Meurzh 25 a viz Mae, niv.287
Sizhun 21 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Tan-gwall e Menez-Are

 

 

Tan zo kroget e Menez-Are, er Yeun Elez, disul. En un nebeud eurvezhioù e oa bet devet mil devezh-arat a wez hag a blant. E 1996 e oa bet devet an hanter muioc'h a dachenn. E-tro 180 pomper a oa bet galvet da zont da stourm a-enep an tan, asambles gant 40 karr, ha div stlaperez-dour dibradet eus Gironde. Dec'h beure e oa nebeutoc'h a bomperien dija war al lec'h, e-tro 50, ur wech mestroniet an tan. War evezh bras int bepred koulskoude, dre m'eo kroget an tan adarre e lec'hioù zo. Daou bomper zo bet gloazet e-kerzh o labour, hag ur c'houblad en deus ranket kuitaat e di e-pad un toullad eurvezhioù. N'eo ket bet kavet, evit poent, abeg an tan-gwall. Tomm ha sec'h da vat e oa an amzer abaoe fin ar sizhun dremenet. Bannac'hoù avel gwan a oa en deizioù-mañ dre chañs, rak dañjerus-tre e vefe bet evit kumunioù Komanna ha Boneur ma vefe bet kreñvoc'h an avel. Betek 20m pe 50m eus tiez eo aet an tan memes tra. Aliet ez eus bet d'an dud chom hep tostaat evit lezel ar bomperien hag an enklaskerien da gas o labour war-raok.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur c'henemglev sinet evit koadeier Kanada

 

 

Keloù mat, evit ur wech, war dachenn an endro! D'an 18 ez eus bet sinet ur c'henemglev etre aozadurioù broadel eus Kanada (Greenpeace en o zouez), ha FPAC (Aozadur Produioù Koadeier Kanada), evit difenn koadeg an hanternoz. 144 milion a zevezhioù arat a goadeier a zo kaoz outo, da lâret eo div wech gorread Alamagn. Gwarezet e vo ar goadeg, enni kirvi-erc'h (o vont da get), ha roet tro d'an embregerezhioù da gaout o flas er c'hevezerezh memes tra w ar un dro. War lodennoù zo eus ar c'hoadoù e ranko an embregerezhioù doujañ ouzh reolennoù strizh-tre a denn ouzh gwarez ar c'hoadeier. War 58 milion a zevezhioù-arat e vo dibosupl troc'hañ koad mod pe vod. Er memes tro e kendalc'ho ar fabrikoù-heskennat da vezañ pourvezet gant koad. Kalz amzer a zo bet ezhomm evit lakaat an holl gostezennoù a-unvouezh, bremañ e vo dav gwelet e peseurt mod e vez lakaet an dibaboù e pleustr. Doujet e vo ivez ouzh ar poblañsoù henvroidi. Un enseller emren, anvet gant an daou du asambles, a vo e-karg da wiriañ al lakaat e-pleustr.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Germaine Tillion en Oriant

 

 

Betek ar Sul 27 a viz Mezheven e vo kinniget en Ostel Gabriel (e kloz ar porzh) en Oriant un diskouezadeg diwar-benn Germaine Tillion. Ganet d'an 30 a viz Mae 1907 e Allègre (Haute-Loire) ha marv d'an 19 a viz Ebrel 2008 e Saint-Mandé (Val-de-Marne), Germaine Tillion a oa un etnologourez. Brudet eo ivez evit bezañ stourmet kalz e-pad an eil brezel, hag evit he obererezhioù a-enep ar baourentez, ar serridigezh hag ar c’hastiz a varv. Kontet e vez gant an diskouezadeg-mañ buhez Germaine Tillion, e tri frantad. He c'hefridioù kentañ evel etnologourez er bloavezhioù 30, en Aljeria, p'he doa studiet plas ar merc'hed er broioù kreizdouarel. He roll er rezistañs ha pa oa bet en harlu e Ravensbrück ha goude-se he distro da Aljeria da vare brezel an dizalc'hiezh du-se. Ouzhpenn an diskouezadeg, e vo tu da gemer perzh en ur c'hendiviz e skol-veur an Oriant d'ar 26, 27 ha 28 a viz Mae, diwar-benn "L’engagement à travers la vie de Germaine Tillion."

