Lun 20 a viz Meurzh, niv.92
Sizhun 12 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Manifestadegoù bras a-enep ar CPE

 

 

Kalz a Vreizhiz zo bet o tibunañ er straedoù disadorn. Galvet e oa bet da vanifestiñ gant an darn vrasañ eus ar sindikadoù evit goulenn ma vefe lamet gant ar gouarnamant raktres ar CPE (Kevrat Implij Kentañ). War-dro 40 000 den en Naoned, 30 000 e Roazhon, 15 000 e Brest, e-tro 9 000 e Sant-Brieg, an Oriant, Sant-Nazer, 6 000 e Kemper, 5 000 e Lannuon, tro 3 000 e Gwened hag e Montroulez, 600 e Sant-Maloù... E Frañs a-bezh e vefe bet e-tro 1,5 milion a dud o tibunañ er straedoù disadorn. Barradoù feulster etre CRSed ha manifesterien zo c'hoarvezet adarre disadorn e fin an devezh e Roazhon ha Naoned dreist-holl.

Evit ar poent e seblant pennaozer ar CPE, ar c'hentañ ministr Dominique de Villepin, chom gant e ziviz da lakaat e raktres e pleustr. Pennoù ar sindikadoù a stourm a-enep ar CPE o deus disklêriet dec'h e roent un "ultimatom" daou devezh d’ar gouarnamant evit lemel kinnig ar CPE. Ultimatom nac'het gant ar bolitikourien dre vras. En em vodañ a raio pennoù ar sindikadoù adarre hiziv evit gwelet penaos kas ar stourm war-raok. Diouzh tu ar studierien e vo aozet "emvodoù-meur" hiziv ivez evit divizout daoust hag e kendalc'ho an harz-labour (ouzhpenn 6 sizhunvezh hep kentel ebet evit studierien Roazhon 2 da skouer).

 

 

 

 

 

 

 

 

Te zo sod ha me zo fin, te ’ev dour ha me ...’werzh anezhañ !

 

 

Er mare-mañ eo aozet ar Pevare Forom Bedel war an dour e Mec'hiko, betek an 22 a viz Meurzh, leun a bolitikourien, embregerezhioù, ONG . E-kichen ez eus bet savet  gant kevredigezhioù un “Enepforom” evit brudañ ur sell disheñvel war an dour : ur mad a zo d’an holl ha ne c’hell ket bezañ prevesaet, penaos lakaat ar sitoaianed da gemer perzh e politikerezh an dour. Da skouer, e Venezuela ez eus bet kavet doareoù nevez hag efedus: evit gwellaat staliañ ha merañ an tuellennoù dour (ur bern karterioù-pobl, ar barrios, a oa hep dour betek-henn), e vez goulennet gant an annezidi kemer perzh er raktresoù, gant skoazell ijinourien. Met estreget en estrenvro ez eus d’en em c'houlenn penaos e vez meret ur mad ken prizius-se ha gant piv. E Bro-C’hall e vez servijet an dour da 79% eus an dud gant embregerezhioù prevez, Veolia ha “Lyonnaise des Eaux” evit ar c’hêrioù bras, hag ar Saur hag un nebeud embregerezhioù bihan evit ar c’humunioù bihanoc’h. Hag etre 1991 ha 1996 e oa kresket prizioù an dour a 56% pa oa kresket an “indice général des prix” a 10% hepken. Perak ’ta prizioù ken uhel neuze? Hervez ur studiadenn savet gant UFC-Que Choisir e vez dreistfakturennet priz an dour gant an embregerezhioù, ha dreist-holl er c’hêrioù bras : da skouer, en Enez-Frañs eo div wech hanter keroc’h an dour evit ar pezh a goust. Pa ne oa ket anv nebeut zo gant an tiez-kêr da cheñch doare mont en-dro ha terriñ o c’hevratoù gant an embregerezhioù dour e krog maered zo da lakaat dour o c’hêrioù dindan renerezh o c’humun en-dro. Maer Châteauneuf, er Vosges, en deus graet ar choaz-se, hag abaoe eo digresket priz an dour en e gumun (3,13€ ar m3 a-enep 4€ a-raok), un digresk a 35% war ar frejoù mont en-dro ha gant ar gwenneien espernet o deus gallet adkempenn an tuellennoù, ha neuze digreskiñ ar fuiennoù dour hag a oa 20% eus an dour bevezet bemdez ! Ar stourm a zo o paouez kregiñ pa soñjer e vo an 2/3 eus ar seurt kevratoù o vont da echuiñ etre 2006 ha 2010.

 

Morwena Audic

http://www.quechoisir.org/

http://permanent.nouvelobs.com/etranger/20060316.OBS0684.html

Teul e-barzh ar gelaouenn Politis niv.893.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Kanomp asampl !" e Pleuwigner d'an 2 a viz Ebrel

 

 

Get sikour Kanerion Pleuvigner ha Radio Bro-Gwened e kinnig Kerlenn Sten Kidna an Alre d’an dud en em gavout da ganal e brezhoneg d’ar Sul 2 a viz Ebrel e sal ar Vadalen, e bourc’h Pleuwigner, da 2e30 d'enderv, da-geñver ar pedervet "Kanomp asampl !". Engortoz e vêr da gaout er blez-mañ c’hoazh kement a dud èl an daou vlez kent, da lâret eo tro 300 den. Kantikoù ha sonennoù a vo kanet er bloaz-mañ, en o zouez kantikoù gouestlet d’ar Werc’hez ha da Santez Anna. Kaset e vo ar c'han war-raok gant tud ampart Kanerion Pleuwigner, zo brudet-mat goude bezañ resevet unan eus Prizioù France 3 Ouest 2005 evit o fladenn diwezhañ. Digoust eo an abadenn, met da ziwall zo, n'eo ket bras-tre ar sal ! Ur c'haier gant komzoù ar c'hanaouennoù a vo da werzhañ, 2 €.

