Lun 26 a viz Ebrel, niv.283
Sizhun 17 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

24 bloaz zo: gwalleur  Tchernobyl

 

 

D'ar Sul 25 a viz Ebrel e oa bet aozet ur ''pik-nik enebatomek'' war dachenn kreizenn nukleel Brenniliz gant ur bern kevredigezhioù evel Dour ha stêrioù Breizh, Agir pour un environnement et un développement durables, Bretagne vivante, Consommation logement et cadre de vie, Groupement mammologique breton, Sortir du nucléaire Cornouaille pe c'hoazh Vivre dans les monts d'Arrée. Ar pal a oa soñjal en-dro e gwallreuz Tchernobyl c'hoarvezet 24 bloaz zo, d'ar 26 a viz Ebrel 1986. Tost da 200 den a oa deuet da vanifestiñ e-kichen kreizenn nukleel Brenniliz. Ne vo ket didammet ar greizenn evit poent. Nac'het e oa bet e fin miz Meurzh 2010 gant ar bodad enklask publik, rak den ne oar pelec'h e vo lakaet al lastez skinoberiant. 100 den all oa bodet gant ar Stourm evit ar peoc'h, evit un eil manifestadeg er Fred, e Kraozon. Aze o deus embannet bezañ a-enep an armerezh nukleel. Aet int da vanifestiñ betek kili tachenn-arme Enez Hir. Colin Archer, sekretour-meur Burev etrebroadel ar Peoc'h a oa war al lec'h. E-touez an dud e oa ivez nav Breton, a yelo da sez Aozadur ar Broadoù Unanet, e New-York, d'ar Meurzh 27 a viz Ebrel. Du-se e kemerint perzh en ur brezegenn evit adwelet feur-emglev an dispaotadur nukleel.*

 

*conférence de révision du traité de non-prolifération nucléaire

 

 

 

 

 

 

 

 

Lazhañ an Indianed evit magañ ar c'hirri ?

 

 

N'eo ket ar wech kentañ e vez klevet kaoz diwar-benn raktresoù greantel a yelo a-enep da wirioù an Indianed. Er mare-mañ ez eus ur raktres bras-tre a savo kudennoù ramzel. Kaset eo war-raok gant an embregerezh Repsol YPF, a werzh eoul-maen. Ar pal a zo klask mammennoù dour-tan nevez e koadeier Amazonia. Savet e vefe 454 km a linennoù-tarzhañ (e lec'h ma lakaer ar maen da darzhañ evit kavout tireoul er c'hondon), ha 152 greizenn evit degemer biñsaskelloù. El lec'h ma vije graet an enklask anvet "Takad 39", ez eus o chom d'an nebeutañ daou veuriad e-touez re ziwezhañ henvroidi Amazonia. Ar re-se a c'hellfe mervel prim ma vefent e darempred gant labourerien an embregerezh, dre ma n'eo ket gwarezet o c'horf a-enep da gleñvedoù-red boutin evidomp (evel-se ez eus marvet ul lodenn vras eus Indianed Amazonia). Ouzhpenn d'ar raktres-se e vije savet un duellenn divent evit treuzdougen an dour-tan, gant an embregerezh Perenco. Taget eo bet ar raktresoù-se dirak al lez-varn gant ar gevredigezh AIDESEP, a vod henvroidi Amazonia e Perou.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel Kala-Mae/Barr-Mae e Bro-Gwened

 

 

Kinnig a raio ar gevredigezh Bemdez, d'an 30 a viz Ebrel ha d'ar 1añ a viz Mae ur gantreadeg gant barzhonegoù a-zivout  an nevez-hañv. Pa erru brav an amzer en-dro, e vez "maeet" an tier e Breizh evit degas chañs d’an dud ha pellaat teñvalded ar goañv, ar "mizioù du". Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-Veur, da skouer "Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh)" eme skridig kelaouiñ ar gevredigezh. Graet e vo anv eus stourmoù sokial ha sevenadurel war memes tro. Ur valeadenn gant barzhonegoù a-zivout ar gwez e hengoun ar broioù keltiek a vo aozet, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg. "Tolpet e vo tud kozh ha bugale, a-gevret da serriñ Mae ha maeiñ ar vro."

