|
|
|
|
|
|
|
Lun 31 a viz Mae, niv.288 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tud ul lestraz skoazell evit Gaza |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Barn an
energiezh dispignet: traoù a chom da cheñch |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Goloioù kazetennoù Breizh diskouezet
e Gwened |
|
|
Da welet e Ti-departamant ar Mor-Bihan, 2 straed
Sant-Tropez e Gwened. Digoust eo ha digor d’an holl. |
|
|
|
|
|
|
|
Eil
lodenn eus kib ar bed evit ar c’hanoe-kaiak |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Disoc’hoù Festival Cannes 2010 |
|
||
|
Ar balmenn aour a zo aet
gant ur sevener eus Thailand Apichatpong Weerasethakul (skeudenn), evit e film Lung
Boonmee Raluek Chat (Uncle Boonmee Who Can Recall His Past Lives- Oncle
Boonmee celui qui se souvient de ses vies antérieures – Tonton Boonmee
a c’hall kaout soñj eus e vuhezioù kent) a vo bannet er salioù
sinema d’ar c'hentañ a viz Gwengolo er C’hwec’hkorn. Ar priz meur a zo aet gant Des
hommes et des dieux, sevenet gant Xavier Beauvois (8/09/10). Priz ar
seveniñ a zo aet gant Mathieu Amalric evit e film Tournée (30/06/10). Priz ar senario a zo aet
gant Lee Chang-dong evit Poetry (deiziad da lakaat). Priz ar juri a zo
aet gant ar film Un Homme qui crie, sevenet gant Mahamat-Saleh Haroun
(29/09/10). Ar prizioù evit an aktorien
a zo aet gant Juliette Binoche, evit ar merc’hed, gant Copie
conforme (deuet er-maez c'hoazh), ha gant Javier Bardem, gant ar film Biutiful
(20/10/10) hag Elio Germano, gant ar film La nostra vita (22/10/10), evit
ar baotred. Priz ar c’hamera aour, da lavaret eo ur priz roet
d’ur film kentañ, a zo aet gant Año Bisiesto (16/06/10) sevenet
gant Michael Rowe. Prizioù all a zo bet roet
evel-just. G.L. Evit gouzout
hiroc’h : www.festival-cannes.com Marv eo Dennis Hopper
Kendalc’het en doa da
c’hoari prezhioù liesseurt, tudennoù drouk pe iskis kentoc’h,
e-barzh filmoù doare "rumm B" (Land Of The Dead gant George
Romero) pe "Z" zoken. Se na vire ket an holl da gaout doujañs
evitañ hag e labour. G.L. Ma fell deoc'h lenn
pennadoù all savet gant hor c'henskriverez diwar-benn filmoù, c'hoarioù-video,
levrioù ha me oar me, e c'hellit mont da dañva Soubenn ar Geek. |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Ar rock trouzus |
|
|
Er bloavezhioù 1980 e voe
savet ur bern strolladoù a rae noise rock:
The Jesus Lizard pe Swans er
Stadoù-Unanet, This Heat pe The Pop Group er
Rouantelezh-Unanet a voe e-touez ar re vrudetañ. Er bloavezhioù 1990 e kendalc’has
al luskad met disheñvel e voe penn-da-benn ar pezh a veze kinniget a bep tu d’ar
Meurvor Atlantel: rock ha punk da vat er Stadoù-Unanet (Hüsker Dü,
Pixies), padal e oa mesket gant sonerezh pop er
Rouantelezh-Unanet, hag evel-se e teuas an noise rock da vezañ sonerezh shoegaze
eno. Er bloavezhioù 2000 e
kendalc’has al luskad er Stadoù-Unanet (Lightning Bolt, Black
Dice, Liars) hag ivez e Japan, ma reas berzh (Melt
Banana ha Boredoms). A-ratozh e voe krouet neuze an
droienn saoznek japanoise. Ma n’eo ket ul luskad
brudet-kenañ ha ma’z eo ret lavarout ez eus pladennoù noise rock tost
dibosupl da selaou (Metal Music Machine gant Lou Reed da
skouer) ez eo chomet bev al luskad a-hed ar bloavezhioù, hag a-bouez eo e bed
ar sonerezh underground. R.M. Muioc’h a drouz : Er bloaz-mañ e kinniger ur wech ar miz |
|
|
|
|
|
|
|
Sekred-kregin: Saladenn gant keuz
gavr |
|
|||
|
1.Gwalc’hiñ ar
sivi. Ober 4 damm gant pep hini. 2.Troc’hañ ar
c’horiandrez hag an tin gant ur sizailh 3.Lakaat an
tammoù sivi en ur plad saladenn ha lakaat ar c’heuz gavr tammet, an
eoul olivez, ar gwinegr, pebr ha holen ha meskañ mat. 4.Lakat an tin
hag ar c’horiandr war c’horre 5.Lakaat da
yenañ er yenerez e-pad 30 mn 6.Meskañ ar
saladenn adarre a-raok servijiñ. Riwanon 63vet skol-hañv KEAV
A-hed ar sizhunvezh e vez
ar vuhez e brezhoneg penn-da-benn, sed amañ perzh pennañ stajoù KEAV:
soubidigezh! Ouzhpenn ar c'hentelioù e vez kinniget obererezhioù a bep seurt
d’ar berzhidi: kaozeadennoù, kan, darempredoù gant tud eus ar vro,
pourmenadennoù, c’hoariva, beilhadegoù... Un doare da vont war-raok
buan-tre ha da gemer ar boaz d’ober gant ar brezhoneg a-hed an amzer. E-kerzh an div sizhunvezh e
c'hello ar stajidi heuliañ kentelioù diouzh o live, pe heuliañ kentelioù
a-ziforc’h a roio tro da vont war-raok oc’h implij ar brezhoneg:
er sizhunvezh kentañ, e c’hellint labourat war distagadur ha
fonologiezh ar brezhoneg (live 1añ), penaos sevel ur sitcom, kinniget gant
Riwal Kermareg ha Yann-Herle Gourves. En eil sizhunvezh e c’hellint deskiñ
ober gant ar video evit sevel filmoù berr, labourat war distagadur ha
fonologiezh ar brezhoneg (live 2), pe c’hoazh labourat war ar
c’hazetenniñ, kentelioù savet gant kenlabour Keit Vimp Bev. Kavet e vo
ar programmoù war lec’hienn KEAV. Evit enskrivañ e ranker
gouzout un tamm brezhoneg eta, bezañ studiet ar yezh e-pad bloaz pe zaou da
vihanañ. Evit gouzout hiroc'h : KEAV, 22 hent Mouliouen,
29000 Kemper. Lennit Bremañ Mae 2010
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da sonerezh
Breizh. Produerien pladennoù eus ar vro zo bodet bremañ er gevredigezh Musiques
de Bretagne. Un albom nevez-flamm zo bet savet gant Nolwenn Korbell, Noazh.
Diouzh an tu all e kinnig ar strollad Oktopus Kafe Ar vro didu, e
bladenn gentañ, gwriziennet don en hengoun. Eil pladenn ar Ramoneurs de
Menhirs zo bet lakaet e gwerzh nevez zo, ivez. O albom kentañ en doa graet
berzh. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
"Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg.
M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Koumanantiñ:
50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€
bep miz dre lamadenn. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||