|
|
|
|
|
|
|
Meurzh 6 a viz
Mezheven, niv.103 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Niverusoc'h
evit m'eo bet embannet er mediaoù bras |
|
|
Dindan
an heol kras e oa bet Bretoned, Okitaned, Euskariz, Korsikiz, Berbered,
Galiziz neuze o vale asambles hag o c'houlenn ma vefe tu da zivizout ar
pezh zo da gas war-raok e-keñver deskadurezh, politikerezh
yezh, politikerezh sevenadur, merañ ar mediaoù...
en ur vro unvan evel-just : niverus e oa deuet tud al
Liger-Atlantel. Ret
eo bremañ gwelet penaos kenderc'hel gant ar stourm-se evit
ma vefe komprenet gant ar muiañ ar gwellañ a dud
e Breizh. Doareoù all, a sachfe muioc'h evezh ar
mediaoù, a vo mat kavout a-raok marteze an
dilennadegoù a vo er mizioù da zont. |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
maerl, koural eus Breizh |
|
|
Abaoe
kantvedoù e vez implijet maerl evit temzañ
douaroù re drenk. Pezh n’eo ket gwall reizh hiziv
an deiz eo e vez rastellet gant bigi bras-spontus a zastum pep tra. Ha
dre ma kresk ar maerl goustad-tre, e-tro 0,3 pe Morwena
Audic Kresteneg
: crustacé Kement
ha gouzout hiroc’h : Terre Sauvage
niv.217, miz Even 2006 |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
c’hoariva Penn-ar-bed |
|
|
Hoel
Louarn Evit
gouzout hiroc’h : 02 98 47 33 42 |
|
|
|
|
|
|
|
Roland
Garros : Clijsters hag Hingis |
|
|
C'hoariet
o doa war memes tachenn e kard gourfenn Open Aostralia e
penn-kentañ rummad kenstrivadegoù ar
bloaz-mañ. Aet e oa ar maout gant Kim Clijsters, gant poan.
E krogad diwezhañ-tout Roland-Garros o doa gellet erruout
div wech, e |
|
|
|
|
|
|
|
Marie-Antoinette |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2005 Senario
ha seveniñ : Sofia Coppola
Trede
film Sofia Coppola eo Marie-Antoinette ha splann eo
ez eus ul liamm etre an tri film-se dre o zem :
trivliadennoù kalon krennardezed. Istor ur grennardez anvet
Marie-Antoinette he deus bet c’hoant Coppola
kontañ an taol-mañ da ziskouez pegen distag
diouzh an amzer eo ar stad a grennardez. Ar reizhded istorel
n’emañ ket e-kreiz an dodenn neuze ; an
dibab ober gant sonerezh rock a arouez an dra-se. Arvestoù
brav a zeu gant an dibab arzel-mañ (arvest ar bal da
skouer), met gwelloc’h zo bet graet war an dachenn-se gant
filmoù Baz Luhrmann peurgetket (adwelit Moulin
Rouge, 2001). Marie-Antoinette
n’eo ket didalvez, met poent eo da Sofia Coppola
kontañ traoù disheñvel
bremañ. Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
"Bemdez
c'houloù" Nolwenn Korbell |
|
|
Hejet-dihejet oc'h war hentoù tosellek,
traezhek, loarek ha me oar... Bommoù c'hwek o frond saourus
ha padus. Avelioù glas o luskellat d'ar bleiz, d¹an
noz ha d'an dud. Mein prizius ha bokedoù roz a-hed ar veaj.
Olole, olole ! Ar pep kaerañ a zo ar
c'hanaouennoù savet ganti (Termaji, Dal, Valsenn Trefrin,
Yannig ha Mai...). Bemdez c'houloù ? Un disparadenn
a bladenn. Nolwenn Korbell ? Ur steredenn a blac'h. A.K. |
|
|
|
|
|
|
|
Kig-yar
gant mel ha sitroñs |
|
|
Raktommit
ar forn e Meskit
ar mel, ar c’hurkuma hag an eoul olivez. Ouzhpennit 3 meudad
holen. Goloit ar c’hig-yar gant an aozenn-mañ ha
lakait a-gostez. Tennit kroc’hen ar sitroñs gant
un diblusker ha mirit ar plusk. Troc’hit e 8 skejenn. Gwennit
anezho e-pad 1 vunutenn en dour o virviñ. Sec’hit
ha mirit a-gostez. Dibluskit
ar c’harotez ha troc’hit anezho e daou diouzh o
hed. Miñsit anezho met ket re vunut. Gwalc’hit ar
c’hourjetez ha troc’hit anezho er memes mod.
Dibluskit an 8 irvinenn ha troc’hit anezho e 2. En
ur baelon dispeg, lakait ar tammoù kig-yar da
fritañ war bep tu ha mirit anezho a-gostez. Er memes paelon,
lakait da fritañ an tammoù sitroñs, ar
c’hignen hag al legumaj. Holenit. Gwiskit foñs ur
gokelenn ganto en ur gregiñ gant ar sitroñs.
Ouzhpennit an tammoù kig-yar (nemet ar gwennoù)
ha lakait da boazhañ er forn er gokelenn c’holoet,
e-pad 30 mn. Tennit
al legumaj, nemet ar sitroñs. Ouzhpennit ar
gwennoù kig-yar hag adlakait ar gokelennad er forn un 20 mn
bennak, hep tog. Kempennit
ar c’hig-yar hag al legumaj en ur plad. Blazit ar
chug-poazhañ gant ar c’horiandrez. Goloit gant ar
chug-mañ. Kinklit gant pluskigoù
sitroñs koñfitet. Evit konfizañ
pluskigoù ar sitroñs :
troc’hit plusk ar sitroñs e
lavnennigoù, gwennit anezho en dour o virviñ.
Koñfizit anezho en ul loaiad vel, war an tan bihan-bihan,
e-pad 15-20 mn. Katell
Leon |
|
|
|