar pladennoù nevez embannet ez eus peadra da lenn gant Pitchfork. War al lec’hienn-mañ e vez burutellet pladennoù nebeut anavezet, setu ez eus chañsoù da zizoloiñ a bep seurt traoù.

Ma fell deoc’h dizoloiñ strolladoù war-eeun, ha kaout un tañva eus o sonerezh (pellgargañ an tonioù a c’haller ober), kit da welout Myspace.

M’emaoc’h o paouez selaou ur bladenn ha ma n’ho peus ket komprenet ar c’homzoù, n’eo ket ur gwall gudenn : gant Sing365 e vo tu deoc’h adkavout anezho.

Ha ma tremenit hoc’h amzer o selaou sonerezh e-keit m’emaoc’h dirak ho urzhiataer, pellgargit plug-in Last.fm, hag evel-se e vo tu deoc’h kaout ur bajenn internet a jed peseurt strolladoù a blij deoc’h ar muiañ, kinniget e vo deoc’h re all a zo heñvel, ur radio a zo ivez, hag e c’hallit mont e darempred, zoken, gant tud eus ar bed a-bezh a zo dedennet gant ar memes sonerezh ha c’hwi.

 

http://www.pitchforkmedia.com

http://www.myspace.com

http://www.sing365.com

http://www.last.fm/

 

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar c’hrank

(22 a viz Mezheven – 22 a viz Gouhere)

 

 

Div blanedenn, Ploudon ha Yaou a c’hello stankañ an hent deoc’h a-wezhioù er bloaz-mañ. Da gentañ e vioc’h nec’het betek re abalamour da Bloudon. An traoù n’int ket ken gwazh ha ma kav deoc’h, memes tra. Adalek miz Gouhere e vo un efed kontrol a-drugarez Yaou : re wellwelus e c’hellfec’h dont da vezañ a-daol-trumm zoken. Mat e vefe klask gwelet sklaer ha derc’hel kont eus an traoù kudennek. Ne servijo da vann ebet klask tec’hout kuit en ur soñjal en em renko an traoù o-unan !

Un doare pariadenn e vo ar bloavezh-mañ evidoc’h. Daoust hag-eñ e ouzoc’h tennañ gounit eus skoazell dizehan Sadorn ? Rak n’he deus ar blanedenn-mañ mann ebet da welet gant ho temz-spered… pe hogozik ! Degas a ra siriusted, stabilded, kiriegezh, nerzh ha c’hoant sevel traoù ha mont betek penn. Padal e vezit-c’hwi oc’h hunvreal peurliesañ, ha ne rit forzh ouzh ar berzh ! Neuze evit dont a-benn da c’hounit ho ploavezh gant sikour Sadorn, lakait ho hunvreoù da zont da wir !

Evit a sell ouzh ar garantez, e vo kaset d’an diaoul ar pezh a zalc’he ac’hanoc’h ! Ur frankiz diharz a fello deoc’h kaout.  Evel-just e c’hello an emzalc’h-se lakaat diaesterioù da sevel en ho koublad. Ha pa vefe c’hoant gant hoc’h amourouz(ez) klask kompren ac’hanoc’h e c’hellfe skuizhañ ! Furaat a reoc’h en diwezh ha leuskel a reoc’h un tamm frankiz en eskemm ouzh muioc’h a stabilded. Ma vevit hoc’h unan, taolit evezh ouzh un den nevez, n’ho po ket keuz ! Met, diwallit diouzh ho temz-spered romantel ha klaskit gwelet an dud evel m’emaint. Evit tud zo e c’hellfe ur vignoniezh cheñch ha gwiskañ liv ar garantez.

