Lun 14 a viz Mezheven, niv.290
Sizhun 24 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Belgia:
berzh an dizalc'hourien e Flandrez

 

 

Dec'h e vote Belgiz evit dilenn o c'hannaded. E penn ar jeu emañ bremañ strollad N-VA (Emglev Flandrezat Nevez), 27 sez diwar 150 tapet ganto, hag ar Strollad Sokialour Wallon, 26 sez aet ganto dec'h. En dachenn flandrezat eo aet 29,5% eus ar mouezhioù gant N-VA, kaset war-raok gant Bart de Wever (skeudenn). Ar wech kentañ eo d'ur strollad dizalc'hour dastum kement a vouezhioù. Etretout, e tastum mennozh an dizalc'hiezh 46% eus mouezhioù voterien lodenn flandrezeger ar vro. Daoust da se, ne fell ket da N-VA mont e penn ar gouarnamant. Ur c'hentañ ministr galleger a c'hellfe kemer ar plas bet dilezet gant Yves Leterme neuze, Elio di Rupo, penn ar Strollad Sokialour Wallon. N'eus bet kentañ ministr galleger ebet e penn gouarnamant Belgia abaoe 1974. Kudennoù brav a vo da zirouestlañ gant ar gouarnamant da zont. En o zouez statud melestradurel Brusel ha trowardorioù ar gêr-benn (lesanvet BHV), yac'haat ar c'hontoù publik, kas da benn prezidantelezh Unaniezh Europa en eil c'hwec'hmiziad 2010. Pevar gouarnamant ha tri c'hentañ ministr zo bet e penn Stad Velgia abaoe miz Even 2007.

 

 

 

 

 

 

 

 

Labourerien-douar Haiti o nac'h "profoù" Monsanto

 

 

Goude kren-douar Haiti eo en em gavet ar vro donoc'h c'hoazh er baourentez. Diwar-se en deus kinniget an embregerezh "Monsanto" profañ hadoù d'al labourerien-douar evit ma c'hellfent loc'hañ en-dro gant o labour. Pegen jentil! Marteze, met n'eo ket n'eus forzh peseurt hadennoù a vez profet: hadoù O Genoù Kemmet (OGK) eo ar re-se. Da lâret eo eo perc'henn an embregerezh warno, dre m'en deus ur breved war ar genoù a zo enno. Savet int evit ma ne c'hellfe ket ar greun diwanañ diwar ar plant ha bezañ implijet ar bloaz war-lerc'h evit hadañ en-dro ar parkeier. Ret e vo prenañ hadoù nevez. Pebezh prof! Profet ur bloaz, ha rediet da baeañ bep bloaz goude-se... O c'houzout kement-se, eo bet nac'het "prof" Monsanto gant ul lodenn eus labourerien-douar Haiti, bodet e Mouvement Paysan Papaye. Skoazellet e vezont gant Via Campesina, luskad etrebroadel al labourerien-douar a stourm evit bezañ emren war ar boued. Peadra a zo da vezañ heuget gant emzalc'h un embregerezh a glask tennañ gounid eus ar baourentez evit reiñ ur skeudenn vrav outañ ha ledañ e varc'had er bloavezhioù da zont.

 

M.M.

 

Lec'hienn Via Campesina :

www.viacampesina.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Festival C'hoariva e Bro-Gerne

 

 

Abaoe ar Sadorn 12 ha betek ar Sadorn 26 a viz Mezheven emañ evit an eil gwech Festival Teatr Brezhonek, e Bro-Gerne. Kaset da benn gant ar gevredigezh C'hoariva, ez eo an darvoud-mañ un digarez da welet ar pezhioù-c'hoari nevez krouet, e brezhoneg. Un digarez d'ober anaoudegezh gant c'hoariva broioù all. Er bloaz-mañ eo bet pedet tud Okitania. Gant ar strollad La Rampe Tio e vo kinniget d’ar Meurzh 15 a viz Mezheven ar pezh-c'hoari Aristofanada - Femnas al poder e Teatr Kerne e Kemper. Nozvezhioù a vo ivez gant Strollad Plougin d'ar Gwener 18 e Ty Théâtre Gouenac'h, Strollad ar Vro Bagan d'ar 26 e Sal ar Sterenn e Kastell-Nevez-ar-Faou, pe c'hoazh an devezh Bugaleaj Kerne gant Skolioù Su Kerne ha TAVK d'ar Gwener 25 e Sal an Triskell e Pont-'n-Abad. Bez’ e vo ivez ur valeadenn c'hoariet e Kemper, ur gejadenn evit ar strolladoù hag ur brezegenn gant komedianed eus Okitania. Peadra da eskemm, kaout plijadur ha da veajiñ e-touez ar yezhoù.

