|
|
|
|
|
|
|
Lun 17 a viz Mae, niv.286 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Redadeg 2010: degouezhet e Pondi |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: http://ar-redadeg.org Sellet
ouzh skeudenn an Degouezh: klikit amañ |
|
|
|
|
|
|
|
Sinadegoù
war Internet evit an endro |
|
|
M.M. An eoul-maen er mor : https://secure.avaaz.org Ar balumed : https://secure.avaaz.org An dreistpakadur : www.overpacking.eu |
|
|
|
|
|
|
|
Arz Gigi Le Merdy diskouezet e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur |
|
|
Evit
klokaat diskouezadeg Gigi Le Merdy, e kinnig KDSK ivez un diskouezadeg
levrioù diwar-benn an Arz keltiek: ar gweadegoù, ar "mandala", hag
all. Degemer e Yezhoù ha Sevenadur, etre 10e-12e ha 14e-19e. Pgz : 02 40 85 27 22. Evit gouzout hiroc'h: yezhou44@yahoo.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Graet
tro ar bed war vag gant Jessica Watson |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Brooklyn's Finest (L'Elite de
Brooklyn) |
|
||
|
Stadoù-Unanet
– 2009 Seveniñ
: Antoine Fuqua Difennet
d’ar re dindan 12 vloaz
“Being righter or wronger” (bezañ
reishoc’h pe falloc’h), eno emañ an dalc’h. Gant ar
menoz-se e krog ar film ha mont a ra d’ober steuñvenn an abadenn.
Kontrol ur film manikean eo Brooklyn’s Finest, ennañ tudennoù
kemplezh a dal ouzh kudennoù kornelian: ober traoù fall evit abegoù mat. Garv
eo an istor met talvoudus ha skrivet mat eo ivez. Gwall bell diouzh e
dudennoù Yann Pabor emañ Richard Gere gant ur perzh a chomo en eñvorennoù ar
sellerien. Evit gouzout hiroc’h : |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Kentañ Saloñs al levrioù sonerezh en
Oriant – 29 ha 30 a viz Mae |
|
|
Evit a sell ouzh Breizh e
vo da skouer ur staj seniñ gitar gant Soig Siberil pe c'hoazh ur brezegenn
diwar-benn ar sonerezh keltiek. Ur brezegenn-eskemm a vo
ivez diwar-benn Bashung hag unan all diwar-benn rockerien hollvrudet
(Elvis, Jimi Hendrix, Kurt Cobain) kaset gant meur a gazetenner, Philippe
Manoeuvre en o zouez. Ur brezegenn all a vo aozet diwar-benn oad aour ar
sonerezh rock, unan all diwar-benn perzh an teknologiezhioù er sonerezh. Kaoz a vo ivez eus reggae,
eus al liammoù etre sonerezh ha bannoù-treset hag etre sonerezh
ha sinema. Peadra a vo ivez evit a sell ouzh ar sonerezh klasel, ar
sonerezh gall (Nougaro, Jean Ferrat) ha kinniget e vo ivez kalz
traoù d'ar vugale (dizoleiñ binvioù sonerezh, c'hoarioù liesseurt). R.M. Fonnus-kenañ eo programm ar
saloñs, pep tra a vo kavet el lec'hienn : |
|
|
|
|
|
|
|
Sekred-kregin: Crumble bananez |
|
|||
|
1. Peilhat
ha troc’hañ an avaloù fin a-walc’h ha lakaat anezho da boazhat
gant 25g amann en ur billig e-pad 3 mn. Lakaat ul loiad sukr war
c’horre evit o rouzañ . 2. Meskañ
en ur plad ar bleud gant 3. Lakaat
an avaloù en ur plad forn amanennet ha lakaat goude ar bananez troc’het
e tammoù ha chug ur sitroñs warne. Lakaat an toaz war c’horre hag an
alamandez a-us an toaz 4 .Poazhañ
e-pad 18mn (200°) en ur forn tommet en a-raok. 5. Debriñ pa vez klouar. Riwanon Pennoù Pentur war Tébéo, TV
Roazhon 35 ha Ty Télé
Bep Meurzh da 8e40 noz war
Tébéo, TV Roazhon 35 ha Ty Télé, adalek an 18 a viz Mae. Evit gouzout hiroc'h: www.dizale.org Lennit Bremañ Mae 2010 ha niverenn
ispisial ar Redadeg !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da sonerezh
Breizh. Produerien pladennoù eus ar vro zo bodet bremañ er gevredigezh Musiques
de Bretagne. Un albom nevez-flamm zo bet savet gant Nolwenn Korbell, Noazh.
Diouzh an tu all e kinnig ar strollad Oktopus Kafe Ar vro didu, e
bladenn gentañ, gwriziennet don en hengoun. Eil pladenn ar Ramoneurs de
Menhirs zo bet lakaet e gwerzh nevez zo, ivez. O albom kentañ en doa graet
berzh.
Un niverenn all ho po tro da follennata ivez. Evit
brudañ ha lidañ an eil Redadeg evit ar brezhoneg, en deus skipailh Bremañ hag
aozerien ar Redadeg prientet un niverenn ispisial, enni kartenn an hentad ha
roll an abadennoù a-hed ar redadeg, pozioù kanaouenn ar Redadeg, ur
pennad-skrid gant preder Lukian Kergoat war ar yezh... Digoust eo! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Koumanantiñ:
50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€
bep miz dre lamadenn. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||