|
|
|
|
|
|
|
Lun 27 a viz Meurzh,
niv.93 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Pa
ne zouj ket ar radio publik ouzh e gefridi |
|
|
Tro
o deus bet ar vanifesterien, bodet dindan ar glav, da glevout
prezegennoù gant Herve ar Gall (hag eñ aozer ar
sinadeg), Naig Gars (kuzulierez-rannvro), Padrig Malrieu (Kuzul
Sevenadurel Breizh), Yann-Bêr Thomin (Kuzul-rannvro) ha Fanny
Chauffin, lennet ganti ur gemennadenn a genskoazell savet gant strollad
sindikadoù gopridi FBBI. E dibenn ar vanifestadeg ez eus bet
degemeret un nebeud tud, dezho da reiñ ar sinadeg (ouzhpenn
1000 sinadur dastumet da zevezh ar vanifestadeg) da bennoù
bras FBBI. Ur stourm a ranko kenderc’hel (ha marteze dont da
vezañ… nerzhusoc’h) ma fell
d’ar Vretoned bezañ doujet evit pezh a sell ouzh
skignañ o yezh er radio. R.M. Gallout
a reer bepred sinañ ar sinadeg : |
|
|
|
|
|
|
|
Ul
lastez raktres ! |
|
|
Morwena Audic |
|
|
|
|
|
|
|
Un
abadenn evit bugale ospital Brest |
|
|
Hoel Louarn 20
euro en a-raok, 25 euro war al lec’h. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad
: c'hwec'h diouzh renk evit Roazhon |
|
|
E
fin 32vet devezh ar c'hevre kentañ e oa 50 poent gant
skipailh Roazhon, er 5vet plas. Ur poent nebeutoc'h eget Auxerre (4e)
ha tri nebeutoc'h eget Lille (3e). Spi zo gant Roazhon pignat un tamm
er renkad c'hoazh a-benn kemer perzh pe e Kib Europa, pe en UEFA pe e
Kevre ar Gampioned. Krogadoù a zeu Roazhon a vo a-enep
skipailhoù Tolosa, Sochaux ha Niça. Gwelet e vo
hag-eñ e kendalc'ho c'hoarierien Laszlo
Bölöni gant ar memes hent ! |
|
|
|
|
|
|
|
Wu
Ji (Wu
Ji, la légende des cavaliers du vent) |
|
|
Sina
– 2004 Senario
ha seveniñ : Chen Kaige
Abaoe
Wo hu cang long (Tigre et dragon,
2000) ez eus un doare filmoù sinaat a ra berzh e
broioù ar C’hornog : ar "wu xia pian" an
hini eo, mojennoù marc’hegiezh aziat. Ur
cheñchamant eo kaout filmoù boemus o
arvestoù ha ne zeufent ket eus Hollywood met dizingal e
c’hell bezañ o danvez. Uhelek e oa
palioù Wu Ji e gwirionez, met etre eo an
disorc’h. Kalzig a arvestoù kitsch-tre a zo ha
n’eo ket mestroniet a-walc’h an efedoù
arbennik (ha priz porpant vilañ ar sinema a yafe
a-walc’h gant Kunlun war ar marc’had), met gwir eo
ez eus bommoù brav ha barzhel er film a-hend-all. N.B. :
Ar re sot gant Star Wars a vo sachet o evezh gant
tudenn an drouklazher mevel d’an dug. Meriadeg Vallerie Evit
gouzout hiroc’h : http://tfmdistribution.com/wuji/accueil.html |
|
|
|
|
|
|
|
Ur
C’hazh belgiat e Breizh |
|
|
Ma’z
eo mailh ar C’hazh evit miaoual war gement ton fent a zo e
c’hoarzhomp-ni laouen, glas, diardoù pe
c’hwerv tro ha tro. Dres giz fent Philippe Geluck, kriz ha
skrijus alies. Lemm ha speredek ivez. Divi gKervella, an troer, en deus
azasaet avanturioù ar C’hazh gant ampartiz ha
finesa. Geluck ha Divi Kervella o deus kenlabouret start evit kinnig
d’ar vrezhonegerien un albom a-zoare a glot rik gant spered
ar yezh, hep distresañ personelezh ar C’hazh,
anezhañ ur galleger a-vihanik. Brudet
eo ar C’hazh evit e ampartiz hep par da reiñ
taolioù pav, da grabisat, skrignal ha rouzmouzat. Hiziv e
teu da zegas deoc’h, e brezhoneg, ur "mor a
blijadur" ! A.K. Ar
C’hazh e Breizh (le Chat est content), Philippe Geluck,
Casterman. (9,95 euro an tamm) |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
Pesked (20/02
– 20/03) |
|
|
Ne
vank na kizidigezh nag awen deoc’h. Donezonet oc’h
zoken, ha brudet evit bezañ levezonet-tre gant
aergelc’hioù disheñvel. Un doare da
deuziñ ha da gendoniañ hoc’h imor gant
hini ar re a zo en-dro deoc’h an hini eo. Perzhioù
dibar all hoc’h eus : ho kweledigezhioù a
c’hell bezañ reizh a-walc’h ha pa ne
vefent ket gwir da vat. Se a c’hell c’hoarvezout
memestra gant ar re gizidikañ en ho touez. Evit
a sell ouzh ho aferioù karantez e vezit romantel :
sklav d’ho santadurioù alies, brokus ha trugarezus. Gant
harp Yaou e vo mat emdroadur ar bloaz-mañ. Tomm e vo
d’ho kalon ha mont a reoc’h war-raok da vat.
Beajoù, avanturioù, taolioù
chañs ha prantadoù kreskiñ zo bet
lakaet ouzh ar programm ! Bez’ e vo
muioc’h a blijadur hag a arc’hant. Ha ne
vioc’h ket ankouaet gant ar garantez… Pebezh
bloavezh ! Katell Leon |
|
|
|