 

Evit gouzout hiroc'h :
www.teatr-brezhonek.org pe 02 29 62 56 99

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib ar Bed 2010 a vell-droad: loc'het eo!

 

 

Digwener tremenet e oa bet roet lañs d'an 19vet kib ar Bed a vell-droad, e Suafrika. Padout a raio miz, betek an 11 a viz Gouere. Ar wech kentañ eo da C'hourfenn Kib ar bed bezañ aozet en Afrika. 31 skipailh diwar 203 zo bet dibabet (skipailh Suafrika a zo bet degemeret dre ret), etre miz Eost 2007 ha miz Du 2009, evit kemer perzh er Gourfenn e Suafrika.

Pemp stad nevez zo bet savet er vro, ha pemp stad kozh zo bet adkempennet evit degemer c'hoarierien ha sellerien eus ar bed a-bezh, gant 70000 micherour. An 32 skipailh zo rannet e 8 strollad. Eizh krogad zo bet c'hoariet evit poent: Uruguay/Frañs (0-0), Suafrika/Mec'hiko (1-1), Korea ar Su/Gres (2-0), Arc'hentina/Nigeria (1-0), Bro-Saoz/Stadoù-Unanet Amerika (1-1), Aljeria/Slovenia (0-1), Serbia/Ghana (0-1) hag Alamagn/Aostralia (4-0).

 

 

 

 

 

 

 

 

Sex and the City 2

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Senario ha seveniñ : Michael Patrick King

 

Daou vloaz zo n’hor boa ket bet keloù ganto. Evel m’eo dleet pep tudenn eus Sex and the City a dal ouzh prederiadennoù personel. Ha dont a raio Carrie (Sarah Jessica Parker) a-benn da ziaezañ mat he buhez koublad dimezet gant Mr Big (Chris Noth)? Ha trec’h e vo Samantha (Kim Cattrall) en he brezel kimiek ouzh ar paouez-mizioù? Hag ur vamm vat eo Charlotte (Kristin Davis)? Ha doujet e vo da varregezhioù micher Miranda (Cynthia Nixon)? Ur veaj da Abu Dhabi a vo an digarez da welet sklaeroc’h e kement-se.

 

Displeget evel-se e hañval ar film mont war temoù a denn da vuhez ar merc’hed a vremañ. N’eo ket gaou met n’emañ ket aze gwir danvez Sex and the City 2. Maget eo ar film kentoc’h gant gizioù cheuc’h, gouelioù pompadus, gizioù cheuc’h, alioù kened, gizioù cheuc’h, beajoù kaer ha pompadus, gizioù cheuc’h, gizioù cheuc’h, gizioù cheuc’h ha pompadus, darempredoù karantez hag istorioù revr (nemet e vefe ar c’hontrol). Bommoù mat zo en abadenn memes tra, met an arvestourezed az aio kuit gant ar santimant bezañ gwelet o magazin merc’hed bannet war ur skramm meur (ne vank nemet ar rubrikenn lenn planedenn) hag ar baotred o defe c’hoant kompren ar merc’hed a rafe gwelloc’h klask un doare all.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h:

www.sexandthecitymovie.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

15vet Festival Roc'han Feu e Roc'han // 25 ha 26 a viz Even

 

 

Er bloaz-mañ eo e lider 15vet deiz-ha-bloaz festival Roc'han Feu. Arabat disoñjal e oa bet lakaet diaes skipailh aozañ ar festival e 2007 (abalamour d'an amzer vil), hag int deuet a-benn da genderc'hel gant o raktres abaoe.

