|
|
|
|
|
|
|
Lun 6 a viz Meurzh,
niv. 90 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ar
Skrivadenn a-benn disadorn ! |
|
|
Brest Sal
ar Sindikadoù (bali Clémenceau), da 2 eur 30.
Sked, pgz : 02 98 80 26 71. Gwerliskin Sal
ar Gosker, da 3 eur. Park an Arvorig, pgz :
02 98 81 16 51. Kastell-Paol Sal
Michel Colombe, da 2e30. KLT, pgz :
02 98 63 98 79. Kemper Koc'hu
Sant-Frañsez, da 2 eur. Ti ar Vro - Kemper, pgz :
02 98 90 70 43. Lannarstêr Sal
ar Gouelioù, da 2 eur. Emglev Bro an Oriant, pgz :
02 97 21 37 05. Naoned Ti
Keltiek (straed Harouys), da 2 eur. Ur sonadeg gant Jean-Luc Roudaut a
vo kinniget e-kerzh an endervezh ! Kentelioù an
Noz, pgz : 02 40 20 39 74. Roazhon Kreizenn
Dizolo Pol Brezhoneg Skol an Emsav (straed Pierre Martin), da 2 eur,
pgz : 02 99 38 75 83. |
|
|
|
|
|
|
|
Lienennoù
revr da daoler ? |
|
|
Peseurt
diskoulm kalz marc’hadmatoc’h hag ekologel a zo
d’ar gudenn-se ? Ar mailhurennoù da
walc’hiñ, ha n’int ket un distro
d’ar mailhurennoù kozh implijet gant hon
mammoù-kozh, a c’hellit krediñ. Div
lodenn a zo : al lienenn hec’h-unan hag a
c’hell bezañ rakstummet, gant velkro ha
stirennoù tro-dro d’an divvorzhed, hag ar
gulotenn-wareziñ graet gant un danvez dizour (gloan,
kotoñs, danvez polel pe poliester). Aes eo ober ganto pa vez
heuliet un nebeud alioù (da skouer, lakaat ar
mailhurennoù lous en ur sailh asambles gant dour hag eoul
lavand, da c’hortoz ma vint gwalc’het). Espernet e
vez arc’hant (war-dro 650 € a vudjed
e-keñver ar 1500 € a vez dispignet dre
vabig gant ar mailhurennoù da daoler), ne vez ket saotret an
endro ha tu zo da adimplijout ma vez bugale all da-heul ! Morwena Audic Diheiet
: distrujet, disleberet. Evit
goût hiroc’h : Pennad
e-barzh Les quatres Saisons du jardinage, niv. 157,
miz Meurzh-Ebrel. http://larbreabebes.free.fr/index.html |
|
|
|
|
|
|
|
C'hoariva
e Kerne |
|
|
C'hoariva
e Kerne, etre an 3 hag an Evit
gouzout hiroc'h : Tud Bro Konk, pgz :
02 98 56 96 03. |
|
|
|
|
|
|
|
Boris
Diaw en NBA : e eil "tri-doubl" |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
L'ivresse
du pouvoir |
|
|
Frañs
- 2005 Senario
ha seveniñ : Claude Chabrol
Film
bloaziek Chabrol a c’hortozer. Ha ne cheñch ket ar
paotr : derc’hel a ra gant ar memes
perzhioù, mat ha fall. Aferioù polis a ro atav
dezhañ un digarez da studiañ tudennoù
zo. Dedennet eo en taol-mañ gant emzalc’h ur
varnerez vezvet gant ar galloud a zeu dezhi. Skeud an afer Elf a
anavezer met n’eo nemet ur stern da sevel an istor
ennañ. Sed aze evit ar perzhioù mat ;
eus tu ar sioù eo ret lavaret ne ren ket Chabrol war e
gomedianed : ar re a zo null zo null, ar re a zo ampart zo
ampart, ar re a ra o show a ra o show. Aze emañ an
dalc’h gant Huppert a ro ar santimant e chom war
c’horre he zudenn. Berléand zo mat-tre memes tra,
ha gant Balmer e teu ur gwir gur aktour. Meriadeg Vallerie Evit
gouzout muioc’h : http://www.livressedupouvoir.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
L’Auberge
du bout du Monde Gant
Prugne hag Ober |
|
|
Istor
ur gêriadennig eo, etre gwirvoud ha faltazi, enni tud vunut
pe binvidik, otus pe vadelezhus. Evel e pep korn eus ar bed. Ya, met
aze e tispak diwar tresadennoù bev ha livioù
kizidik Prugne, teñzorioù mojennoù ar
Vretoned. Kaset brav e vezer, gant karantez, souezh ha spouron war
roudoù tonkad Enora ha Yann hag hini Treberneg. Ma
tiskoachit pelec’h emañ Treberneg war ar gartenn,
kasit keloù da Vremaik mar plij. A.K. Div
levrenn : La fille sur la falaise ha Des
pas sur le sable. Embannet
gant Casterman, rumm
Ligne d’horizon. |
|
|
|
|
|
|
|
Terence
Conran |
|
|
En
ur ober 10 vloaz a-boan eo bet goloet Europa a-bezh gant ar chadennad
stalioù. E 1973 e tigoras e stal Habitat kentañ e
Frañs, e Montparnasse. Berzh a reas Conran adal ar mare-se.
Skrivañ a reas meur a levr (The House Book,
Conran Octopus, The Katell Leon Ma faot deoc’h gwelet
traoù savet gantañ : http://www.conran.com. |
|
|
|