Lun 3 a viz Ebrel, niv.94
Sizhun 14 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kannaded an UMP a bleustro war ar CPE

 

 

Emglevioù zo bet gant ar sindikadoù : kannaded an UMP a ranko kinnig un danvez lezenn a-benn kemm ar CPE (Kevrat Implij Kentañ). Gant ar prezidant Jacques Chirac eo bet karget prezidanted ar strollad UMP er Vodadenn Vroadel hag er Sened da sevel an destenn-se. Daou boent a bouez a fell d'ar sindikadoù gwelet cheñchet : ar "prantad esae" daou vloaz hag ar gwir evit an implijer da skarzhañ an dud hep reiñ displegadenn ebet. Prezidant strollad an UMP er Vodadenn Vroadel, Bernard Accoyer, en deus disklêriet ne vefe ket prest an danvez-lezenn a-raok penn-kentañ miz Mae. Met goulennet en deus prezidant ar Vodadenn, Jean-Louis Debré, e vefe savet an danvez-lezenn-se a-benn un dek devezh bennak.

Dimeurzh e vo un devezh stourm adarre gant ar sindikadoù. Spi o deus an aozerien da vodañ e straedoù kêrioù ar C'hec'hkorn kement a dud hag er sizhun dremenet, da lâret eo etre 1 ha 3 milion a dud. Niverus-tre eo ar sindikadoù o deus galvet da vanifestiñ : en dezougen, er servijoù Stad, en deskadurezh, met ivez er produiñ energiezh, er mediaoù, en tiez-bank, er c'henwerzh...

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar gouennoù kozh o vont da netra

 

 

Gant an nevezhañv e welomp er pradoù mennoù bihan, oaned a denera hor c’halon pe leueioù o tenañ o mammoù. Hag heñvel-vi eo pep oan ouzh un oan all, evit ar re n’emaint ket war ar vicher. Padal ez eus a bep seurt gouennoù loened doñv savet dre forzh strivoù an dud abaoe penn kentañ al labour-douar, pe e oa gouennoù a bep seurt pa lâran mat. Hervez ar F.A.O. ez eus 1350 a ouennoù loened doñv zo war var mont da get war hon douar patatez. E Frañs ez a ar gouennoù gwallgaset-se d’ober 68% eus ar gouennoù loened ti-feurm, da lâret eo, an div drederenn eus hon glad genetek zo gouennoù bihanniver. Al labour-douar aet war hent ar stankaat en deus dilezet ar gouennoù ne broduent ket kement a laezh, a gig, a c’hloan diwar-goust liesseurted ar gouennoù. Savet ez eus tud ha kevredigezhioù a-enep an diankadenn-se pa soñj dezho eo pouezus derc’hel d’ar gouennoù-se : den ne oar petra a vo ezhommoù al labour-douar en amzer dazont, petra a c’hoarvezo ma vez kleñvedoù-red drastus evit gouennoù zo ? Se zo kaoz e c’heller bremañ gwelet seurt loened e-barzh an ekomirdioù da skouer, pe kemer perzh e krevredigezhioù desaverien loened a youl vat. Er mod-se eo bet saveteet gouenn “yer-koukoug Bro-Roazhon” pe an deñved bihan eus Enez Eusa. Met chom a ra bresk-tre an traoù memes tra.

Morwena Audic

 

F.A.O.: Food and Agriculture Organization (aozadur an ABU evit ar boued hag al labour-douar).

 

www.chez.com/ferm (lec’hienn ar F.E.R.M.E)

 

 

 

 

 

 

 

 

Arzoù a bep seurt e foar vras Naoned

 

 

E diskouezadeg hollek Naoned e La Beaujoire, adalek ar 7 a viz Ebrel, e vo tro ivez da welet abadennoù ha kinnigoù arzel a bep seurt.

Deus ar 7 d’ar 17 e vo div gompagnunezh arzoù straed "Les Enolifleurs" ha "Compagnie Cosmos" o kantreal en alezioù ar stalioù evit brasañ plijadur ar weladennerien. Ne vo ket disoñjet ar vugale gant Macadam compagnie hag o "manej legumaj" : ur doare "kezeg-koad" mod nevez evit reiñ d’ar c’hrouadurioù ur sell disheñvel war al legumaj.

Deus ar 7 d’an 13 e vo posupl dizoleiñ "Les arts en liberté", diskouezadeg vloaziek ar gevredigezh "Les amis de l’art" : 20 arzour (kizellerien, arzourien blastek ha livourien) a vo o kinnig o oberennoù nevez, hag o freder. Un doare evito da ziskouez e c’hell an arz bezañ eztaolet en ur mod dieub e lec’hioù divoaz ha da dud digustum.

Hag er savadur 4 e vo an "Espace Culturel de Bretagne" o kinnig un diskouezadeg livadurioù, luc’hskeudennoù ha kizelladurioù, krouet gant arzourien ar vro ha bodet gant ar c’hevredigezhioù Spered Kelt ha Poellgor an Tarv.

A bep seurt emgavioù all a vo ivez evel ur c’hinnig gizioù diazezet war ar bleunioù, ur gizelladenn skorn savet dirak ar sellerien, pe c’hoazh un diskouezadeg fotoioù "Ar 4 amzer."

