Lun 19 a viz Mezheven, niv.105
Sizhun 25 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun war-lerc'h

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel ar sonerezh : savet "BreizMix school" !

 

 

Dimerc’her e vo Gouel ar Sonerezh gant abadennoù liesliv ha digoust e pep lec’h er vro. En o zouez e vo tu da zizoleiñ un doare sonerezh nevez a zo o tiwanañ e Breizh abaoe meur a vloaz gant muioc’h-mui a strolladoù o kemmeskañ tonioù arnevez, etre sonerezh elektronek "klasel" ha doareoù sonerezh disheñvel, evel hini ar festoù-noz da skouer.

Ur skol zo bet savet e Montroulez e penn-kentañ ar miz evit stummañ an DJ-où da zont : ar "BreizhMix school" a ginnig kentelioù d’an danvez-arzourien evit deskiñ c’hoari gant pladennoù-arc’hant ha 33 zro, ha bezañ gouest da vezañ animatour radio, sevel tonioù gant an urzhiataer pe c’hoazh c’hoari gant meskajoù. Goude 20 eurvezh stummadur gant DJoù a-vicher e vo roet ur skrid-testeni a live broadel d’an DJoù nevez. 

Pal DJ Seb ha DJ Millénium zo sevel ur roll arzourien a-vicher gouest da vont da-heul an DJoù a vremañ, en ur nevesaat an doareoù c’hoari, ha neuze chom hep mont da glask DJoù betek Pariz. Ar pazennoù da zont a zo sevel ul lec’hienn, krouiñ ul label hag ur bladenn elektro/sonerezh hengounel evit miz Gwengolo.

Da c’hortoz e vo tu mont dimerc’her d’un nozvezh punk/DJ, gant 10 arzour deus Bro Leon, a grogo er Millenium da 20e e Montroulez hag a gendalc’ho en toull-noz Flash.

Gouel ar sonerezh plijus d’an holl eta!

Hoel Louarn

 

www.breizh-mix.info (lec’hienn da zont)

www.lemillenium.fr.fm 02 98 63 99 78

 

 

 

 

 

 

 

 

Tredan 100% nevezus

 

 

Marteze ho pefe c’hoant da reiñ un tamm skoazell d’an energiezhioù nevezus. Marteze ivez oc’h aet poazh o welet eo “nukleel” an tredan a vez implijet ganeoc’h. Penaos ober evit cheñch penn d’ar vazh pa’z eo ret bezañ koumanantet gant EDF? Met adalek ar 1añ a viz Genver 2007 e c’halloc’h koumanantiñ gant ar pourvezer a blijo deoc’h pa vo digoret marc’had an energiezh da vat. Unan e-touez ar bourvezerien nevez, Enercoop, a ginnig tredan diwar avel, biogaz, kelligoù “photovoltaïque” ha kreizennigoù dre zour hepken. Daoust ma n’eo digor evit ar poent nemet d’an embregerezhioù pe d’ar strollegezhioù lec’hel, e c’haller en em enskrivañ war o listenn-c’hortoz. Gant se c’haller bezañ sur da sikour diorren an energiezhioù padus da vat.

Morwena Audic

strollegezhioù lec’hel : collectivités locales.

Evit goût hiroc’h : www.enercoop.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Pezhioù-c’hoari gant sonerezh evit ar vugale

 

 

Ne vo ket disoñjet an arvesterien yaouank gant kreizenn arzoù Ploheg, en Aodoù-an-Arvor, evit Gouel ar sonerezh peogwir e vo kinniget ganto pezhioù-c’hoari evit ar vugale : un doare da lakaat anezho da zizoleiñ ar sonerezh gant tudennoù a bep seurt.

Gant ar gompagnunezh Papaq e vo c’hoariet "Le jour de la lune" : Mirabelle ha Ptit Louis ne vezont morse enoeet rak bemdez e c’hoarvez ganto darvoudoù dreistordinal. D’ul Lun e krog o zroiad en ur bed sonioù ha skeudennoù liesliv, gant ur c’hartoñs deuet da vezañ un ti… Kanaouennoù ha kontadennoù a gaso an arvesterien war hentoù hag avanturioù ar vugaleaj. Seizh devezh o tigeriñ war bep a diretenn vurzhudus ha c’hoarioù e-leizh o tont er-maez.

Ar strollad "Tommy la guitare et M. Orchestre" a ginnigo "Les aventures de Tommy" : Tommy ar gitar zo bet souezhet o kejañ gant an Aotrou Orchestre peogwir eo gouest, war un dro, da c’hoari gitar, harmonika, binvioù-stekiñ ha da ganañ. An daou gomper a zivizo krouiñ sonerezh a bep seurt : rock, rap, reggae, ragga, swing ha tonioù dous a roio tro d’ar vugale da gemer perzh en abadenn.

Hoel Louarn

 

Merc’her 21 a viz Even e Centre-Armor Puissance 4

Le jour de la lune : da 11e15 ha da 15e00

Les aventures de Tommy : da 10e15 ha da 13e30.

