Lun 26 a viz Mezheven, niv.106
Sizhun 26 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

sizhun war-lerc'h

 

 

 

 

 

 

 

 

4000 den a-enep aerborzh Kernitron-al-Lann

 

 

Dec'h goude-kreisteiz e oa 4 000 den bodet en ur prad e Kernitron-al-Lann, un ugent kilometr bennak en hanternoz da Naoned. Deuet e oant evit lavarout "nann" d'ar raktres aerborzh, hag evit embann se sklaer e oa bet stummet gant ar miliadoù a dud-se lizherennoù bras, a oa tu da lenn eus an oabl. Aozet e oa bet an degouezh gant ur c'henvodad kevredigezhioù a sav a-enep ar raktres aerborzh.

Sañset eo Kernitron-al-Lann da vezañ ar gumun a zegemero un aerborzh nevez a vefe savet a-benn ar bloavezh 2012, evit kemer plas aerborzh "Naoned-Atlantel". Met abaoe meur a vloaz e stourm tud a-enep ar raktres-se, gwelet evel re gozh, re ger, diezhomm ha saotrus war ar marc'had. Se zo kaoz e oa bet pedet gant Re C'hlas al Liger-Atlantel Yves Cochet ha Dominique Voynet. Ouzhpenn 450 milion a euroioù e koustfe staliañ aerborzh Kernitron-al-Lann (anvet ivez aerborzh "Grand Ouest").

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad "glas"

 

 

Evit ar wezh kentañ da geñver Kib bedel ar vell-droad ez eus ur preder er bloaz-mañ war pegen saotrus e c’hell bezañ ur seurt darvoud ha petra ober evit disteraat ar saotradur-se. Dre ar raktres “Green Goal” e vez dastumet ar glav a-benn dourañ al leton, dibabet e vez al lastez, staliet ez eus bet panelloù dre heol evit kaout gouloù. Green Goal a zo deut a-benn da gaout ur gartenn-dezougen digoust evit an arvesterien a ya da welet ar c’hrogadoù gant kirri-boutin. Hag evit kempouezañ ar gaz efed ti-gwer a vo produet (tro 100 000 tonennad zo bet jedet) o deus asantet an aozerien paeañ o skodenn evit kas da benn raktresoù diorren padus e broioù ar C’hreisteiz. Met memestra n’eo ket “glas” pep tra : an aozerien n’o deus ket soñjet en niver divent a girri-nij implijet evit degas an dud da Vro-Alamagn. N’eo ket skipailh ar bloaz-mañ a vo trec’h war an efed ti-gwer m’eus aon!

 

Morwena Audic

 

Evit goût hiroc’h :

http://www.greengoal.fifaworldcup.yahoo.net (lec’hienn en alamaneg hag e saozneg)

 

 

 

 

 

 

 

 

30vet deiz-ha-bloaz Gouel Bro-C'halloù Mousterfil

 

 

En dibenn-sizhun-mañ e oa bet lidet 30vet deiz-ha-bloaz "Gallésie en fête", Gouel Bro-C'halloù, aozet bep bloaz e Mousterfil. Ouzhpenn ar c'hontadennoù, ar pemoc'h rostet, ar sonadeg, an tournamantoù gouren pe vell-droad gouezelek, ar fest-deiz, ar fest-noz, e oa evel-just diskouezadegoù eus an 30 vloaz a ouelioù bet aozet e Mousterfil.

Ha nevezinti zo bet zoken gant ar genstrivadeg koubladoù sonerien "Le Bois des Anches". Evit ar wech kentañ e tregont vloaz eo aet ar maout gant ur c'houblad merc'hed, Anne-Marie Nikol (bombard) ha Céline Le Forestier (binioù), anavezet mat o-div kostez Bro-Pourlet.

 

 

 

 

 

 

 

 

Loc'het "skipperien Island"

 

 

Disadorn e loc'he eus Pempoull rederien an trede "skipperien Island". Ret e vo d'an eizh bag "Class 40", d'an 10 bag "unkouc'h" ha d'ur vag "lieskouc'h", tizhout Reykjavík dre morioù diaes an hanternoz, a-raok mont war-zu Grundarfjördur dindan evezh div c'houeletenn, La Belle poule ha L'Étoile. Dec'h e oa, e penn ar redadeg, Servane Escoffier war Vedettes Cap Bréhat-Cap Marine, heuliet gant Gwec'hlan Catherine, war bourzh an Tchud Popka 2. Redadeg 2003 a oa bet gounezet gant Pierre-Yves Chatelin, zo o vageal er bloaz-mañ war bourzh Destination Calais.

 

 

 

 

 

 

 

 

On va s'aimer

 

 

Frañs – 2005

Senario ha seveniñ : Ivan Calbérac

 

Paotr fur eo Laurent (Julien Boisselier), gwelet mat e vez. Ren a rae ur vuhez didrubuilh gant e vestrez Camille (Mélanie Doutey) betek an deiz m’en deus graet anaoudegezh gant Elodie (Alexandra Lamy), mestrez nevez e vignon nesañ, François (Gilles Lellouche). Ha neuze, petra a c’hoarvez d’ho soñj ? "Karantez, karantez, goulou goulou, gili gili..." ha trubuilhoù e-leizh evit an holl.

