|
|
|
|
|
|
|
Lun 7 a viz Eost, niv.108 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kenderc'hel a ra an emgannoù e Liban |
|
|
Bodet e vo adarre pemp ezel-pad ABU
hiziv evit klask adkempenn an destenn en-dro evit echuiñ gant an emgannoù ar
buanañ ar gwellañ. Setu bremañ 27
devezh e kendalc'h an emgannoù ha 772 den zo bet lazhet e Liban
ha 94 en Israel. Bombezet eo bet Su Liban (ha karterioù chiit
Beirout) gant nijerezioù Tsahal er mintin-mañ
c’hoazh, hag emgannoù zo e meur a lec'h etre milisianed
Hezbollah ha soudarded Israel. |
|
|
|
|
|
|
|
Privezioù sec’h evit an
hañv ? |
|
|
A-benn nebeut ez aio lod
ac’hanoc’h da vakañsiñ hag ho po tro d’ober gant privezioù
disheñvel : privezioù kimiek e-barzh ho karavanenn, reoù “à la
Turque” war tachennoù kampiñ zo pe c’hoazh, da vont da blegañ e
kreiz ar c’hoadoù. Ha sur a-walc’h e vioc’h dibreder war an
doare ma vez graet war-dro ho... lastez, padal bremañ oc’h boas da
zibab ho lastez plastik diouzh ar re gartoñs pe diouzh ar gwer pe me oar. Ya
’vat, ar privezioù hag ar pezh zo lakaet e-barzh a gont kalzig e-barzh
kudennoù ar saotradur. Da gentañ e vez implijet e-tro 40
litrad dour mat da evañ evit skarzhañ fank un den bemdez (da lâret eo war-dro
14m3 ar bloaz) hep soñjal en diouer a zour mat a zo o kreskiñ. Met
gwashoc’h a zo : 60% eus an dour zo da buraat a zeu eus ar privezioù,
pezh a goust ker-ruz d’an holl hag a saotr ar stêrioù ivez. Kollet e
vez ar fank-se ha ned a ket da “humus” ken : an douar a ya war
baouraat abalamour ma sachomp warnañ gant hor boued met ne restaolomp ket ar
pezh a zebromp. Peseurt diskoulm? Ar privezioù
sec’h, pe war gouzer, ha n’int ket un distro d’an toull
lous a veze kavet e foñs jardin hon tud-kozh : lakaet e vez div loiad vras a
vrenn-heskenn e-lec’h dour, e mod-se ne zeu ket c’hwezh hag a vez
kroget gant ar c’hompostaj diouzhtu. Goude-se ur wezh ar sizhun e vez
goullonderet ar sailh war ar c’hompost. Ha war-lerc’h bloaz e
c’heller implijout ar c’hompost el liorzh. Ret eo kompren ez eo
ar fank ul lodenn eus kelc’hiad ar c’harbon ha n’eo ket eus
kelc’hiad an dour : ur sotoni ekologel ha kimiek eus ar re washañ eo
meskañ dour ha fank. Hag abalamour d’an dour e teu ar c’hwezh
ivez : n’eo ket ar memes go a ya en-dro er c’harbon, en dour pe
hep aer. Gant ar privezioù sec’h e vez
espernet dour mat, ne vez ket saotret rouedadoù an dour hag ar stêrioù gant
ar c’haoc’h, hag e vez pinvidikaet an douar en-dro. Ouzhpenn-se
eo kalz marc’hatmatoc’h eget ar privezioù dre zour : peurliesañ e
vez roet ar brenn-heskenn evit netra. Perak pas sevel privezioù sec’h
lem-laka da amprouiñ e-kerzh ar vakañsoù? Morwena
Audic Evit gouzout hiroc’h : http://www.habitat-ecologique.org/toilette.html Un p’tit coin pour soulager la
planète, Christophe Elain, Editions la goûte d’or |
|
|
|
|
|
|
|
9vet Saloñs Awen Breizh |
|
|
Ur priz a vo roet d'ar c'houblad
oberennoù, barzhoneg hag oberenn arz, a genglot ar gwellañ. Ur juri
arzourien, skrivagnerien eo a roio ar Priz. Labourioù e koun Glenmor a vo
kinniget gant an arzourien ivez. Evit gouzout hiroc'h : http://sitekreator.com/poellgoran_tarv Ar C’hazh o vakañsin e RoazhonAr C’hazh, ganet e spered
Philippe Geluck, goude bezañ deuet d’ober un dro e Breizh en e
avanturioù diwezhañ, a vo e Roazhon e stumm un diskouezadeg. Betek ar
1añ a viz Here e vo tu kejañ gant ar c’hazh belgiat er Maezioù Frank.
