Lun 10 a viz Mae, niv.285
Sizhun 19 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Redadeg 2010: loc'het eo!

 

 

Daoust d'ar glav ha d'an amzer divalav, e oa loc'het gant startijenn ha kalon rederien an eil Redadeg evit ar brezhoneg, e kreiz-kêr Roazhon. Bodet e oa skolidi kentañ hag eil derez an hentadoù kelenn brezhoneg evit redek ar c'hilometradoù kentañ a-bep-eil. Nerzh o doa tapet a-drugarez ar Ramoneurs de Menhirs, o deus kanet kanaouenn ar Redadeg gant ar vugale ha lakaet o zud da dañsal daoust d'ar glav. Ar skrivagner bigouter Yann Bijer en deus distaget ur brezegenn ken kennerzhus all, oc’h embann emañ plas ar brezhoneg er gêr, a-raok reiñ ar vazh-eilañ d'ar reder kentañ. Ur skrid zo bet kuzhet er vazh, a vo diskoachet ha lennet da vare Degouezh ar Redadeg, a-benn disadorn, e Pondi, e-tro 5e30 g.k. Er beure-mañ o deus redet ar vugale asambles gant dilennidi eus Ti-kêr Roazhon ha Kuzul-rannvro Breizh. Tro o deus bet ivez d'ober tro tachenn c'hoari Stad Hent an Oriant. T-shirtoù bugale zo zo bet sinet gant c'hoarierien a-vicher skipailh Roazhon zoken! Fenoz, war pont Sant-Nikolaz-an-Hent, e-tro 7e, e vo diskaret ur voger, arouez an disparti politikel ha melestradurel a rann bepred Breizh e daou. Gallout a rit mont da welet skeudenn loc'hañ ar Redadeg war bajenn Facebook Bremañ/Bremaik. Ha chom a ra kilometradoù da brenañ!

 

Evit gouzout hiroc'h: http://ar-redadeg.org

Sellet ouzh skeudennoù al Loc'hañ: klikit amañ

 

 

 

 

 

 

 

 

Eoul palmez : ha digoadañ atav

 

 

Gouzout a reer ez eus ur pezh mell kudenn gant an eoul palmez. Hennezh a vez kavet e-barzh ur bern produoù, hag evit kavout anezhañ eo dav digoadañ koadeier Indonezia ha lec'hioù all. Sinar Mas, un embregerezh bras eus ar vro, en doa embannet e paouezfe gant an digoadañ, goude ma vefe bet diskouezet pegen noazus e oa evit al loened, an dud, an endro. E dibenn miz Ebrel, an devezh ma talc'he an embregerezh e gendalc'h, e embanne Greenpeace roadoù nevez evit diskouez ne oa ket bet paouezet an digoadañ tamm ebet gant an embregerezh. Lakaet he deus ar gevredigezh ivez gwask war Nestlé, a implij eoul-palmez evit fardañ barrennoù-chokolad, evel Kit-Kat da skouer. Torret en deus Nestlé ar c'hontrad gant Sinar Mas, ha tremen a ra bremañ dre ar c'henwerzhour Cargill, o c'houlenn digantañ chom hep lakaat eoul Sinar Mas en eskemm. Gwask a vez lakaet ivez war gouarnamant Indonezia, dre ma vez maez-lezenn an digoadañ ha ne vez ket harzet evit poent. Er vro-se an hini eo e tigoader ar primañ. An trede bro oc'h ezteurel ar muiañ a CO2 eo, war-lerc'h Stadoù-Unanet Amerika ha Sina.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kejadenn C'hoariva Roazhon 2010

"Divroañ" gant Strollad ar Vro Bagan a vo digoust!

 

 

Ingal bep bloaz, da vare Gouel Erwan, e kinnig Skeudenn Bro Roazhon abadennoù c'hoariva brezhonek er gêr vras. Tri fezh-c'hoari a vo tu da welet er bloaz-mañ e-ser ar festivalig.

Pezh nevez Strollad ar Vro Bagan da gentañ, d'ar 16 a viz Mae. An Divroañ (skeudenn) gwelet eus Breizh eo tem ar pezh-c'hoari. Digoust ha kinniget er Maezioù Frank, mar plij! Ar wech kentañ e vo d'un pezh-c'hoari brezhonek bezañ kinniget el lec'h-se.

D'an 18 a viz Mae o do tro tud Bro-Roazhon d'ober anaoudegezh gant ur strollad c'hoariva nevez-flamm: Strollad Piba. An diri dir a vo kinniget ganto, un oberenn deiryezhek (brezhoneg, saozneg, galleg), krouet diwar barzhonegoù Youenn Gwernig bet savet er bloavezhioù 60, lec'h ma estaole eñvorennoù e vugaleaj, temoù mojennel, mesk-ha-mesk gant e vuhez pemdez e kêr veur New-York. E Ti Tachenn Veurzh e vo.

An trede abadenn a vo d'an 2 a viz Even: Mazheas ar c'higer, gant Strollad Kallag, diwar oberenn Eduardo Manet. E 1429, e fell da Vazheas, hag eñ kiger, mont da varc'heg, ar pezh n'eo ket aezet... Fent diroll doare bannoù-treset pe ar Monty Python a vo tu da gavout aze.

 

Divroañ: Sul 16 a viz Mae, da 4e g.k., er Maezioù Frank
(digoust, furoc'h eo mirout plasoù en a-raok neuze: 02 23 40 66 00)

An diri dir: Meurzh 18 a viz Mae, da 8e30 noz, e Ti Tachenn Veurzh (8€/5€)

Mazheas ar c'higer: Merc'her 2  a viz Even, da 8e30 noz, e Ti Tachenn Veurzh (8€/5€)

 

 

 

Skeudoù Auguste Rodin e Mirdi Arzoù-kaer Kemper

 

E 1914 e oa bet fiziet e Mirdi Arzoù-kaer Kemper un delwenn blastr savet gant Rodin, hag anvet Ar Skeudoù (97x92x40cm). An delwenn a ziskouez tri den (ar memes den e gwrionez), stouet o fenn. Disoñjet e oa bet an oberenn, ha hi chomet en ur sal bennak dindan ar mirdi. Kempennet eo bet an delwenn, ha war ziskouez emañ e mirdi Kemper betek ar 7 a viz Even.

Urzhiet e oa bet Dor an ifern gant ar Stad e 1880, ha Rodin a stagas gant ar raktres, met ne voe ket kaset da benn. Start en doa labouret Rodin war an dodenn koulskoude, evel ma weler gant an dielloù a zo er mirdi. Diazezañ a reas e labour war lenn oberenn Dante.

Estreget an delwenn blastr e c'haller gwelout unan en arem, unan savet gant Camille Claudel, ha tresadennoù diwar zorn Rodin. Dielloù eus kempenn an delwenn a zo bet dalc'het ivez, ha war ziskouez emaint er mirdi.

Ur weladenn heñchet a vo d'an 30 a viz Mae, hag unan all d'ar 6 a viz Even (da 3e).

 

R.M.

 

Mirdi digor bemdez nemet da Veurzh :10e-12e ha 2e-6e.

Mont e-barzh: 4,50 pe 2,50, digoust dindan 12 vloaz.

Ur stal-labour a zo bet savet er mirdi, ma c'hallo ar vugale pleustriñ war ar sevel oberennoù arzel.

Evit gouzout hiroc'h: http://musee-beauxarts.quimper.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad Gouren Breizh 2010

 

 

Disul e oa bet aozet Kampionad Gouren Breizh 2010 e Skol Gouren Brest. Talvezout a ra ar genstrivadeg-se evit ar C'hwec'hkorn a-bezh e gwirionez, met an darn vrasañ eus ar c’hourenerien zo eus ar vro-mañ evit poent, evel-just, setu m'eo Kampionad Breizh ar C'hampionad Broadel forzh penaos. 130 den, deuet eus Breizh a-bezh, a oa bet bodet disul e Sal Amiral Ronarc'h. Merc'hed ha paotred, yaouank pe goshoc'h. Boulc'het e oa bet an devezh gant ar rummadoù yaouank: bidoc'higed ha bihaniged. Heuliet int bet gant rummadoù ar yaouaerien, yaouankidi ha henidi.

E gourfenn ar baotred (henidi) -68kg e oa en em gavet tal-ouzh-tal adarre Ewen Salaün (Brest) ha Mathieu Salaün (Kemper). Gourenet o doa e Kampionad Penn-ar-Bed e fin miz Ebrel! Gant ar C'hernevad eo aet ar maout.

Roll klok al loreidi a c'hellot kavout war lec'hienn Kevread ar Gouren, evit an holl rummadoù, paotred ha merc'hed.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.gouren.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Kick-Ass

 

 

Stadoù-Unanet – 2010

Senario ha seveniñ : Matthew Vaughn

Ur c’hemenn diwall zo war ar film

 

Bezañ diwelus d’ar merc’hed eo galloud dibar nemetañ Dave Lizewski (Aaron Johnson). Trelatet eo ar paotr yaouank-se gant super-harozed ar bannoù-treset. En em c’houlenn a ra perak n’eus den ebet evit klask ober kemend-all er vuhez wir, tra ma vez tud drouk e gwirionez. Un deiz e tiviz paouez da arvestiñ ha sevel e wiskamant dezhañ.

 

Farsus ha dedennus war un dro eo abeg kentañ an istor. Er Stadoù-Unanet ez eus e gwirionez tud o c’hap hag o bragoù-strizh a ya dre ar straedoù da skoazellañ ar mammoù-kozh da dreuziñ an hent, met en em gannañ ne reont ket. Kick-Ass a ra. Dre-se e teu ar film da vezañ un tamm direnkus (n’eo ket dre zegouezh ez eus ur c’hemenn diwall warnañ: feuls eo da vat). Gwelloc’h e vije bet kaout ur film dudi hepken moarvat, rak hemañ a sil ur meno a glot mat gant an National Rifle Association (leuskel ar geodedourien d'en em zifenn o-unan).

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h:

http://www.kickass-themovie.com

 

 

 

Filmoù gant Bretoned dibabet evit festival Cannes

 

Rakdibabet eo bet ar filmoù savet gant Bretoned evit 63vet Festival Sinema Cannes a vo etre an 12 hag an 23 a viz Mae 2010. Un Poison violent (skeudenn gentañ), kentañ film hir ar realizatourez yaouank Katell Killevere a vo war ar renk e-pad Sizhun ar Realizatourien. Kenbroduet eo bet ar film gant Les Films du Bélier hag Arte France Cinéma gant sikourioù Rannvroioù Breizh ha Broioù-al-Liger. Filmet eo bet gant an aktorien Clara Augarde, Lio, Michel Galabru, Thierry Neuvic ha Stefano Cassetti, e Penn-ar-Bed ha kostez Naoned ha Sant-Nazer ivez. Istor Anna eo, ur plac'h yaouank 14 vloaz a zistro e-pad ar vakañsoù, war-lerc'h bezañ bet er skol-lojañ, da di he zud evit ober he c'houzoumenn. Dizoloiñ a ra p'eo erruet eo aet kuit he zad... Filmoù berr daou sevener eus Roazhon, Arnaud Ladagnous ha Paul Manate, a vo bannet e-kerzh Sizhun ar Varnerien. Le Fond du trou (eil skeudenn), sevenet gant Arnaud Ladagnous, a gont un istor tro-dro d'un dachenn golf. A l’arraché, gant Paul Manate hag ar gomedianed Cécile Ducrocq ha Vikash Dhorasoo, a lak war-wel istor Victor, ur paotr yaouank zo o paouez bezañ skarzhet eus e labour. War ar seblant e vo gwelet ivez ar Rolling Stones war ar Croisette evit an teulfilm diwar o fenn, Stones In Exile, sevenet gant Stephen Kijak ha bannet ivez e-kerzh Sizhun ar Realizatourien.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Astropolis 16 ''Hippy Freak'' e Brest

29 a viz Gouere-1añ a viz Eost

 

 

Digwener e oa bet embannet programm Astropolis 2010. Ur wech ouzhpenn e teuio Brest da vezañ kêrbenn ar sonerezh elektronek e-pad 3 devezh e-kreiz an hañv.

D'ar Yaou 29 a viz Gouere e vo teir abadenn: an hini gentañ (ha digoust) e porzh Brest (8e-hanternoz) gant Beat Torrent ha tri arzour all. D’ar memes koulz (10e30-4e vintin) e c'hallo an dud mont da selaou Jeff Mills, Wilkimix ha Toobear er Garenn, pe c'hoazh selaou taol-lañs Astropolis (11e-7e vintin) en Astroclub.

D'ar Gwener 30 e vo ur before hag e vo skignet ar film Berlin Calling da 8e noz. Gwelloc'h e vo degas stouvoù divskouarn evit mont d'ar Garenn (9e30-4e) ma sono Fuck Buttons, ha Yuksek ha ma voe aozet ur gouel (war an doenn) gant skipailh ar gelaouenn Tsugi. Pe marteze mont d'an Astroclub ma sono Tepr hag Agoria?

Distanañ a c'hallo an dud d'ar Sadorn 31: Mix n Boules evel bep bloaz e plasenn Guérin, hag Astroboom evit ar vugale er Vauban. Ha goude-se mont betek maner Keroual hag e beder leurenn: hip'n'drum, mekanik (sonereh hard-core), ar porzh (Paul Kalkbrenner, Sonic Crew) hag an Astrofloor (Tiga, Brodinski, Electric Rescue).

 

R.M.

 

Meur a bass a zo (etre 58 ha 40 euro).
Abadennoù'zo a zo digoust, re all etre 10 ha 28 euro/nozvezh.

Muioc'h a Astropolis : www.astropolis.org

 

 

 

Prizioù sevenadurel 2010 Produet e Breizh

 

Evel bep bloaz abaoe 1999 e oa bet aozet Nozvezh Produet e Breizh. D'ar Gwener 7 a viz Mae tremenet e oa dalc'het an nozvezh-se e Palez an Arzoù e Gwened gant Produet e Breizh evit reiñ ar Prizioù Sevenadur ha Krouidigezh. C'hwec'h levr ha pladenn a zo bet priziet gant izili ar juri. Dibabet o deus tri strollad: Erwan Hamon ha Janick Martin gant o fladenn Sous le tilleul o deus bet priz bras ar gwellañ pladenn, an triad Dièse 3 o deus tapet priz gwellañ pladenn sonerezh Breizh gant o fladenn Album éponyme hag ar strollad Moongaï gant ar bladenn Folie en deus bet priz ar gwellañ pladenn savet gant tud yaouank.

Tri friz all a zo bet roet da levrioù. Priz ar bravañ levr a zo bet gant Yann Guesdon evit Costumes de Bretagne embannet gant an ti-embann Palantines ha skignet gant Ouest France. Ar skivagner Louis Pouliquen en deus tapet priz ar gwellañ romant evit La Maison de l'île embannet e ti Coop Breizh. Hag ar priz e brezhoneg a zo aet gant Christophe Babonneau evit al levr Lizherenneg al lutun glas e ti Keit Vimp Bev. Brudet mat e vo oberennoù al loreidi gant ar c'helaouennoù Bretagne Magazine, ArMen, ar stalioù Espaces Culturels E.Leclerc ha radioioù France Bleu Armorique, Breizh Izel ha Loire Océan hag ivez gant ar sal Le Manège en Oriant ha Breizh Banque.

 

 

 

 

 

 

 

 

Wiski iwerzhonat

 

 

 Danvez evit pep hini : 3 cl wiski - 5 cl kafe - 1 pe 2 damm sukr rous - koaven fresk (doare Chantilly met hep sukr)

 

1.Lakaat ar wiski da dommañ gant ar sukr

2.Fardañ kafe

3.Ober Chantilly gant ar c’hoaven hep lakaat sukr e-barzh dreist-holl

4.Tommañ ar werenn stumm ront gant dour tomm

5.Tennañ an dour pa vez tomm a-walc’h ar werenn hag lakaat enni en urzh mat :

- ar wiski tomm

- ar c’hafe

- ul loiad koaven  (ar c’hoaven a rank chom war-c’horre an evaj)

 

Riwanon

 

 

 

Lennit Bremañ Mae 2010 ha niverenn ispisial ar Redadeg !

 

Disoc'hoù Kan ar Bobl 2010, petra nevez e Honduras, freuz goude an taol-stad, Eugène Perrot bet e-touez stourmerien gentañ Plougoñ 30 vloaz zo, gouel "Les Folies Tapping" gouestlet d'ur benveg sonerezh dibaot, pennad-kaoz gant an aktorez yaouank Tifenn Linéatte, distro Gouel Broadel ar Brezhoneg... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Mae 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da sonerezh Breizh. Produerien pladennoù eus ar vro zo bodet bremañ er gevredigezh Musiques de Bretagne. Un albom nevez-flamm zo bet savet gant Nolwenn Korbell, Noazh. Diouzh an tu all e kinnig ar strollad Oktopus Kafe Ar vro didu, e bladenn gentañ, gwriziennet don en hengoun. Eil pladenn ar Ramoneurs de Menhirs zo bet lakaet e gwerzh nevez zo, ivez. O albom kentañ en doa graet berzh.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Un niverenn all ho po tro da follennata ivez. Evit brudañ ha lidañ an eil Redadeg evit ar brezhoneg, en deus skipailh Bremañ hag aozerien ar Redadeg prientet un niverenn ispisial, enni kartenn an hentad ha roll an abadennoù a-hed ar redadeg, pozioù kanaouenn ar Redadeg, ur pennad-skrid gant preder Lukian Kergoat war ar yezh... Digoust eo!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Koumanantiñ: 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org