Hoel Louarn

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.foire-nantes.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Euskariz Biarritz e hanter-gourfenn Kib rugbi Europa

 

 

Trec'h eo bet skipailh Biarritz Olympique dec'h war Saozon skipailh "Sharks" Sale, e Donostia (San Sebastian) (11-6). Deuet eo buan ar poentoù evit strollad an Euskariz gant o 11 poent tapet en hanterenn gentañ ar c'hrogad (3 foent a oa neuze gant ar Saozon). Daoust d'un toullad kudennoù (kabiten skipailh Euskadi en deus ranket mont er-maez e-pad tost un eurvezh en abeg da gudennoù kigennoù) n'o deus ket gellet ar Saozon adtapout trawalc'h a boentoù en eil lodenn eus ar c'hrogad. Daou boent zo bet gounezet ganto memes tra, pemp munutenn a-raok fin an abadenn. Evit an trede gwech diouzh renk e teu a-benn tud Biarritz da vont betek hanter-gourfen Kib rubgi Europa.

C'hoari a raio ar Biarritz Olympique a-enep Saozon adarre, skipailh Bath, e Stad Anoeta e Donostia. An hanter-gourfenn all a vo etre daou skipailh Iwerzhoniz, re Leinster ha re Munster. Ar c'hrogad a vo graet e stad Lansdowne Road e Dulenn.

 

 

 

 

 

 

 

 

Renaissance

 

 

Frañs - 2006
Seveniñ : Christian Volckman

 

Pariz, 2054. Skrapet eo ar skiantourez yaouank Ilona Tasuiev a labour evit an embregerezh Avalon a glask mirout an dud diouzh ar gozhni. Goulenn 'ra rener bras Avalon digant ar poliser Karas ober war-dro an afer-se. Met n’emañ ket e-unan o klask war-lerc’h Ilona... Rak un dizoloadenn spontus he deus graet a c’hallfe cheñch amzer da zont mab-den, ar protokol “Renaissance”.

Ouzhpenn un istor polis ha skiantel dedennus ha dudius eo Renaissance. Ur film gant un aergelc’h spontus, gant skeudennoù niverel e gwenn ha du penn-da-benn brav-tre eo ivez, ur wech kustum dezho. Gant sistem ar motion capture (implijet ivez e-barzh Sin City, pe filmoù diwezhañ Peter Jackson da skouer) eo bet savet ar film, tud vev eo o deus c’hoariet ha sikouret neuze da sevel skeudennoù ha fiñvoù gwirvoudel gant gwiskamantoù a-ratozh.

Emañ Bro-C’hall o klask implij he donezon evit ar c’hoarioù videoù a-benn sevel filmoù ha plijus a-walc’h eo an disoc’h. Plijusoc’h c’hoazh eo merzout pegen levezonet eo ar metoù-se gant filmoù evel Akira pe Ghost in the Shell.  

G.L.

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.renaissance-lefilm.com/accueil.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Art Rock

2-4 a viz Even e Sant-Brieg

 

 

O paouez dont er-maez emañ programm Art Rock 2006. Evit an 23e gwech e vo aozet ar gouel-se e Sant-Brieg. Ma n’eo ket peurglok c’hoazh, ez eus peadra da vezañ laouen pa weler an anvioù kinniget. D’ar Gwener 2 e vo dedennus mont da selaou The Black Heart Procession, ur strollad amerikan a ra sonerezh heñvel ouzh hini Tindersticks. Menegomp ivez Goran Bregovic ha Fun Lovin’ Criminals.

D’ar Sadorn 3, rock da vat gant Yeah Yeah Yeahs, The Rakes (skeudenn), dEUS, Happy Mondays, hag eil derez e-leizh gant Katerine ha Jacno.

Ar Sul 4 a vo gouestlet d’al label Tôt ou tard, bet krouet 10 vloaz ’zo, ha tu vo da glevout Thomas Fersen, Agnès Jaoui, Françoiz Breut, Bumcello pe c’hoazh Fabulous Trobadors. Evel boaz e vo ivez diskouezadegoù e-pad ar gouel.

R.M.

 

Muioc’h a ditouroù : http://www.artrock.org/

 

 

 

 

 

 

 

 

"Plac’h dispar" Sina he deus ezhomm sikour…

 

 

Er Stadoù-Unanet ez eus un abadenn dele a ya mat-kenañ en-dro : Idol hec’h anv. E Sina, gant produerien laezh, e oa bet savet war ar memes patrom Mongolian Cow Sour Yogurt Super Girl’s voice ("Mouezh Plac’h Dispar yaourt trenk saout Mongolia"). Ur berzh digredus : 400 milion a dud o doa sellet ouzh ar gourfenn e 2005. Hag ur votadeg divent dre sms a roas ar maout da Li Yuchun, ur plac’h a gane evel ur paotr hag a oa gwisket gant dilhad par da re Mick Jagger !

Marteze e vo ar "plac’h dispar" nemeti. Melestradurezh Stad ar radioioù, filmoù ha chadennoù tele he deus divizet e vefe reolennoù nevez d’an abadennoù evel-se. Er reolennoù nevez e lenner ez eo ret "sikour da sevel ur gevredigezh sokialour kenson, chom hep reiñ talvoudegezh d’ar pezh a c’heller gounit ha chom hep ober "steredennoù" eus an dud". Kement-mañ, ma ne lak ket an abadenn da vervel, a cheñcho he stil da nebeutañ.

Met perak degas ar cheñchamantoù-se ? Lod a skriv war an Internet e rofe seurt abadennoù c’hoant d’an dud da reiñ o soñj aliesoc’h. Lod all a soñj dezho ne oa ket skouerius a-walc’h an dud a oa bet dalc’het evit ar genstrivadeg. Lod a soñj dezho c’hoazh e veze graet kevezerezh gant an abadenn d’unan all savet gant ar stad war ar memes patrom. Nemet e oa kalz bleupoc’h ha ne rae ket berzh…

Katell Leon