Lun 3 a viz Mae, niv.284
Sizhun 18 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg hollvedel Shanghai 2010

 

 

100 milion a dud gortozet, muioc'h eget 200 perzhiad, staliet etre div c'hlann stêr vras Huangpu ha pontoù Lupu ha Nanpu e Sina, diskouezadeg hollvedel 2010 a zo bet digoret d'ar 1añ a viz Mae e Shanghai. Padout a raio an diskouezadeg-mañ betek an 31 a viz Here. He fal pennañ a zo dont da vezañ an diskouezadeg hollvedel brasañ gwelet biskoazh. "Kêrioù yac'hoc'h, bevañ gwelloc'h"*, ar skiantoù hag an teknologiezhioù a zo an temoù lakaet war wel e-pad an darvoud. Klasket e vez gant an holl pavilhonoù diskouez penaos bevañ gwelloc'h er c'hêrioù, lakaat tud ha natur da vont asambles ha kement-se holl hervez boazioù bep bro. Kinnig a ra da skouer pavilhon Suis ur fungador ha kaset eo bet Morganez vihan Kopenhagen e pavilhon Danmark. Tud e karg pavilhon Frañs o deus bet c'hoant da lakaat war wel mignoniezh ar pobloù gall ha sinaat, ha modernelezh an  teknologiezhioù nevez ijinet ganto. Ouzphenn gweladenniñ ar pavilhonoù disheñvel, e vo aozet prezegennoù, predoù ispisial, kendivizoù skolveuriek, emgavioù skiantel ha darvoudoù a bep seurt, e-pad c'hwec'h miz diskouezadeg hollvedel Shanghai. Un doare e vo, evit ur bern Sinaiz, da veajiñ e pep lec'h er bed hep kuitaat o bro.

 

* "Meilleure ville, meilleure vie"

 

 

 

 

 

 

 

 

Leuniañ ar c'hirri-samm: un diskoulm ?

 

 

Gallout a ra ar c'hirri-samm dougen betek 44 tonennad a varc'hadourezh, met ne vezont aotreet da zougen nemet 40. N'eo nemet tro-dro d'ar porzhioù-mor, evit ar marc'hadourezhioù da vezañ treuzkaset gant ar bigi, e vezont aotreet da gemer 44 tonennad. Abaoe pell emañ embregerezhioù ar c'hirri-samm o c'houlenn ma vije tennet ar vevenn-mañ evit gallout implijout o binviji penn-da-benn. Gant kement-se e c'hellfent kreskiñ o froduadur eus 10%. Ha goude manifestadeg al labourerien-douar e Pariz ez eus bet embannet gant Nicolas Sarkozy e vefe aotreet kargañ 44 tonennad evit produoù al labour-douar hag ar boued adal an hañv-mañ. Diouzh un tu eo dedennus an diviz-mañ dre ma 'z eo gwir eo sot implijout kirri-samm pounner ha saotrus ma ne vezont ket karget betek penn: gant an diviz-mañ e c'hellfe o niver digreskiñ eus 10% evit ar memes ezhommoù. Diouzh un tu all, ne seblant ket bezañ un diskoulm tec'hout dre an treuzdougen-dre-an-hent, pa vountfe kudennoù an endro da vont kentoc'h gant hentennoù propoc'h evit an treuzdougen, pe gant un digresk eus ar c'hasadennoù zoken.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Strollad ar Vro Bagan: "Divroañ"

 

 

Oberenn nevez Strollad ar Vro Bagan a denn d'an divroañ, gwelet eus Breizh. Kenderc'hel a ra ar strollad gant troiad ar pezh-c'hoari nevez dre ar vro. Da-geñver Gouel Erwan e vo aozet abadennoù, e Landerne ha Roazhon da skouer. An eil a vo digoust ha kinniget er Maezioù Frank, mar plij!

En 19vet kantved betek kreiz an 20vet e kuita leun a Vretoned o bro : n'eus ket labour a-walc'h. Mengleuzioù Trelaze (Añjev), Pariz, an Dordogn, Kebek, kornôg Kanada, New-York, Arc'hantina... N'o deus ket kavet bep tro an eürusted e oant o klask siwazh. Goude an eil brezel bed, e tistro lod en o bro, da vare o leve... Mare ar brezel en deus gwelet ivez Spagnoled pe Italianed o tegouezhout e Breizh. E fin an 20vet hag e penn-kentañ an 21vet kantved e weler ivez labourerien o tont eus Mali hag Afrika dre vras, hag Azia, o klask gounit o zamm bara, e Breizh, en Europa, kevandir ar re binvidik. Familhoù Tchetchened, Euskariz, a weler ivez o tegouezhout evit klask repu.