Evit gouzout hiroc’h : puissance4pointi@wanadoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib mell-droad ar bed : Frañs lakaet diaes gant Korea ar Su

 

 

Disouezhet eo bet skipailh mell-droad Frañs dec'h da noz. Soñjal a rae d'ar c'hoarierien c'hall ez echufe ar c'hrogad, ur poent ganto, ha chom e penn ar strollad digudenn a-benn mont d'an eizhvedennoù. D'an 9vet munutenn e plante Thierry Henry ur pal. Met c'hoarerien Korea n'int ket bet digalonekaet, kendalc'het o deus da dagañ ha da skuizhañ c'hoarierien Frañs gant kasadennoù hir... D'ar 81vet munutenn ez adtape Korea ar Su ar poent o doa lezet da vont e penn-kentañ ar c'hrogad, a-drugarez da bPark Ji-sung, roet kalon dezhañ gant ar Goreiz leun a startijenn a oa deuet da Leipzig da welet ar c'hrogad. Un eil pal a oa bet tapet gant ar C'hallaoued, met nullet kerkent. Korea zo bremañ e penn ar strollad G gant pevar foent, Frañs zo eil gant daou boent. Ret e vo da skipailh Frañs, dre ret, gounit ar c'hrogad a-enep Togo digwener ha kaout spi e vo trec'h Suis war Korea ar Su en deiz-se ivez. Ne vo ket kabiten skipailh Frañs, Zinedine Zidane, evit c'hoari krogad digwener ouzhpenn-se. Kemeret e vo e blas gant David Trezeguet.

 

 

 

 

 

 

 

 

X-Men : The Last Stand

(X-Men l'affrontement final)

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Seveniñ : Brett Ratner

 
Ul louzoù a zo bremañ a c’hall “pareañ” an X-Men: ret eo dezho dibab pe chom hep kemer al louzoù ha mirout evel-se o galloud a lak anezho dibar er gevredigezh pe koll ar galloud-se ha dont da vezañ tud voutin.

Alioù kontrol Charles Xavier ar peoc’hgar ha Magneto, pennoù bras an X-Men a vo ur wech c’hoazh abeg d’un emgann divent.

 
Gwashoc’h en defe gellet X-Men 3 bezañ pa ouezer ez eo sevener Rush Hour pe c’hoazh Red Dragon en deus kemeret plas Bryan Singer. Ur film dudius eo ha leun a efedoù ispisial deuet-brav. Met ned a ket donoc’h avat. Perzh bras ar film kentañ ha muioc’h c’hoazh an eil a oa personelezhioù ha dibaboù an tudennoù. Amañ e varv ur bern tud adalek ar penn-kentañ ha n’hon eus ket amzer da anavezout ar bagad tudennoù nevez. Graet e vez goap ouzhimp un tammig ouzhpenn-se gant titl ar film, dre ma ouezer mat ne’z eus fin ebet da istor an X-Men hag e c’hall kenderc’hel e-pad pell. Ur film diene ha dipitus. Gant ma ne gendalc’ho ket ? Ar re a chomo er sal betek fin ar roll anvioù o do ar respont... disouezh.

G.L.

 

Evit gouzout muioc’h : http://www.x-menthelaststand.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Sonic Youth – Rather Ripped

 

 

Embannet gant Geffen / Polydor

 

Da betra servij Sonic Youth e 2006 ? a c’houlenn tud zo. Da betra kenderc’hel da ober trouz goude ouzhpenn 20 vloaz ? Gant Rather Ripped ho po ur respont d’ar goulennoù-se. Pa vez al lod brasañ eus ar strolladoù amerikan o klask seniñ evel Led Zeppelin (beuk !) hep ar soloioù gitar ha pa glask ar Saozon kavout en-dro son ar bloavezhioù 1979-82, e tiskouez Sonic Youth e varregezh da sevel pladennoù peurvat.

Aet kuit Jim O’ Rourke, degemer mat (en-dro) da Sonic Youth kanol istorel. Da lavaret eo : trouz, gitaroù n’int ket kendonet, evel free jazz sonet gant punked. Ha neuze ? Tonioù a vez bepred (Do You Believe in Rapture ?, Reena, What a Waste, Turquoise Boy), memes dindan un niver bras a wiskadoù trouz (Sleepin Around). Setu, da betra e servij Sonic Youth ? Da sevel pladennoù a-feson, pa vez ur bern re all o poaniañ evit dont a-benn da ginnig traoù dister. Kentoc’h kozh, met bepred yaouank.

R.M.

 

Muioc’h a ditouroù : http://www.sonicyouth.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Steredouriezh : ar C’hevelled

(21 a viz Mae – 22 a viz Mezheven)

 

 

Ne raio ket droug deoc’h ne vefe ket heñvel bep bloavezh ! Goude ma vije padet levezon Sadorn (dalc’hoù a bep seurt) e-pad pell, e vioc’h dieubet anezhi da vat. Yaou (berzh, kresk, plijadurioù) eo a zeuio d’ho sikour. Ne vioc’h ket pell a-raok merzout an diforc’h ! Fiziañs ho po ennoc’h adarre. Un dra a vo d’ober er bloaz-mañ dre ret : kuitaat neizh klet ar familh e-lec’h ho poa kavet repu. Klaskit kejañ gant tud a bep seurt. Ho puhez sokial a zlefe bezañ leun a virvidigezh.

Evit a sell ouzh ar garantez ho po tro da gejañ gant un den a-feson ma vevit hoc’h-unan. Neuze bezit prest ! D’ar re a vev gant unan all, e vo erbedet teurel evezh. Kement a sked a vo ganeoc’h, ken hoalus e vioc’h, e c’hellfec’h lakaat diaes ho kwaz pe ho kwreg. Gallout a rafec’h soñjal daremprediñ tud all zoken. Se en defe heuliadoù drastus evit ho koublad. Prederiit mat.

Evit a sell ouzh al labour e vo ur bloavezh lañsus ha spletus. Ma taolit pled da chom hep hegaziñ ho kenlabourerien pe ho renerien, e tlefec’h mont war-raok a gammedoù bras.

 

Katell Leon