Netra nevez war an douar patatez-mañ e gwirionez. Traoù fentus zo er film-mañ met n’eus roud ebet eus un dra dic’hortoz, ken plaen eo ar steuñvenn (eil doare ur film anvet El Otro lado de la cama eo war ar marc’had). Da ouzhpennañ talvoudegezh d’ar film ez eus bet soñjet silañ kanaouennoù ennañ, met ne zegas ar c’hanaouennoù-se tra farsus ebet ouzhpenn. Er c’hontrol e c’hortozer gant mall e vefe echu ganto, ken droch eo ar c’horolloù a ya ganto. N’eo ket an neb a fellfe dezhañ a c’hell seveniñ un Everyone says I love you (Woody Allen, 1996).

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h : http://tfmdistribution.fr/onvasaimer/index.htm

 

 

Paris je t’aime

Frañs - 2005

Seveniñ :  Olivier Assayas, Frédéric Auburtin, Gurinder Chadha, Sylvain Chomet, Ethan & Joel Coen, Isabel Coixet, Wes Craven, Alfonso Cuaron, Gérard Depardieu, Christopher Doyle, Richard LaGravenese, Vincenzo Natali, Alexander Payne, Bruno Podalydès, Walter Salles, Oliver Schmitz, Nobuhiro Suwa, Daniela Thomas, Tom Tykwer, Gus Van Sant.

 

18 filmig 5 munutenn evit diskouez disheñvelderioù, kened, sioù Pariz hag he annezidi. Karantez kêr, evel-just, met ivez, an dud, ar garantez  hag ar sinema.

Paris je t’aime n’eo ket ur film da vrudañ kaerder Pariz. Brav e teu da vezañ ’balamour da binvidigezh an istorioù, ar c’harterioù, an dud disheñvel a c’hell bevañ eno. Ur meskaj gwirvoud, faltazi, fent ha from. Ur meskaj yezhoù ivez, a-drugarez, da skouer, d’an douristed ha n’eo ket aes atav o buhez eno !

An istorioù karantez a zo liesseurt : hini an arz, mammoù evit o bugale,  koubladoù kozh, tud vev ha tud varv,  tud o kejañ dre zegouezh, ...

Tud eus meteier sokial disheñvel, doareoù da seveniñ disheñvel : un drugar da heuliañ, evit mousc’hoarzhin pe leñvañ ha bezañ laouen o vevañ (zoken pell eus Pariz !).

 

G.L.

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.parisjetaime-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Ellen Allien + Apparat – Orchestra of Bubbles

 

 

Embannet gant Bpitch Control / PIAS

 

Kemerit daou zen eus Alamagn, pep hini anezho e karg eus ul label sonerezh elektro : a-gleiz, Ellen Allien, hag hi e karg eus Bpitch Control, DJ hollvrudet. A-zehoù , Apparat, da lavaret eo un den yaouank e karg eus ul label all, Shitkatapult e anv. Lakait anezho da genlabourat, o c’houzout en deus pep hini e zoare da welout ar sonerezh elektronek : gant ar plac’h, sonioù teñval hag a ro c’hoant da zañsal (pe lakaomp "fiñval") memestra. Gant ar paotr, sonioù violoñs, luskoù tost ouzh an hip-hop, un doare difetis a-walc’h da sevel tonioù. Meskit, hag ho peus Orchestra of Bubbles, ur meskaj a ziskouez e c’haller labourat don war an aozañ tonioù (an tu Orchestra) en ur chom skañv (an tu Bubbles), memestra.

Disoc’h : ur bladenn a c’haller selaou ha selaou en-dro, enni teñzorioù a zizoloer en ur chom aketus ouzh kement son bihan aozet gant an daou arzour, hag int prest bepred da nevesaat ar sonerezh elektronek.

Ellen Allien hag Apparat a vo e Brest da-geñver Astropolis d’ar Gwener 4 a viz Eost (en Astroclub etre 11 eur noz ha 5 eur vintin, 18 euro evit mont e-barzh).

R.M.

http://www.orchestra-of-bubbles.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Tartezenn Tatin gant bananez ha chokolad

 

 

Evit 6 den : 250 g a doaz bresk, 4 bananezenn, chug ur penn-sitroñs, 50 g amann, 2 sac'hadig sukr vanilha, 1 voestad pastilhennoù chokolad evit ar gwastilli (pe karrezennoù chokolad bihan ma n'hoc’h eus ket a bastilhennoù)

Raktommit ar forn war an tommder 6 (
180°C). Dibluskit ar bananez, troc'hit anezho a skejennoù ha soubit anezho er chug sitroñs evit ma ne zufent ket.
Lakait an amann da deuziñ en ur baelon gant ar sukr vanilha. Lakait an
tammoù bananez da veleniñ. Diwallit en ur dreiñ anezho. Ne zleont ket
bezañ flastret.
Dasparzhit ar pastilhennoù chokolad e foñs ar voull, lakait an tammoù bananez warno, ha grit daou wiskad. Goloit gant an toaz en diwezh.
Lakait da boazhañ er forn e-pad 25 mn.

Gallout a rit servijout an dibenn-pred-mañ gant dienn-skorn chokolad.

 

Katell Leon