 

Landerne: Gwener 14 a viz Mae da 9e noz, e sal Ar Family (rakprenañ plasoù: Ti ar Vro Bro Leon 02 98 83 30 41 pe tiarvroleon@wanadoo.fr)

Roazhon: Sul 16 a viz Mae da 4e g.k., er Maezioù Frank (digoust, furoc'h e vo mirout plasoù en a-raok neuze: 02 23 40 66 00)

Brest: Yaou 3 ha Gwener 4 a viz Mezheven da 8e30 noz, e sal ar PLPR.

Evit gouzout hiroc'h : http://pagesperso-orange.fr/avb/

 

 

 

 

 

 

 

 

Patrick Le Lay prezidant Stad Roazhon

 

 

Dizivet eo bet gant Frédéric de Saint-Sernin, 52 vloaz, chom a-sav gant prezidantelezh Stad Roazhon abalamour da gudennoù yec'hed. Kemeret e vo e blas e penn ar skipailh mell-droad gant Patrick Le Lay, PDG kozh TF1 ha krouer TV Breizh. Gant François Pinault, kevranneg brasañ ar c'hlub eo bet divizet lakaat e penn Patrick Le Lay, 67 vloaz, ganet e Sant-Brieg hag o chom bremañ e Sant-Briag en Il-ha-Gwilen. Kemer a raio e garg nevez e fin miz Mae. Skipailh Roazhon a c'hoario atav e Rummad 1 ar c'houlzad a zeu, eizhvet emañ er roll gant 52 boent dirak skipailh Monaco ha war-lerc'h hini an Oriant.

 

 

 

Brest e Rummad 1

 

Gouel a oa e pep lec'h e kreiz-kêr Brest d'ar Gwener 30 a viz Ebrel war-lerc'h ar match Brest-Tours. War-lerc'h 19 vloaz eo distroet skipailh mell-droad Brest e Rummad 1. Gounezet o deus c'hoarierien  Brest gant 2 bal  pa n'eus bet plantet hini ebet gant Tours. Lakaet int bet gant an daou zen pennañ: Nolan Roux ha Bruno Grougi. Hervez Alex Dupont, gourdoner Brest, "Ekstra eo! Hudek eo ar prantad a vevomp, un hunvre hag a zeu da vezañ gwir". Bez' e vo tri skipailh breizhat er rummad 1 ar sezon o tont: Brest, an Oriant ha Roazhon. Peadra da welet derbioù brav!

 

 

 

 

 

 

 

 

Iron Man 2

 

 

Stadoù-Unanet – 2010

Seveniñ : Jon Favreau

 

Klask a ra an arme hag ar Gouarnamant lakaat o c’hrabanoù war ar gwisk houarn ijinet gant Tony Stark (Robert Downey Jr.). Met n’eo ket prest ar golden boy ijinour da leuskel e grouadur gant an neb a gar. E-keit-se, e Rusia, ez eus un ijinour sec’hedik gant ar veñjañs, Ivan Vanko (Mickey Rourke), o sevel un ardivink all.

 

Chom a ra ar film-mañ war lusk ha rekipe an abadenn gentañ. Muioc’h c’hoazh e vez enkorfet ar Stadoù-Unanet hag an Impalaerouriezh kevalaour en dudenn greiz ken e teu da Yann arvestour c’hoant da hejañ revr ar marc’h-ourgouilh-se. Met, daoust d’an danvez, ne zeu tamm burutelladenn ebet e red an istor. N’eus nemet an tudennoù benel (Gwyneth Paltrow ha Scarlett Johansson) a dalvez en abadenn met n’ez a ket gwall bell o lodenn siwazh.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h :

http://ironmanmovie.marvel.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kan ar Mein gant Mich Beyer

 

 

E 1817, e-pad e veaj e Firenze, e semplas Stendhal dirak kened an oberennoù arzel. Deuet eo ar bredkleñved-se da vezañ brudet dindan an anv "Syndrome de Stendhal". Evel-se eo beuzet Aleks, penntudenn levr diwezhañ Mich Beyer Kan ar Mein, gant hesonded ar c’han gregorian. Ken boemus eo dezhañ mouezhioù ar ginidi m‘en deus c’hoant da c’houzout hiroc’h diwar orin sonerezh ar Grennamzer. An enklask-se a gaso anezhañ dre harzoù an amzer betek ar bloavezh 1348.