 

 

Al leon

(23 a viz Gouhere – 22 a viz Eost)

 

Aesoc’h e vo ar bloavezh-mañ eget an hini tremenet, peogwir ez aio kuit al Loar du eus ho sin. N’ho po "nemet" derc’hel kont eus Ploudon ha Yaou. Ne vo ket negativel da vat an div blanedenn-se. Re a riskloù a c’hellfec’h kemer abalamour dezho, e penn-kentañ an diskar-amzer dreist-holl. Kas ho talc’hoù da sutal a c’hellfec’h ober neuze, ha betek lakaat dizemglev da sevel gant tud zo… Kap e vefec’h da lakaat ho stabilded en arvar war kement tachenn zo. Bezit ar furañ ma c’hellit er prantadoù-mañ !

Ur bloavezh a bouez e vo evit ar re ganet dindan sin al Leon : ha pa vefe mat dezho pe get, e vint paket gant ur red nevezded. Dre zegemer ar c’hemmoù, ha dre grouiñ anezho memes, e vo tennet ar muiañ a splet eus ar prantad. An dra gentañ d’ober neuze : krediñ ober.

Goude bezañ bet kudennoù gant hoc’h amourouz(ez) e verzit mat hoc’h eus liammoù start gantañ/ganti. Met kollet oc’h un tamm. Marteze e vefe mat ober un troc’h hoc’h-unan evit prederiañ. Dibabit ul lec’h sioul e-kichen ar mor, pe ul lenn. Un dibenn-sizhun a vo a-walc’h evit sklaeraat an traoù. Goude-se, na laoskit ket an nec’hamant da regiñ ho kalon ! Saourit ar prantadoù plijus a vevit ha bezit sur int diazezet war santimantoù don.

Ma vevit hoc’h-unan eo en hoc’h endro micherel e c’hellfec’h ober anaoudegezh gant un den a bouez. Na vezit ket digalonekaet ma ne zeu den ebet ha na gredit ket bezañ kavet ur berlezenn re vuan : re zipitet e vefec’h !

 

 

Peadra evit un digor-kalon eus ar c’hentañ !

 

Koktel lipous an trovanoù

 

Meskit ¼ a chug avaloù ar baradoz, ¼ a chug orañjez, ¼ a chug sitroñs hag ¼ a chug ananaz.

Ouzhpennit ul loaiad vras a siros greunadez hag astennit gant tonic pe dour seltz.

Ma fell deoc’h fardañ ar c’hoktel-mañ gant alkool e c’hellit ober daou dra :

- eskemm ar chug sitroñs hag ar chug anana ouzh ¼ djin hag ¼ likor orañjez

- pe eskemm ar chug sitroñs hag ar chug orañjez ouzh rom gwenn.

 

Datezennoù gant bacon

 

Lakait ur jelkenn bacon en-dro d’un datezenn ha sankit ur pik e-barzh. Grit se meur a wezh ! Lakait da veleniñ er forn e-pad 5 mn (10 d’ar muiañ tout). Taolit evezh : ar bacon a zle bezañ melenet un tammig hepken.

 

Gallout a rit ober ar memes tra gant pruneoz pe abrikez sec’h !

 

Guacamole


Evit 6 den : 2 avoukezenn vrav darev-mat, un nebeud deliennoù koriandrez fresk, 1 penn sitroñs glas pe 2, 1 penn ognon bihan fresk, holen


Miñsit an ognon hag an deliennoù koriandrez fresk. Flastrit an avoukez. Ouzhpennit an ognon, ar c’horiandrez, ha chug ur penn sitroñs (pe 2, evel ma plijo deoc’h), ha lakait holen.

 

Mat eo gant nachos (chips diwar maiz) pe gant kig grilhet.

 

Katell Leon


Alioù evit liorzhañ war lec'hienn Bremañ

Bep miz e kinnig Yannig Madeg alioù fur evit ober war-dro ho frouezh hag ho legumaj. Klotañ a ra ar pennadoù bewech gant temz-amzer ar mizvezh. Lakaet e vez war-wel ivez bep miz ur seurt plant da c'hounit en ho liorzh, evit an hañv-mañ da skouer, e vo kaoz eus bazilig, persilh, serfilh, sibol, sivolez...

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org

Deiziataer hollvrezhonek 2007

 

An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm.

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon:

Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.frhttp://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav.