|
|
|
|
|
|
|
Lun 7 a viz Mezheven, niv.289 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Prosez Jérôme Kerviel |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kemm ar
plankton gant an hin |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Livadurioù Fernand Le Gout-Gérard e
Mirdi ar Faoued |
|
|
Da welet e Mirdi ar Faoued, 1 straed Kemper, 56320
Ar Faoued. Pgz: 02 97 23 15 27. Lec'hienn: www.museedufaouet.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Roland-Garros:
distro Rafael Nadal da c'hoarier niv.1 |
|
|
Ur souezhadenn vrav eo bet
Gourfenn ar merc'hed o-unan, ar maout aet gant Francesca Schiavone 6-4 7-6 (en
1 eurvezh ha 38 munut) a-enep d'an Aostralianez Samantha Stosur. Ar wech
kentañ eo d'an Italianez 29 bloaz bezañ trec'h ur Gourfenn er Grand Chelem. |
|
|
|
|
|
|
|
13vet Nozvezh ar Gorriged (La 13ème
Nuit des Lutins) |
|
||
|
Frañs
– 2010 Seveniñ
: Shaun Severi, Bif, Foued Mansour, Jean-Christophe Lie, Olivier Smolders,
Edouard Deluc
Liesseurt betek re marteze? Gwir eo n’eus
tamm liamm ebet etre an eil film hag ar re all, met diskouez a ra pegen
pinvidik e c’hall bezañ ar stumm abadennoù-se. Pinvidikoc’h eget
ar filmoù hir moarvat rak n’o deus ket da zerc’hel d’ur
steuñvenn dre ret ha, dreist-holl, n’o deus ket ezhomm da zoujañ ouzh
danvez arvestourien rakijinet gant ar broduerien. Muioc’h a frankiz
krouiñ zo e metoù ar filmoù-berr neuze. Evit e drizekvet dalc’h eo deuet Troiad ar Gorriged
da vezañ Nozvezh ar Gorriged, skignet e veze an abadenn e memes koulz e pep
korn eus Frañs. Dav e vo gortoz bloaz evit gwelet an dastumad nevez, met dre
chañs ez eus festivalioù e-leizh e Breizh da c’hortoz. Evit gouzout hiroc’h : http://leslutins.com Gwelet ivez : www.courtmetrange.eu |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Hellfest – d'an 18, 19 hag 20
a viz Even e Klison |
|
|
Peadra a
vo neuze evit ar re a blij dezho ar sonerezh metal,
hard rock, trash, death metal, grindcore, black metal hag all e-pad tri
devezh e Klison. Estreget
metal a vo ouzhpenn: Deftones (hardcore), Sick of it All
(hardcore) ha Fear Factory (sonerezh industriezh, d'ar Gwener
18), Jello Biafra (bet kaner ar strollad punk hardcore Dead
Kennedys) ha Fields of the Nephilim (sonerezh gotek, d'ar
Sadorn 19). Hag
a-hend-all e vo ivez Slash, Carcass, Alice
Cooper, Sepultura, Airborne, Slayer,
Motörhead, Kiss (ac'hem, ya), The Young
Gods (sonerezh industriezh) hag ur bern re all. En holl
peder leurenn ha 116 arzour/strolllad disheñvel. Peadra da lakaat ho
tiskouarn da darzhañ meur a wech. Filmoù, sonadegoù ha krogadoù mell-droad er
Metal Corner, hag ivez pladennoù, rochedigoù, tatouadurioù ha piercing en
Extreme Market. Sonadegoù ha diskouezadegoù a vo ivez e kreiz-kêr Klison
a-hed ar festival. R.M. Hellfest, Klison, 18-20 a
viz Even 2010. Muioc'h a Hellfest : www.hellfest.fr Olifant
kalon-evn
Petra ho pije graet goude
bezañ lennet ar c'hemennad berr-mañ er gelaouenn Trompilh an Olifanted
ma vijec'h bet e plas ur skolaerez yaouank, aet skuizh oc'h ober skol da
gevnid, zo kaeroc'h? Graet he soñj mont kuit war-du lezioù Stêr Veur Limpopo
e-lec'h ma ray-hi anaoudegezh gant an olifantez Kikunga ha hec'h evn iskis
Kolokolo... Troet e brezhoneg diwar an
euskareg gant Mark Kerrain e c'halloc'h dizoleiñ ar peurrest eus an istor
burzhudus-se o lenn al levrig bet skrivet, er penn-kentañ, gant Mariasun
Landa, dindan ditl Elefante txori-bihotza. Bet ganet d'ar 5 a viz Even
1949, en Errentería, skrivet he deus un tregont oberenn bennak evit ar vugale
hag ar grennarded, tapet Priz White Ravens 2002 ganti evit Elefante
txori-bihotza. Troet hec'h oberennoù e meur a yezh (un daouzek bennak)
kelenn a ra ar skrivagnerez e Skol-Veur Donostia atav, bet tapet un
aotreegezh prederouriezh ganti er Sorbonne. Daoust deoc'h bezañ
koshoc'h eget seizh vloaz, m'ho peus ur galon-bugel c'hoazh, lennit al
levrig-mañ, skeudennaouet gant tresadennoù an Damganad Degast'. Ha lennit
betek ar golo-kein a-benn diskouez e oa bet embannet hep skoazell-arc'hant. Un
abeg mat all da skoazellañ embannadur al levrioù evit ar vugale e brezhoneg...