Estreget ur Le Nom De La Rose e brezhoneg eo levr Mich Beyer. Darvoudoù an istor zo un digarez evit diskouez d’al lennerien buhez ur gumuniezh klok evel hini menec’h ar Grennamzer. Bodet eo al leaned en un abati evit meuliñ  o C’hrouer met ivez evit eilskrivañ ar parchoù, labour pouezus ma’z eus, d’ur c’houlz a c’hortoze c’hoazh ijinadenn Gütenberg.

Gwelout a ra al lennerien pegen stank e oa an darempredoù skoulmet etre an abatioù, ar skolioù-meur ha lezioù ar roueed, dreist ar morioù hag ar brezelioù. Dre an eskemmoù-se e kreske pinvidigezh speredel ar pobloù. War an tem-mañ eo Hildegarde von Bingen un arouez ha meur a wech e vez meneget hec’h anv e Kan ar Mein. Ken ledan e oa he gouiziegezh m’eo deuet betek ennomp he brud a-fed al louzawouriezh hag ar c’han (Chants de l’Extase).

Ar sonerezh zo un dudenn, par d’ar re all, ha drezañ e tezrevell Mich Beyer un istor a garantez. Karantez evit ar sonerezh da gentañ, met ivez ur garantez etre daou vanac’h yaouank. Evel-se eo dic’hortoz tudenn Aleks, ar manac’h uhel e vouezh, mistr e gorf ha techet da wiskañ hivizoù ar merc’hed. Penaos livañ an trivliadoù o tiwanañ evitañ e kalon Breur Alban?

Krec’h al levr zo an diviz etre Aleks, ar c’hiniad, ha Thomas, ar mestr-savour. Ar c’helc’h hag ar reolenn-skouer o deus savet an ilizoù-meur evit degemer kaerder ar c’han ha lezel anezhañ o tarnijal dindan o bolzioù.

Mein pouezusañ un iliz-veur a zoug ar savadur.

Pa stokomp outo e tasson ar gwaregoù : kan ar mein eo.

 

Tangi Legavre

 

Kan ar Mein gant Mich Beyer, embannet gant An Alarc'h (11€ an tamm)

 

 

 

 

 

 

 

 

Muffin-pizza pe pizza-muffin...

 

 

 Danvez: 200gr bleud - 1 sac'hadig goell - 5cl eoul - 10cl laezh - 3 vi - 100gr togoù-toñseged boest - 15cl chaoz tomatez - 150gr morzhed-hoc’h troc’het fin ha bihan - 125gr keuz a-ratozh evit pizza - pebr ha holen - origan

 

Muffin a zo gwestell bihan ront a c’hell bezañ sal pe dous, amañ e roer dezho ar stumm gant blaz ar pizza.

 

1.Lakaat ar forn da dommañ e-pad 10mn da 180°

 

2.Troc’hañ an togoù-toñseged a dammoù bihan

 

3.Meskañ pep tra asambles

 

4.Lakaat ar meskaj e moullioù muffin ha poazhañ e-pad 15mn

 

5.Lezel da yenaat

 

Riwanon

 

 

 

Lennit Bremañ Mae 2010 ha niverenn ispisial ar Redadeg !

 

Disoc'hoù Kan ar Bobl 2010, petra nevez e Honduras, freuz goude an taol-stad, Eugène Perrot bet e-touez stourmerien gentañ Plougoñ 30 vloaz zo, gouel "Les Folies Tapping" gouestlet d'ur benveg sonerezh dibaot, pennad-kaoz gant an aktorez yaouank Tifenn Linéatte, distro Gouel Broadel ar Brezhoneg... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Mae 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da sonerezh Breizh. Produerien pladennoù eus ar vro zo bodet bremañ er gevredigezh Musiques de Bretagne. Un albom nevez-flamm zo bet savet gant Nolwenn Korbell, Noazh. Diouzh an tu all e kinnig ar strollad Oktopus Kafe Ar vro didu, e bladenn gentañ, gwriziennet don en hengoun. Eil pladenn ar Ramoneurs de Menhirs zo bet lakaet e gwerzh nevez zo, ivez. O albom kentañ en doa graet berzh.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Un niverenn all ho po tro da follennata ivez. Evit brudañ ha lidañ an eil Redadeg evit ar brezhoneg, en deus skipailh Bremañ hag aozerien ar Redadeg prientet un niverenn ispisial, enni kartenn an hentad ha roll an abadennoù a-hed ar redadeg, pozioù kanaouenn ar Redadeg, ur pennad-skrid gant preder Lukian Kergoat war ar yezh... Digoust eo!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Koumanantiñ: 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org