D’ar Gwener 30 a viz Ebrel: emgav da 6e30 noz war parklec’h Mirdi Kartennoù-post Baod. "Soñjit degas un droc’hell geneoc’h!". D’ar Sadorn 1añ a viz Mae: emgav da 10e beure e-tal chapel Sant-Kidi, etre Pluverin hag ar Chapel-Nevez. Baleadenn war-dro ar Roc’h-du, gant lennadennoù ha barzhonegoù. Pred e ti Mari C’hlazioù (kas boued). 4e30 d’enderv: emgav er Manez-Gwenn, e Gwennin.

 

Abadennoù digoust. Pedet eo an dud da zegas barzhonegoù ha binvioù-seniñ.

Evit gouzout hiroc'h:

Ti ar c’hevredigezhioù, 6 straed ar Govuerezh, 56000 Gwened.

Pgz: 06 11 51 43 15.

 

 

 

 

 

 

 

 

R1 Mell-droad : Roazhon hag an Oriant

 

 

Evit 34vet devezh R1 Mell-droad Frañs, disadorn, e oa aet skipailh Stad Roazhon betek Pariz evit c'hoari ouzh skipailh PSG. Diouzh an tu all e tegemere ar Pennoù-Merluz en Oriant Jirondined Bourdel. Dipitet eo bet paotred Roazhon da heul an abadenn er Parc des Princes, daoust d'an disoc'h a-rampo (1-1). Diskouezet o deus ar re ruz-ha-du ul lodenn eus perzhioù mat ar bloavezh: eskemmoù prim, ur c'hoari aozet da veur a hini... O zuoù gwan o deus diskouezet beg o fri betek re siwazh. Diaes dezho ren war ar c'hrogad, hag un difenn diasur a-wechoù. Gant disoc’hoù ar c'hrogadoù all eo diskennet ar skipailh er renkadur, d'ar 7vet plas. Laouenoc'h e c'hell bezañ paotred an Oriant. Kemeret en doa Lionel Cappone plas Fabien Audard e kaoued ar Pennoù-Merluz, ha diskouezet en deus bezañ mestr war e jeu! Graet en deus diouer Yoann Gourvuff, gloazet, da c'hoari Bourdeliz. C'hwitet ganto o digarezioù-palañ, digalonekaet int bet un eurvezh a-boan goude ma vefe bet boulc'het ar c'hrogad gant pal Kevin Gameiro. War-var plantañ un eil pal e kaoued ar Jirondined eo bet Yann Jouffre d'an 69vet munut ouzhpenn-se. Darbet eo bet da vMarouane Chamakh tapout ur poent evit skipailh Bourdel, c'hwitet adarre.

 

 

 

 

 

 

 

 

Green Zone

 

 

Stadoù-Unanet – 2010

Seveniñ : Paul Greengrass

Diwar oberenn Rajiv Chandrasekaran

 

Divizet ez eus bet gant ar Stadoù-Unanet tagañ Irak war zigarez titouroù kadarn bet dastumet war armoù diskar a-vras a vefe e-kerz ar Gouarnamant. Dastum an armoù-se eo kefridi an adjudant Roy Miller (Matt Damon) hag e vagad. Met, kaer en deus mont d’al lec’hioù merket resis, ne gav seurt ebet. Ken e sav douetañs e spered ar soudard.