 

Digor e vez an diskouezadeg etre ar Meurzh hag ar Sul, etre 11e ha 6e noz. Digoust.

Ostel Gabriel, Kloz ar Porzh, 56100 An Oriant.

Evit gouzout hiroc'h : 02 97 02 22 42 pe 02 97 21 39 32

 

 

 

 

 

 

 

 

Roland Garros: pemzek deiz tennis war douar ruz

 

 

D'ar Sul 23 a viz Mae eo kroget an tournamant tennis milvrudet, hini Roland Garros, e Bro-C'hall. E-pad pemzek deiz e vo gwelet ar c'hoarierien wellañ er bed o taliñ an eil ouzh egile war douar ruz stad Roland Garros, staliet e Dor Auteil, e kornôg Pariz. Bet ganet e 1925, an tournamant tennis-se a vez aozet bep bloaz e Pariz abaoe 1928. Unan eus ar re cheuc'hañ gant hini Wimbledon eo. Ar denniserien vrudetañ o deus gounezet Roland Garros ur wech bennak: Max Decugis, Björn Borg, Rafael Nadal, Gustavo Kuerten, Juan-Carlos Ferrero, René Lacoste, Yannig Noah, Jim Courier, Justine Henin, Monica Seles pe c'hoazh Steffi Graf... Warlene e oa aet ar maout gant Roger Federer evit ar baotred ha gant Svetlana Kuznetsova evit ar merc'hed. Gant piv ez aio er bloaz-mañ ar milion a euroioù a zo da c'hounit? Ar yalc'had-mañ a vo evit ar re a c'hounezo ar gourfennoù d'ar Sadorn 5 ha d'ar Sul 6. Liesseurt a-walc'h eo perzhidi an tournamant er bloaz-mañ, daoust ma'z eus chañs bras e vefe gwelet dreist-holl ar re gentañ e rummadur ATP: Roger Federer, Rafael Nadal, Novak Djokovik. Pe c'hoazh Andy Murray hag a zo bet trec'h war ar gall Richard Gasquet d'al Lun 24. Evit tourmanant ar merc'hed, e vo diaes-tre bezañ trec'h war ar c'hoarezed Williams, Serena ha Venus!

 

 

 

 

 

 

 

 

Robin Hood (Robin des Bois)

 

 

Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Amerika - 2010

Seveniñ : Ridley Scott

 

Marv eo Richarzh Kalon Leon, roue Bro-Saoz, e Normandi. Robin Longstride a zo bet test ha karget eo da adkas e gurunenn da Vro-Saoz. Erruet en e vro e verzo ez eus a bep seurt itrikoù, dre m’eo divarrek Yann Dizouar da ren. Mont a raio Robin Longstride da Nottingham ivez, e lec’h ma ranko chom en desped dezhañ...

 

Setu film nevez Ridley Scott, kinniget evel film digoradur festival Cannes er bloaz-mañ. Ur meskaj etre Gladiator (2000) ha Kingdom of Heaven (2005) eo un tamm. Emgannoù gant kezeg filmet brav ha gant kalz a nerzh a zo e Robin Hood. Tu gwellañ ar film a zo bezañ dibabet kontañ penaos eo deuet Robin Longstride da vezañ Robin Hood ha n’eo ket kontañ ur wech ouzhpenn ar vojenn anavezet mat gant an holl. Ur film dudius, a blijo d’ar re a zo troet gant filmoù Ridley Scott peurliesañ.

 

G.L.