Ha n'eo ket yac'h-pesk evit poent. Yannig Boulard Olifant Kalon-Evn, gant
Mariasun Landa (troet gant Mark Kerrain), tresadennoù gant Degast'. Adalek 7
vloaz. Embannet gant Sav-Heol (7€an tamm). Embannadurioù Sav-Heol, 32
bali ar Voudenn, 35650 REUZ. |
|
|
|
|
|
|
|
Ur c'helaouer dre gomz mod-nevez e
bro Bempoull |
|
|||
|
Ur benveg nevez-flamm a vo
kinniget ar miz-mañ gant Ti an Douristed Pempoull-Goueloù. "Daou
vloavezh labour en holl zo bet ezhomm evit kas ar raktres-mañ da benn",
a zispleg Armelle Lambert, renerez Ti an Douristed. Da gentañ e oa c'hoant
kinnig ur benveg modern d'ar bourmenerien. Ouzhpenn-se e oa c'hoant lakaat en
a-raok perzhioù dibar, ha sevenadur bro Bempoull. "Dibabet hon eus
troioù-bale dedennus, ha dielfennet pelec'h e oa traoù da zisplegañ,
diwar-benn an natur, an istor, pe doareoù ar vro... Ha klasket hon eus tud
gouest da gontañ diwar-benn an traoù-se. Adalek ar penn-kentañ em boa lakaet
war ma soñj reiñ plas d'ar brezhoneg er benveg-mañ. Bep tro p'hon deus kavet
brezhonegerien gouest da gomz diwar-benn al lec'hioù dibabet, omp bet oc'h
enrollañ anezho", a gont Armelle. O c'homzoù a vo da glevet
dre ar benveg bihan-se. Evit stummañ anezho, ez eo Yvon Etienne hag a zo bet
karget d'ober goulennoù ouzh an dud ha da zibab ar bommoù da vezañ miret. "Klevet
e vez frazennoù kentañ an displegadenn vrezhonek, ha goude e vez klevet
dreisti an droidigezh e galleg. Evel-se e vo klevet yezh ar vro gant ar re na
ouzont ket anezhi, hep dezho kaout amzer da vont skuizh ganti war-zigarez ne
gomprenfent ket." Ur bazenn gentañ eo al
labour-mañ. "Ar pal eo ober kelaouerien dre gomz liesyezhek
penn-da-benn" eme Armelle Lambert. "Ar vrezhonegerien, int
ivez, a c'hello da neuze touristañ en o yezh e bro Bempoull!" Silvi Donarzh Sekred-kregin:
Soubenn an
ognon
1.Gwalc’hiñ,
peilhat ha troc’hañ an avaloù-douar a dammoù bihan 2.Peilhat ha
troc’hañ an ognon 3.Peilhat ha
malañ ar c’hignon 4.Lakaat an
amann da deuziñ en ur gastelodenn ha lakaat an ognon da boazhañ e-barzh e-pad 7 pe 8 munutenn. Meskañ mat
e-pad ma vez o poazhañ. 5.Lakaat ar
bleud war c’horre ha lezel da rouzañ 6.Dilemel ar
c’hard eus an ognon ha lakaat a gostez, ouzhpennañ ar bouilhoñs, an
avaloù-douar hag ar c’hignon. Poazhañ e-pad 45mn. 7.Malañ pep tra 8.Adlakaat an
ognon a oa bet lezet a-gostez hag ar bara kras 9.Raskañ ar
graoñenn muskad, lakaat pebr ha holen 10.Lezel da boazhañ e-pad
3 munutenn Riwanon Lennit Bremañ
Mezheven 2010 !
An teuliad zo gouestlet er
miz-mañ da vier Breizh. Lidañ a ra breserezh Coreff he 25 bloaz e 2010. Abaoe
30 vloaz e tispak en-dro breserezhioù artizanel e Breizh, a brud mat zo gant
kalz anezho. Rener Coreff, Mathieu Breton, a ginnig e sell war istor bier Montroulez,
ha Karaez goude-se, hag e blas e kevredigezh Breizh hiziv. Kendalc'het e vo er miz-mañ
gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o
teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur
ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e
kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn
Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit
an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||