 

Teulfilmoù brezel en deus savet Paul Greengrass da gentañ, setu ne wel ket talbenn ar brezel evel un dachenn c’hoari. Un abadenn a-feson en doa savet ar sevenour saoz gant Bloody Sunday (2002) diwar un tem ken kizidik all tennet eus an istor tost. Dibaoe en deus toullet e hent e Hollywood gant filmoù birvidik kentoc’h (The Bourne Supremacy, 2003 ha The Bourne Ultimatum, 2007). Dont a ra a-benn da veskañ an daou zoare-se en ur film brezel speredek.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h :

www.greenzonemovie.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

19vet gouel an Erer Kozh – 15-18 a viz Gouere e Karaez

(lodenn 2)

 

 

 Er sizhun dremenet hon eus kinniget ar sonerien a vefe d'ar Yaou ha d'ar Gwener, met evel-just e kendalc'ho ar gouel d'ar Sadorn 17 ha d'ar Sul 18 a viz Gouere.

A bep seurt a vo d'ar Sadorn: sonerezh metal gant ar strollad gall Gojira, pop liesseurt gant Indochine, Phoenix ha Gaetan Roussel (bet ezel eus Louise Attaque). Hag ivez sonerezh folk gant ar strollad amerikan Midlake ha Poor Boy (eus Montroulez). A-fet sonerezh elektronek e vo kinniget meur a arzour dedennus evel an alaman Boys Noize, an daouad naonedat Sexy Sushi ha FM Belfast (eus Island daoust d'o anv). Ar re a blij dezho sonerezh Breizh a c'hallo mont da welout ar c'hampionad biniou, pe selaou Yann-Fañch Kemener gant Dièse3 pe c'hoazh Jacques Pellen Tahli Gang (sonerezh Breizh mesket gant jazz ha sonerezh India).

D'ar Sul 18 e vo kinniget sonerezh reggae gant Toots and the Maytals, Bitty Mc Lean ha Raggasonic, sonerezh pop gant Jamiroquai, -M-, Gush ha Julian Casablancas (ezel eus The Strokes). Ken dedennus ha programm ar Sadorn e vo hini ar Sul a-fet sonerezh elektronek dre ma sono Etienne de Crécy ha dEbruit ha sonerezh elektro-pop Moongaï a vo ivez.

Sonerezh klasel a vo ivez gant Contreo ha Laz-seniñ Breizh.

Peadra en do neuze Yann Selaouer e Karaez e-kreiz miz Gouere.

 

R.M.

 

Muioc'h a Erer Kozh :

www.vieillescharrues.asso.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Tartezenn ton

 

 

 Danvez: Toaz tartez prenet pe graet ganeoc’h – sezv – Ur voestad ton a dammoù hep eoul – Keuz drailhet – 4 zomatezenn – koaven fresk – pebr

 

Lakaat an toaz en ur plad-tartez amanennet pe war baper-amann.

Lakaat ur gwiskad sezv war an toaz.

Lakaat an tammoùigoù ton war c’horre gant pebr.

Lakaat ar c’heuz war benn.

Troc’hañ an tomatez e rondelennoù ha goloiñ ar c’heuz ganto.

Lakaat ul loaiadig vihan koaven fresk war bep rondelenn domatez hag echuiñ en ur ouzhpennañ un tamm keuz drailhet war c’horre evit ma vo livet brav an dartezenn.

Lakaat  da boazhañ er forn e-pad 20 mn da 180°.

 

Riwanon

 

 

 

Lennit Bremañ Ebrel 2010:

30 vloaz eo ar gelaouenn !

 

Ar potas hag ar fosfat a c'hello mont da hesk, disoc'hoù vot an 21 a viz Meurzh er rannvroioù, dizagn Owen Poho liammet gant arz Jacques Burel, stad an traoù evit skipailh FC Naoned, pladenn gentañ Iwan B... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Ebrel 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da 30 vloaz ar gelaouenn Bremañ. Gant izili yaouank Skol an Emsav e oa bet krouet e 1980, da vare darvoudoù Plougoñ. Dizehan eo bet embannet ar gelaouenn abaoe. Cheñchet he stumm, an danvez a gaver e-barzh ivez, pe an dud a gemer perzh. Soñjezonoù a c'hellot lenn kement hag un dibab pennadoù heverk eus ar c'heleier a gaver ingal e Bremañ.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Koumanantiñ: 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org