 

Ma fell deoc'h lenn pennadoù all savet gant hor c'henskriverez diwar-benn filmoù, c'hoarioù-video, levrioù ha me oar me, e c'hellit mont da dañva Soubenn ar Geek.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Art Rock e Sant-Brieg

 

 

Fonnus e oa programm ar festival er bloaz-mañ, diaes neuze tapout e pep lec'h. E-touez ar sonadegoù gwellañ (daoust ma c'haller lenn amañ hag ahont n'eo ket bet plijet an holl) eo bet hini Air (skeudenn), asambles gant The Hot Rats (da lavarout eo daou soner bet ezel eus Supergrass). The Hot Rats o deus kinniget tonioù "hengounel" sonet en-dro ganto: The Velvet Undergroud, Gang of Four, Sex Pistols, ha zoken Pink Floyd. Da-heul o sonadeg o deus sonet sonerezh The Virgin Suicides asambles gant Air, er memes urzh ha war ar bladenn. Marteze e vije bet borodus ma vije bet Air nemetken, met gant sikour an tabouliner hag ar soner gitar breizhveurat o deus kinniget ur sonadeg dispar e c'hoariva Sant-Brieg.

Div sonadeg mat-tre, ha disheñvel penn-da-benn a zo bet kinniget disul da noz. Gant The Go! Team o deus gellet an arvesterien kaout un tañva eus an holl (pe dost) seurtoù sonerezh amplaet bet ijinet en 40 vloaz tremenet. C'hwec'h den a zo er strollad, ha marteze div pe deir gwech muioc'h a levezonioù disheñvel: hip hop, sonerezh bubblegum pop, country, trouz e doare Sonic Youth, ar strollad en deus diskouezet e anaveze e c'heriadur sonerezh hag e oa gouest da ginnig ur sonadeg leun a startijenn.

Da-heul ar Vreizhveuriz dichadennet ez eo degouezhet Jacques Dutronc war al leurenn. Souezhadenn ebet, n'en deus ton nevez ebet da ginnig, met ne reer forzh, rak deuet e oa an holl evit selaou e donioù hengounel dezhañ, ha sed ar pezh a zo bet, eus Et moi et moi et moi betek Les cactus pe c'hoazh La fille du père Noel. En holl un eurvezh hanter a sonerezh gant an dandy gall bepred gwisket e lêr hag e du. Gant an oad e tenn muioc'h-mui Dutronc da Iggy Pop ha daoust ma c'hall seblantout bezañ un torfed e Breizh n'en deus evet nemet dour war al leurenn.

 

R.M.

 

 

 

An Gerlyver Meur

 

Evit an dud a gav dudi er yezhoù keltiek, ha predenek dreist-holl, ez eo embannadur An Gerlyver Meur (Ar Geriadur Meur) un darvoud. Kaset eo bet ar raktres da benn gant ur strollad lusket gant an doktor Ken George.

Kresket da vat eo bet danvez al levr gant gerioù nevez, lod bet dizoloet nevez zo en un dornskrid kozh bet kavet e 1999: Bywnans Ke (Buhez Ke). Gerioù evel kedhlow (keloù, lavaret keheloù e Kreiz-Breizh, quehezlou e krennvrezhoneg). Da heul an darn vrasañ eus ar gerioù e kaver an distagadur, ar ster e saozneg, ar vammenn, ha dave d’ar brezhoneg ha d’ar c’hembraeg.

A geriadur kerneveureg-saozneg, saozneg-kerneveureg zo bet embannet gant Kesva an Taves Kernewek, The Cornish Language Board; 940 pajenn ha 22000 ger ac’h a d’hen ober. Priz: 30 lur sterling.

 

Ronan Tremel

 

Evit deskiñ kerneveureg : arnodennoù a vo e Breizh. Dre skrid, d’an 12 a viz Mezheven. Titouroù : Eostiñ Spered ar Yezh, pgz 02 96 45 94 38.