Kregiñ a raio an traoù a-benn ar Sadorn 19 e tavarnioù Roc'han ma vo kinniget div sonadeg: Fake Runners, ur strollad eus Roazhon a sono e tavarn Ar Marc'h Gwenn, ha Gilles Le Rest a sono kanaouennoù Georges Brassens e tavarn ar C'hoc'hu. En deiz war-lerc'h e vo ur sonadeg gospel en abati Timadeug. D'ar Gwener 25 e kendalc'ho an traoù: goude kreisteiz e vo un abadenn evit ar vugale kinniget gant ar strollad Cirklic. Ha diouzh a noz e vo Fées No Men (binvioù-sko, An Alre), un taol-kaer gant an arzourez Rohanne diwar-benn 40vet deiz-ha-bloaz marv Jimmy Hendrix hag ivez sirk a vremañ gant Cirque en Spray.

Sonerezh da vat d'ar Sadorn 26 gant Hocus Pocus (hip hop, eus Naoned), !!! (pe Chk Chk Chk, sonerezh arnodiñ, eus ar Stadoù-Unanet), Eiffel (rock gall heñvel a-walc'h ouzh Noir Désir pe Luke), General Elecktricks (elektro-jazz-pop-soul), Revolver (sonerezh pop) hag ivez The Foves (rock'n'roll, eus Penn-ar-Bed, aet ar maout ganto da-geñver taol-lañs ar festival) ha DJ Ordeuvre (sonerezh elektronek).

Evel-just e vo kinniget un dachenn-gampiñ ha meur a stal war al lec'h. Digoust eo sonadegoù ar Gwener 25, 20€ (rakprenañ) pe 24€ (prenañ war al lec'h) re ar Sadorn.

 

R.M.

 

Muioc'h a Roc'han Feu :

www.rochanfeu.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Ul levr evit keginañ louzoù gouez

 

 

Al levr Cuisinez les plantes sauvages a zo o paouez bezañ embannet e ti Dangles. Claude Londres a zispleg el levr-mañ penaos ober gant ar plant a vez kavet e pep lec’h en natur, er parkeier, war ar c’hleuzioù… evit keginañ. 76 rekipe liesseurt a zo el levr, gant plant a gaver e Breizh: beotez-aod, fanouilh ha karotez gouez, kaol-garv, c’hwervizon, roketez… Ouzhpenn d’ar rekipeoù e ro Claude Londres ur bern kuzulioù el levr-mañ, evel dastum an delioù hag ar bleunioù yaouank da skouer, penaos nompaz faziañ gant plant fall evit ar yec’hed, petra eo ar c’houlz gwellañ evit dastum petra, peseurt louzoù a zo mat evit pareañ  kudennoù yec’hed.

Ha ma fell deoc’h, e c’hellit debriñ boued fardet gant louzoù gouez er preti "Bio Tocori" e Roazhon. Fardet e vez gant ar mestr-keginer Antony Faraji predoù gant louzoù a bep seurt, evel delioù korz-babouz (berce) farset gant kig-bevin da skouer. Ur blantenn bleunioù gwenn ganti eo ar c'horz-babouz, a gaver en douaroù gleb.

Peadra da zizoleiñ traoù nevez ouzhpenn eo al levr Cuisinez les plantes sauvages, boued korf ha boued spered war un dro!

 

Cuisinez les plantes sauvages gant Claude Londres, embannet e ti Dangles.

(18€ an tamm)

 

 

Lennit Bremañ Mezheven 2010 !

 

Enkadenn C'hres, votadeg ar gannaded e Breizh-Veur ha Norzh Iwerzhon, chanter tramgarr Brest, ar strollad nevez "Luskad Breizh war-raok", pennad-kaoz gant ar skiper Franck Cammas, Gouel Broadel ar Brezhoneg 2010, an eil Redadeg, pladenn nevez Louise Ebrel... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Mezheven 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da vier Breizh. Lidañ a ra breserezh Coreff he 25 bloaz e 2010. Abaoe 30 vloaz e tispak en-dro breserezhioù artizanel e Breizh, a brud mat zo gant kalz anezho. Rener Coreff, Mathieu Breton, a ginnig e sell war istor bier Montroulez, ha Karaez goude-se, hag e blas e kevredigezh Breizh hiziv.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h : www.breman.org