Un digarez d’ober un tamm tro e bugaleaj tad Ar C’hazh, etre e
dresadennoù kentañ diasur hag e c’hoarielloù eus ar bloavezhioù 50. Met ivez evel-just anavezout tout istor
ar mareñv, kinniget evel ur Joconde pe un delwenn c'hresian. Ha peadra da
c’hoarzhin gant ijinadennoù souezhus Philippe Geluck, staliet e
liorzh an delwennoù: Milo Pisa (stouet) da skouer e-tal da Venus Mulot (penn
ul logodenn ganti). Hoel
Louarn D’ar Meurzh etre 14e ha
21e. Etre ar Merc’her hag ar
Sul, 14e-19e. Evit gouzout hiroc'h: www.leschampslibres.fr "Le bossu" e Montroulez
Hoel
Louarn D’ar Yaou 24 a viz Eost da
8e noz, leurennet gant Guy Simon ha c’hoariet gant ar gompagnunezh
Kronope, e C’hoariva Bro Montroulez. Evit gouzout hiroc'h: theatredupaysdemorlaix@wanadoo.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad : tro-kaer an Oriant
e Pariz |
|
|
N'eo ket bet ken skedus disoc'hoù
skipailhoù all Breizh er C'hevre 1. Naoned zo bet trec'het gant Lyon 1- |
|
|
|
|
|
|
|
Pirates of the Caribbean - The dead
man’s chest (Pirates des Caraïbes, le secret du
coffre maudit) |
|
|
Stadoù-Unanet – 2006
O klask war-lerc’h Will (Orlando Bloom) emañ Elizabeth (Keira Knightley) gant ar c’hoant dimeziñ gantañ. O redek war-lerc’h ar c’habiten Sparrow (Johnny Depp) emañ Will war c’hourc’hemenn Lord Cutler Beckett (Tom Hollander). O treizhañ ar mor emañ ar Black Pearl, bag Sparrow, war roudoù ur c’houfr kevrinus. Adtapout ene Sparrow a fell da zDavy Jones (Bill Nighy), kabiten milliget an Hollandad War-nij. H.a., h.a. Un devezh gounezerezh kentañ gwelloc’h eget Star
Wars ha Harry Potter en deus graet eil lodenn saga Pirates of the Caribbean.
N’eo ket ar wech kentañ e 2006 e ra berzh ur film dister. Birvidik,
fentus ha lusket brav e oa al lodenn diaraok, met gwall zipitus eo an
eil : farsoù aes ne sikour ket un hanterenn gentañ hirik a derm etre
Interville ha Fort Boyard. Kaer eo an efedoù arbennik, evel m’eo dleet,
met treut-ki eo abeg ar film e gwirionez ha n’eus na penn na lost
d’an darempredoù etre an tudennoù. Pa soñjer ez eus bet pevar den o
labourat war ar senario ! Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h : http://www.disney.fr/FilmsDisney/pirates/ |
|
|
|
|
|
|
|
Ar sonerezh diskouezet |
|
|
Hoel Louarn Galerie du Présidial, e Kemperle. Digor bemdez war bouez ar Meurzh, etre 10e ha 12e
hag etre 14e30 ha 19e Mairie@ville-quimperlé.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Chug-frouezh eonennek gant orañjez hag avaloù ar baradoz |
|
Troc’hit ar frouezh e daou ha gwaskit anezho. Diskennit ar
chug en ur garafenn hag ouzhpennit ar Perrier fresk. Servijit.
Gallout a rit fardañ an evaj-mañ gant mandarin pe sitroñs glas ivez... Ouzhpennit delioù bent troc'het munut pe skejennoù sitroñs glas da ginklañ.
Evit 6 gwerennad : 1 litrad laezh
soja yen-yen, 1 ananezenn vihan, Dibluskit an ananezenn ha troc’hit anezhi
e diñsoù bras. Gwalc’hit ar sivi ha dilostit anezho. Meskit ar frouezh gant al
laezh soja hag ar mel. Servijit ar milk-shake. Evit ma vefe freskoc’h c’hoazh e c’hellit
ouzhpennañ 3 loaiad vras a skorn pilet. Katell Leon Al leon Aesoc’h e vo ar bloavezh-mañ eget
an hini tremenet, peogwir ez aio kuit al Loar du eus ho sin. N’ho po
"nemet" derc’hel kont eus Ploudon ha Yaou. Ne vo ket
negativel da vat an div blanedenn-se. Re a riskloù a c’hellfec’h
kemer abalamour dezho, e penn-kentañ an diskar-amzer dreist-holl. Kas ho
talc’hoù da sutal a c’hellfec’h ober neuze, ha betek lakaat
dizemglev da sevel gant tud zo… Kap e vefec’h da lakaat ho
stabilded en arvar war kement tachenn zo. Bezit ar furañ ma c’hellit er
prantadoù-mañ ! Ur bloavezh a bouez e vo evit ar re
ganet dindan sin al Leon : ha pa vefe mat dezho pe get, e vint paket
gant ur red nevezded. Dre zegemer ar c’hemmoù, ha dre grouiñ anezho
memes, e vo tennet ar muiañ a splet eus ar prantad. An dra gentañ
d’ober neuze : krediñ ober. Goude bezañ bet kudennoù gant
hoc’h amourouz(ez) e verzit mat hoc’h eus liammoù start
gantañ/ganti. Met kollet oc’h un tamm. Marteze e vefe mat ober un
troc’h hoc’h-unan evit prederiañ. Dibabit ul lec’h sioul
e-kichen ar mor, pe ul lenn. Un dibenn-sizhun a vo a-walc’h evit
sklaeraat an traoù. Goude-se, na laoskit ket an nec’hamant da regiñ ho
kalon ! Saourit ar prantadoù plijus a vevit ha bezit sur int diazezet
war santimantoù don. Ma vevit hoc’h-unan eo en
hoc’h endro micherel e c’hellfec’h ober anaoudegezh gant un
den a bouez. Na vezit ket digalonekaet ma ne zeu den ebet ha na gredit ket
bezañ kavet ur berlezenn re vuan : re zipitet e vefec’h !
Bep miz e kinnig Yannig Madeg alioù fur evit ober war-dro ho frouezh hag ho legumaj. Klotañ a ra ar pennadoù bewech gant temz-amzer ar mizvezh. Lakaet e vez war-wel ivez bep miz ur seurt plant da c'hounit en ho liorzh, evit an hañv-mañ da skouer, e vo kaoz eus bazilig, persilh, serfilh, sibol, sivolez... Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol an Emsav, 25 straed
Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|
|