 

 

 

 

 

 

 

 

Sekred-kregin: Rarebit kembreat

 

 

Danvez: 4 zamm bara dous • 250g cheddar (keuz) • 20cl bier melen • 1 loiad vras sezv • 50g amann • 1 melen vi • pebr Cayenne

 

1.Lakaat an tammoù bara dous da rouzañ en ur billig gant an amann. Dizruañ war baper.

 

2.Rasklañ ar cheddar ha lakaat en ur gastellodenn gant ar sezv hag ar bier. Tommañ ha dreist-holl kenderc’hel da veskañ betek ma vo dibolos ar chaos.

 

3.Meskañ gant ur melen vi e diavaez an tan, lakaat hervez ar c’hoant pebr Cayenne.

 

4.Lakaat an tammoù bara war ur blakenn hag ar chaos war-c’horre pep tamm ha lakaat er forn da rouzañ e-pad 2 vunutenn.

 

5.Debriñ tomm gant ur banne bier.

 

Riwanon

 

 

Gourfenn Skrivadeg 2010

 

D'ar Sadorn 22 a viz Mae, e oa bet aozet Gourfenn ar Skrivadeg, e Brest, gant Sked. An dud bet loreet e-kerzh an tolpadoù lec'hel e miz Meurzh, o deus bet ar gwir da gemer perzh er Gourfenn. Lennet e oa bet ar skrid "Al Liorzh", savet gant Padrig an Habask, gant ar c'homedian Bob Simon. Efedus eo bet adarre tud Bro-Naoned, er rummadoù uhelañ dreist-holl. Gourc'hemennoù d'an holl!

 

Roll al loreidi

CE: 1.Angèle Boisard (Pariz), 2.Manuel Bodenes (Brest), 3.Youenn Labat (Brest)

CM: 1.Alexandre Hobbins (loreet e Plouha), 2.Kylyan Berrigaud (An Oriant), 3.Sterenn Korr (ar Releg-Kerhuon) 

Skolaj: 1.Alan Lefeuvre (Plouganou), 2.Malo Kastell (Plougastell), 3.Trestan Creignou (ar Releg-Kerhuon)

Lise: 1.Pablo Bizien (loreet e Brest), 2.Clément Guillanton (Kerc’hfaou)

 

Oadourien live 1: 1.Aude Saudrais (Reudied), 2.Réjane Riant (Roazhon)

Oadourien live 2: 1.Christine Le Bihan (Roazhon), 2.Anne Prigent (Brest), 3.Pierre Gwezenneg (Brest)

Oadourien live 3: 1.Thomas Lannuzel (Naoned) 2.Véronique Rivoaland-Morin (Gras-Gwengamp) 3.Anaïs Le Roux (Sant-Nazer)

Oadourien live uhelañ: 1.Olier Biguet (Naoned), 2.Sarah Chedifer (An Dre Nevez), 3.Iwan ar Fur (Naoned)

 

Pellgargañ ar skrid a c'heller ober amañ.

 

 

 

Lennit Bremañ Mae 2010

 

Disoc'hoù Kan ar Bobl 2010, petra nevez e Honduras, freuz goude an taol-stad, Eugène Perrot bet e-touez stourmerien gentañ Plougoñ 30 vloaz zo, gouel "Les Folies Tapping" gouestlet d'ur benveg sonerezh dibaot, pennad-kaoz gant an aktorez yaouank Tifenn Linéatte, distro Gouel Broadel ar Brezhoneg... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Mae 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da sonerezh Breizh. Produerien pladennoù eus ar vro zo bodet bremañ er gevredigezh Musiques de Bretagne. Un albom nevez-flamm zo bet savet gant Nolwenn Korbell, Noazh. Diouzh an tu all e kinnig ar strollad Oktopus Kafe Ar vro didu, e bladenn gentañ, gwriziennet don en hengoun. Eil pladenn ar Ramoneurs de Menhirs zo bet lakaet e gwerzh nevez zo, ivez. O albom kentañ en doa graet berzh.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Koumanantiñ: 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org