 

Kerlenn Sten Kidna, pgz : 02 97 29 16 58.

 

 

 

 

 

 

 

 

Echu ar C'hoarioù Paralimpek

 

 

An 9vet C'hoarioù paralimpek goañv a oa echuet dec'h e Sestrieres, en Italia, e-kichen Torino. Un 40 bro bennak o doa kemeret perzh. Hervez prezidant Kevre Frañs Handisport, eo bet ar gwellañ c'hoarioù evit skipailh Frañs abaoe re Tignes e 1992. Pempvet eo skipailh Frañs er renkad evit ar medalennoù aour ha pevare evit an holl medalennoù. Ur skiourez yaouank zo bet lakaet war-wel e-kerzh ar c'hoarioù er bloaz-mañ : Solène Jambaqué, eus Luchon. Da 17 vloaz eo pignet pemp gwech war podiom C'hoarioù Paralimpek Torino, ha div wech war ar bazenn uhelañ. Adalek bremañ e c'hello al liseadez kaout skoazelloù bras gant Ministrerezh ar Yaouankiz hag ar Sportoù evit gwellaat c'hoazh he live ha kenderc'hel war ar memes tro gant he studioù.

 

 

 

 

 

 

 

 

Capote (Truman Capote)

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Seveniñ : Bennett Miller

Oscar 2006 ar gwellañ aktour evit Philip Seymour Hoffman

 

Miz Du 1959. Truman Capote, skrivagner brudet Breakfast at Tiffany’s a soñj, goude bezañ lennet ur pennad diwar-benn lazhadeg ur familh e Kansas, e c’hellfe skrivañ ul levr diwar-benn an darvoud-se. Kustum e vezer, e bed al lennegezh, da gaout istorioù polis ijinet penn-da-benn.

Lakaat a raio 6 vloaz evit ober e enklask hag echuiñ In Cold Blood, ar romant diwezhañ en defe echuet. Cheñch a raio spontus e vuhez abalamour d’an enklask-se.

 

Ur film sioul eo Capote. Evel ar sonerezh a vez klevet ennañ. Ul lusk gorrek zo gantañ met n’eo biskoazh arabadus. Un aergelc’h melkonius, skeudennoù gris, cheuc’h, brav ha leun a from diskred. Tremen ’ra evel c’hwec’h vloaz e-lec’h ma c’hortoz pep hini e donkad. Ar marv, ar brud... Dre veskañ ar meteier sokial ha diskouez heñvelderioù mab-den e sav ar film goulennoù dedennus-tre. War kastiz d’ar marv, anat, met ivez traoù soutiloc’h diwar-benn ar c’hrouiñ dreist-holl. Betek pelec’h e c’haller mont evit sevel ur bennoberenn ? Peseurt doare karantez pe emgarantez a zo en doare ma implij Capote an dud all ? Dispar eo c’hoari Philip Seymour Hoffman hag un drugar eo Capote evit dizoloiñ "tudenn" ar skrivagner-se, dianav evit an darn vrasañ eus an Europeaned ’m eus aon.

G.L.

 

Kement ha gouzout muioc’h : http://www.sonyclassics.com/capote/

 

 

 

 

 

 

 

 

The Smiths – The Queen Is Dead

 

 

Embannet gant WEA

 

Ijinit ’ta. Setu ur bladenn bet embannet 20 vloaz ’zo, met tu a vefe bet d’ar Smiths enrollañ anezhi er bloaz-mañ.

Distro e 1986 neuze : ned a ket gwall vat an traoù er Rouantelezh Unanet ; dindan beli Margaret Thatcher emañ ar vro. Evit pezh a sell ouzh ar sonerezh, eo randonus an traoù : strollad ebet hep piano tredan. Met degouezhet eo ar Smiths abaoe 1982, ha ganto e cheñch an traoù : distro d’ar gitar, komzoù leun a fent saoz. Ar strollad a zo diazezet war an daouad Morrissey (kan) ha Johnny Marr (gitar), hag int a zo gwelet peurliesañ evel McCartney-Lennon ar bloavezhioù 1980.

Ha neuze, The Queen Is Dead, marteze ar bennoberenn indie nemeti deuet er-maez er bloavezhioù 1980. Prenit ar bladenn, selaouit, selaouit en-dro, tapit ho keriadur evit kompren ar c’homzoù ha goude-se prenit holl bladennoù ar strollad. Un urzh eo.

R.M.

Lec’hienn ofisiel ebet, ur bern re nann ofisiel :

http://www.askmeaskmeaskme.com/

http://shoplifters.morrissey-solo.com/

http://www.cemetrygates.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Tartezenn sivi gant kraoñ-kokoz

 

 

Prientiñ: 20 mn
Poazhañ : 30 mn

Danvez evit 6 den :
Toaz bresk ("brisée"),
250 g kraoñ kokoz rasklet,
100 g amann, 3 vi, 750 g sivi , 80 g sukr-poultr.

Ledit an toaz war ur moul tartezenn 24 santimetrad treuzkiz.
Lakait da boazhañ er forn hep tra ebet all e-pad 10 mn.
Lakait an amann blot (ket teuzet) en ur besel. Ouzhpennit ar vioù, ar sukr hag ar c’hraoñ-kokoz.
Meskit mat pep tra.
 Ledit ar meskaj-se war an toaz.

Adlakait er forn e-pad ur c’hardeur.

Lakait ar sivi. Kaotigell sivi a c’heller ouzhpennañ ivez.

Katell Leon